Mont d’an endalc’had

En penn ann ale

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 102-104)



EN PENN ANN ALE
____


   Jannedic a lare, en penn an ale :
— Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre ;

   Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre,
Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe ;

   Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe,
’Zo tric’huec’h kemener hi ’c’hober ’n eun de :

   C’huec’h a zo o tailla, ha c’huec’h o wriad,
Tri o polissenni, ha tri o plenad,

   Ha c’hoaz a zo manet na dimeuz ho zrenv
Da staga tri c’hlochet war ann diadren ;


   Ha c’hoaz a zo manet deuz ho zren ouspenn,
D’ober toull ar godel da dapout ar c’huenn.

   Ha c’hoaz ho deus laret teufont hep dale,
D’ober ann hadvancho (manet ’zo danve) ;

   D’ober ann hadvancho lienn gwenn friset,
’Wit ma ’c’h allin bale ’touez ann holl verc’hed ;

   ’Wit ma ’c’h allin bale ’touez ann hol verc’hed
Ma ’c’h allin well a ze debauch ar werzed.


____________