Ar Marmous hac e Vugale.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hole hac ar Bouc’h. Ar Marmous hac e Vugale. Ar Paün hac ar Gru.   ►



FABL 95.


Ar Marmous hac e Vugale.


Jupiter en deus desiret
M’en em assamblie al loenet
Evit gout pini deus anê
En devoa caëra bugale.
Al loenet tout en em gavas
En eur bazen, bian ha bras,

Hac an oll lapoucet ive,
Bras ha bian a bep coste,
En em dastument tout afour
D’en em renji en bord an dour.
An divea voa ar marmous.
Neuse e voe clevet eun drouz :
A ziabel, pa voe goelet,
Tout ar re-all so commancet
Farceres, goap a rent ive
Deus diadren e vugale.
Ar marmous ne voa qet contant
Hac a gomprene autramant.
Neuse e lavaras glorius :
Ne vo qet c’hui e vo ar juj ;
Jupiter vo a raï e c’hiz :
D’an hini garo vo ar priz ;
An hini jujo ar guella
Vo e vugale ar c’haëra.
Evit herve ma zantimant,
Eo ma bugale caër ha coant ;
Ma cleont bea preferet
Da gement hini so er bed.
Jupiter, pa gleo qement màn,
A gommanças hoarzin gantàn.

Sans moral.


Exempl ar garante dall-ze
D’ar marmous eus e vugale
A ziscq demp pegement ive
E qemeromp simplicite,
Ha pegement treo ar bed
A aparis demp dic’hizet

Pa deuomp da voelet anê
Gant daou-lagat an amitie.


————