Mont d’an endalc’had

Al Leön hac an Den.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bouc’h bian ac ar Bley. Al Leön hac an Den. An Den hac ar C’hoanen.   ►



FABL 59.


Al Leön hac an Den.


Eur vech an den hac al leön,
Pa voaint o vale dre’r c’hanton,
Pep-hini ’ne gant e gomso
A veule cals e vertuio.
Pa voaint evel-ze o tremen
En ho c’hichen pilliero mein
En p’hini voa eun den gravet
Eul leön gantàn entouffet.
An den pa voelas ar gravur
A lare d’al leön a dra zur :
Aze e voeles ar fesson
E man an den dreist al leön
En ners, ha puissant meurbet
Dreist al leon hac an oll loenet.
Al leön en deus respontet :
Ma en divije al leönet
Taillerien mein ha graverien
Evel ma en deveus an den,

Muin a dud a pije guelet
Gant al leön bet entouffet.

Sans moral.


An den fur hac ive prudent
Ne gred netra certenamant
A nez beza sclerijennet ;
Rac cals so a charlatanet,
Ha pep-hini demeus anê
A chaç ordinal d’e goste.


————