Mont d’an endalc’had

An envnic rouz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Evnig Rouz.

1890  (Levrenn I, p. 152-154)



AN ENVNIC ROUZ
____


Me ’zo eun den iaouanc ; -’wit-on n’on ket galant,
Me oar scrivan ha lenn, gônid aour hac arc’hant ;
Ha me disclerio d’ac’h, kent vo fin d’am fropos,
An neb a choaz mestrès na gousc na de na noz.

Me ’m eus choaset unan ’zo caeroc’h ’wit al loar,
Brillantoc’h ’wit an heol, pa bar war an douar ;
Brillantoc’h ’wit an heol, na pa bar war ar bed ;
Rannan raï ma c’halon, mar na ro d’in remed.

Me am eus diou vestrès, hanvel ouz diou rozenn,
Unan an-he ’zo ru, unan-all a zo gwenn ;
An hini wenn an-he zo ’n jardin ar c’hreiz-de :
Aouën ’m eus na woenvfe, p’arruo n’ amzer grenv.


An hini ruz an-he ’zo eur plac’h caer ha coant,
Hi deus ma ravisset gant he zellou charmant.
Pa vije kement den ’zo ’r bed o laret d’in
Vije gaoudisserez, n’ vijen ket ’wit credi.

Met brema, me a gred dre wir experians :
Adieu, ma c’harante! adieu, ma espérans!

Me ’m eus eun envnic rouz, crennet he diou eskel,
A deu bep-noz, bep-noz, war gornic ma mantel ;
Ha na eus heur en noz n’ hen clewan ho canan :
Calonic ma mestrès a zo hanvel out-han.

’N dé-all da dec heur noz, pa oan êt em guele,
Cousket ganin eun unv, me am boe eun unvre ;
Cousket ganin eun unv, me am boe eun unvre,
Oa ma muian caret ganin ouz ma c’hoste.

Allas ! pa zifunis, ha gwelet na oa ket,
Me o commans goelan ’vel eun oan dianket ;
Me o commans goelan evel eun oan bihan
A ve losket el lann, dilaizet gant he vamm.

Hec’h an c’hoas eur veach bete ti ma mestrès,
Ha pa golfen ma foan, grêt am eus aliez ;
Ha na golfen ma foan, aliez am eus grêt ;
An hol a lavar d’in am eus amzer gollet.

— Dimeuz a larfet d’in, me iell da studian,
Ha birviken james d’ar gêr na retornan :
Dimeuz a larfet d’in, me iello d’ar studi,
Ha birviken james d’ar gêr na retornin.

— Et ’ta, ma zervijer, et-hu c’hoaz d’ar studi,
Eur blavezic pe daou, pe d’an neubeuta tri,
Ken am bo achuet ma femp bla war-n-ugent :
Neuze m’hoc’h eureujo, hep conge ma c’herent.


Keranborn. 1847.

______________