Mont d’an endalc’had

Ar Bleiz hag an oan

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar bleiz hag an oan.

R. Prud'homme, 1903  (p. 117-121)





AR BLEIZ HAG AN OAN


An oanig paour a oa laouen
P’edo ’vragal ’kreis eur braden
A red enni eur oazig dour
Gant hec’h hiboudig flourik-flour.

Eur bleiz war yun o klask eur pred,
Siouas ! en deveus-hañ gweled ;
Choarzin a ra a-skrign e zent,
Hag e c’hourdrouz d’ezañ kerkent :


— Perak out-te ken dievez
Da zont da stravilhañ ma goez ?
— Autrou bleiz, ’me ’n oan, aonik-tre,
Na it ket d’ober droug d’i-me,

Ma autrou ker, ha me ho ped !
Evañ ho tour me na ran ked,
Na banne dour n’am eus evet
Abaoe ma ’z oñ war ar bet.

— Daoust e larez emoun gaouiad,
Pe n’em eus ket a zaoulagad ?
— Salv ho kras, autrou, pa evfen,
Stravilha ho tour ne rafen,


Pa ’z eo gwir emoun izelloc’h
Triouec’h kammed, evit nan oc’h.
— Tav d’iñ gant da zigareziou
Ha na glask mui ober tailhou :

Ha te gav d’it, gloanek pen-skañ,
Ne c’houzon ket petra larañ ?
Ouspen eur bloaz so e c’houzon
E teus drouk-komzet ac’hanon.

— Autrou ar bleiz, ho pet true,
Ha n’am sellit ket er c’his-se !
Eur bloaz so, ne oann ket ganet,
Pa n’emoñ ket c’hoas dizonet.


— Ma neket te, da vreur e oa.
— N’em eus hini. — Da genderv, ’ta,
Pe unan all demeus da re :
Etrezoc’h-c’houi e rit d’i-me,

Pennou-denved, ha chas, ha tud,
Gant ho teod fall pep seurt goall-vrud ;
Laret so d’iñ ; m’hen talvo d’eoc’h,
Rak me fell d’iñ beva en peoc’h ! —

Hag heñ war an oan ’vel bar-went…
Pa ziredas eur c’hi kerkent,
Eur pikol ki, ha da harzal :
— Deus d’hen talvout d’i-me raktal ! —


Gwilhaouig kæs, dal ma glevas,
Buhan d’ar c’hoad a zistroas ;
Hag an oanig david e vam,
Ha laret d’ei e oall-estlam.

Ma neket bepret ar gwella,
Abeg ar re grenv e ’r c’hrenva,
Ken a ve eur c’hrenvoc’h digouet ;
Goudeze, ne lavarañ ket.



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \time 6/8
    \partial 8*3
    e8 e e a4. b8 c b | \break
    a4. a8 g f | g4 g8 a g f | \break
    e4. b'8 b c | d4. c8 b a | \break
    a4. a8 a f | g4. \autoBeamOff a8( b) g | a4.\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    An oa -- nig paour a oa la --
    ouen P’e -- do ’vra -- gal ’kreis eur bra -- den
    A red en -- ni eur oa -- zig dour
    Gant hec’h hi -- bou -- dig flou -- rik -- flour.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }