◄ An intanvez yaouanq | Ar guellienen hac ar c’har | Perrina hac he fodat laez ► |
En eur c’hra sounn, lourd ha diæz,
E faç an heaul hac e vroez,
C’huec’h marc’h galloudus a chache
Ur voitur pounner evit doare.
Graguez, menac’h ha dud-coz
A bigne var droat oc’h ar roz.
Ar jao qæz a labour ferm,
En dour-c’huez ar c’heseq a derm.
Ur guellienen, eu ur bragal,
O scournija hac o boudal,
Var e meno a sonch dezi
Cass ar machin, hac a-zevri,
E flemm an eïl hac eguile ;
Var ar limon e azez ive,
E biq ar c’hocher en e fri :
Ne deus nemet-hi, en eur guer,
A guement a gass an affer ;
Dezi ebqen e an enor.
Ur sergeant eo, e penn ar renqou,
O planta couraich er c’halonou,
Evit assuri ar victor.
En dra ma, fistoul e clemm c’hoas
Rac ma lezer an drevel bras
Tout var he c’horf. Manac’h a lenn
E vrevier du ; hac amser pidi ve ?
Ar c’hræg a gan var boez he fenn ;
Pe sort vad gat ar guerziou-ze ?
Ar guellienen a voud, a rod,
Hac a ra cant sort qizou sot.
Dre cals a boan eo deut ar c’harr d’an trec’h :
Tennomp alan, rac bet am eus cals bec’h ;
Deut ar poent d’am pea brema,
Eme ar guellienen. Cals tud so er bed-ma,
Bresserien hac a blant o fri e peb affer ;
E peb affer e ve graç o divoër ;
Qer couls ive eus a bartout
E ve mad o c’hass en o rout.