Ar C’holeo hac al Leön.

Eus Wikimammenn
◄   An Tigr hac al Louarn. Ar C’holeo hac al Leön. Ar Zab hac an Drez.   ►



FABL 98.


Ar C’holeo hac al Leön.


Pevar c’hole en em assamblet,
Eun accord o deveus bet gred
Da chom an eil gant egile,
Disparti ebet ne vije ;
Neb a raje da unan fall
A raje ive d’ar re-all.
Al leön, aneze pa voelas,
Attaqi pevar ne gredas :
Petra bennac m’en devoa naon,
E rencqas lezel e goff scaon.
Evit ze ne gretje james
Attaqi pevar assambles.
Ho dispartia a glascqe
Ha dré gomso caër e c’heure ;
Neuse varneze e saillas
Ha prest avoalc’h ho devoras.

Sans moral.


Ne oufet james ober guel
Evit accord mad ha formel :
An discord a laca facil
Ar puïssanta inutil.


————