Wikimammenn:An davarn/Miz Meurzh 2020
Ouzhpennañ ur gemennadenn |
Miz Meurzh 2020
[kemmañ]Salud d'an holl,
Er mareoù-mañ ez eus amzer forzh pegement gant lod evit pinvidikaat ar Wikimammenn brezhonek.
Piv ac'hanoc'h a vefe gouest da gargañ menegerioù ha levrioù diwar oberennoù a vez kavet e Gallica pe e levraouegoù all ? Soñjal a ran ouzh oberoù ar skrivagnerien marvet etre 1940 ha 1949, en o zouez Y.V. Perrot, F. Vallée, Meven Mordiern, ha me oar me.
Diouzh va zu ne 'meus ket komprenet c'hoazh penaos e teuer a-benn.
A galon.Saig Keryann (kaozeal) 29 Meu 2020 da 19:24 (CEST)
Salud dit Saig.
E gwirionez, n'em eus ket muioc'h a amzer peogwir on sañset labourat er gêr. Gwellout a ran eus bet lakaet nevez 'zo levrioù nevez gant Google Books : - Saïk ar paotr fin, gant A. de Carné - Nozveziou ar Arvor, ha Rimadellou brezonek, gant Klaoda ar Prat - Er spontailleu, gant Gw. ar Born ha meur a levr-all.
Kinnig a ran lakaat al levriou-se war Commons. Mat a vefe rannañ al labour evit na vimp ket daou o labourat war ar memes levr.
--Aveldro (kaozeal) 30 Meu 2020 da 10:47 (CEST)
- Salud deoc'h !
- Me zo gouest d'en ober ma fell dit Saig. Peseurt levrioù a fellfe dit enporzhiañ amañ ? Ur meziant zo ganin hag a c'hell ouzhpennañ un OCR war ar restroù, ar pezh a sikour kalz evit an adlenn. Ar bajenn er wikisource e gallek "Publier un livre" a zo graet mat a-walc'h evit displegañ penaos ober. E berr gomzoù : dav eo kargañ ar restroù djvu pe PDF eus al levrioù e Commons ha krouiñ ur meneger amañ gant anv ar restr karget du-se. Gwelout ar rummad DjVu files in Breton e-lec'h ma adkavi hogos holl al levrioù bet embannet amañ.--Gwendal (kaozeal) 30 Meu 2020 da 18:55 (CEST)
- Setu da skouer ul levr embannet e 1927 An den eurus Glaoda Laporte a zo ur skouerenn baper ganin hag a gavan amañ : http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle_46/An_Den_Eureus_Glaoda_Laporte_.pdf
- Ur skouer all : Buhez Genovefa a Vrabant, skrivet gant Glaoda 'r Prat, Emgleo Sant Iltud, 1926 amañ : http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/nouveaux_telechargemets/buhez_skouerius_jenovefa_kontez_a_vraban.pdf
- Daoust ha moien zo kargañ anezho, pa ouzer ez eus er .pdf-où skeudennoù ur-bajenn ha skeudennoù div-bajenn ?
- Mod-all, dre ma 'meus skannet al levr kentañ en-dro, emañ ganin ur .jpg evit kement pajenn a zo el levr.
- E-touez ar pazennoù a chom koumoulek evidon, goude bezañ lennet displegadurioù Wikisource, emañ afer ar meziant hag a c'hell ouzhpennañ un OCR war ar restroù.
- Trugarez evit ho respontoù.Saig Keryann (kaozeal) 31 Meu 2020 da 18:02 (CEST)
- Ya, tu zo d'ober pep-tra a venegez a-benn ar fin. Arverañ a ran ar meziant ABBYY FineReader hag eñ eo a lak ur gwiskad OCR ouzhpenn er restr DjVu (pe PDF). Ar restr hag a zo krouet en dibenn a c'hell bezañ savet diwar .jpegoù pe .PDFoù enno skeudennoù div bajenn ivez, pe get, gouest e ar meziant da zispartiañ ar pajennoù. Gallout a ra ivez ar meziant anavout ar gerioù brezhonek hogen, n'eo ket digoust. Tu zo da sevel restroù hep OCR evel-just setu perak ez eus ar bouton OCR pa adlenner ar pajennoù, met ne seblant ket c'hoari mat atav diwar an nebeud taolioù-arnod am eus bet graet pell zo. Marteze eo efedusoc'h ar bouton hiziv ? Kavout a ri respontoù evit sevel ur restr a-zere (diwar ur PDF) hep ma koustfe arc'hant dit amañ
- Evit a sell ouzh IDBE, me gred en doa klasket Aveldro mont e darempred ganto, met n'on ket sur ken. Dereatoc'h e kavfen goulenn digant o skipailh hag-eñ e c'heller adimplij o levrioù niverelaet. Petra eo da soñj ?--Gwendal (kaozeal) 31 Meu 2020 da 19:42 (CEST)
- Prest on da "glask", me ivez, nemet en dije bet Aveldro ur respont dija ? Saig Keryann (kaozeal) 3 Ebr 2020 da 15:11 (CEST)
IDBE hag OCR
[kemmañ]Salud deoc'h holl.
Ne teuan ket a-benn da skrivañ da heuilh ar pezh zo bet skrivet dija war ar sujed-mañ. Setu perak e boulc'han ur rann nevez.
Evit pezh a sell eus IDBE, n'em eus ket soñj bout bet e darempred gante, pe n'o defe ket respontet din…
Implijet em eus skridoù bet skannet gante dija, dreist holl diwar "Kroaz ar Vretoned" p'am eus labouret war skridoù Filomena Kadored.
Mod-all, e oan aet e darempred gant Patrick Malrieux, eus kan.bzh, pa oa c'hoazh en e vuhez.
Hegarat-tre e oa bet, ha kontant e oa e vefe implijet dielloù kan.bzh e-barzh Wikimammen, keit ha na vint ket "preizet". Dinec'het am boa anezhañ o lavaret dezhañ e vefe implijet an dielloù-se gant doujañs, ha displeget dezhañ reolennoù Wikimammenn.
Mod all, e c'hellan ivez ober un OCR ha krouiñ restroù .djvu. Adkarget am eus ar rest-mañ : Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu, gant ur gwiskad ORC ouzhpenn.