Yan ar Boc’h a oa eun de, tro kreizte,
Gant al Louarn o vale,
Yann ar Boc’h a noa eur gwel berr,
Hag Alan, — hag Alan a oa divleuper.
E kreiz miz est, tom e oa, — ken e oa,
Ha sec’hed bras o devoa ;
Hag evit terri o zec’hed,
En ur puns, — en ur puns o-daou int lampet.
Eur wech e gante torret, — o zec’hed,
Ma daou gonsort ’zo nec’het,
Ma daou gonsort tapet diez :
Skeul ebet, — skeul ebet evit dont ermez.
« Evit ’n em jacha ermez, — komper kez,
Eme Alan flour e vouez,
Gwelet a ran skler mat an tu,
Pare omp, — pare omp, mar karez, dustu.
Da dreid arôk te zavo, — te harpo ;
Gant gwal da gein me bigno :
Diwar da gerniel me lampo,
Ha warlerc’h, — ha warlerc’h e vezo da dro.
Yan ar Boc’h chom souezet — ha batet,
Dirak kement a spered,
Ha raktal d’en em harpa start,
D’ober skeul, — d’ober skeul dindan ar c’hanfard.
Alan, skanv ha garret êz, — lamp ermez,
Diwar gerniel ar Boc’h kez,
Dreist ar vardel war an douar,
E koue plom, — e koue plom war e beder c’har.
Hag hen d’ober d’e gomper — berr ha berr,
Hen d’ober ur sarmon gaer :
« — Ar skiant an dalvoudusan
« Eo bepred, — Eo bepred ar skiant-prenan.
« Da harz luian da guden, — birviken,
« Dalc’h krog mat ebarz eur penn,
« Rôk ’n em voutan ’n eun toull diez,
« Gwel penôs, — gwel penôs halli dont ermez. »
Alanig a ra ul lamp, — a ziskamp,
Hag adarre d’an daoulamp,
Da glask ur bleup-all da flemman,
Eur penn yer, — eur penn yer bennak da goanian.
Diouz al lern diwallomp mat, — re daou droad,
Digoromp hon daoulagad :
Goude ver bet divleupet mat,
Divezat, — divezat ver da ’n em lipat !