Mont d’an endalc’had

Yan ha Marivonig

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 296-299)



Yan ha Marivonig


(envoriou tremenet)


De-mad, dous Marivonig
Penoz ’man kont ganit ?
Klanv e oa ma c’halonig
Hep klevet komz diouit…
Ma flijadur, ma yec’hed
Eo da welet bepred :
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !

Laret e oa bet d’in-me,
— Marvad gant teodou fall
— N’az poa ken a garante
Evidon vel gwechall ;
Neuze me laris kerkent :
— C’houi ra d’in kalz a fent…
Dalc’hmad Marivonig
A garo ha Yannig !


D’ar goanv, ma muian-karet,
Enpad an nosveziou,
Me a deuïo d’ez kwelet,
D’ez kwelet a wechou ;
Da gana d’it dudius
Ma zon garantezus :
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !

Pa deuï, d’an neve-amzer,
Ar pardoniou en dro,
E lakfomp hon dilhad kaer
Evel daou zen faro ;
Ha te a laro neuze,
Pa vi eus ma c’hoste :
— Dalc’hmad Marivonig,
A garo he Yannig !

Dimeus da wir garante
Me a vezo lorc’hus ;
En dizro ganin ive
Te a vo evurus…

Rak d’it-te, ma zurzunel,
E vin betek mervel !
— N’euz ket evel Yannig
Da garout e zousig !

Hon c’halonou ken tener
N’hallfont, o nan biken,
Tremen o zammig amzer
An eil pell eus eben ;
Dre-ze pa vefomp en oad,
Te laro d’ez tud vad :
— Dalc’hmad Marivonig
A garo he Yannig !

Me ive dimeus ma zu
A lavaro d’am zud :
— Klevet ma feden dustu,
Ho mab an eus ar vrud
Da garout eur plac’hig fur,
E vestrez, a dra zur,
— N’eus ket evel Yannig
Da garout e zousig !


Oh ! neuze, ma c’harante,
Marivonig karet,
E vefomp hed hon bue
Hon daouig unanet ;
Ha goude gant levenez,
Ni gano hep paouez :
— Marivonig… — Yannig…
Yannig — Marivonig !!


————