Mont d’an endalc’had

Ar Paün hac an Eostic.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bley hac ar Chasseer. Ar Paün hac an Eostic. Al Lapoucetaër hac ar Voualc’h.   ►



FABL 44.


Ar Paün hac an Eostic.


Ar paün a rê e glemo,
Da briet Jupiter, Juno :
Ar rossignol a gane mad ;
Ha deus anezàn e red goap
Partout gant an oll lapoucet
Abalamour d’e voez raouiet.
Juno dezàn a respontas :
Pep-bini a receo e c’hras ;
Partajet e’n donezono
Deus an env gant an doueo.
Ar rossignol mest da gana,
Ha da blun d’e eo ar c’haëra.
Red eo eta da bep-hini
Deus e stad en em gontanti.

Sans moral.


Qemeromp a voir volonte
Pa ve roët demp gant Doue,
Deus a galon vad ha gant joa,
Na ne glescqomp qet brassoc’h tra.


————