◄ XIV. — Dizro ar pec’her | XV. — Gwennola plac’h iaouank | XVI. — Karantez Gwennola evit ar jardiner ► |
Goude beza bet er skol en eur gouent e Montroulez epad daou vloaz, Gwennola d’an oad [a]zeitek vla, a deuaz da di he zad.
Eno e renaz ar vuez a ren an duchentil ekreiz ho maneriou. Plijout a ree d’ezhi lenn ha skriva, mes dreist oll o karie beza wardro ar jardinn, o kempenn ar bleuniou kaër en ti gwer.
Leïniou braz a vije aliez er maner, hag ato an aotrou hag an itron Koëtmeur deuz Karnoët, a vije deuz ar banveziou.
Famill Koëtmeur a ioa deuz an noblanz koz, hag eur mab o devoa, eur penner, о poursui he studi a vedisin e Pariz.
Da viz eost, pa deuaz d’ar gaer da dremen daou viz, e reaz anaoudegez gant Gwennola Kerzuliek, hag azalek an deiz-ze, he garantez evithi a greske bemdez. Ar plac’hik iaouank a ziskouezaz da Herve karantez evit karantez.
Evithan da veza er skol e Pariz, ne ankounac’hee ket he vestrezik dous ha karantezuz, hag an eil lizer a deue trum warlerc’h egile da Vreiz-Izel. Deuz a Boullaouën ive, al lizerou a nije niveruz warzu ar Gear-Veur, hag ar plac’hik a zante bemdez he c’halonìk о tomma muioc’h-mui evit he zervicher Herve Koëtmeur.
Goulskoude, Laouik, jardiner en Tymeur, a denne ar blavez-ze d’ar billet, hag e tigouezaz ganthan mont da Bariz da zervichi ar Roue.
Araok ma partiaz, Gwennola a roaz d’ezhan adress an den iaouank a ioa he zervicher, lavaret a reaz d’ezhan gwelet gwella ma c’hellche pe seurt buez a rene Herve e Pariz.
Ar jardiner a asantaz ober ar c’hefridi-ze evit he vestrez Gwennola, ha pemp miz goude, e tigasaz d’ezhi al lizer-ma, karget a wirioneziou grevuz evit an den iaouank a rene er Gear-Benn eur vuez direol.
- Paris, an 22 a viz Kerzu 1790
- Dimezel Gwennola.
« Karet em bije kaout kalz a geleier mad da lavaret d’eoc’h, diwar benn an aotrou Hervé Koëtmeur, mes allaz ! ar wirionez penn-da-benn eo a glevfoc’h ganen.
Abaoue m’emaoun ama, oun bet dija
test meur [a] wech deuz buez fall an aotrou
Herve.
En deiz all em oa gwelet kas anezhan d’an hospital. Bet e oa o tremen an noz asamez gant haillevoded euz Pariz, hag ar re-ma, kredabl, goude beza hen laëret, o devoa toullet d’ezhan he ben.
Kaozeet em euz gant ar plac’h a walc’h d’ezhan he zillad, ha warnhi n’em euz ket kavet tress eur plac’h a feson, hag hi he unan eo deuz diskuillet d’in an darn-vuia deuz ar pez em euz klevet a fall diouthan.
Sonjal a ra d’in, dimezet Gwennola, e tlee beza Herve eur rivin evid e dud, rak bep noz ema er c’hoariou braz, bemdez deuz an eil deboch d’egile. Penaoz neuze e fell d’eoc’h e rafe ervad he studi, eur studi hag a c’houlen kement a evezded, kement a spered iac’h !
Awalc’h em euz lavaret d’eoc’h, a gredan, evit kentellia ac’hanoc’h war ar pez oc’h euz da ober en amzer da zont.
Goulskoude, ma klevan eun dra bennag a vad diwar he benn, e kasin d’eoc’h gant kalz a ebat, ar c’helou a c’hellfe lakat en ho spered eur bannik laouenedigez, eur bannik esperans. »
Eiz devez goude ma en em gavaz al lizer-ma en Tymeur e tigouezaz eun all digant Herve. Setu hen ama.
- Pariz, an 30 a viz Kerzu 1794
- Va dousik koant Gwennola,
An amzer er skol a dremen, mes allaz ! re c’houstadik ! Hast em euz e vije peur achuet va studi, evit mont adarre da chom evit mat da Vreiz, hast em euz da welet an deiz-ze, ha muioc’h c’hoaz da welet an hini e vezimp hon daou unanet evit ato.
Ar vuez hirio a zo trist evidon, pell deuz va zud, ha deuz ouzoc’h Gwennola, a garan dreist an oll verc’hed, dreist kement tra a zo war an douar.
Va oll huanadou, va oll garantez, va oll buez a zo evidoc’h hebken. Heb d’oc’h n’ouffen ket beva, ha ganeoc’h e vezin eun deiz el levenez.
Resevit gant ar gwella mennoziou a den deuz goueled va c’halon, doujans ho gwella mignon.
Blavez mad d’eoc’h oll.
- Herve Koëtmeur.
Raktal, Gwennola ive deuz he c’hoste, a skrivaz eul lizer d’an hini a ioa bet gwechall doun en he c’halon, hag evit pehini brema ne deuz nemed kasoni.
- Tymeur, Poullaouën, 15 a viz Guenver 1795
- Aotrou Koëtmeur,
Na ran seblant ebed ken deuz ho komzou a garantez evidon, deuz ho komzou a esperans evit an amzer da zont.
Tan ar garantez em oa evid’oc’h a zo maro, ha biken ken na vezo elumet. C’houi ive, mar magit en ho kalon eun tam karantez evidon, pedi ran ac’hanoc’h d’hen mouga, d’hen mouga evid ato.
Klevet em euz ar vuez direol a renit e Pariz, hag eno ho teiziou, ho nozveziou a dremenit, nompaz о studial, mes о riviпа ho tud, ho iec’hed, ho brud vad.
Rakse-ta, grit ho polontez, mes arabad eo d’eoc’h konta warnoun, n’ho karan ken, n’ho karin mui.
- Gwennola Kerzuliek.
Deuz azalek an deiz-ze ive, famill an aotrou Koëtmeur e Karnoët, a zihanaz da zont da leina d’an Tymeur, hag an diou famill n’en em gaozechont ket ken.
An dud tro-war-dro a c’houlenne an eil digant egile deuz beleac’h o teue kement-se a ienien, goude kement a domder a renaz gwechall etre an diou famill vrasa a ioa er vro.
Den na zonje e teue an dra-ze deuz a berz an daou iaouank о devoa en em garet kement gwechall.
Darn a lavare : an aotrou Kerzuliek a wel an aotrou Koëtmeur o werza a nebeudou he zanvez, ha kredabl ne gav ket anezhan ken pinvidik awalc’h evit darempredi he vaner.
Darn all a lavare ne felle ket ken d’an aotrou Koëtmeur mont da Boullaouën abalamour d’ar pez a ioa bet tremenet er maner diwar benn Gwennola… En eur ger, peb hini a lavare ar pez a zonje… Goulskoude an amzer a dremen buan, ha bloaz goude, an aotrou Herve Koëtmeur, medesin, a deuaz da chom da Gemper.
Er blavez-ze ive, Laouik, jardiner en Tymeur a deuaz d’ar gear goude beza graet tri bloaz soudard.
Ganthan e teuaz ar groaz a enor hag eun tammik pansion, ha setu ama penoz e c’honeaz an dra-ze.
Eun nozvez e oa o tioual dor ar c’hazern, pa saillaz warnhan daou lakepot deuz kaer.
Ken buan ha lavaret, unan deuz an haillevoded a sankaz eur gountell en he geïn, hag eun all a sankaz eur gontell poignard en he wrec’h deou.
Mes ar Breizad kalonek en em zifennaz, ha gant he gleze, ken trum hag ar ger, e treuzaz da bep hini anezho he vorzed deou.
Kerkent an daou lakepot a oe digaset e diabarz ar c’hazern, ekeit ma oa aet unan deuz ar zoudarded da gemen d’ar c’homiser ha da dud an hospital.
Ar Breizad gant he zaou c’houli a ioa
digaset d’ar c’hlandi, hag ar mestr-louzaouer
a ententaz outhan.
Stad peb hini deuz an tri mac’hagnet ne oe ket grevuz.
An daou lakez evit gwir na c’houlennent ket gwelloc’h eget laza ar soudard, mes n’o devoa ket kavet an tu, hag ar Breizad, daoust m’en dije gallet laza he zaou enebour, ne fellaz ket d’ezan ober an torfet.
Daou viz e oa bet Laouik er c’hlandi, hag he enebourien daou viz ive.
Pa oant pareet, an daou lakepot a oe kaset dirag ar varnerien, hag raktal ec’h anzavchont petra oa bet kaoz d’ezho da veza c’hoanteet laza ar Breizad soudard.
« Eun aotrou, eun den iaouank o studia ar vedesinerez, a roaz d’eomp bep a vil lur, evit ober an taol, ne lavaraz ket d’eomp abalamour da betra o tliemp ober an taol-ze, mes, sonjal a reamp o c’halle beza eno eun affer merc’hed. »
— « Na sonjit ket fall a lavaraz ar Breizad, hag anaout a ran pell zo an hini en deuz roet d’eoc’h arc’hant evit va laza. »
— « Piou, eme ar varnerien ? »
— « An aotrou Koëtmeur, hirio medisin e Kemper. »
Galvet e oa an aotrou Koëtmeur dirag lezvarn Pariz hag eno ec’h anzavaz ar wirionez.
Mes gant an arc’hant, gwechall evel hirio, e reer kalz a draou er maez euz al lezennou, hag an aotrou Koëtmeur a ieaz en deiz warlec’h da Gemper, pardounet abalamour d’he villejou a vil lur.