Eun egl divar eur roc’h huël
A implijas e ziou-asqel :
Neuse an er gantàn e faout
Hac en em bosas var eur maout.
Eur vran a voa pell diontàn,
O zonch ober ar memeus tra,
A lammas var ar maout buan
Ma en em stagas eus e c’hloan.
Ar berjer a dap anezi
D’ar vugale evit c’hoari.
Sans moral.
Bea so hac o deve mall,
Pa voelont traou gred gant re-all,
Da zont da ober evelte
Hep beza eus ho c’halite.