Zon joaus da dansal

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son joaus da dansal.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 104-106)



ZON JOAUS DA DANSAL
____


Disul, me am boa,
Disul, me am bô
Tri amourous iaouanc,
Da dansal war eun dro.

Dansal en-tre daou,
Tremen a biaou ;
Dansal en-tre tri,
Tremen hep hini ;

Gwascan war he droad,
Ober ser-lagad,
Ober goab anezhan,
Obstant d’he holl vad.

Pa defer d’am gweled,
Digemenet d’in,
Ma lardin ma c’hrampoez,
Ha ma ho uoïn.

Ma lardin ma dor,
Na wigouro ket :
En guele ’r gabinet
E vin o cousket.


N’det ket dre ma leur,
Da voustran ma fleur,
Côl, pour hac ognon,
Zivi ha cresson ;
Tolet plouz en tan,
M’ho cuelin, ma mignon !


Intanvez PeutiteKerbors.


____________