Yann ar c’hloc’her
E-unan ema en e doullig ti, ar paour keaz Yann, trouz an nor hebken o storlokat gant an avel, trouz-all ebet na glever brema peo deuet an noz. E-unan ema, azezet en eur gador bet, kredi ran, e touez arrebeuri kaëra e dad kunv. Astennet gantan e zivesker hanter zounnet e kas e dreid da domma betek el ludu klouarig, ha neuze ec’h en em ro da huvreal. Ar paour keaz Yann ! n’eo mui yaouank, hag e gorf a zo deuet da skuiza dindan samm ar bloaveziou. Ya, koz eo, koz bras zoken. Ankounac’heat e rank beza bet gant an Aotrou Doue war an douar warlerc’h tud e amzer. Eus kement a zo bet o c’hoari gantan, ped a jom ? Hini ebet, siouaz ! Skubet int bet holl an eil warlerc’h egile ; Yann e-unan en-deün eo en deus diskennet anezo en o gwele douar da ober o c’housk diveza. Ha brema Yann a zo e-unan, o ya, e-unan, paour keaz ! e-touez eur rum dud tamm ebet henvel ouz an hini en deus anavezet ; kustumou ha gwiskamanchou e genvroiz, o frezeg zoken, n’int mui e re d’ezan. Setu perak eo skuiz, skuiz kenan war an douar, hag e kar muioc’h-mui en em denna a-gostez evit beza e-unan, en e doullig ti kuzet harp ouz an iliz goz, e tal an tour.
E iliz, e dour, setu e wella mignoned ; n’eus mui nemeto a gement a c’houfe koms d’ezan dereat eus an amzer goz ; setu perak ez int deuet da veza evel e draou. Ha piou eta a anavez ar barrez eveld’han ?
Tost da bevar ugent vloas zo ma wiskas evit ar wech genta saë rus ar gurusded, hag abaoue ema wardro an iliz ; n’eo ket souez eta ec’h oufe diouti. Setu perak e kred a-wechou sevel e vouez da lavaret d’an aotrou person : « An dra ze, aotrou person, a zo bet great atao evel-se ! »
Ha pa fell d’an Ao. person rei digemer d’eur c’hiz nevez kavet mat gantan evit ar barrez, eo red d’ezan stourm ouz Yann ar C’hloc’her atao krog gant he zaou zourn er c’hiziou koz.
Red eo d’in ama lavaret eo Yann sakrist, kloc’her ha bezier war eun dro ; an holl labourou-ze avat a zo deuet da veza re bounner evitan. O n’eo ket hen a anzavo ; evel droug a ya ennan zoken pa vez hano gant an aot. person da rei skor d’ezan.
Hizio koulskoude, e-unanig gantan e-unan, eo red mat d’ezan anzav ema e nerz o vont digantan ; en em gaout a ra skuiz en abardaez-ma eus gouel an Holl Zent, skuiz evel an deliou melenet a zistag eus ar gwez, a dro hag a zistro, kaset ha digaset gant avel an Diskar.
Eur pez labour en doa bet da ober en derc’hent o lakaat pep tra en urz a-benn ar gouel ; hag ar gouel e-unan gant e lidou hir en deus taolet anezan er gador vourret, el leac’h ma chomo, hervez ar seblant, hep gellout zoken sevel da aoza e dammig koan.
Sellet a ra gant tristidigez ouz ar skourrou moan a zo o peurzevi en oaled, bet dastumet gantan hini da hini ; dont a ra zoken en e spered ar zonj eus ar boan en devoe o samma e hordennadig keuneud seac’h, hag o tigas anezi betek ar gear. Ma, red eo e ve deuet da veza kabac’h, mat mui da netra, hag eo erru tost evitan dervez an diskuiz bras. Ha mar ne deu ket an aotrou person da gas anezan diwar e dro n’eo ken nemet gant aon da ober poan d’ezan ; hen, Yann, ne fell mui d’ezan laërez pelloc’h an arc’hant a lakaer etre e zaouarn : e zilez a roio eta ; bez ez eus eun toulladig arc’hant en e bodig-espern, peadra da c’hedal ar maro.
A zo eas da lavaret !… mes… hag ar gwel eus unan-all oc’h ober e labour !… Gwelet unan-all o lakaat bokedou war an aoter, o skuba an iliz, o lakaat bole er c’hleier !… Daoust ha gellout a rai chom reiz da zellet ober an traou-ze ?… Mes, ne c’hello mui mont d’an oferen, gant aon ne zigouesfe d’ezhan lammat da c’houzoug ar c’hloc’her nevez da lavaret d’ezhan : « Ro d’in adarre ! N’ouzout ket diouto ! »
Ouspenn-ze a zo koulskoude, siouaz ! Penaos a rai evit mont eus an ti-soul a gar eun tamm brao muioc’h eget na gar an Aotrou e vaner ! Penaos a rai evit dilezel park ar maro, e bark hennez, da vihana ! ar park el leac’h ma kar ober baleadennou, war e bouezig, o chom a-zav bep eun amzer da zistaga hanoiou hanter walc’het gant an amzer ! Hag e teu d’ezan sonj eus an hini a zo eno, hag e koms outan, hag e teu en e spered hini pe hini euz an troiou a reas, pe eus ar farserez a veze gantan !
Hag e kendalc’h da vale dre douez ar beziou, o c’helver dre o hano kement hini a zo gourvezet dindan ar glasvez. Ha neuze, sellit, kaout a ra d’ezan ema tostoc’h d’ar re-ze eget d’ar re veo, ar c’heaz koz ! chomet warlerc’h kement a reou-all eus e oad ! Hag e rankfe dilezelanezo brema ? Ober eur vuez egiz-all goude kement ha kement all a vloaveziou henvel ?
Tra ! tra ! n’eo ket d’an oad-ze eo e teuer da gemeret plegou nevez ! Mes neuze, petra deuio eta da veza ?… Hag ar paour kez koz a zave zellou nec’het etrezek ar C’hrist mogedet a asten e ziwreac’h war mantel ar siminal.
— « O Aotrou ! Aotrou ! emezan, kemerit ac’hanon. N’emaon mui em bro war an douar ! Kemerit ac’hanon ganeoc’h ! Labouret am eus keit ha m’am beus gellet, ha brema me a c’houlen ouzoc’h gopra ac’hanon. Ho pezet truez ouz Yann goza ranno e galon gant ar c’hlac’har mar bez red d’ezan chom da zellet ouz re-all oc’h ober e labour ; ô lezit ac’hanon da vont da gaout va mignoned koz ! Den n’en deus mui ezom ac’hanon-me war an douar-ma p’eo gwir n’hellan ken na bezia ar re varo, na kempen an aoteriou, na lakaat ar meaziou da dregern gant bole ar c’hleier…
Ha setu en eun taol Yann o chom krenn a-zav gant e gaoz ; deuet oa sonj d’ezan ez oa ’r mare da vont da zini glazou an Anaon. Dont a reas ive en e spered ar c’homzou en doa lavaret d’ezan an aotrou person goude gousperou, oc’h e welet ker feaz : — « It da c’hourvez, Yann, unan-all a raio ho labour fenoz. » Unan-all da zini ar c’hleier evitan ? O nan avat, an dra-ze biken, evit keit ha ma vezo eur veraden wad en e wazied ! Biken ne lezo unan-all da gregi er gorden a laka bole er chloc’h bras hag er c’hloc’h bihan. E gleier ! o c’haret a rea muioc’h zoken eget e iliz, e wered ! Daoust ha n’oant ket beo ? ha n’o doa-hi ket eur vouez, koulz lavaret eun ene, hag a gemere perz e levenez hag e tristidigez an holl ?… Dieas e vije bet d’ezan lavaret pehini anezo o daou e karie ar muia, pe ar c’hloc’h bras, ar c’hloc’h kaër-ze a oe badezet warlene gant lidou kel laouen ! Gwisket oa bet d’ezan eur zaë dantelez gwenn eus ar fina, ar pez a rea d’ezan beza henvel en eun doare bennak ouz eur vagaden ; hag an dra-ma, klevit, a roas tro d’ar zakrist koz da c’hoarzin e walc’h. O pegement e kare Yann e zon arc’hantet, henvel ouz c’hoarz eur bugelig. Evitan, Yann en doa eur garantez a dad koz, karantez leun a deneridigez. Ar c’hloc’h bihan a yoa evitan eur mignon koz ; digas a rea sonj d’ezan eus e bask kenta, p’edo en e wasa bole evit prosesion ar vugale ; hema eo ivez an hini a skoas evit tremenvan e holl dud ; setu perak oa e vouez evitan evel eun hekleo eus an amzer gwechall. Ha neuze, sellit, Yann a gomze ouz e gleier evel pa vijent bet speredet d’e zelaou ; evit gwir, ar wirionez a rank beza lavaret, gouzout a rea lakaat anezo da gana evel ma karie, evel ma c’hoantea ; e wiziegez war-gement-se a yoa dispar. Ha setu perak morse ne vije bet fellet dezan lezel unan-all da ober e labour.
Ha neuze, piou oar ? Marteze o divije nac’het senti ouz daouarn estren ! Kustum evel ma’z oant abaoue kement a vloaveziou da zenti ouz an hevelep mestr, ouz Yann goz ar C’hloc’her…
Erru oa an noz ; ha setu eun tammig nerz o tont d’ezan adarre en eun taol ; lijer oa e dreid zoken o treuzi ar vered deuet da veza evel eul liorz leun a vokedou ; plijadur a rea d’ezan gwelet n’oa ket ankounac’heat ar « re goz. » Mont a eure en iliz leun a denvalijen serr-noz. Goulaouen ebet war elum en iliz, nemet stereden nig rus an tabernakl. Mont a reas tre d’an neac’h, betek korden ar c’hleier ; kraenchat a reas en e zaouarn, hag e seblantas d’ezan beza yaouankeat evel eur paotr a ugent vloaz.
— « Alo, keaz koz, emezan d’ezan e-unan, setu e vezo red labourat ; kalet eo kement-se d’hon oad, mes petra dalv klemm ? » Hag e lavaras o farsal :
— « Te avat, va faotr, emezan d’ar c’hloc’h, ne c’houlennez nemet nijal, n’eo ket gwir, pennig skanv ? »
Ar c’heaz koz a reas eur jachaden war ar gorden, a zaoublegas war e voutou, hag ar c’hleier da zenti kerkent ouz ar vouez anavezet hag o kana en o neiz.
Nag e kanent brao en noz-se ! Pegement e vijed douget da anzav o doa eun ene ! Hag e gwirionez, eun ene o doa, ene Yann a-bez a yoa eat enno. A-wechou e seblantent beza evel mouez eur vamm o luskellat he c’hrouadur ; a wechou-all ar vouez a grenvae betek dont da veza evel eur c’hlemm garo ; hag ar vouez a zave, a zave atao uhelloc’h uhella, betek an nenv, nan mui evit koms a dristidigez hag a varo, mes evit kana ar vuez, ar fizianz kristen, an eürusted peurbadus hag ar weladen da viken. Hag ar vouez en em stleje, a nije war ar meaz, a gear da gear, betek ar penn pella eus ar barrez, o kas d’an holl ar zonj eus an Anaon kez o c’hedal zikour pedennou ar re veo evit beza diboaniet.
Koulskoude Yann a jache atao war gorden e gleier, ar c’houezen o pizenna war e dal ; skrijadennou skournet a rede dre e wazied paour ; hogen, eun nerz nevez a deue d’ezan, ha ne zante nep skouisder.
E zaoulagad a yoa d’an uhel o para war neiz ar c’hleier, ha Yann a wele brema e holl gerent, e vignoned koz, ar re holl o doa roet o c’horf d’ar vered da ziskouiza e skeud an iliz. Tremen a reant dirazan oc’h hen alia da vont ganto. Digor frank gantan e vrennikennou, Yann a zelle outo o vont e-biou d’ezan, dre an denvalijen. Krog mat oa er gorden, ker krog zoken ma’z ea e ivinou er c’hanabr ; hag ar c’hleier a yea atao endro, hep ma ouie Yann petra na penaos e rea ; henvel oa ouz eur mekanik.
Stered an nenv a varve en oabl, an denvalijen a yea da guzat, hag an diveza eus Anaon ar vered koz a yea a-ziwar-wel. Klevet e oe neuze en iliz didrouz eur vouez skiltrus o c’hopal : « Gedit ac’hanon ! »
Ha kerkent Yann a glevas eun dra bennak o strakal en e ziabarz : eun huanaden a darzas war e vuzellou, e zaouarn a ziskrogas hag a ziruilhas hed-a-hed ar gorden ; ha neuze, endra ma koueze e gorf maro war leuren an iliz, ene Yann dizammet a nije d’an nenv douget war ganaouennou kanvus ar c’hleier.
Ar c’hloc’her koz a yoa maro war an dachen, maro oc’h ober e labour.
En uhel koulskoude ar c’hleier a zone bepred. Hep ma vije den o lakaat bole enno, an daou gloc’h eur pennad mat c’hoaz a jomas da zon glaz da Yann ar C’hloc’her.