An Den avaritius hac an Den avius.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Pesq bian hac ar Pesqetaër. An Den avaritius hac an Den avius. Ar Bugel hac al Laër.   ►



FABL 101.


An Den avaritius hac an Den avius.


Jupiter voe importunet
Gant daou zen voa estranch meurbet.
Unan ane voa avius
Egile avaritius.
Ma cassas deze Apollon
Da exaussi ho orezon,
Hac e roïe d’ê pen-da-ben
Ar pez a garjent da c’houlen,
Gant condition cousgoude
An hini n’ê a c’houlenje

D’egile, e vije doublet
Ar pez en dije goulennet.
An avar pell a isitas ;
Mæs a la fin e commanças,
Abalamour ne grede qet
Vije avoalc’h dezàn roët.
Meur a dra neuse a c’houllas,
Egile doubl a recevas ;
Hac an avius devennat
Ma teniet dezàn eul lagat,
O c’hesperout dre gement ze
Lacât tenna daou egile.

Sans moral.


Cetu aze eur poltret mad
Deus a zaou viç insuportabl
Aze comprenet assambles,
Rac bea e vent alies ;
E varchont ho daou evel-ze
Compagnon an eil d’egile.
Dies eo caret ar voyen
Hep caout avi eus ho ferc’hen.


————