Eur pesqic bian o voelet
Gant eur pesqeter voa tapet,
A bede anezàn neuse
D’en lacqâd en dour adarre ;
Demeus a goff e vam ractal
E voa o paoues sortial ;
O vea qen neubeut a dra
Diontàn n’alje profita ;
A volonte teuï er ret
Pa vije huelloc’h cresqet.
Ar pesqeter inexorabl
D’an oll gomso-ze dereat :
Ma mignon, dezàn a laras,
Mèn n’en don qet a avis c’hoas
E ve deus ma dorn achapet
Eur prey hac a ve assuret,
N’en deus fors pegen bian ve
Na pegen neubeut a dalfe :
Goud a oun bremàn petra so
Mæs ne oun qet petra’m bezo.
Sans moral.
Guelloc’h eo ar pez a ve sur
Evit an treo diassur :
Guelloc’h eo ar presant bepret
Evit an treo da zonet.
Eur profit bian ell digas
Eur vech bennac eur profit bras.