Eur veach e voa eur c’hoanen
Hac a voa o picqat an den.
Pa dap anei e c’houlenne
Petra am picq-mèn evel ze ?
Y neuse e deus respontet
An natur en devoa e gred
Deus ar galite e devoa ;
Evel-ze e rencqe beva :
Dre ze aneàn a bede
Da lezel anei en bue :
Evit qelo ar pez a noaz
Ne re qet dezàn cals a c’hlaz.
An den, oc’h ober eur min c’hoarz,
A lavaras an tan yol farz :
Dre betra re zot resonio
Vez ampechet eus ar maro ?
Abalamour ne c’heus-te qet
Galloud da veza ma blesset,
Ne gleyez na cals na neubeut,
Breman e c’hi dindan ar meud.