Ar C’hole hac ar Bouc’h.

Eus Wikimammenn
◄   An daou Bod. Ar C’hole hac ar Bouc’h. Ar Marmous hac e Vugale.   ►



FABL 94.


Ar C’hole hac ar Bouc’h.


Eun taro a voa poursivet
Gant eul leon, ma voa o redec
O clascq eur plaç d’en em goacha :
Eur c’havern cavet en devoa.
Dirazàn ar bouc’h a deuas
Ha manific en recevas,
En eur fesson cri ha cruël,
A dolio bras gant e gerniel.
Ar c’hole dezàn a laras :
Deut out, o voelet ma disc’hraç,

Da ober goassa elles din,
Pa glascqen en em repui ;
Mæs ma c’haë divar ma zro
An hini bourziou ac’hanon,
Mèn a lacqafe da zantout
Em eus eun dra muin a c’halloud,
Rac eun differanç ners a so
Entre eur bouc’h hac eun taro.

Sans moral.


N’eus viç ebet muioc’h mezus
Evit redec d’eur malevrus :
Cousgoude eo commun er vro ;
Rac mar que varnout maleurio,
An dud dister a vo guelet,
Dre ar bouc’h-ze represantet,
O tont da gresqi da boanio
Dre langach faus hac obero :
Pa vo a enep ar re vras,
Ar re vian vo evel chas.


————