Al Louarn hac ar Bouc’h.

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eur bleup divleupet.

◄   An Egl hac ar Vran. Al Louarn hac ar Bouc’h. Ar C’has hac ar C’hog.   ►



FABL 71.


Al Louarn hac ar Bouc’h.


Al louarn, ar bouc’h disqennet
En eur punç p’ho devoa zec’het ;
Mæs effet gante poez ho fenn
E sonjent penaus en em denn.

Ar bouc’h jenet en em gave
Hac en dro deàn e selle.
Al louarn dezàn a laras :
Ma mignon qer, qemer courach :
Mèn so deut em ompinion
Da ober eun invantion,
Ha mar implijomp anezàn,
Ne vo qet red demp chom amàn.
Ne c’heus nemet zevel e sa
Da dreid araug er vur ar pa,
Hac er fesson-ze izellâd
Da ben eun tam da estomag,
Ha mèn neuse d’en em zevel
Guella allin var da gerniel,
Ha pa vin mèn êd evel-ze,
Goude mèn ho tenno ive.
Ar bouc’h tout a executas
Qement a lare pas-a-pas.
Pa voa al louarn deut emês,
Ne voa qen e speret dies,
E sonjas eur singlezon-all.
Commanç da ganàn ha dançzal ;
Var vord ar punç e re e fars
Ha lezel ar bouc’h qez ebars.
Laouen bras voa gant e ebat,
Ancouneet e gamallat
Pini en ep gis ne aille
Tenna venjanç var egile :
Ne aille nemet reprochi
Dezàn e oll ingratiri.
Al louarn a gommanç timad
Deus anezàn da ober goap.

O ! paour bouc’h, en deus lavaret,
Ma pije qement a speret
Hac a sqient da ober sonch
Hac a varo so eus da c’hronch,
Ne vijes james disqennet
Er punç-ze hep beza zonjet
Dre pez gis nac en pez moyen
E c’haljes goude en em denn.

Sans moral


Darn en em four en affero,
Re-all a gommanç labourio
Araug m’ho deve comprenet
Penaus e vezo finisset
Na da betra en em denno,
Pe var vad pe fall e vezo.
Dre ze e qemeront ar c’his.
Demeus ar bouc’h-ze diavis.

Item.


Dre’r louarn eo represantet
E qeffet cals a vignonet
Had a roï dec’h esperanço
Pa voint o c’houlen zicourio :
Evel m’ho deo tennet ho fenn
Ho lezfont en creis ar vouillen.


————