Mont d’an endalc’had

Ar Gelionen hag ar c’har

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar guellienen hac ar c’har.

R. Prud'homme, 1903  (p. 113-116)





XII


AR GELIONEN HAG AR C’HAR


En eur sao tenn, heol a bep tu,
War eun traez tanau ’vel ludu,
C’houeac’h pikol marc’h, gant kals a veac’h,
A chache eur c’har gant ar c’hreac’h.

Ne vane den ennañ, avat :
Bras ha bihan a yae war droat
Gant truez ous al loened keis
’Oa c’houeza, c’houezi, skwis-direis.


Setu ma tibouf d’o skoazel,
Eur gelionen a denn-askel ;
Gwech war unan, gwech war eun all
E sailh broud-divroud, o voudal.

Evel ma red dreoll, buhan,
Eur c’horonal ’kreis an emgann
D’eünañ e dud, ha d’o zikour
Da drec’hi war an enebour,

Hi a c’hournij du-ma, du-hont,
A zeou, a gleiz, en eun taul-kont ;
A ra eun azezig, gant pres,
War fri chaotret ar pautr harnes ;

Panevet hi, war he menno,
N’afe biken an treo endro ;

Hi eo a ro nerz da bep gar,
Hag a ra mont war rauk ar c’har.

— Ar re-nes, ’mei, zo dibreder,
Pa lezont d’iñ pep tra d’ober :
Ha ne c’hellfent ket, kouls ha me,
Rei eun taul dorn d’ar c’hezeg-ze ?

’Mañ eur manac’h o pedi c’houek.
Daoust hag eo ’n amzer, lezourek ?
Eur vroeg a gan a-bouez he fenn :
Pesort vad gant he c’hanaouen ?

Darn-all zo ’kauzeal : tud sot,
Pa dlefent bounta war eur rot ! —
Gant ar zonjou-ze, hon loenig
O vouboual ’n he c’horn-boudig


A drubuilh an oll goas-oc’h-goas.
O vezan grommet eur c’hi bras
’Oa ’drenv ar c’har o kerzet treus,
E oe lonket gantañ, dre reus.

Pet den er bed a zo kelion
A c’houl rei d’ar c’hezeg kalon
Hag ali mat da bepini ?
Kelion fur, evez ous ar c’hi !



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Agitato.}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 4*1
    \tuplet 3/2 { e8( e) e } a8 a b b | \break
    cis a \tuplet 3/2 { b8 b b } | cis8 a b b | \break
    b r e, e | a a b b | \break
    cis a \tuplet 3/2 { b8 b b } | cis8 a b b | a r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    En eur sao tenn, heol a
    bep tu, War eun traez ta -- nau ’vel lu --
    du, C’houeac’h pi -- kol marc’h, gant kals
    a veac’h, A cha -- che eur c’har gant ar c’hreac’h.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }