Achihuet e hoès hou labour

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



RIEU EN ASÇANSION.
Ton : Nos 77 73.

Achihuet e hoès hou labour,
Ha douguet e hoès er victoër,
Hiniw guet er brassan inour,
En nean hou receu én é hloër.

Ar un trôn cogus azéet,
Hui e huél en doar idan d’oh,
Hag er Sænt e hoès délivret
E ra d’oh hiniw mil bennoh.


En nean n’hel gùélét hemb suéhein
Digueor é zoreu éternel,
Ha hui Doué ha dén é vontein
Guet hou Tad ar é drôn ihuél.

Azé ha Bélêg ha Patrom,
Eid omb bamdé é houlennet
Guet hou Tad er peah ha pardon
En dès hou coaid d’emb méritet.

Ar hou ç’Ilis, ô prièd glan,
A vazé hui e scùil græceu,
E ra buhé de bep-unan
Avel en inean d’er mampreu.

A vazé a zoh en dangér
Ér gombateu, hui hi dihuen,
Ha d’en nemb e zoug er victoër,
E dres hui-memb er gouronen.

Hui e zou hur pèn, ô Jesus,
Ha hui hur galhue èl hou mampreu ;
Groeit ma héliehemb gredus
En hent merchet dré hou paseu.

D’oh-hui enta, Salvér divin,
Guet en Tad hag er Sperèd-glan,
Hag hiniw ha de virhuiquin
Revou rantet er gloër vrassan.

J. G.