Al Lapoucetaër hac ar Voualc’h.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Paün hac an Eostic. Al Lapoucetaër hac ar Voualc’h. Ar Marc’h hac ar C’haro.   ►



FABL 52.


Al Lapoucetaër hac ar Voualc’h.


Eun den voa o stigna e ret
Evit ma tapje lapoucet.

Ar voualc’h a bell a voele,
A c’houlenne : petra res-te ?
Al lapoucetaër a lare :
Eur gêr a vatissan aze ;
Ha qer qent ac’hane e c’ha
Pell dionte d’en em goacha.
Ar voualc’h credet en e fenn
A deuas mat d’ar voetaën
Pehini a oa tost d’ar ret.
Zouden avoalc’h e voe tapet.
Al lapoucetaër a redas ;
Ar voualc’h deàn a laras.
Eur gêr ar sort-màn batisset
Neubeut vo a citoyanet.

Sans moral.


Quistiono fall ha truach
A ra d’ar bobl cals a zomach.


————