Malloz ar gannerez-noz

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 300-303)



Malloz ar Gannerez-noz


D’am c’henvreur, Loeiz Herrieu.


I


Koantan potr yaouank zo er vro
Eo, a dra zur, Per-ar-Faro.

Holl verc’hedigou Bro-Kerne
O doa evitan karante.

Pa deue Per d’an ofern-bred
E lare neuze ar merc’hed :

— Pei eo bravan potr ar c’hanton,
Daoust e da biou vo e galon ?

… Oh ! eme pep plac’h sioul, sioulik,
Per, gra diouin-me da zousig,

Ouz an holl Per na zelle ket,
Rak gant Mari oa goneet…


Mari gant he zellou tener,
He doa goneet kalon Per ;

Per a gave bepred dudi
Oc’h ober lez d’e zous Mari.

II


O vont gant gwenojen ar roz
Per a gane eur zul da noz.

E vouez skanv ha kaer war an dro
A zistone a-dreuz d’ar vro…

A greiz-holl, war ster an Heiez,
Per a glevas toliou kolvez.

— Potr yaouank seder ha ken koant,
Henoz avad te a gân drant ;

Ha te c’hallfe, en han Doue,
Rei eun tammig zikour d’in-me ?

Rei d’in-me an dorn eur pennad,
Ma vezo gwasket ma dilhad…

Per prim ha prim, hep marc’hata,
A grog gant kalon da waska.


Tra zouezus, dre ma waske
Al lïen gwasoc’h a c’hlebie…

Per a boanie, rak e Vari
Hen gortoze du-hont ’n he zi :

— Arsa, emezan, moereb vad,
Me eo poent braz d’in ho kwitâd…

— Ho tigare, Per-ar-Faro,
Me zo krog ha me ho talc’ho !

Gwasket aze ha hep damant,
Goude e welfet Mari goant…

Neuze ar wrac’h koz a starde,
Ha diourrec’h Per baour a strake.

— Me da disko, o potr yaouank,
Da zont d’am gwapât war ma stank ;

Karout a rez da zous Mari,
Diwar henoz n’he gweli mui !

Lar d’ezi eta kenavo,
Rak d’it e tosta ar maro… —

Daoulagad Per oa dislonket
Hag e vleo war e benn zavet ;


War e dâl ruilhe ar c’houezen,
En e wad rede an derzien ;

Eun nerz pell krenvoc’h evitan
Hen dalc’he, en despet d’ezan,

Ar wrac’h koz a waske bepred :
— Pegoulz Per e vo da eured ?

Per, brevet, lez eur griaden,
A goue dinerz war an dachen…

Ha c’hoarz diaoulek an hini-goz
A yudas kerkent kreiz an noz :

— Mari, emei, aze welez
Pe te, pe me, eo ar vestrez !

III


An de warlec’h da c’houlou-de
Ar paourkez Mari a ouele…

Eun devezour a gavas Per
Maro-mik en kichen ar ster.


MALLOZ AR GANNEREZ-NOZ



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key g \major
  \stemUp
  \time 2/4
  \partial 4*1
  d4 g g | a8[ b c b] | a4 d, | g g | a8[ b c b] | a4 b | \break
  e, fis8 g | a g fis e( | d4) b' | e, fis8 g | a fis d4 | g2 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Koan -- tan potr ya -- ouank zo er vro, Koan -- tan potr ya -- ouank zo er vro eo
  a dra zur, Per -- ar -- Fa -- ro, eo, a dra zur, Per -- ar -- Fa -- ro.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }