Hekleo eus invantor an ilizou e Breiz-Izel
Potius mori, quam fœdari !
Kentoc’h mervel eget beza kailharet !
Meren a yoa peur zebret. An intron a gasas ar zervicherien er meaz eus ar zal, o lavaret d’ezo teurel evez war ar vugaligou. Ha neuze, p’en em gavas he-unan gant he fried, e lavaras d’ezan krak ha ber :
— « Ildut, va mignon, poan-spered ac’h eus, anken a zo war da galon. Petra c’hoarvez ? O lavar d’in ’ta petra zo, rak gouzout a rez ez oun dare da zaouhanteri ganez. Ildut ! Ildut ! Arabat eo d’it kuzat netra ouzin !… »
— « Lez ac’hanon, Mari gez, lez ac’hanon. Ya, ankeniet oun, kalz enkrez em eus. Mes peanos ec’h en em gemerin-me evit lavaret an dra-ze d’it ? Gouzout a ran ec’h eus kalon vat ! aon am eus koulskoude ne vefes ket krenv a-walc’h evit dougen ar beac’h a zo lakeat war va c’hein. Kreski a rafe va melkoni ha va anken o welet ac’hanout glac’haret. Evidon-me a ranko hirio kaout eun tamm brao a nerz-kalon. »
— « O ! Ildut, pebeus dismegans a rez d’in ! Daoust hag ar pez a zell ouzit-te ne zell ket kement ouzin-me? Daoust ha ne lamm ket va c’halon harp oc’h da hini ? Daoust ha n’eo ket da gleze eo a reas d’in ar muia enor en hon dimezi ? »
— « Lavar d’in ’ta, Mari, ha gouzout a c’hellez petra dremen e kalon eur zoudard roet d’ezan da zibab etre ursiou e vistri ha re e goustians ?… »
— « … Ursiou mistri… ? re e goustians ?… Daoust ha pe seurt tabud a zo savet etrezo ? »
— « En abardaez-ma e vezo great an invantor e iliz parrez Sant-Armel ; ha me, Mari, ya, me eo a zo han vet da rei skor d’an archerien ha d’ar galeourien a dle divarc’ha an doriou ! » — « Petra glevan ?… Te, en deün, Ildut ?… N’ez i ket evelato !… klask eun digarez bennak ; red e vezo d’it kaout tro da bellaat diouzit eul labour ken mezus ha ken dismegansus evit an arme. »
— « Re zivezat eo brema, siouaz ! Roet ez eus urz d’in er mintin-ma. Red eo d’in bale pe stourm. Bale ! n’hellan ket ! Stourm !… piou a lavaro petra e talvezo d’in ?… »
Chom a reas ar gaoz eur pannad a-zav, ha gwreg ar c’homandant a lavaras adarre :
— « Dieas eo senti ouz eun hevelep urz, ha me a lavar eo torfetourien ar re a zo digalon a-walc’h evit hen dougen. E Sant Armel eo ez omp bet eureujet ; eno eo ivez e oe badezet hor mab Erwan ; eno eo e karan chom eur pennad da ziskuiza pa ’z an gant ar vugale da ober eur bale dioc’h an tu-ze. Sant-Armel ! O ! ankounac’heat ec’h eus ar bobl tud a strake d’eomp o daouarn pa deujomp er meaz euz an iliz goude hon eured ? Ankounac’heat ec’h eus ar zoudarded vat a yoa kel laouen ha ken eürus o welet dimezi o c’habiten ? »
— « Tra ! tra !… ya ! sonj mat !… Sonj em eus dreist-oll eus ar garantez, eus ar vignoniaj a ziskouezed d’am muia-karet, eus an testeniou a zoujans hag eus ar veuleudi a yoa war an holl muzellou eviti. O ! nag eurus oun-me d’he c’haout tost d’am c’halon en eun deiz trubuilhus evel eo hema !… Mes, n’eo ket an dra-ze eo ; lavaret a rankan ya pe nan, klevet a ran ennon va-unan mouez ar zoudard o rei d’in aliou fur, hervez ar bed ; va c’houstians avat a chou anezo ; lavaret a ra dreist ar vouez all : « Gra da zever, kousto pe gousto. » Ha me a lavar a-unan ganti : « Gwelloc’h e kavan senti ouz Doue eget ouz an dud ! »
— « N’ema ket em mennoz mont da deurel va ali kreiz etre da zeveriou a zoudard hag a gristen, pell ac’hano zoken ; hag evelato, lez ac’hanon da lavaret va ger. Daoust ha te eo a zo penn kaoz d’ar pez a c’hoarvez ? Ha piou a gredo morse samma war da ziouskoaz al lezennou a zo bet douget en uhel ? N’ec’h eus ket great anezo, hag an oll a oar ez eo red mat d’ar zoudard senti oc’h e vistri.
Enebi ?… O ya, kaer eo an dra-ze ! Dudius em eus kavet gwelet meur a ofiser gwelloc’h ganto terri o c’hleze kentoc’h eget en em zervichout anezi evit lakaat leaned ha leanezed er meaz eus hor Breiz-Izel garet. Hogen, Ildut, taol evez mat, an euriou-ze a fouge hag a nerz-kalon a dremen buan a-walc’h, ha goude ec’h en em gaver adarre kenver-oc’h-kenver gant buez an den war an douar, red mat d’ezan kaout bara evitan hag evit e diegez !
Ildut kez, gwel nag a ezom o deus hor bugale ac’hanout ! Daoust ha goude ma plegfes d’eun urz didruez, douget enep da feiz ha da goustians, kred ac’hanon, hor bugale a zougo eun hano karet ha doujet !… »
« O Mari, ehan pelloc’h da veza an diaoul evidon. Mont a ran d’al leac’h m’eo red d’in mont ; hogen, ma c’houlenner diganen beza trubard d’am Doue e livirin : « Nan biken !… Tad oun, gwir eo, mes Breizad oun ivez. N’eo ket en aner ez eo bet desket d’in gwechall lavar va bro, pa ’z oan bibannik, war barlen va mamm :
Diw heur goude.
Gwisket gantan e zilhad grana, ar c’hommandant a deuas er meaz eus e gambr o teurel c’hoaz eur zellig war ar renkennad poltrejou eus e dadou koz, a zeblante holl lavaret d’ezan e kavent mat sur e vennoz hag e rajent eveltan.
Setu hen e penn ar zoudarded bodet tro-war dro d’an Iliz. An dud brema a zo war-c’hed eus ar pez a zo o vont da dremen dizale. An holl galonou a zo gwasket, me lavar.
Eur bern sellerien ha sellerezed a zo du-ze, en tu-all d’ar zoudarded, Bretoned ba Bretonezed dispont, lemm o daoulagad, dare da zifen o Doue.
Hag e kaner :
Ni gar Doue, ô tud digreden |
Ar wazed o-unan a gan gant eur vouez nerzus a laka da dregerni ar meziou er pellder :
Holl da Zoue… ! E pred ar maro |
Ar c’homandant a glev ar poz kaër-ma, hag ar c’homzou dudius a zo d’e gloza a ya eün betek goueled e galon.
Evel eun avel a feiz, Feiz ar Vretoned, kalet evel o douarou, a dremen uz d’ar bobl tud-se. Kana reont o feiz, o devosion evit Doue, ha n’o deus, anat eo da gement den a zo eno, mennoz fall ebet enep gouarnamant ar vro. N’eo ket ouz ar Republik eo o deus kasoni, ouz ar re a ra lezennou milliget eo. Difen a reont o Doue, o iliz, o gwir, ouz ar re a glask o lammet diganto.
Eur vouez a zav uhelloc’h, war drouz ar c’hantikou :
— « En hano al lezen, digorit ! »
Den avat na ra an disterra van, hag ar c’halonou a lamm betek mennout frailha. Ar re a zo klozet en iliz na blegint ken na vint trec’het. Setu ma roer urz da ziwarc’ha an dorojou.
Neuze, a bep tu, e sav eun trouz, eur safar, gant ar Vretoned, ar Vretonezed, o tilammet da ober eur voger eus o c’horfou evit difen ti o Doue.
An urz koulskoude a zo douget evit an eil gwech :
— « En hano al lezen, digorit ! »
Hag en dro-ma e komzed ouz ar c’homandant.
Kalon ar zoudard a ya en egar, ene ar c’hristen a zizav gant euz o klevet kement-all.
Eur pennadig amzer, ankenius meurbed, a dremen. Petra raio ?… Respont ebet ato.
Ma’z eo red d’an ofiser sevel e vouez eun deirved gwech da roi urz da zivarc’ha dorojou an iliz. Ar c’hommandant neuze a ra eur gammed bennak war-zu an hini en deus komzet en hano al lezen.
Drouk-livet eo evel eur c’horf-maro ; dastum a ra e holl nerz evit lavaret gant eur vouez da veza klevet a-bell :
— « Ma rofed urz d’in da zivarc’ha dor ti va zad, me lavar ne rafen ket eur gammed evit senti… Hen ober a rin nebeutoc’h c’hoaz evit ti santel va Doue ! Ra gaso va mistri ac’hanon war dachen ar brezel, ar muia risklus, ha me a yelo ; hogen, arabat eo d’ezo rei urz d’in da ober eur zakrilach, rak n’hen heuilhin ket, p’eo gwir ema enep d’am c’houstians ! »
Evel eun trouz kurun a ra neuze ar Vretoned gant o strakadegou daouarn. N’eus nemet eur vouez evit hopal meuleudi d’ar zoudard kalonek ; (bez ez eus c’hoaz anezo, en arme, a drugare Doue) !
Hag ar c’homiser nec’het bras gant an darvoud nevez ; hag hen ha lavaret d’ar c’hommandant :
— « Ho kleze a zo bet roet d’eoc’h evit servicha ar Frans ! »
— « Fiziet eo bet ennon, eme ar zoudard mat, evit ma trec’hin ganti enebourien va bro, ha nan evit m’he zennin enep mignoned va Doue… he bruzuna rafen kentoc’h !!!… »
En abardaez-se, Ildut a oe lakeat er bac’h[1], hag ar vistri
uhella a roas urz da ober eun enklask en e enep.
E wreg na derme mui, pell ac’hano ; savet oa he c’halon e resed hini he fried.
— « Ildut, emezi, o lammat d’her briata, ankounac’ha ar c’homzou a zifizians am eus lavaret dirazout… Mat ec’h eus great ! Fouge a zo ennon ganez… Doue n’hon dilezo ket !!!… » Hag e kendalc’has da lavaret c’hoaz meur a dra-all evel-se evit kalonekaat muioc’h-mui tad he bugale…
Ar « c’honseil de guerre », lez-varn ar zouđarded, a yoa dalc’hmat brema dirak e spered, gant kement a dlie dont da heul.
Setu torret evitan ar vicher a garie, hag a dlie rei bara d’e diegez. Hag an dra-ze, a dra zur, a yoa eur gwall daol evitan.
Hogen, eur vouez dous ha nerzus a lavare d’e ene komz hor Zalver benniget en Aviel :
« Eürus ar re a zo gwall-gaset abalamour d’in-me ! »
- ↑ Bac’h, ger koz, da lavaret eleac’h prizoun.