An daou Bod.

Eus Wikimammenn



FABL 93.


An daou Bod.


Daou bod (ouarn unan anê
Deus a bry e voa egile),
Var vord eur rinvier voaint lezet
Ha gant an dour e voaint roulet.
Ar pod pry en devoa morc’het
Hac aon bras ne vije torret.
Ne gemer aon rac qement-ze,
A laras dezàn egile,
Rac certen mèn a ampecho
Eus an dra-ze na c’hoarveo.
Ar pod pry en deus respontet :
Qement-ze so mad lavaret,

Mæs mar deuan d’en em stocqa
Ouzit-te ha d’en em vrinza,
Pe autramamt caout re a gour
Dre ar fors ners demeus an dour !
An dra-ze n’ell qet hoarveout ?
Coll a rin o stocqa ennout ;
Zede ar reson vad evit
En em zepari diouzit.

Sans moral.


Guelloc’h cals e vo e vefet
Antreteni ho conzortet
Vit frecanti puissantoc’h
Hac a ve cals pinvidicoc’h.
Deus ar puissant vo domach
Ha deàn ne alli qet noaz.


————