Mont d’an endalc’had

Ar Bouc’h bian ac ar Bley.

Eus Wikimammenn
◄   An Azen clàn. Ar Bouc’h bian ac ar Bley. Al Leön hac an Den.   ►



FABL 58.


Ar Bouc’h bian hac ar Bley


Eur bouc’h dre’r prenest a zelle ;
Ar bley o tremen a voele,
Hac e commanças a dro vad
Eus anezàn da ober goàp,
M’en em gave æz ha contant
D’en injuria excelant.
Ep en em droubla tam ar bley
Da sellet ontàn o tistreï :
N’en dê qet te, certenamant
Evidout da vea mechant.
Ne qet da gomso ma disc’hraç,
Mæs an assuranç eus da blaç.

Sans moral.


Ennes a so eun exempl crèn
A neubeut generosite,
Evel a ra ar boeltronet
Ha meur a hini a verc’het.

Nemet injur hac insulto
Ne glefac’h qen eus ho geno :
Pa vent placet en assuranç
Int effrontet d’en em avanç,
Mæs pa vent var an disolo
E ve chanchamant a gomso.


————