Mont d’an endalc’had

Var gourc’hemenou Doue e general

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 98-103)



EIL LODEN
ober quement-so gourc’hemennet deomp gant Doue.
————
VAR AR GOURC’HEMENNOU E GENERAL.

Si vis ad vitam ingredi, serva mandata.

Mar desirit caout ar vuez eternel, mirit ar gourc’hemennou. S. Vaze, ch. 19, v. 16.

I. Oll e tleomp desirout ar bonor eternel ; hoguen an desir-se a dle lacat en hor c’halon un hast-vras da anaout ha da ober quement a zo necesser evit e acquisita : an den clân a c’houlen digant e vidicin petra a dle da ober evit parea : an ini en deus ur proces a gleo gant e alvocad dre be seurt moyen e c’hall er gounit : an den avaricius a vel mad e pe fæçon cresqui e denzor ; seblantout eta a ra a d’în clevet ac’hanoc’h o c’houlen diganeen ar pez a c’houlenne digant hor Zalver Jesus un den yaouanq a behini e parlant an Aviel [1] : mæstr, emezan, petra dlean-me, da ober, evit caout ar vuez eternel ? Na dlean ober respont-all ebet deoc’h nemet an ini a reas hor Zalver : mar hoc’h eus c’hoant, eme Jesus, da gaout ar vuez eternel, mirit-mâd ar gourc’hemennou : si vis ad vitam ingredi, serva mandata ; ha mar goulennit diganeen pere ez-int ? Quæ ? E respontin deoc’h ez-int absoluamant ar memes gourc’hemennou hac a roas Doue e-unan d’ar bobl a Israel var menez Sinaï, ha chetu ama e pe fæçon [2] : tri miz goude ma oa sortiet ar bobl a Israel eus an Ægypt, a zindan domination Pharaon, o veza tremenet dre viracl ar mor-ruz, hac erruet en desert, Doue a ordrenas da Voyses avertissa eus e bers an Israelitet penos e oa resolvet d’o choas evit e bobl particulier ha da rei dezo e lezen, er plaç memes e pehini en em gavent, da lavaret eo, ec’hars troad menez Sinaï, Doue a lavaras da Voyses recommandi d’ar bobl en em burifia epad daou zevez, en em visca dereat, ha beza præst da glevet ha da receo al lezen a dleie da rei dezo en drede deiz. En effet, en drede deiz, hac en anter-canvet devez abaoue ma sortias ar bobl a Israel eus an Ægypt, da c’houzout da zeiz ar Pantecost, an amzer pehini a oa caër a deuas d’en em c’holo; al luc’hed a gommanças da vrilla hac ar gurun da drousal en ur fæçon quen esclamus ma crêne an oll gant ar spount ec’hars troad a menez pehini a orgella e-unan hac a zeblante beza var ar poent da frailla. Eus a douez al luc’hed hac ar gurun e voue clêvet ur vouez gaer ha huel o lavaret [3] : « 1. Ego surn Dominus Deus tuus qui eduxi te de terra Ægypti et de domo servitutis : non habebis deos alienos coram me ; 2. Non assumes nomen Domini tui in vanum ; 3. Memento ut diem sabbati sanctifices ; 4. Honora patrem et matrem ut sis longævus super terram ; 5. Non occides ; 6. Non mœchaberis ; 7. Non furtum facies ; 8. Non loqueris contra proximum tuum, falsum testimonium ; 9. Non concupisces uxorem proximi tui ; 10. Non desiderabis domum proximi tui, non servum, non ancillam , etc… 1. Me so an Autrou ho Toue pehini am eus ho tennet eus a zouar an Ægypt hac eus an ty a esclavach : n’ho pezo quen Doue, nemedon-me ; 2. Ne guemerrot quet va hano e vean ; 3. Ho pezit sonch da santifia an deiz consacret d’am zervich ; 4. Enorit ho tad hac ho mam evit caout ur vuez hir var an douar ; 5. Na lazet quet ; 6. Na viot quet lubric ; 7. Na guemerrot quet tra an nessa ; 8. Na rentot quet fals testeni en e enep ; 9. Na zezirrot quet pried ho nessa ; 10. Na c’hoanteot nac e dy, nac e zervicher, nac e zervicherez, etc… » Doue a scrivas e-unan an dec gourc’hemen-ma var diou daulen-ven : var ar guenta taulen e scrivas an tri gourc’hemen quenta pere o deus Doue evit objet ; hac ar seiz gour-c’hemen-all pere o deus an nessa evit objet, a scrivas var an eil daulen ; en ur rei anezo da Voyses, e lavaras dezan : ar bobl ingrat a gunduit eus va ferz, en deus dija ancounac’heet ar gour-c’hemennou en deus clêvet da bublia ; c’hoant am eus d’en distruja ha da rei deoc’h ur bobl-all pehini a zento guelloc’h… En effet, Moyses, o veza disquennet divar ar menez, a remercas penos en devoa græt ar bobl a Israel ul leue-aour da behini e rente an enor divin, rac-se o veza antreet en ur goler-vras, e vruzunas, dre zipit, e præsanç ar bobl, diou dablen al lezen hac an idol a daulas en tân ; cousgoude evit senti ouz ar vouez a Zoue, e retornas adarre var ar menez ; hac o veza præparet a nevez diou daulen-ven, e pedas an Autrou Doue da scriva c’hoas varnezo e lezen divin ; ar pez a reas en ur recommandi dezan ober un tabernacl evit o receo (Exod. XXXII.).

Moyses a zentas, hac o veza en distro assamblet ar bobl a Israel, e lavaras dezan : pobl a Israel, quemeret a ran hirio da destou an êe hac an douar penos e proposan deoc’h, eus a berz Doue, ar vuez pe ar maro, ar vuez mar bezit fidel da viret e lezen, hac ar maro mar deuit d’e zerri : gant aoun d’e anc’hounac’haat, songit enny en ty hac er mæz, en nos hac en deiz, en henchou hac en ho parqueier ; scrivit anezi var ho tâll, var bâl ho tom, var dablen ho calon : mar hoc’h eus ar bonor d’he miret, ho pezo ar vuez eternel (Deut. XI, 26).

II. Me so an Autrou ho Toue [4] : ar c’homzou-ma a verq deomp ar galite a guemer Doue evit rei nerz d’e lezen : rac, sul huelloc’h eo calite an ini a ordren un dra-bennac, sul-brontoc’h e tleer senti outhan, abalamour ma en deus mui a c’halloud da recompansi an ini a zent, ha da bunissa an ini a zizent. Pa glêvomp publia un dra-bennac eus a berz ar roue, hep mar-ebet e rencomp senti ; rac evel a lavar an abostol, ne dê quet hep ræson e toug ar c’hleze ; roet eo dezan gant Doue evit punissa an disoboissanç d’e lezennou hac evit mezur ar peoc’h e touez e zugidi ; hoguen ama ne dê quet ur roue eo a gommand, mæs roue ar rouanez, mæstr an êe hac an douar, evel-se, mar cavomp un diæzamant-bennac en e c’hourc’hemennou , respontomp gant ar profet : en eo an Autrou hon Doue, ipse est Dominus Deus noster [5], ha nî a zo e bobl hac e zênved : nos autem populus ejus et oves pascuæ ejus [6]. Doue en deus roet da zarn eus e grouadurien certen lezennou da bere ne vanquont jamæs : an heaul hac an astrou a gontinu da vont, hep an disterra fazi, dre an hent so merquet dezo : ar mor a zeblant beza a vechou var ar poent da zortial eus e blaç ha da c’holo an douar ; cousgoude, quentre ma touch oc’h ur roudennic grouan pehini a zo laqueet dezan evel da chausser, e cuëz eno e fulor : an douar ne vanq jamæs da zouguen a bep seurt frouez. En ur guer, hervez ar profet David, ar foultr, ar grizil, an erc’h, ar scorn, an avel , an tempest a zent-oll ous ar vouez a Zoue : ignis, grando, nix, glacies, spiritus procellarum quæ faciunt verbum ejus [7]… An den hepquen dre’r pec’het a deu da veza ur vezen fall, ur monstr etouez an traou crouet, o lavaret da Zoue ne zento quet outhan… Cousgoude, an Autrou Doue, evit er gounit, a repræsant dezan ar pez en deus græt evithan : me, eme Zoue, am eus ho tennet eus an Ægypt hac eus an ty a esclavach [8]… Ar c’homzou-ma a zêll ouzomp-nî muioc’h eguet eus ar Yuzevien, rac Doue en deus hon tennet eus a ur gaptivile cruelloc’h eguet ini Pharaon, da c’houzout eo eus a gaptivite an drouc-speret, dindan domination pehini e oamp ganet dre ar pec’het originel, ha græt en deus deomp tremen dre ar mor ruz eus a voad Jesus-Christ dre behini omp bet goalc’het, deiz hor badiziant : hon adoptet en deus evit e bobl hac e vugale, hon rentet en deus hæritourien eus ar guir douar a bromission a behini an douar prometet ne oa nemet ur squeud dister ; deomp eta eo e lavar ispicial : me am eus ho tennet eus a zouar an Ægypt hac eus an ty a esclavach, n’ho pezo quen Doue nemedon me.

Ar Yuzevien, goude beza clêvet an Autrou Doue o publia e lezen, a guezas præst en idolatriach, oc’h adori ul leue-aour pehini o devoa graet henvel ous an êgen Apis pehini a adoret en Ægypt : cals-bras, siouas ! a gristenien a deu ive, goude o badiziant, da zilezel lezen Doue da behini o devoa prometet fidelite, ha da sacrifia d’o fassionou, d’an ourgouil, d’an avarisded, d’al luxur, d’ar goler ha d’ar viçou-all pere a zo doueou ar bed, an doueou adoret ha servichet gant ar darn-vras eus an dud : immolaverunt diis et non Deo [9].

Doue a lavaras da Voyses en devoa casi c’hoant da zilezel ar Yuzevien ingrat ha da choas ur bobl-all fidelloc’h ha muioc’h anoudec [10] : allas ! ped guech n’ez-omp-nî quet bet martese var ar poënt da veza dilezet gant Doue abalamour d’hor pec’hejou ? Sellomp en dro deomp ha consideromp gant Spont Bro-Sauz ha cals-bras a vroyou-all pere o deus collet ar feiz e punition da grimou o habitantet ! Evit gallout pellaat diouzimp ar memes goal-eur, selaouomp ha miromp-mâd lezen Doue ; greomp anezi ar zujet ordinal eus hor meditationou hac ar reglen eus hor buez !!!

  1. [Matth. XIX, 16-19.]
  2. [Cf. Exod. XIX, 1-15.]
  3. [Exod. XX, 1-17.]
  4. [Exod. XX, 1 (gw. uh.).]
  5. [Ps. XCIV, 7.]
  6. [Ibid.]
  7. [Ps. CXLVIII, 8.]
  8. [Ex. XIII, 3 hag 20 ; XX, 2… ha lec’hioù all.]
  9. [Cf. Deut. XXXII, 17 : Immolaverunt dæmoniis et non Deo, diis quos ignorabant.]
  10. [Gw. Deut. XXXI, 16-17.]