Al leanezed !… Petra reont ?
Kalz Leanezed a yoa en hor bro, ha n’oa den a gement na ouiche petra reant. N’heller ket beza hep her gouzout, rak m’ho c’havet e pep leac’h.
Ar merc’hed santel ze, kutuilhet gant Doue e unan er gwella tiegeziou kristen, a yoa en em westlet da dremen ho buez wardro kement seurt poaniou a zo war an tamm douar ma ouspen ma roent d’an holl ar skouer euz ho vertuziou dispar.
Ho c’haout a reer e kichen kavel ar bugel, e-tal gwele ar
c’hlanvour, en tiez soul, er broiou gouez; n’eus netra ziez gwest
da harza anezo ; loustoni ebet war gorf an den, poan ebet n’eus
fors peger bras eo, hag a rafe d’ezo heugi… Mont a reont da
glask ar skuizder, ha bemdez e kavont eur stum nevez bennak da
zervicha Doue hag… an nesa.
Biskoaz marteze ne welas ar bed netra gaëroc’h, biskoaz ar wreg kristen na luchas eus eun hevelep sked.
C’hoarezed vihan ar beorien a zastum war an hent an holl gozidi a gavont, gwazed ha merc’hed, a zo red d’ezo gortoz re bell e kichen hospitaliou ar c’houarnamant, pe abalamour n’o deus kavet den da goms evito.
Dastum a reont anezo evel m’emaint, lod goloet a c’houliou
heuzus, lod-all deuet da veza dishenvel diouto o-unan pe gant an
diouer eus an traou muia red d’an den evit beva, pe gant an
dizurz. Digemeret a reont anezo en ho ziez, el leac’h ma vezont
kempennet, maget ha gwisket gant ar pez a vez bet roet d’ar
C’hoarezed o klask an aluzen evito a-zor da zor. Ho-unan e
tebront eus ar memes boued kestet evit ho feorien, ha setu ar baëamant
hep hini-all a c’houlennont digant an dud evit ho labour
poanius.
Pa deu eur paour nevez da skoi war an nor, ma n’eus gweel ebet evitan, unan eus ar C’hoarezed a raio an dilez euz he hini hag hen roi d’ar paour ; hag e kousko war ar planken da c’hedal ma vo digaset eur gwele d’an ti.
Daoust ha n’hoc’h eus ket bet gwelet e-hars doriou an hostaliriou bras diou leanez sarret kloz en ho mantellou zu, eur mousc’hoarz leun a vadelez o tarza war ho dremmou hag ho zelhou troet d’an douar ? Eun dervez edont o c’hedal evel-se, pa deuas eun den dizoue da dremen. Unan anezo a dostaas outan hag a lavaras oc’h asten he dourn evit goulen an aluzen : « Evit hor c’hozidi, mar plij, Aotrou ! » An den difeiz a yeas eur sac’had kounnar ennan. Dont a reas eur ger mezus eus e c’henou, hag o tizrei war-zu enni e kraenchas outi. Ar c’hoar gez na ziskouezas netra a-ziaveaz eus ar pez a dremene en he diabarz. Kredabl e teuas en he spered skouer H. Z. Jezuz-Krist en doa lezet ive ar Yuzevien da ober d’ezan a bep seurt dismeganzou, hag ar C’hoar vihan a yeas dres dirak ar reuzeudig evit lavaret d’ezan : « An dra-ze, Aotrou, a yoa evidon ; evit hon re goz brema, mar plij ! »
Chom a rea c’hoaz ’velkent eun tamm kalon bennak e kreiz an den divezet, rak koueza ’reas d’an daoulin da c’houlen trugarez.
Setu ma klever mitisien o vont hag o tont e sâl vras ar c’hlanv-di (hospital).
Digas a reont eur c’hravaz goloet gant eul lienen wenn ha glaz. Ar mestr louzaouer a zo war c’hed, kals medisined bodet endro d’ezan. Setu ma tizoloer ar c’hravaz, hag e weler astennet warni eur c’hlanvour kez digaset da « operi ». Eun den yaouank eo, hag a c’hell kaout 25 vloaz d’an hirra. Dioc’h e welet eo eaz gouzout n’eo ket deus Pariz, rake ziouskoaz a zo ledan, e zremm melenet gwechall er parkeier a dro brema war ar gwenn-erc’h roet d’ezhan gant ar c’hlenved, sklear eo, mez ivez kredabl, gant ear bounner ar c’heariou. O ya, eur Breizad eo deuet da Bariz da glask an eürusded ha n’en deus, siouaz ! bet nemet poan ha tristidigez.
Gant kals poan e teu ar c’hlanvour da c’hellout ’n ’em lakaat en e goaze, hag e c’houlen gant spont hag hen e vezo hir an abaden.
— « Nan, va mab » eme an doktor.
— « Penaos e kav d’eoc’h emaon ? »
— « Me lavar ez out eur paotr mat hag am lezi da ober… ar pez a zo red. »
N’en deus ket amzer da rei respont, rak unan eus ar vedisined yaouank a laka didan e fri eur mouchouar bet soubet en eul « louzou », hag a zo c’houez krenv gantan. Ar c’hlanvour na zaleo ket d’en em rai da gousket. Koll a ra ar gwel eus an doktor, eus e vitisien, eus ar bobl a zo endro d’ezan o teski o micher, ar c’houtilli begou moan, ar sizailhou renket brao war an daol, ar spoue, al lien gwenn ; ne glev mui nemet an duellennou digor o rei dour ; hag an dour-ze o koueza er veol hir a zo evitan evel ar c’harbon o vouskana e prajeier an Dre, pell pell du-ze, e Bro-Breiz… a-dre ti e dad… hag eur pennad goude… mui netra… echu eo… kousket mat eo… An doktor a c’hell kemeret koutilli ha sizailhou.
Ha neuze, hep krena tamm ebet, an den gwiziek a ra eun ero ledan ; ar gwad da genta a zeu da bizenna, evel nec’het eo, ha goude e tilamm evel eur gouer.
Trouz ebet mui er zâl nemet urziou ar mestr roet hep ma trofe zoken e benn.
— « Eur spoue ?… Unan-all ? Eur sizailh da starda ?… Unan-all… Houma na stard ket awalc’h… Eur rastel ?… »
Epad eun nebeut munutou, hir evel kanvejou, e kaser evel-se d’an Aotrou doktor bep seurt benviou a gigerez tud a ya pep hini anezo da ober e labour hag a zizro leun-wad !
Eur pennadig c’hoaz hag eo echu. An doktor en deus roet urz da lammet an tavancher ; ar vedisined yaouank a zo mall ganto prenna an ero beo great e kof ar paour keaz Breizad evit mont goude da walc’hi o daouarn. Goude ze e krogont adarre er c’hravaz evit e zigas endro da zal ar c’hlanvourien.
Eur zal vras enni diou renkennad gweleou gwenn ; eur c’houez krenv, c’houez ear bet evet meur a wech ha c’houez al louzoueier dispak e kichen pep klanvour.
Distrei a reer ar Breizad d’e wele, ha pep hini eus e amezeien a lavar e c’her pa dremen dirazo :
— « Ne yelo ket a-bell, ar paour keaz ! »
— « Marteze, krenv eo, gwella zo evitan. »
— « Perak ive dont e kear d’en em c’hrevi ? N’edo ket gwelloc’h en e Vreiz-Izel, war ar meaz ?… »
— « Piou eo ? » a c’houlen unann-all.
— « Ar 17 o tizrei, bet « operet. »
Ar c’heaz den a zo en em roet adarre da gousket. Falloc’h falla eo livet, e zremm a zo distronket holl, e zaoulagad eat doun doun en o zoullou du gant an dersien, bep eur mare e tilamm en eun taol ; e gorf paour eo a zo o stourm ouz ar maro.
Ar c’hlanvour a zo aze astennet war e wele a boan, e-unan brema p’eo gwir eo eat kuit ar re-holl a zo wardro ar re glanv ; an noz a deu gant he zevalijen : poent ankenius a spount ar c’hlanvourien dre ma tosta an noz. Hir ha poanius eo d’ar re ne gouskont ket, d’ar re o deus tersien.
An den yaouank a zo bepred morgousket, hag ez eus war e vuzellou dislivet eun dra bennak evel eur mousc’hoarz.
Ya, kousket a c’hellez, paour keaz diskaret gant ar gear vras ! Seblantout a ra d’it marteze gwelet adarre kement tra ac’h eus dilezet, mont a rez dre armeaziou, ken anavezet ganez, klevet a rez, er pellder, kloc’h bras da barrez, eva rez leiz da galon c’houez dudius al lann hag ar balan e bleun war douar Breiz. Sell, setu ama ar wenojennig leun a heol hag a ganaouennou, a gas d’an iliz ; a-ze ema ar feunteun leac’h ma teu bep mintin ar merc’hed yaouank da wit dour… Pelloc’hik, du ze, setu ar moged o sevel eus eur siminal, eur prenestrig gant eur stalaf koat, aze eo out ganet ; aze eo he deus da vamm lakeat ac’hanout ken aliez war he barlen evit deski d’it da Bater ; atao ema-hi aze, hogen abaoue m’he d’eus bet da lizer diveza, n’he deus ket ehanet kalz da skuilha daelou c’hoero.
Ya, ya, kousk, asten bepred da huvreou a eürusted, azez war an oaled-se leac’h ma pije great gwelloc’h chom bepred, kemer adarre al labourou a reas gwechall ; keagant da dad da welet an hed melen o plega o fennou dindan an avelig, hag, en eur dremen, arabad e vezo d’it ankounac’haat mont da welet ar « Seur » Madalen, koz koz brema, a zavas da vamm hag a zeskas d’ezi beza dous ha madelezus ; kea da ziskouez d’az preudeur penaos e vez great eun ero…
— « O va Doue ! sec’hed am eus !… » Gleb dour gant ar c’houezen a zivere dioutan, ar Breizad a yoa dihunet, gant eur waskaden boan e kreiz e huvre ; hage laoskas eur glemmaden hir, hogen, evel da hini hor Zalver Jezuz, den na reas van, den na dostaas da druezi warnan.
Asten a reas e ziwreac’h evel evit klask eun dra bennak da starda…
— « Na poan am eus !… Eur bannac’h dour !… Mamm !… Va mamm !… Koulskoude, du ze, er penn-all d’ar zâl, ez eus eun toull prenestr sklerijennet ; gwelet a reer a-dreuz ar gwer demezelled faro o vont hag o tont, o lammet, o c’hournijal ; gwechou, zoken, e weler anezo oc’h eva eun dra bennak… Douetanz ebet, an demezelled skanv deuet warlerc’h al leanezed a zo o frikota, ha n’ho deus ket amzer da veza wardro ar re glanv fiziet enno…
— « Aotrou Doue ! petra c’hoarvez ganen ?… Biskoaz n’em boa c’hoaz santet an dra-ze… Daoust hag erru eo ar maro ?… hep ma ve eur beleg… eur c’hristen em c’hichen… Mervel a rankin eta evel eur c’hi !!!… »
Hag e chach al linser dindan e ching, e tistaol anezi eur pennad goude, evit he chacha a-nevez gant e zaouarn glebiet holl a c’houezen.
E zaoulagad a zo o vont da veza goloet a goabren ; gwelet a raio prestik an eternite dre an nor a zo kornzigor dirazan ; hag e karfe gwelet eur beleg, e vamm pe eur mignon o starda kroaz Hor Zalver war e vuzellou prest da veza klozet evit atao. D’an ampoent koulskoude ar prenestig am eus komzet anezan a zigor eun nebeut hag e weler eun tammig demezel a zaou pe dri bloaz war ’n ugent, diskabel, dizolo he bruched, oc’h astenn he fenn dre an toull.
— … « O netra ! n’eo netra. Me gred eo ar 17 a zo o storlokat ! »
Hag e serras ar prenestr !
Dioc’h henvelidigez Per an Ermid.