Mont d’an endalc’had

XIV. — Dizro ar pec’her

Eus Wikimammenn
Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   XIII. — Ar Vinjans XIV. — Dizro ar pec’her XV. — Gwennola plac’h iaouank   ►



XIV. — Dizro ar pec’her


Goude ar barr amzer fall-ze tremenet war ar mener, ar peoc’h a renaz a nevez en Tymeur.

Goude an dristidigez, al levenez ar vrasa a gargaz kalon Gwennola, rak he zad, anezhan he-unan a zistroaz ouz Doue, en eur lavaret ar c’homzou-ma d’he verc’hik :

— « Va merc’hik : gwelet em euz sklaer ar burzudou en deuz graet Doue drez-oud, ha gwelet em euz he vadelez evidon.

Re bell zo, ia re bell zo ziwaz, emaoun о veva er pec’hed, pell deuz Doue va iaouankiz, deuz Doue va zud koz.

Seblantout a ra d’in klevet deuz bar an Nenvou, mouez va mam o rebech d’in an neubeud a dalvoudegez em euz graet deuz he c’homzou fur, deuz ar c’homzou-ze a lavaraz d’in pa oan c’hoaz bugel, hag a zo chomet skrivet e goueled va c’halon.

Ia, va c’hrouadur, va c’halon a zo hirio eüruz, hag ar gwaleur a zo tremenet en hor maner, eo en deuz digaset an eurvad-ze ennhan.

— « Va zad ! n’ouifec’h ket kompren pegen braz eo va levenez, pa glevan ho komzou fur ; pa glevan oc’h euz keuz d’ho puez tremenet, hag oc’h prest da zistrei ouz Doue.

Promettet em oa roi va gwad, va buez evit ho lakat war hent [ar]zilvidigez, mes n’eo ket falvezet kement-ze da Zoue, he volontez ra vezo ato graet. »

— « Beteg-hen, va greg, va bugale ha me hon deuz renet er maner eur vuez païan, n’omp bet gwech abed en offisou an iliz hag hor bugale n’int ket bet badezet.

Mes ne fell ket d’eomp chom pelloc’h da veva er stad a vuez-ze, ha varc’hoaz ez aimp hor pemp da gaout an aotrou Person, evit goulen outhan pe zeiz e vezo badezet hon daou vugel, Henri ha Germaine. »

— « Ah ! va zad ! eun devez kaër e vezo henvet evidon, eun devez a laouenidigez, an devez kaëra deuz va buez, an deiz ma vezo kurunet an oll boaniou em euz gouzanvet beteg hirio dre garantez evidoc’h, hag evit va mam, ho pried kenta. »

D’ar merc’her deuz ar mintin, ar wetur gaëra deuz ar maner, daou loan ruz stag outhi, a gemere hent Poullaouën.

Ebarz, edo an aotrou hag an itron Kerzuliek, anavezet er vro dindan an hano a varkiz Klamort, hag ho daou vugel. Ekichen he zad edo ive Gwennola, plac’hik iaouank pemzek vla.

Pa zigouezchont er bourk, an toucher a a zalc’haz ar c’hezek a zav ekichen an iliz.

An duchentil a ieaz da ober eur beden, ha goude e iechont d’ar presbital. An aotrou Person a resevaz anezho. hag ar joa en e galon, e klevaz ho mennoziou.

D’ar zul warlerc’h, gouël braz e Poullaouën, daou vugelik, unan eiz vla, eun all c’houec’h vla, a resevaz sakramant ar vadiziant, a wel d’eur bobl diniver.

An oll ive gant hast, a zelle ouz ar plac’hik burzuduz Gwennola, gwelet a rechont he furnez, he zantelez.

Goude al lidou kaër-ze, an duchentil a zistroaz d’an Tymeur, hag hiviziken e vezint eur skouer vad evit oll dud ar barrez.