Ar Bley hac ar Chasseer.

Eus Wikimammenn
◄   Al Louarn hac ar Mart. Ar Bley hac ar Chasseer. Ar Paün hac an Eostic.   ►



FABL 50.


Ar Bley hac ar Chasseer.


Eur bley dirac eur chasseer
A voa scuiset o redec caër.
Eur bucher-coat a rancontras
Ha diontàn e c’houlennas :
Pe lec’h, ma mignon, e coachin ?
Ar bucher a zisquel an ty.
Ar bley ennàn a antreas ;
Er c’hoign a goste e coachas.
Guelet a ra ar chasseer
O c’houlen digant ar bucher

Hac en devoa guelet ar bley
Eun tu bennac enno o trey.
Ar bucher sur en guirione
Demeus a c’heno en nac’he :
Gant e zorn en deus disquelet
Al lec’h ma voa ar bley coachet ;
Mæs èn ne gomprene netra
Er pez a zisquelet dezàn ;
Ma partias incontinant,
Hep ober na van na zeblant.
Qen qent a m’en devoa guelet
Ar bley anezàn partiet,
E sortias, demeus an ty
Hep lavaret gir ontàn muy.
Ar bucher ar bley a vlame,
Pen deus sauveted e vue
Evel qent e voa partiet,
Hep bea e drugareqeed.
Ar bley neuse a retornas
Hac evellen a lavaras :
Ma pije e torn an euvro
Da vue evel da gomzo,
Dre voir droet e poa meritet
E vije graço did rentet.

Sans moral.


An dud vechant, petra bennac
Ma promettont ober traou mad,
A voelfet sur scler ha patant
Qement a raint fall ha mechant.