Mont d’an endalc’had

Var bep-unan eus a articlou ar zymbolen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 32-97)


Quenta articl.
Me a gred en Doue, hon tad oll-galloudec.

Me a gred en Doue, da lavaret eo, me a zoumet va feiz da gredi ez-eus un Doue, ha da gredi quement en deus discleriet an Doue se pehini, o veza ar virionez-memes, na ell na trompla, nac en em drompla e-unan : ne gomprenan quet an oll guirionezou a bropos d’în da gredi, mæs o veza certen en deus parlantet hac a froposet d’în, e credan quercouls ar re ne gomprenan quet evel ar re a gomprenan ; lavaret a ran : Doue en deus o discleriet, quemen-se a so avoalc’h : un tad hac ur mæstr, peguer-guizyec bennac ez-int, a ell en em drompla, cousgoude ur c’hrouadur hac un disquib a gred quement a leveront, petra-bennac ma c’herru alies n’o c’homprenont quet : just ha ræsonabl eo eta deomp credi quement-so discleriet deomp gant Doue.

Lavaret a reomp : me a gred en Doue hon tad, abalamour ar c’henta person eus an Drindet a zo ar princip pehini a brodu an daou ferson-all, pere a zo eus ar memes natur gantan ha Doue evel-tan. Hanvet eo ive an tad, abalamour Jesus-Christ a zo, evel Doue, e vab unic, ô caout ar memes natur ganthan hac ar memes divinite. Rei a reomp c’hoas dezan an hano-se, abalamour m’en deus, dre ar vadiziant, hor c’hemeret evit e vugale ha roet deomp guir e rouantelez an êe.

Ajouti a reomp : oll-galloudec ; coms pehini a sinifi penos Doue, dre e oll-c’halloud, en deus græt pep-tra, ha penos n’en deus netra impossubl dezan : sinifiout a ra c’hoas, penos an Autrou Doue hon tad a zo infinimant parfet, penos e ma dre-oll, e vêl pep tra hac e c’houarn pep tra. Pebes sujet a gonsolation evit an dud-vâd dre ma’z-int certen penos e consider o foan, ha penos e teui d’o zicour ha d’o recompansi ; mæs ive pebes sujet a spount evit ar re fall, ô compren penos o guêl oc’h ober an drouc, ha penos ne lezo quet an drouc a reont hep punition !

Dre e oll-galloud eo en deus Doue crouet an êe hac an douar : croui a sinifi ober un dra-bennac eus a netra. Doue en deus tennet eus a netra an êe hac an douar, quement a velomp ha quement ne allomp quet da velet : comzet en deus, eme ar Scritur, ha pep tra a zo bet græt : dixit et facta sunt [1]. Ar Mab hac ar Speret Santel o veza ar memes Doue gant an Tad, oll-galloudec hac infinimant parfet eveltan, o deus ive evelthan contribuet da groui ar bed hac a gontribu evelthan da ober pep tra ; mæs creation ar bed a zo particulieramant attribuet d’ar c’henta person eus an Drindet, abalamour an œuvrou a c’halloud a vez attribuet d’an Tad, an œuvrou a drugarez d’ar Mab, hac an œuvrou a garantez d’ar Speret Santel. Doue en devize gallet croui ar bed en un instant, dre ur goms, dre un act eus e volontez, mæs implijet en eus c’huec’h devez evit desqui deomp e tleomp implija mâd hon amzer hac ober pep-tra gant patiantet.

Ar c’henta devez e crouas an êe hac an douar, hac e tispartias ar sclerigen eus an devaligen : an disparti-se pehini a reas an nos hac an deiz, a ro deomp da anaout un tad-mâd, attantif da ezomou e vugale. Rei a ra deomp an deiz da labourat ha da gonsideri ar burzudou en deus græt evidomp, evit ma teui ar guel anezo da zigaç deomp da zonch eus hor c’hrouer, ha d’hon lacaat da sevel hor c’halon varzu-hac-ennan. Rei a ra deomp an nos evit ma c’hallimp en em zisquiza eus a fatig an deiz hac evit ma vezo douçoc’h ha tranquilloc’h hor repos pehini a zo an imach eus ar maro, evel ma’z-eo hor guële, ar silanç ha tevaligen an nos, an imach parfet eus ar bez. Evel ma sao brema hor c’horfou eus ar guële, evel-se ive e savint eus ar bez non pas evit jouissa eus a sclerigen un deiz pehini a echuo, mæs evit jouissa eus ar guel a Zoue pehini a zo ar guir sclerigen hep fin : lumen indeficiens [2]. O va Doue , p’eur e c’herruo an deiz eürus-se ? O va ene, songeomp alies ennan, huanadomp var e lerc’h, ha dalc’homp hor c’halon distag eus an traou crouet pere a dremen !

En eil devez, e crouas ar firmamant pehini a hanvas an êe. Ar firmamant eo an distanç a zo adalec an douar betec an izella eus ar stered diflach, pehini a zo var-dro queit en tu-all d’an heaul, evel-ma an heol eus an douar : hoguen, an heol a zo, hervez an dud habil, ouspen tregont milion leo eus an douar, ha, rac-se, an izella eus ar stered diflach a dle beza vardro tri-uguent milion leo huelloc’h diouzomp, mæs ar re huella eus ar memes stered, a zo mil ha mil guech pelloc’h eus ar re izella eguet ar re-ma eus an douar. Speret an den a zo, hep-mar, rê-ver evit galloud compren ha muzula quemen-ma, mæs oll e c’hallomp hac e tleomp compren penos an den, comparachet gant Doue, a zo disterroc’h eguet ar verienen comparachet gant an den pehini a zo, eme ar Speret Santel, etre daouarn Doue, evel un tamic pri etre daourn ar poder… Doue, er memes devez, a zispartias an oll dour en diou loden : ul loden alaqueas var ar firmamant evit servichout evel da instrumant d’e justiç, hac ul loden-all a laqueas var an douar evit utilite an den. En amzer an diluch, Doue en e justiç, a lezas da guëza eus an dour a zalc’h var ar firmamant hac hep dale an douar a voue goloet, hac ar meneziou memes ar re huella. O Doue, en a zo bras ho calloud !

En drede devez, Doue a zispartias an douar-ferm eus an dour da behini e vercas e blaç, ha pehini a hanvomp ar mor. Lavaret a reas dezan : dont a ri betec ama, ha ne zî quet irroc’h [3]. Ar mor, a vechou, a zeblant beza var ar poent da c’holo an douar, mæs dre ma tosta ous ar bord, e timinu e fulor, hac e teu, evel, d’en em humilia ha d’en em brosterni, dirac ar merq a zo laqueet dezan gant an dorn oll-galloudus a Zoue. Penos e credomp-nî eta, en em revolti a-enep hor C’hrouer, da behini e c’hobois an oll elemanchou !

Er bevare devez, Doue a grouas an heol hac al loar evit rei eus o sclerigen d’an deiz ha d’an nos. En em zisquez a reont d’an oll evit convia an oll da adori an hini en deus crouet pep tra evit an den : mont a reont, bep bloas, dre ar memes hent, hep an disterra fazi, evit rei deomp da anaout an obligation hon deus ive hon-unan da zenti ous ar vouez a Zoue. Abaoue commançamant ar bed e roont eus o sclerigen hac eus o zomder, hep diminui netra eus o ners, evit rei deomp da gompren penos perfectionou Doue, n’o deus fin-ebet. Mæs, m’ar d’eo quer-caër ar squeud, petra na dlê quet beza ar virionez ? An traou crouet n’ez-int quet caer evitho o-unan, eme sant Augustin ; mæs caer int, evit hon douguen da garet ha da veuli an ini en deus o c’hrouet abalamour deomp : omnia propter electos [4].

Er bemped devez, Doue a ordrenas d’an dour produi pesquet ha laboucet a beb seurt : ha querquent en em gavas en dour un niver bras a besquet, eus a bere ar raç a guntinu ato, petra-bennac ma en em zevoront entrezo… E certen poënchou, e teuont var bord an dour hac ez-eont gant ar rifierou, evel pa falfe dezo en em rei d’an den evit pehini ez-int crouet !… Al laboucet ive a voue furmet eus an dour, ha lod anezo a chomas en dro d’an dour, hac a ra o neiz var an dour memes e creiz ar mor en ur fæçon an admirapla ; lod-all a nigeas evit chom er c’hoajou ha dre an ær, e pe lec’h e canont hac e veulont Doue en o yez, evel an oll labouced-all, evit desqui deomp e tleomp ive er meuli eus a bep tra, hac e pep amzer : benedicam Domino in omni tempore [5].

Er c’huec’hvet devez, Doue a gourc’hemennas d’an douar produi a bep seurt anevaled pere a dleie beza particulieramant evit servich an den ; ha goude e crouas al loëned-guez hac an amprefaned… Perac, eme c’hui, en deus crouet an Autrou Doue, an oll amprefaned-vil-se ha cals a draou-all inutil ? Evit disquez e c’halloud ê pep tra ha rei deomp leac’h d’e veuli bepred. An amprefaned, pere o deus o oll isili evel an anevaled, a ro couls da anaout ar galloud a Zoue, evel ar c’haëra eus an astrou. An ini a ra un horolach vian, a ell beza couls horolacher, evel an ini a ra unan-vras. An amprefaned, an aër, dre exempl, a zo util-bras evit ober medicinerez : cals-all a zestum bilim an douar hac en rent purroc’h ha guelloc’h o rei plaç d’an ær da antren ennan : ludu ar raden hac an ascol a zervich da ober ar c’haera cristal : aroc lavaret ez-eo inutil ar peç coat a veler labouret e ty un artisan, e tleer anaout-mâd e vicher.

Doue o veza consideret an oll draou crouet, a lavaras e oa mâd-bras pep tra : et erant valdè bona [6] ; ne damallomp quet eta ar pez ne allomp quet da gompren. Da ziveza, Doue a grouas an den pehini a zo ar parfeta eus e oll œuvrou. An êe a zeuas da vezo [sic] ar plaç eus a zemeuranç an ælez, hac an douar eus a zemeuranç an den. Mæs an den var an douar, ha lod eus an ælez a offanças an Autrou Doue pehini a daulas an ælez coupabl-se en ifern, hac a chasseas an den eus ar barados terrestr.

Revolt an drouc ælez.

Ar guer æl a sinifi messager, rac Doue a grouas an ælez evit beza e vessajourien e quêver e bobl. Evel-se, e repræsanter anezo gant diouesquel, evit rei deomp da gompren peguer-buan e reont quement a vez gourc’hemennet dezo gant Doue, petra-bennac n’o deus nac esquel, na corf, na liou ; rac Doue o c’hrouas sperejou pur, en ur stad a zantelez hac a justiç, hac a falvezas dezan e rajent o demeuranç en êe, evit e veuli hac executi e oll urzou : mæs lezel a reas gantho ar galloud da bec’hi, ouc’h o lezel libr er moment ma voent crouet. Lucifer, ar c’haëra anezo, a zeuas da guemeret gloar eus e c’hened, hac eus e c’halloud : en e vanite foll, e credas e oa casi par da Zoue, hac e teuas c’hoant dezan da zevel un trôn quen huel hac ini Doue memes. Un niver-bras a ælez en em rencas a un tû-ganthan. Doue o velet o revolt hac o ourgouill, o bannas en ifern pehini a reas evitho. Ar re-ma eo a zo hanvet drouc-ælez, drouc-sperejou ha diaoulou, abalamour ma’z-int occupet continuelamant da ober drouc ha da denti an dud, o veza avius eus an eürusded a bromet Doue dezo. Natur an den o veza semploc’h ha disterroc’h eguet ini an ælez, Doue en deus muioc’h a druez outhan : er gortos a ra alies da cench ha da ober pinigen, e leac’h ma vannas an ælez en ifern goude ar pec’het quenta a gometjont. Evel-se ho parnidiguez, ô va oue, a zo ato leun a justiç !

An ælez a chomas fidel da Zoue, a recevas diganthan graçou crêvoc’h hac a zo brêma sperejou parfet pere ne allont mui pec’hi… Aroc beza recevet ar recompanç eus o fidelite, ne jouiçzent quet eus ar guel a Zoue pehini a ra an eürusdet souveren, mæs adalec ar moment-se, e velont Doue faç-ha-faç, hep beza bet sujet d’ar maro, o veza n’o devoa quet a gorf… Beza ez-eus un niver-bras a ælez : o fartagi a rêr ordinalamant e nao c’hœur, pe e nao renq : ar c’henta pe an huella eo ar C’herubinet ; an eil, ar Seraphinet ; an drede, an Thronet ; ar bevare, ar Brincipauteet ; ar bempet, ar Puissançou ; ar c’huec’hvet, an Dominationou ; ar seizvet, Vertuziou an ævou ; an eizvet, an Arc’hælez ; an navet, an Ælez. Pep rouantelez, pep bro, pep parres, pep den, o deus o ælez gfardien da bere en deus roet Doue urz d’o miret a da guemeret ur sourci barticulier anezo. Evel-se hon æl-mâd a zalc’h ato compagnunez deomp, hon difen hac hor zicour a ra etouez pep seurt dangerou, quen spirituel quen temporel. Ne ouzomp quet alies penos hon deus gallet chom hep cuëza en certen pec’hejou, en em denna eus a zerten danjerou e pere en em gavemp e risq hor buez, ha ne deus mar-ebet penos e tleomp an heur-vâd-ze da zicour hon æl-gardien. Angelis suis Deus mandavit de te [7]. Ne garfemp afligea nicun eus hor mignoned, mæs goude Doue, hon æl-mâd eo hor brassa hac hor fidella mignon : ur perz-bras a guemer en hor silvidiguez, pedi a ra evidomp, offr a ra hor pedennou da Zoue, ha ne vanq jamæs d’en em afligea pa reomp an drouc, ha d’en em rejouissa pa reomp ar mâd : oh! na reomp quet eta en e bræsanç hac ê præsanç Doue, ar pez ne garfemp guet da ober dirac an disterra eus an dud ! supliomp alies ar Verc’hes glorius Vari, hon æl-mâd, ælez ha sænt patronet ha protectourien hor bro da intercedi evidomp dirac Doue : greomp bemdez ur beden bennac en o enor ha bezomp ur fizianç ar vrassa en o zicour. Ar fizianç-se a gresco en hon amzer diveza ; sicouret e vizimp neuse gantho. Præzanti a raint ac’hanomp da Zoue pehini hon recevo eus a dre o daouarn, hac a roï deomp en e rouantelez, assamblez gantho, ur plaç a joa, a beoc’h hac a repos eternel !

Pec’het an den quenta.

Hon tad quenta hac hor mam guenta Adam hac Eva a oe crouet gant Doue en ur stad a justiç hac a zantelez : aroc ma voant cuëzet er pec’het, ne voant sujet na d’ar c’hlênved, na d’ar maro : rac, evel a lavar ar Scritur : Doue nen deus quet græt ar maro [8] ; mæs crouet en devoa an den, evit beva da virviquen : ne oa ignoranç-ebet en e speret, na goal inclination-ebet en e volontez ; er c’hontrol, Doue en devoa roet d’hon tud quenta ur squiant vras, hac ur galon leun a furnez : an anoudeguez o devoa eus a Zoue a ioa cals en tu-al d’an ini a allomp-nî da gaout, epad hor buez var an douar ; en hevelep-fæçon ma o devoa un æzamand vras da ober ar mâd dre ne voa controliez-ebet en o inclinationou oc’h enebi outho. Mæs ar pez a oa caëroc’h c’hoas, ne bossedent quet an donæsonou-se evito o-unan, mæs ive evit o bugale, ha quement ini a oa da zont var o lerc’h pere a dleie caout ar memes eürusded hac ar memes avantach eveltho, ma o devize quendalc’het da veza fidel da Zoue.

Mæs, siouas ! aliet gant an drouc-speret pehini en devoa avi oc’h o eürusded, e teujont da zibri eus ar frouez a oa difennet outho gant Doue, ha neuse-souden e voue lamet digantho ar c’hraç hac ar justiç original : o squiant a voue troublet dre an ignoranç ; o bolontez a deuas da veza sujet d’ar zempladurez o c’horf ; d’ar c’hlênvejou ha d’ar maro. C’hoas ouspen, an dorn eus a justiç Doue ne dê quet en em gontantet da bunissa hepquen hon tad hac hor mam guenta, mæs punissa a ra ive o fec’het, ê quement den a zo deut hac a deuï var o lerc’h : rac-se, oll vugale Adam, nemet ar Verc’hes glorius Vari, a zo oll ampoëzonet dre ar pec’het originel : oll ez-int bugale a goler, pere n’o deus evit partach, nemet an ignoranç an dallentez hac a bep seurt goal-inclinationou. Ouspen quemen-se, ar brezel, ar guernez, ar c’hlênvejou, ar maro, hac ê general an oll boaniou hac an oll dristidiguez a zo effejou terrubl ar pec’het originel. Evit effaci ar pec’het-ma, hon reconcilia gant Doue hac obteni deomp guir ê rouantelez an êe, eo hor Zalver Jesus-Christ en em c’hræt den, hac en deus scuillet betec ar berad diveza eus e c’hoad. Hon tennet en deus eus a esclavach an drouc-speret, hac hor zavet, dre ar vadiziant, d’ar galite gaër a vugale hac a hæritourien da Zoue. Piou eta, ne garo quet ar Zalver adorabl-se pehini n’en deus hor c’haret quement, eme sant Augustin, nemet evit ma vezo ive caret gueneomp ? Caromp eta an Autrou Doue, eme an abostol, pa eo guir en deus e-unan hor c’haret da guenta ! Nos ergò diligamus Deum, quoniàm Deus prior dilexit nos [9].

Eil articl.
Me a gred ê Jesus-Christ, e vab unic, hon Autrou.

Me a gred…, da lavaret eo, evel ma credan penos ar c’henta person eus an Drindet a zo Doue an Tad, crouer an êe hac an douar ; evel-se ive e credan penos Jesus-Christ a zo guir-Doue ha guir-den ; penos evel Doue ez-eo mab unic d’an Tad eternel, eus ar memes natur hac eus ar me-mes substanç ganthan, ha guir Doue evelthan a bep eternite ; ha penos, evel den, en deus bet ur gommançamant, eo bet ganet hac en deus recevet an hano a Jesus pehini a zo un hano ar c’haëra ar galloudussa hac ar respetapla.

N’en deus, eme an abostol, hano-all-ebet roet deomp, dre behini e c’hallomp en em zavetei ne-met an hano zantel-ma; nec enim aliud nomen est sub cœlo datum hominibus in quo oporteat nos salvos fieri [10]. Dre ar vertus eus va hano, eme hor Zalver e-unan o parlant ous e zisquibien, e chasseint an drouc-sperejou, e parlantint a bep seurt langach, hac e touchint a bep seurt traou bilimus hep an disterra danger. Pa brononcer an hano a Jesus, eme an abostol sant Paul, pep tra a dle daoulina en êe, var an douar hac en ifern [11]. Jesus a sinifi Salver, hac an hano-ma a recevas aroc ma voe concevet ê corf ar Verc’hes glorius Vari, non pas dre hazard, mæs dre urz an Tad eternel pehini a lavaras da sant Joseph dre c’hinou an æl: e henvel a reot Jesus, da lavaret eo, Salver, abalamour ma tle saveteï e bobl eus a esclavach ar pec’het : ipse enim salvum faciet populum suum à peccatis eorum [12].

D’ar guer a Jesus, e c’hajoutomp ar guer Christ, pehini a sinifi consacret da Zoue dre an oleo sacr : evel-se ar brofetet guechal, ha brema ar veleyen hac ar rouanez a vez consacret da Zoue dre an oleo sacr : hoguen hor Zalver Jesus-Christ a unis assamblez en e bersonach e-unan an teir galite huel-ma : da guenta, ar galite a brofet ; ên eo an ini a inspir ar brofetet hac a zisquez dezo an traou da zont, abalamour pep tra a zo præsant ha dizolo dirac e zaoulagad : omnia nuda et aperta sunt oculis ejus [13] ; d’an eil, ar galite a velec : ên eo, eme an abostol, ar belec bras, santel, dispartiet diouz ar bec’herien, ha savet huelloc’h evit an êe ; d’an drede, ar galite a roue : rac ên eo, eme ar Scritur, roue ar rouanez, mæstr an oll vistri : dreizon-me, emezan dre c’hinou ar profet, eo ê rên ar rouanez, hac o lezennou just ne dint nemet ur squeud eus va lezennou eternel [14].

Nî a zo ive consacret da Zoue dre an oleo sacr pehini zo bet frottet ous hon pen pa hon deus recevet ar vadiziant hac ar gonfirmation, abalamour da ze omp hanvet christenien, tud consacret da Zoue, breudeur da Jesus-Christ ; da lavaret, breudeur da Jesus-Christ dre adoption, rac n’en deus nemethan hac a ve mab da Zoue dre natur : ni a zo, hepquen, dre ar vadiziant adoptet gant Doue evit e vugale, mæs Jesus-Christ a zo e vab unic dre natur, rac-se e leveromp : hac en Jesus-Christ e vab unic… Ajouti a reomp : hon Autrou ; o veza m’en deus hor c’hrouet nac hor prenet ez-omp dezan hac e c’haparchantomp outhan e quement fæçon-so, evel-se an dra a zo d’an ini en deus er græt pe er prenet… Ouspen ma’z-eo Jesus-Christ hor Zalver hac hon Autrou, ez-eo c’hoas ive hon redemptor hac hor mediatour. Beza ez-eo hon redemptor, abalamour m’en deus hor prenet gant ar prix eus e voad, eus a esclavach an drouc-speret ; ha beza ez-eo hor mediatour, o veza m’en deus en em laqueet etre Doue ha nî evit satisfia d’e justiç divin. Evit en em acquitta eus a garg a vediatour, eo ret en em lacaat etre an ini a zo bet offancet, hac an ini en deus e offancet, evit unani an eil gant eguile : evel-se Jesus-Christ, e calite a zen-Doue, a zo en em laqueet etre Doue hac an dud : souffret en deus evel den, hac evel Doue en deus roet ur prix infinit d’e souffrançou. Rei a rêr ive d’ar zaent an hano a vediatourien, mæs en ur fæçon diffarant : rac ar zænt ne dint mediatourien nemet dre vilitou Jesus-Christ, e lec’h Jesus-Christ a zo hor mediatour dre e vilitou e-unan. Oh pebes fizianç, na dleomp-ni quet da gaout en ur mediatour quercouls ha quer galloudec ! Va bugaligou, eme sant Ian, me a scriv deoc’h evit na bec’hot quet, mæs cousgoude, mar hoc’h eus pec’het, na zizesperit quet, rac beza hon deus e guichen an Tad eternel un alvocad, hor Zalver Jesus-Christ [15].

Ar Zalver adorabl-ma a lavar ive deomp e-unan penos ez-eo an hent, ar virionez hac ar vuez : ego sum via, veritas et vita [16] ; an hent, abalamour ne za den da gaout e Dad nemet dreizan, ha na ell mont den d’an êe nemet dre an hent en deus desquet deomp ; ar virionez : rac m’az-eo guir quement a zesq deomp, hac o veza na ell, nac en em drompla e-unan, nac hon trompla ; caromp eta ar virionez hac e clevimp e vouez ; baleomp var e lerc’h hac e valeimp en hent ar silvidiguez, pel dious a devaligen ar pec’het ; ar vuez : abalamour ma’z-eo ar zourcen eus ar c’hraç, anez pehini an den a zo hep buez dirac Doue, hac ive abalamour ma’z-eo an errès eus ar vuez eternel. Necesser eo deomp eta anaout ar zourcen-ma evit caout ar vuez-enny : hæc est vita æterna, ut cognoscant te solum Deum verum, et quem misisti Jesum-Christum [17]. An ini n’en deus quet an anoudeguez-ma, na ell quet caout ar vuez ennan, mæs a chom en ur stad a varo : non potest vitam habere in semetipso, manet autem in morte [18]. O va Zalver Jesus, ha possubl eo e veac’h dizanavezet gant unan-bennac eus ar gristenien goude quement hoc’h eus græt evidomp, ha petra-bennac ma ema ho lezen zantel entre hon daouarn ! O Doue, ur c’hrouadur en deus hast da anaout e dad ; ur zervicher, e væstr ; ur paour, e vadoberour ; ha possubl eo ne guemerremp poan-ebet evit hoc’h anaout, evel ma’z-eo dleet, c’hui pehini a zo ar guella eus an oll dadou, eus an oll vistri hac eus an oll vadoberourien !

Jesus a lavar ive penos ez-eo an or : ego sum ostium, si quis per me introierit, salvabitur [19]. Beza ez-eo an or eus ar c’hraç hac eus ar gloar : da lavaret eo, na eller antren e graç Doue, nac en e c’hloar ; nemet dreizan : er stad an dud a Ilis, er stad a briedelez, ê stad, ê condition-ebet nemet dreizan. Mar en em gavit en ur stad a vuez , guelit ha c’hui so antreet dre an or-ma ; ha mar d’oc’h c’hoas libr, ho pezit sonch penos Jesus eo an or dre behini e tleit antren… Jesus-Christ a lavar ive deomp penos ez-eo ar vinien : ego sum vitis [20], ha penos ez-omp ar brancou, et vos palmites ; hoguen, evel na ell quet ar branc rei frouez anezan e-unan, nemet stag e ve oc’h ar vinien, evel-se ne allomp ober netra evit ar silvidiguez, mar bevomp dispartiet diouz Jesus dre ar pec’het. O cruella disparti ! o piou nen devezo quet a aoun rac ar pec’het ! Maes ive, pa vezomp unisset gant Jesus, o veza er stad eürus eus e c’hraç, an oll œuvrou-mâd a reomp a zo eus a ur prix infinit, abalamour d’ar substanç a ro ar vinien divin-ma d’he brancou. Ar brancou a dle beza taillet evit ma touguint muioc’h a frouez ; implijit eta, ô va Jesus, an ouarn hac an tân eus a boaniou hac eus a oll drubuliou ar vuez-ma evit lemel eus va c’halon ar pez a zisplich deoc’h, mæs n’am dispartiet quet diouzoc’h ! Hic ure, hic seca, modò in æternum parcas (Sant Augustin) [21].

Trede articl.
A zo bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, ganet gant ar Verc’hes Vari.

I. A zo bet… Quemen-se a sinifi penos corf hor Zalver a zo bet furmet eus a substanç ar Verc’hes sacr, dre c’hraç pe dre vertus ar Speret Santel, da lavaret eo, dre ur miracl eus an oll-galloud a Zoue. An tri ferson divin eus an Drindet o deus contribuet quement-ha-quement da furni ar c’horf santel-ma ; mæs an œuvrou a garantez a vez attribuet d’ar Speret Santel, evel an œuvrou a c’halloud d’an Tad hac an œuvrou a drugarez d’ar Mab. Evel-se an eil ferson eus an Drindet, evel Doue, n’en deus bet na commançamant na mam-ebet ; evel den, en deus bet ur gommançamant hac ur vam, hep tad-ebet, rac sant Joseph ne dê nemet gardien, pe dad maguer d’hor Zalver ; mæs ar galite-ma a zo ur galite ar gaëra pehini a vilit ur respet ar brassa eus bor pers. Jesus a gar an ini en deus en douguet, er c’hunduet, er maguet pa oa, evel den, var an douar, pebes ræson evidomp da enori sant Joseph ha d’en em recommandi alies d’e bedennou da bere Doue na refus netra !… An amzer merquet gant ar Brovidanç divin evit tenna ar bed eus a gaptivite ar pec’het o veza erruet, Doue a gaças an arc’hel Gabriel da gaout ar Verc’hes sacr, er moment-ma voa en he zî, oc’h ober e feden : an æl a lavaras dezi eus a bers Doue : me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h ; conceo ha lacaat a reot er bed ur mab pehini a vezo hanvet Mab an Oll-Galloudec [22]. Ar Verc’hes sacr o veza roet he c’honsantamant, corf divin hor Zalver a voue en instant-se memes furmet. Mæs Jesus-Christ, oc’h en em ober den, a zo chomet bepret Doue, hac hep cenchamant ebet. Evel ne cench quet an den evit cench a zillad, evel-se ive, Mab Doue, an eil ferson eus ar Drindet, hor Zalver Jesus-Christ, a zo chomet bepret Doue, hep cenchamant ebet, petra-bennac ma en deus en em visquet eus an natur humen. E zivinite o veza en em unisset dioc’h-tu gant ar c’horf ha gant an ene en devoa quemeret ê corf sacr ar Verc’hes Vari, hor Zalver en em gavas ive dioc’h-tu den parfet, o caout ar memes ræson, ar memes furnez, ar memes perfectionou, evel en deiz diveza eus e vuez : evel-se e renquer anaout ê Jesus-Christ diou ententamant ha diou volontez, couls ha diou natur : un ententamant hac ur volontez divin, dre bere e c’hanave pep tra : evel-se oc’h en em antreteni gant ar Zamaritanez e tisclerias dezi ar pez a dremene en he c’halon ha quement a oa erruet ganthi : un ententamant hac ur volontez humen pere a oa ive sempl, evel hon rê-nî : va Zad, emezan er Jardin Olivet, pellait diouzin ar c’halir-ma ; cousgoude, ho polontez bezet græt ha non pas va ini [23]. Rac-se, an ententamant hac ar volontez humen a oa, ê pep tra, soumetet d’an ententamant ha d’ar volontez divin.

II. Ar c’horf divin-ma evel-se furmet, a zo bet ganet gant ar Verc’hes Vari, da nos Nedelec, var-dro anter-nos. Abalamour d’an donediguez-ma, e rêr, bep bloas, un ofiç solanel ê creiz an nos : pep-unan eus ar veleyen a lavar teir oferen ; ar guenta, evit enori guinivelez eternel hor Zalver, o veza angeandret gant e Dad a bep eternite ; an eil, evit enori e c’hinivelez temporel, o veza deut var an douar a guever an nos-ma ; an deirvet, evit enori e c’hinivelez spirituel en hon eneou dre e c’hras... Doue an Tad en deus eta hor c’haret betec rei, evit hor prena, e vab-unic, an objet eus e oll gomplezançou : pebes carantez ! Mab Doue a zo en em c’hraet den evit ma vezo bugale an den, bugale da Zoue ; pebes madelez ! ganet eo bet en ur c’hraou, pebes humilite ! Jesus a zo mæstr an êe bac an douar ; gallet en devize guenel er c’haëra palæs eus ar bed ; mæs evidomp-nî hac evit hor silvidiguez eo e tisquenne eus an êe : dont a ra d’hon reconcilia gant e Dad, o satisfia evidomp d’e justiç ; ha da rei deomp da anaout ar pez en devoa er c’hourroucet en bon enep : hoguen, an ourgouil, ar garantez dreist voder evit an traou crouet, revolt ar c’hic a-enep ar speret, a oa, bac a zo c’hoas ar pen-caus eus a goler Doue a-enep an den ; eus an teir zourcen-fall-ma eo sortiet ar maro hac an oll dizurzou a rên dre ar bed : rac-se, evit distaga hor c’halon diouz an traou crouet, o rei deomp da gompren peguen dister int, eo bet ganet en ur stad ar paoura ; evit ober deomp caret an humilite, eo bet en em humiliet e-unan betec quemeret furm un esclav, ha permeti ma vize tremenet evit an disterra hac ar c’houpapla eus an dud ; evit disquez-deomp hent an êe pehini eo hent ar binigen, en deus souffret e-unan adalec ar moment quenta eus e vuez betec e varo var ar groas. Goaleur eta d’ar re a deu, evel ar fals-pnilosophet, d’en em scandaliza o velet paourentez, humiliation ha souffrançou hor Zalver ! Guenel a ra en ur c’hraou dindan furm ur chrouadur, mæs an ælez a anonç e c’hinivelez d’an dud : ur music cœlestiel en em ro da entend, ar stered hac an astrou a bubli donediguez o mæstr. Præsantet eo en templ gant e vam zantel, evel ur c’hrouadur ordinal ; mæs un den coz, hanvet Simeon, inspiret gant Doue, a ro da anaout publicamant penos ar c’hrouadur divin-ma a zo deut var an douar, evit beza sclerigen ha gloar e bobl [24]. Receo a ra digant sant Ian, en rifier Jourden, badiziant ar binigen ; mæs er memes amzer ar Speret Santel a zisquen var e ben, dindan furm ur goulm, hac ur vouez a glêver o lavaret : hêma eo va Mab muia caret, an objet eus va oll gomplezançou, selaouit-mad e vouez [25].

Gredomp eta, a greiz hor c’halon, e Jesus-Christ, guir Doue ha guir den; selaouomp e gomzou gant respet; en em adressomp dezan gant fizianç, o veza ma’z-eo hon tad hac hon redemptor : trugarequeomp anezan evel ar c’henta hac ar brassa eus hon oll madoberourien ; rentomp dezan carantez evit carantez ; quemeromp ên evit hor squêr hac hon exempl ; baleomp var e lerc’h, dre hent ar binigen; unissomp hor poaniou gant ê rê, hac hon devezo hep dale ar honor da rên assamblez ganthan en e c’hloar !

Pevare articl.
En deus souffret dindan Ponç-Pilat, a zo bet crucifiet, maro hac entcrret.

I. En deus souffret… Hor Zalver, eme levr an Imitation, en deus souffret adalec ar moment quenta betec ar moment diveza eus e vuez. Souffret en deus er c’hraou a Vetlheem, o veza ganet e creiz an goân, hac en dienez a bep tra ; souffret en deus eiz dez goude e c’hinivelez, deiz e zirconcision, o commanç a neuse da scuilla lod eus e voad evidomp ; souffret en deus epad an tregont vloas quenta eus e vuez, o c’hounit e voued, dre boan e zivrec’h, evel un artisan paour, ê ty e vam, ar Verc’hes Vari hac e dad maguer, sant Joseph pehini a oa calvez eus e vicher. Hor Zalver en eus cunduet ar vuez cuzet ha poanius-ma, evit desqui deomp santifia hon amzer dre al labour hac ar pratic eus an oll vertuziou a bere en deus roet deomp an exempl. Souffret en deus epad an tri bloas diveza eus e vuez : n’en deus tremenet var an douar nemet tri bloas ha tregont : d’an oad a dregont vloas e commanças da breseg e Aviel : cals broyou a zo bet enoret eus e bresanç, instruet dre e zoctrin zantel, pinvidiqueet dre e zonæsonou : rei a rê ar guelet d’ar re zall, ar c’hlêvet d’ar re vouzar, ar vuez memes d’ar re varo : tremen a re dre ar bed oc’h ober vad d’an oll : transiit benefaciendo [26] ; ha cousgoude ez-eo bet goapeet, dispriset, calomniet, persecutet, ha lavaret en deus penos e zisquibien ne vizent quet gue-loc’h tretet evithan. Quemeromp eta courach, hac en hor poaniou, en em c’hlorifiomp, gant an abostol, da veza tretet evel hor mæstr !

Souffret en deus, ispicial, evel a leveromp er Gredo, dindan Ponç-Pilat, da lavaret eo, en amzer ma oa Ponç-Pilat o commandi evit an i-palaer romen, er vro hanvet ar Judee, a behini ar guær gabital a oa Jerusalem. Hor Zalver en e instructionou a reprene publicamant techou-fall hac injustiçou ar re-vras etouez ar Yuzevien, hanvet ar Scribet hac ar Pharisianet : abalamour da zê, an dud ourgouillus-ma ne oant quet evit e zuporti : clasq a rent bemdez an occasion d’en arreti ha d’e lacat d’ar maro ; mæs ne aljont en ober, nemet pa oa deut an heur merquet gant Doue: neuse Jesus-Christ en em lezas gantho : en arreti a rejont, d’ar yaou amblit diouz an nos, er Jardin Olivet, en ampoënt ma re eno e beden. Er c’haç a rejont da dy Annas pehini en interrojas var e zisquibien ha var e zoctrin. Ac’hano e voue cacet da gaout Caiphas, belec-bras er bloaz-se : hor Zalver o veza respontet dezan e oa Mab da Zoue, ar respont-ma a laqueas ar barner injust-se e fulor hac ar Yuzevien assamblez gantan ; lavaret a rejont-oll dre ar memes mouez penos e oa din a varo ; hac antro-nos vintin e voue cacet dirac tribunal Ponç-Pilat. Ar gouarnour-ma, o veza ne gave hor Zalver coupabl a grim-ebet, hac o veza clevet lavaret e oa eus ar Galilee, er c’haças da gaout Herodes pehini a c’houarne ar vro-se. Herodes en devoa clevet parlant anezan, hac en devoa hast-bras d’e velet ; mæs, evel ne responte netra d’ar goulennou curius a rê dezan, er c’hemeras evit ur zod, hac e roas urz da visca dezan ur zae-ven ha d’er c’haç endro da gaout Pilat pehini, o credi contanti ar Yuzevien, ha gallout dilivra hor Zalver, a ordrenas er scourgeza. Mæs sul-vui e tisquez Pilan [sic] an dezir da lacat Jesus en e liberte, sulvui e cresq arrach ar Yuzevien : evel-se an dud-fall a zo henvel ous ar bleizi arraget ; sulvui e tec’her dirazo, sulvui e saillont. Ar bobl ingrat-ma o velet ne ouïe Pilat petra da ober, a lavaras dezan : ma na laquit quet an den-se d’ar maro, ne viot mui mignon da Zæsar ; mæs coll a reot ho plaç. Var guemen-se, Pilat a gondaonas hor Zalver da vervel var ar groas.

II. Evel-se e leveromp er Gredo : a zo bet crucifiet ; en effet, hor Zalver, o veza erruet var menez Calvar pehini a oa e quichen Jerusalem, ar vourrevien er stagas ous ar groas vardro crez-deiz, ha vardro teir heur goude, e rentas e huanad diveza en ur ober ur c’hri bras, evit disquez ne varve quet dre ners an tourmanchou, mæs dre e volontez e-unan. Er moment-ma varvas hor Zalver, an heaul a gollas e sclerigen epad ur maread amzer, an douar a grenas, ar vein a fraillas, ha cals a gorfou maro a ressuscitas. Evel-se, ar frouezen eus ar vezen he devoa serret ouzomp ar barados, ha Jesus-Christ, en ur vervel var ur vezen, en deus anevez en digoret deomp : rac-se, ar groas pehini a oa diaguent un instrumant a vez, a gonfusion hac a varo, a zo hirio ur merq a enor hac ur zourcen a vuez : Ut undè mors oriebatur, indè vita resurgeret : et qui in ligno vincebat, in ligno quoque vinceretur per Christum [27].

III. Goude maro hor Zalver, daou zen, unan hanvet Joseph hac eguile Nicodêm, a obtenas digant Pilat ar bermission da zistaga e gorf eus ar groas, ha d’en enterri ; mæs, gant aon ne vije quet peur-varo, aroc en distaga, ur soudard a blantas e lanç en e gostez, hac a reas sortial anezan dour ha goad ; ar pez a oa ur merq certen, hervez ar vidicinet memes, penos e oa veritablamant maro. Neuse ar c’horf santel-ma a voue laqueet en ur bez nevez toullet en ur garrec ha serret gant ur mên pounner. Oh myster incomprenabl ! o grevusded estranch eus ar pec’het ! guelet a ran hep mouvamant, corf, daoulagad ha daouarn an ini a ro ar mouvamant da guement-so ! disquennet eo etouez tevaligen ar bez an ini a ro e sclerigen d’an deiz ! Ha n’en deus eta mui a c’halloud an ini a gommande d’ar mor, d’an avel ha d’an oll elemanchou ? N’en em dromplomp quet : Jesus-Christ, evel Doue, na ell quet mervel, mæs hepquen evel den ; dre ar maro, evel den, e ene a zo bet dispartiet dious e gorf ; mæs e zivinite a zo chomet ato unisset gant an eil hac eguile, hac er fæçon-se, en devoa ato ar galloud d’en em ressuscita : e gorf, o veza ne oa quet bet sujet d ar pec’het, na dleie quet ive beza sujet da vreinadurez ar bez. O Jesus, maro dre garantez evidomp, roit deomp ar c’hraç da veva ha da vervel en ho toujanç hac en ho carantez ! grit, ô va Doue, ma vevimp evidoc’h hepquen, ha ma varvimp bemdez d’ar pec’het, d’ar bed ha deomp hon-unan !!!

Pempet articl.
So disquermet d’an ifernou, ressuscitet an trede deiz eus a varo da veo.

I. So disquennet… Ar c’homzou-ma a sinifi e tisquennas en ifernou ene Jesus-Christ dispartiet diouz e gorf dre ar maro en devoa anduret var ar groas. Evel-se, epad ma oa e gorf er bez, e ene a zisquennas en ifernou. Ar guer ifernou en deus meur a sinification : sinifiout a ra an ifern, e pe lec’h ema an dud collet ; sinifiout a ra ar purcator, e pe lec’h, eneou an dud just maro ê graç Doue, a beur-achu o finigen aroc mont d’ar barados ; sinifiout a ra ive al limbou e pe lec’h e oa eneou an dud santel, maro abaoue commançamant ar bed ; eno e tisquennas ene Jesus-Christ, evit dilivra eneou an dud santel-se hac o c’haç ganthan d’ar barados pehini a oa serret abaoue pec’het Adam, ha na dleie beza digoret nemet gant Jesus-Christ goude e varo hac e resurrection. Hor Zalver a zisquennas ive el limbou, evit disquez eno e c’halloud hac e vadelez evel m’en devoa er græt en êe ha var an douar. Al limbou a oa ur plaç a beoc’h hac a repos, mæs ê pebini ne jouisset quet eus ar guel a Zoue. An eneou parfetamant pur er moment ma sortient eus ar bed-ma, hac ar re o devize peur-echuet da satisfia er purcator da justiç an Autrou Doue, a repose er plaç-ma. Eno e oa, dious ma creder, eneou Adam hac Eva pere, goude o fec’het, o devoa græt pinigen : eno edo eneou ar batriarchet hac ar brofetet, en ur guer, eneou an oll dud santel pere a oa ê graç hac e carantez parfet an Autrou Doue. Pebes joa evit ar re-ma, guelet hor Zalver o c’herruout evit o dilivra ! peguer bras e voue joa ar bobl a Israel captif e Babylon, pa roas Cyrus dezan ar bermission da zistrei d’e vro ha da zevel, a nevez an templ a Jerusalem ! Compren a eller peguen agreabl eo evit ur prisonnier paour clêvet ar c’helou eus e zilivranç ; mæs piou a ell compren eurusded an eneou zantel eus al limbou, pa veljont o redemptor benniguet ! Beza eta hon deus pelloc’h an heur d’ho guelet, ô Redemptor divin, a lavarent assamblez : advenisti, Redemptor noster ! [28] Ama, evel var an douar, e c’huanademp varlerc’h ho tonediguez, hac e pedemp an êe da zigueri evit ho lezel da zisquen : rorate, cœli, desuper et nubes pluant Justum ![29] Hor Zalver a chomas el limbou adalec ar guener da nos betec ar zul vintin, evit consoli an dud just, o renta eürus dre e bræsanç divin, ha rei dezo da anaout penos, hep dale, o devize an heur da bignat assamblez ganthan en êe.

II. E zivinite o veza ato unisset gant e gorf ha gant e ene, hor Zalver en devoa ato ar voyen d’en em ressuscita pa garje : en ober a reas, d’ar zul vintin, goude beza bet tri devez ha teir nosvez dindan an douar, evel m’en devoa lavaret e-unan d’ar Yuzevien : goulen a rit, emezan, diganêen miraclou, ha ne velot mui miracl-ebet nemet miracl Jonas: evel ma eo bet Jonas tri devez ha teir nosvez e corf ur pesq, evel-se ive, Mab an den a vezo tri devez ha teir nosvez en intraillou an douar [30]… Bet eo, en effet, er stad-se tri devez ha teir nosvez. Ar Yuzevien a gonte an nos hac an deiz, eus an eil anter-nos d’eguile, hac ul loden eus an deiz pe eus an nos a vije contet evit un devez pe un nosvez. Evel-se hor Zalver a chomas er bez ul loden-vian eus a zeiz ar guener, da lavaret eo, adalec pemp heur ; oll devez ar sa~ dom, hac ul lodennic eus a zeiz ar zul; bet eo eta er bez, tri devez ; bet eo ive teir nosvez, da lavaret eo, al loden diveza eus a nosvez ar guener pehini a bade betec anter-nos, oll nosvez ar sadorn, hac al loden guenta eus a nosvez ar zul. Mæs d’ar zul vintin, e ene o veza deut eus al limbou d’ar bez, hac e zivinite o veza ato unisset gant e gorf ha gant e ene, en em ressuscitas dre e ners hac e c’halloud e-unan ; ar pez a zisquez deomp ez-eo e guirionez Doue, rac biscoas den n’en deus en em ressuscitet e-unan, eme sant Augustin : nullus mortuus est sui ipsius suscitator [31]. Tud varo a zo bet ressuscitet dre bedennou ar sænt, ha goude ma int bet ressuscitet o deus renquet mervel adarre ; e lec’h, Jesus Christ, goude beza en em ressuscitet e-unan, ne dê mui sujet d’ar maro pehini n’en devezo mui pers ebet ennan, eme an abostol: Christus resurgens ex mortuis, jam non moritur, mors illi ultra non dominabitur [32]. Ar roue David en devoa annoncet ne vize quet chomet ene Jesus-Christ el limbou, nac e gorf da vreina er bez : non derelinques animam meam in infemo, nec dabis sanctum tuum videre corruptionem [33]. Ar profet Isaï a lavare e vize burzudus bez hor Zalver : et erit sepulcrum ejus gloriosum [34]. Hor Zalver e-unan a lavare d’ar Yuzevien : goude ma ho pezo distruget va c’horf, me en ressuscito a bars tri devez : solvite templum hoc et post triduo reædificabo illud [35]; me, emezan, am eus ar galloud da rei va buez ha d’he c’hemeret pa garin. Ar Yuzevien pere o devoa clevet Jesus-Christ o lavaret pa oa beo penos e vije ressuscitet da ben tri devez, gant aon na vije deut e zisquibien da laërez e gorf epad an nos, ha da bublia e vije ressuscitet, a laqueas ur mæn bras var e vez siellet gant o ziel, ha soudardet d’e zihoal. Mæs, o furnez incomprenabl a Zoue ! ar zoudardet-ma eo ar re a rento da guenta testeni eus a c’hloar hac eus a resurrection hor Zalver. En effet, d’ar zul vintin, Jesus-Christ a zortias, evel den, leun a vuez eus ar bez hep offanci en hevelep fæçon ar ziel pe ar c’hachet a oa laqueet gant ar Yuzevien. Neuse-souden un æl eus an êe a zisquennas gant ur sclerigen vras ; ar douar a grenas, hac en ur grena a zigoras ar bez evit rei da anaout penos ne oa mui ennan hor Zalver Jesus-Christ. Ar zoudardet spountet a gommanças da bublia dre ar guær a Jerusalem penos Jesus a Nazareth a oa ressuscitet e guirionez ; mæs ar Scribet hac ar Pharisianet a recommandas dezo tênvel hac a roas dezo arc’hant evit lavaret e oa bet laëret ar c’horf eus ar bez epad ma oant cousquet. O pebes follentez, a gri sant Augustin: o insania ! [36] Mar boant cousquet, eme an doctor-ma, n’o devoa guelet netra, ha ma n’o devoa goelet netra, eus a betra e c’hallent-y renta testeni [37].

Da c’houlou-deiz, santes Mari-Madalen gant re-all eus ar groaguez devot a Jerusalem , en em rentas var bord ar bez gant ongant precius evit ambaumi corf hor Zalver. Hed an hent, e lava-rent an eil d’eben : piou a zavo deomp ar mæn ? [38] Erruet var ar plas e veljont ar men laqueet a gostez, mæs ne gavjont quet corf hor Zalver. Epad ma oant evel-se nec’het, e veljont en o c’hichen, daou æl guisquet ê guen pere a lavaras dezo : perac e clasquit-hu etouez ar re varo an ini a zo beo ? Ha n’hoc’h eus-hu quet a sonch penos en devoa lavaret deoc’h e tleie beza laqueet d’ar maro dre zaouarn ar re vechant, beza crucifiet ha ressuscita tri devez goude ? [39] Neuse e teuas dezo da zonch a guemen-ma, hac e yejont da gaç ar c’helou d’an ebestel. Epad ma oa santez Mari-Madalen o voëla e quichen ar bez, hor Zalver a apparissas dezi, hep beza anavezet ganti. Er c’hemeret a reas evit ur jardiner hac e lavaras dezan : mar d’ê c’hui hoc’h eus tennet corf va mæstr eus ar bez, livirit d’in pe leac’h hoc’h eus en laqueet ? [40] Mæs Jesus ne respontas dezi nemet ar goms ma : Mari ; ha querquent ên anavezas. Hor Zalver a apparissas da guenta da Vari-Madalen, evit recompansi feiz-vras ha carantez ardant ar santel-ma evit he Doue [41]. D’an eil, e c’happarissas d’ar groaguez devot a oa deut evit ambaumi e gorf santel, en ampoënt ma retornent eus ar bez varzu ar guær a Jerusalem : lavaret a reas dezo anonç d’e vreudeur, da c’houzout eo, d’e ebestel, e oa ressuscitet [42]. D’an drede, e c’happarissas da sant Per, prinç an ebestel, pehini, o veza clevet e oa ressuscitet, a guerzas gant sant Ian varzu ar bez : guelet a rejont al linceriou gant pere e oa bet sebeliet [43]. D’ar bevare, e c’happarissas d’an daou disquibl a oa o vont varzu Emmaus pehini a oa ur bourg, vardro diou leo-anter diouz Jerusalem. Antren a reas ganto, ha preja a rezont assamblez : epad coan en em roas dezo da anaout [44]. D’ar bempet, en em zisquezas d’e oll ebestel assamblez, en ur lavaret dezo : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h ; evel ma’z-oun digacet gant va Zad evit silvidiguez an dud, evel-se ive me ho caç da anonç dezo va bolontez ; neuse e c’huezas varnezo, en ur lavaret : recevit ar Speret Santel, ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re ho pezo absolvet, ha ne vezint quet pardonet d’ar re n’ho pezo quet absolvet [45]. Ur vech-all, en em roas da anaout ouspen da bemp cant eus e zisquibien en amzer-ma oant oll assamblez [46]. Ar Scritur ne barlant nemet eus a zec apparition ; mæs apparisset en eus, ne ouzor quet ped guech, de ebestel ha d’e zisquibien evit o c’honsoli, o instrui hac o c’helen epad an daou-uguent devez ma chomas gantho goude e resurrection… Certen eo eta penos Jesus-Christ a zo e guirionez ressuscitet, rac impossubl eo e ve bet an ebestel nac ar re-all en em dromplet epad daou-uguent devez, o credi guëlet ha clevet an ini na velent ha na glevent en effet. Prezeguet o deus bet ar virionez-ma dre ar bed oll ; oc’h he anonç, o deus græt un niver incomprenabl a viraclou ; souffret o deus a bep seurt persecutionou ha scuillet o deus memes o goad, evit renta testeni d’ar virionez a breseguent pehini he deus cenchet ha convertisset ar bed. Hor Zalver o veza ressuscitet, nî a ressuscito ive, eme an abostol, ar c’henta ressuscitet eo eus a douez ar re varo : primitiæ dormientium [47]… An oll, hep excepti nicun, a ressuscito da fin ar bed : omnes quidem resurgemus [48]; mæs ne vezimp quet oll cenchet : corfou ar bec’herien a vezo vil evel ar fanq, ha corfou an dud just, henvel ous gorf hor Zalver, a vezo caër ha squedus, evel an heol. Marvomp eta d’ar pec’het evit caout pers ê resurrection glorius hor Zalver.

C’huec’hvet articl.
A zo pignet en êe, azezet en tu-deo da Zoue an Tad oll-galloudec.

I. A zo pignet… Dre ar c’homzou quenta eus an articl-ma, e reomp profession da gredi fermamant penos Jesus-Christ, goude beza accomplisset ar myster-bras eus a redemption ar bed, a zo pignet evel den, corf hac ene, en êe e peleac’h e oa ato chomet evel Doue : credi a reomp ez-eo pignet en êe dre e vertus hac e ners e-unan, ha nonpas dre zicour estranjour-ebet, evel ar profet Elias pehini a oue transportet en êe var ur char-a-dân. Jesus-Christ a bignas en êe evel den ; rac ene hor Zalver o veza un ene eürus, hac e gorf o veza ur c’horf ressuscitet, netra ne alle en ampech da zevel en êe e pe leac’h ema evel Doue ha den assamblez. Chom a reas var an douar daou-uguent devez goude e resurrection, evit rei sclær da anaout e oa ressuscitet, evit instrui e ebestel ha desqui dezo ar fæçon da instrui an oll dud. An daou-uguenvet devez o veza erruet, hac an oll ebestel o veza assamblez er guær a Jerusalem, hor Zalver a apparissas dezo evit ar vech diveza hac a lavaras : roët eo d’în an oll-galloud en êe ha var an douar : iit, instruit an oll nationou eus ar bed : badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; desquit dezo miret quement am eus gourc’hemennet deoc’h ; ne gollit quet courach, chom a rin gueneoc’h betec fin ar bed [49]. En effet, hor Zalver a chom gant e Ilis, dre e bræsanç er sacramant sacr eus an auter, ha dre an asistanç eus e c’hraç. Neuse e prometas d’e ebestel e tigaçje dezo ar Speret Santel, hac e c’hordrenas dezo, evit-se, chom er guær a Jerusalem, er silanç hac en oræson, betec ar moment eürus m’o devize recevet donæsonou e Speret divin. Goude an instructionou-ma, o c’haças gantan var menez Olivet, hac eno, goude beza roet dezo-oll e venediction, e pignas en êe dre e vertus hac e ners e-unan, en o fræsanç evel ma a save nebeud-ha-nebeud, an dud-ma ne heanent d’er c’hontempli gant cals a admiration hac a denerediguez, mæs ur goabren-gaër er c’huzas hep dale a zirac o zaoulagad. Neuse-souden e veljont daou æl guisquet ê guen pere a lavaras dezo : habitantet a C’halilee, petra a rit-hu aze, ho taoulagad evel-se savet varzu an êe ! Ar Jesus-man pehini a zo pignet en êe en ho præsanç, a zisquenno da fin ar bed gant ar memes gloar ma hoc’h eus e velet o pignat [50].

II. Azezet en tu-deo da Zoue… Ar c’homzou-ma ne zinifiont quet penos an Autrou Doue en deus un tu-deo hac un tu-cleiz, pa’z-eo guir penos n’en deus na liou na corf, o veza ma’z-eo ur speret pur ha souveren ; mæs sinifiont [sic] a reont penos Jesus-Christ, evel Doue, en deus quement a c’hloar hac a c’halloud evel e Dad, o veza ar memes gantan e pep tra ; ha penos, evel den, en deus muioc’h a c’hloar hac a c’halloud eguet quement ini a zo crouet ; muioc’h eguet an oll zænt, an oll ælez hac an oll buissançou eus ar bed-ma hac eus ar bed-oll ; ar pez a zo sinifiet dre an tû-deo pehini a zo an tû quenta hac an tû a enor. Lavaret areomp ez-eo azezet, evit disquez ez-eo antreet en êe evel er plaç eus e repos eternel, goude ar poaniou en deus anduret var an douar, hac evit rei da entent peguer ferm eo e drôn ebars en êe, ha peguer padus eo e rên , pehini n’en devezo fin-ebet… Ar profet Elias en ur bignat an êe var ur c’har a dân, a lezas e vantel gant ar profet Elisee, e zisquib [51]; evel-se, hor mæstr divin, en ur bignat ive en êe, en deus lezet gueneomp e vuez santel, evel ur vantel a behini e tleomp en em visca, mar fell deomp erruout el leac’h ma’z-eo erruet. Evit beza anavezet gantan evit e zisquibien , e rencomp cundui ur vuez conform d’e ini ; hoguen, hor Zalver, en deus souffret ha douguet e groas : ret eo deomp ive eta, souffr ha bale var e lerc’h dre hent ar groas, mar fell deomp erruout en e rouantelez.

III. Hor Zalver a zo pignet en êe , 1° evit beza ar mæn-fond eus a esperanç pep-unan ac’hanomp : an natur humen ; evit ar vech quenta, a ra he demeuranç en êe ; ha nî a so destinet ive, da gaout an heur da erruout er memes plaç ha da bartagi ar memes honor ; rac hor Zalver a lavar e-unan penos e zervicherien n’o devezo quet ur plaç diffarant eus e ini : ubi sum ego, illìc et minister meus erit [52]. 2° pignet eo en êe evel hor mæstr, evit digueri deomp dor ar barados serret ouzomp dre bec’het hon tad quenta, hac evit præpari deomp peb a blaç en e rouantelez. Evit orni e driomph ha cresqui hon esperanç e cundu ganthan oll eneou an dud just pere a oa el limbou abaoue commançamant ar bed : captivam duxit captivitatem [53]. 3° pignet eo en êe evit beza hon alvocad, hac en em bræzanti evidomp dirac e Dad eternel, eme an abostol : ut appareat vultui Dei pro nobis [54]. E c’houliou sacr a zo evel quellies a c’hinou pere a barlant en hor faver : ar yuniou, ar pedennou en deus græt ; an daëlou, ar goad en deus scuillet ; ar poaniou, an tourmanchou en deus anduret var an douar a c’houlen pardon evidomp, hac a arret ar vrec’h eus ar justiç divin, præst da zisquen varnomp evit hor punissa. Pebes honor evidomp caout dirac Doue un alvocad quer mâd ha quer carantezus ! Va bugaligou, eme sant Ian, quemen-ma a scrifan deoc’h evit na bec’hod quet, mæs, mar hoc’h eus bet ar goal-eur da bec’hi, na zizesperit quet, beza hon eus evit alvocad dirac Doue, hor Zalver Jesus-Christ [55]. Caromp eta ar Zalver adorabl-ma, pa en deus hor c’haret quement e-unan ! Souffromp a bep seurt poaniou er bed-ma gant patiantet evit gallout obteni ar recompanç en deus militet deomp dre e souffrançou hac e varo ! Pebes goal-eur evidomp, mar collomp ar recompanç caër-ma ! 4° pignet eo en êe evit peur-achui da zistaga hor c’halon hac hor speret eus an traou crouet, goude beza roet deomp ar memes quentel pa oa var an douar, rac ganet eo bet e-unan en ur stad ar paoura, ha tremenet en deus e vuez en dienez a bep tra. Distag antieramant eus an douar, savomp alies hor c’halon varzu an êe pehini eo hor bro : ama, n’ez-omp nemet estranjourien ha tremenidi : ne zongeomp nemet en êe, ha ne barlantomp , evel an abostol, nemet eus ar vro eürus-se : nostra autem conversatio in cœlis est [56]. Jesus-Christ, eme sant Leon, a zo pignet en êe evit ma vezo ar plaç caër-ma an objet eus a zezirou hac eus a huanadou hor c’halon : Christus ascendit in cœlum ; ascendat et cum illo cor nostrum ! [57] O Doue, eme sant Ignaç a Loyola, ên a zo dister an douar, pa gonsideran an êe ! Quàm mihi sordescit terra, dum cœlum aspicio ! [58] Piou, eme ar profet, a roï d’în-me diou-esquel evel d’ar goulm, evit gallout nigeal ha mont da reposi en êe ! [59] Quemeromp courach, c’hoas un nebeudic a boan, hac e commanço evidomp an amzer a vonor hac a joa ! c’hoas ur gamedic-bennac, hac e c’herruomp en douar prometet, en hor bro, er Jerusalem cœlestiel ! c’hoas un effortic bennac hac e c’hounezomp ar victor, ha Jesus e-unan a vezo hon recompanç !

Seizvet articl.
Ac’hano e teuï da varn ar re veo hac ar re varo.

I. Ac’hano e teuï… da lavaret eo, disquen a rai eus an êe evit barn ar re-vâd hac, ar re-fall, couls ar re a vezo neuse beo pere a varvo, hac a ressuscito rac-tal, evel ar re a vezo maro pell amzer diaguend : oll generalamant e c’haparissint dirac ar barner souveren ; ar vouez galloudus pehini he devoa græt quement-so eus a netra, o galvo, hac a ordreno dezo sevel eus a voeled ar bez ha dont d’ar varn. Querquent ar beziou a zigoro, ar mor a rento an dud veuzet, an ifern a zislonco an dud collet hac an drouc-sperejou, an êe a lezo e habitantet eürus da zisquen. Ar feiz a zesq deomp penos e vezimp barnet diou vech : ar vech quenta, pa zortiimp eus ar bed-ma, hon-unan dirac tribunal hor barner ; hac an eil guech, pa æchuo ar bed-ma, ê præsanç an oll. Æz eo proui penos e vezo ur varn general : an Aviel a zisquez deomp Mab an den, o tisquen var ur goabren gaër, gant ur galloud hac ur vajeste-vras evit barn ar re veo hac ar re varo… En deiz-ma pignas hor Zalver en êe, daou æl a lavaras eus e berz d’e ebestel ha d’e zisquibien, penos er gueljent da fin ar bed o tisquen evit barn ar re veo hac ar re varo, gant ar memes galloud ma er guelent o pignat en êe. An abostol a lavar ive deomp en ur fæçon sclær meurbed penos e renquimp-oll comparissa dirac tribunal hor Zalver Jesus-Christ.

II. Certen eo eta penos e vezo ur varn general… Ar Scritur ne verq quet e pe lec’h e vezo græt : cals a gred e vezimp barnet var menez Olivet, abalamour ma’z-eo ac’hano eo pignet hor Zalver en êe, ha ma lavaras d’e zisquibien penos er gueljent o tisquen , er memes fæçon ma o devoa er guelet o pignat en êe. Lod-all a lavar penos Jesus-Christ a varno ar bed var menez Calvar er plaç memes ma eo bet crucifiet. Meur-a-ini ive a guemer traouïen Josaphat evit ar plaç ê pehini e vezimp barnet-oll hervez ar c’homzou-ma eus ar profet Joel : assambii a rin an oll nationou, hac o c’hundui a rin da draouien Josaphat, e pe leac’h e c’hantrein gantho ê barnidiguez [60]. Credi a rêr c’hoas penos hor Zalver a zavo e drôn var a c’hounabr pe ar firmamant evit barn ac’hanomp-oll : simul rapiemur cum illis in nubibus obviàm Christo in aera [61].

III. Mæs pe lec’h bennac e vezimp barnet, ar pez a zo certen eo penos ar varn-se a vezo meurbed rigolius. Hor Zalver, eme ar Scritur, a zigoro levr ar c’houstiançou, e pebini pep-unan a lenno e vuez hed-ha-hed, ar pez a vezo bet a vezussa hac a vuia cuzet e buez ar pec’her a vezo disoloet ha publiet dirac ar bed-oll, Me a zisquezo, eme Zoue, ho tizurzou mezus hac a roï da anaout ar c’hrimou hoc’h eus cometet ê cuz hac ê tevaligen an nos. Deut e voac’h a ben da ziscar an den just dre ho faussoni hac ho calomniou ; da zestum madou-bras dre ho c’hinjustiçou hac ho fallagriez ; da erruout er c’hargou hac er plaçou a enor dre bep seurt finessaou vil ha disprisabl, ha lavaret a reac’h en ho calon : piou a velo nac a glevo ac’hanomp-nî [62] : o tud disquiantet, eme ar Speret Santel, penos an ini en deus græt ar scouarn ne glevo quet, hac an ini en deus furmet al lagad ne velo netra ? [63] En em drompla a rit, an traou-se oll a vezo disoloet : renta a reot compt d’an ini en deus guelet ha contet ho camejou ; d’an ini a vel ar secrejou muia cuzet eus ar galon ; d’an ini, dirac daoulagad pehini pep-tra so noas ha disolo. Er vuez-ma, e conter, siouas ! ar ec’hejou ar re vrassa evit nebeud a dra : an den, ama var an douar epad e yec’het, a long ar pec’het evel an dour ; mæs beza ez-eus, eme sant Ian-Cbrisostom [64], pouez ha pouez, muzul ha muzul : pouejou ha balançou ar bed a zo tromplus, mæs pouejou ha balançou Doue a zo just. Deiz ar varn, ar pec’her o velet an niver hac ar grevusded eus e bec’hejou e-unan, hac eus ar pec’hejou a bere e vezo bet caus, a greno hac a zizespero gant ar spount hac an horrol ; rac, allas ! piou a ell compren peguen terrubl eo jujamanchou Doue ! Ar zonch a guemen-ma a rê d’an den zantel Job lavaret penos en devoa aoun rac e oll œuvrou : verebar omnia opera mea [65] : castia a ran va c’horf, eme an abostol, hac ober a ran dezan senti, gant aoun da veza collet va-unan goude beza preseguet d’ar re-all [66]. Sant Jerôm en desert a zeblante dezan continuelamant clevet trompil ar varn o trouzal en e ziscouarn, ha gant ar spount en devoa, ne heane bemdez da huanadi ha da scuilla daëlou. Goal-eur, eme sant Augustin, d’ar vuez guella reglet, mar selaouit ar vouez eus ho justiç, ô va Doue! [67] Gant ar spount rac jujamanchou Doue, e teue an anachoretet santel, en desert, pell diouz ar bed, da dremen an deiz o castia o c’horf, hac an nos, o velc’hi gant o daëlou ar vein a zerviche dezo da beurele. Oh peguen horrubl eo eta cuëza etre daouarn un Doue beo ha leun a justiç !

IV. Pep-unan o veza barnet, er moment-ma sorti eus ar vuez-ma : perac ur varn general da fin ar bed ? Da guenta, abalamour an den epad e vuez a ro exemplou mâd pe fall d’an nessa pehini a ra alies an drouc pe ar mâd en deus er guelet oc’h ober : rac-se e boaniou en ifern pe e c’hloar er barados a vezo musulet var an drouc pe ar mâd en devezo græt var an douar. D’an eil, an dud-vâd a zo, casimant ato er bed-ma, dispriset, goapeet ha persecutet e pep fæçon ; ar re tall, er c’hontrol, a vez peurvuia enoret, istimet ha meulet ; gantho e vez alies an danvez, ar c’hargou hac ar plaçou a enor : just eo eta lacat pep tra en e renq, renta d’an dud just an enor a vilitont, ha d’ar re fall, ar vez hac ar gonfusion a zo dleet dezo. Er bed-ma, ne ouzor quet o anaout, er bed-all e vezint anavezet, ha pep-unan a recevo hervez e œuvrou mâd pe fall. D’an drede, eguis ar c’horf en deus perz en drouc pe er mâd a ra an den var an douar, eo just ive dezan caout lod eus a recompanç an ene er barados, pe eus he foaniou en ifern, ar pez na ell erruout nemet goude ar resurrection hac ar varn general. D’ar bevare, evit ma c’hallo Doue disquez d’an oll assamblez peguer just eo bet e brovidanç divin er poaniou hac en afflictionou a erru gueneomp er vuez-ma, o recompanci ar re o devezo o anduret gant conformite d’e volontez santel, hac o punissa ar re o devezo murmulet a enep e brovidanç. Quemen-se oll a rent ar varn general ne-cesser.

V. Maes p’eur e c’herruo ? An ebeslel er goulennas ive guechal digant hor Zalver, ha cetu ama ar respont a reas dezo : an deiz hac an heur-se n’ez-int anavezet gant den, pas memes gant an ælez en êe ; Doue hepquen en deus an anoudeguez a guemen-ma [68]. Fin ar bed, emezan, a erruo evel ul luc’heden pehini a apparis er zao-heol, hac a veler quer buan er c’huz-heol [69]. Erruout a rai, evel guechal an diluch, pa na zonjo den ennan. En amzer an diluch ne oa occupet an dud nemet da zestum madou, da ober dimiziou ha d’en em divertissa : er memes tra a c’houarvezo da fin ar bed pehini a finvezo dre an tân, eme an abostol sant Per, evit rei plaç da ur firmamant nevez ha da un douar nevez e pe lec’h an dud eürus a raï o demeuranç [70] : Me a grouo, eme Zoue, dre c’hinou ar profet Isaï, ur firmamant nevez hac un douar nevez ê pe lech ar poaniou quenta a vezo ancounac’heet hac e pe lec’h e vezo ul levenez hac un eurusdcd eternel [71]. Mæs p’eur e tigoëo ar cenchamanchou burzudus-se ? Doue hepquen er goar.

VI. Cousgoude e vezo guelet certen sinalou pere a annonço deiz ar varn. Ar Scritur a lavar penos aroc an amzer diveza, an Aviel a vezo bet preseguet dre ar bed-oll, penos ar feiz a vezo dibaut etouez ar gristenien, ha penos e teui un den leun a fallagriez hanvet an Ante-Christ, pehini dre e zoctrin hac e fals miraclou a drompla un niver bras a dud : ar re a heuillo e zoctrin, a zougo e verq hac a bersecuto an dud-vâd en ur fæçon estranch ; mæs ar bersecution-ma ne bado quet pell ; Doue he berraï abalamour d’an dud just, hac a zigaço d’o zicour, ha da gonvertissa ar Yuzevien, Elias hac Henoc’h pere a zo disparisset eus a zivar an douar-ma, mæs pere ne dint quet maro hac a chom en ur plaç dizanavezet. An Ante-Christ o fersecuto, hac o lacaï da vervel, mæs Jesus-Christ er fin a lamo ive diganthan e vuez ha digant quement o devezo e heuillet. Goude an tri sin quenta-ma, e vezo guelet an dud oc’h en em zevel an eil a enep eguile ; beza e vezo brezel, famin, clênvejou ar re horrupla ; an douar a greno hac a orgello betec e fin-fond, ar mor a zortio eus e blaç en ur ober un drouç quen estranch ma tizec’ho an dud divar o zreid gant ar spont : an heol a guzo e sclerigen, al loar a deuï da veza tênval, hac ar stered a gollo o guened : ar meneziou a fraillo hac an oll elemanchou a vezo distrujet : an tân a guezo eus an êe, hac a lacaï pep tra oll e poultr hac e ludu : Doue hepquen a vezo bras ha galloudus en deiz-se : Deus solus magnus in die illa [72]. Un æl a zono eus a bers Doue gant un drompil a behini ar zon squiltrus a roi da entent ar c’homzou-ma : savit, tud varo, deut d’ar varn. Oboissant d’an urz a Zoue, ar re varo a ressuscito-oll er memes instant, ar re just gant corfou caër ha brillant evel an heol, ar re fall gant corfou vil ha tênval evel ar fanq. Erruout a reont assamblez dirac tribunal ar barner, pehini a ordreno da un æl dispartia ar re vâd dious ar re fall, ha lacat ar re vâd er c’hostez deo hac ar re fall er c’hostez cleiz. O Doue, trista disparti ! eus a zaou bried, eus a zaou vreur, eus a ziou c’hoar pere o devezo labouret er memes parq, unan a vezo quemeret evit an êe, hac un-all miret evit an ifern : unus assumetur et alter relinquetur [73]. Jesus-Christ, o veza disquennet eus an êe var e drôn, a lavaro gant ur vouez terrubl d’an dud collet : pellaït diouzin, tud milliguet, iit d’an tân æternel, pehini a zo præparet deoc’h ha d’an drouc-sperejou [74]. O pebes setanç ! beza goloet eus a vallos un Doue evel eus a ur viscamant !… Rencout chom en un tân pehini ne varvo jamæs !… Beza etouez drouc-sperejou a bere ar fulor hac an arrach ne vihanaint biquen !… O va Doue, præservit ac’hanomp eus a ur seurt malheur!… Neuse hor Zalver o tistrei eus ar re just, a lavaro dezo gant ur ær contant ha joaus : Deut, tud benniguet va Zad, possedit ar rouantelez a zo præparet deoc’h abaoue commançamant ar bed [75]… Beza goloet eus a venediction Doue, ô pebes bonor !… O caera ornamant ! possedi ur rouantelez, oh preciussa tenzor !… Rên eternelamant gant Jesus-Christ, gant ar zænt ha gant an ælez ! ô enor ! ô joa ! ô repos ! ô contantamant ! ô eurusded incomprenabl !!!

Eizvet articl.
Me gred er Speret Santel.

Me gred… Dre ar c’homzou-ma e reomp profession da gredi er Speret Santel, evel ma credomp en Tad hac er Mab, o veza ne reont o zri nemet ar memes Doue. Sant Paul erruet er guær a Ephês, a rancontras vardro daouzec disquib digant pere e c’houlennas ha recevet o devoa ar Speret Santel ? Mæs an dud-ma a respontas penos n’o devoa quet memes clevet e vize er [sic] Speret Santel. Pe seurt badiziant, eme an abostol, hoc’h eus-hu eta recevet ? [76] En a zo cals a gristenien pere a vilit ar memes rebech, o veza n’o deus quet ive un anoudeguez vras-avoalc’h eus ar Speret Santel.

I. Ar Speret Santel a zo an drede ferson eus Drindet ; ar memes Doue evel an Tad hac ar Mab, o veza m’en deus ar memes natur evelto, ar memes perfectionou hac ar memes divinite. An Tad oc’h en em anaout a anjandr e Vab ; an Tad hac ar Mab, oc’h en em garet dre ur garantez infinit, a brodu ar Speret Santel. An Tad, eme Vossuet, na ell quet beza ur moment hep en em anaout, hac an anoudeguez-se a brodu ar Mab ; ar Mab hac an Tad ne allont quet ive beza ur moment hep en em garet, hac ar garantez-se a brodu ar Speret Santel : rac-se ar Speret Santel a zo a bep eternite evel an Tad hac ar Mab, ha guir Doue eveltho. Iit, eme hor Zalver d’e ebestel, instruit an oll nationou, badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [77]. Tri a zo, eme sant Ian, pere a rent testeni ebars en êe, an Tad, ar Verb hac ar Speret Santel [78]. Gloar, eme Ilis Jesus-Christ [79], ra vezo rentet d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Speret Santel !… Pa voue badezet hor Zalver gant sant Ian e rifier Jourden, ar Speret Santel a zisquennas dindân furm ur goulm var e ben [80] : var menez Thabor e c’happarissas dindân furm ur goabren [81], ha da zul ar Pantecost dindân ar furm a flammou-tân [82]. Ar furmou diffarant-ma a ro da anaout an effejou diffarant a brodu Speret-Doue. Deiz badiziant hor Zalver e c’happarissas evel ur goulm, evit disquez deomp peguement ez-omp caret ganthan ; ar goulm o veza an imach eus ar garantez. Var menez Thabor ec’happarissas evel ur goabren, evit desqui deomp penos e souten e Ilis hac an eneou santel : apparisset eo bet dindân ar furm a deodou-tân da zul ar Pantecost, abalamour ma’z-eo an tân divin pehini a dôm, a sclerra hac a burifi ar galon.

II. Ar Speret Santel o veza guir Doue, n’ez-eo quet santel evel ar grouadurien : ar re-ma ne dint santel nemet dre ma’z-int bet santifiet gant Speret Doue pehini a zo e-unan ar zourcen eus an oll zantelez. Evel-se n’en deus dour er rifierou nemet dre ma teu eus ar mor ; na sclerigen var an douar nemet dre ma tisquen eus an heol. Ar Speret Santel eo en deus santifiet sant Ian-Badezour, ar Verc’hes Vari, an ebestel, hac a zantifi c’hoas e Ilis hac he oll vemprou… Ac’hanomp hon-unan na ellomp ober netra en urz eus ar silvidiguez : n’ez-omp quet evit prononç, evel ma’z-eo dleet an hano a Jesus, nemet dre zicour ar Speret Santel : diganthan eo e recevomp pep tra : en eo a ro deomp graçou ha sicourou ar re breciussa. Ar c’hraç a zo un donæson a Zoue, roet deomp dre vilitou Jesus-Christ evit ober hor silvidiguez : beza ez-eo ur zonch, ur mouvamant santel, ur zicour dreist-natur pehini a ro Doue deomp evit ober œuvrou-mâd, hac evit en em zavetei. N’en deus netra var an douar quer precius ha graç an Autrou Doue ; oll vadou ar bed comparachet ganthy, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent. Beza ez-eus diou seurt graçou pere a zo o diou donæsonou ar Speret Santel : ar c’hraç habituel pe santifiant, hac ar c’hraç actuel.

III. Ar c’hraç habituel pe santifiant eo ar c’hraç a chom gueneomp, a burifi ac’hanomp eus hor pec’hejou hac hon rent just hac agreabl dirac daoulagad an Autrou Doue. N’en deus netra quer caër hac un ene ornet eus ar c’hraç santifiant : an tri ferson adorabl eus an Drindet santel he c’honsider evel an objet eus o c’homplezançou hac a ra o demeuranç enny : beza ez-eo eta templ beo ar Speret Santel ; beva a ra, pe evit lavaret mâd, ne de quet hi eo a vev, mæs Doue eo a vev enni : henvel eo ous ur vezen plantet var bord an dour pehini a ro e bleûn hac e frouez en e amzer : ous ul lestr carguet eus a bep seurt marc’hadourez ar re breciussa : ous ur peç-douar e pehini ez-eus cuzet un tenzor ar c’haëra : benniguet eo an hent dre behini e tremen, ar parq e pehini e labour, an ty e pehini ra he demeuranç : an ælez leun a respet en em destum en dro dezi evit adori ar mæstr pehini a ra o eurusded. Goal-eur eta a mil guech, goal-eur d’an ini a zispris un ene mâd, ha dreist pep tra d’an ini a deu d’e scandaliza ha da veza evity un occasion a bec’het : guelloc’h, eme Jesus-Christ, e vize dezan e vije bet staguet ur men milin ous e c’houzoug, ha bannet e goeled ar mor ! O Doue, pe seurt barnidiguez a recevo eta ar re a zo malurus avoalc’h, evit goapaat, disprisout, persecuti an dud devot pere a zo, non pas hepquen servicherien, mæs guir vignonet ha guir vugale an Autrou Doue !… Ar c’hraç a behini e parlantomp a zo hanvet habituel (habitans), abalamour ma cnom ha ma ra he demeuranç en eneou-mâd. Hanvet eo santifiant (sanctificans), abalamour ma purifi ha ma santifi anezo. Oll songesonou an den pehini a zo e graç Doue, e oll gomzou, e oll souffrançou hac e oll actionou, memes ar re disterra en apparanç evel ma’z-eo offr e labour, e bred, e repos da Zoue, rei un avis mâd, un alusen-vian, ur verennad dour d’ar paour, quemen-se oll a vezo recompancet bras en êe. Pebes tenzor a vadou spirituel a zestum en un deiz, en ur sizun, en ur bloas, epad e vuez an ini a vez e graç Doue ! eürus eta ar re a vev er stad eus ar c’hraç santifiant ! Beatus populus cujus est Dominus Deus ejus ! [83] Beillomp ha pedomp gant aon da goll un tenzor quer precius pehini a zougomp en ur vessel torus meurbed… Ar c’hraç-ma a recevomp er vadiziant, ha dre ar guir gontrition hac an absolven.

IV. Ar graçou actuel a zo ar zicourou a recevomp continuelamant hac e pep leac’h digant Doue evit ober ar mâd hac en em zavetei. Ar Speret Santel a zo admirabl en e zonæsonou : en em zervichout a ra eus a bep seurt moyennou interior hac exterior evit hor gounit. Interioramant eo e santomp da guenta ar zicour eus e vadelez, eme sant Augustin. Hon alia a ra da ober ar mâd : scleraat a ra hor speret; tôma a ra hor c’halonou : rei a ra deomp inspirationou, songesonou, santimanchou zantel pere a douch ac’hanomp : lacat a ra en hor speret hac en hor c’halon an horrol diouz ar pec’het hac ar spount rac jujamanchou Doue… Hor zicour a ra ive exterioramant, dre al lectouriou-mâd, dre an exemplou caër a velomp, dre an instructionou santel a glevomp, dre ar sacramanchou hac an avisou-mâd a recevomp; a vechou-all e sco goustadic ac’hanomp dre unan-bennac eus a voaligner e justiç, evit hon dihuni ha disquez deomp an abym var bord pehini e couscomp diremorç : evel-se e permet e c’heruffe gueneomp accidanchou ha collou-bras ; e vessemp goapeet, dispriset, calomniet ; pe autramant e colfemp unan-bennac eus hor c’herent-nessa, ha quemen-se oll, evit hon distaga eus an traou crouet, evit hor gounit hac hor zavetei… Na ellomp netra ac’hanomp hon-unan, en lavaret hon eus , hac er c’hompren a reomp ; mæs quement-so a deu da veza possubl hac æz deomp dre zicour ar Speret Santel : ar pez a rê heuz hac horrol d'în diaguent, eme an den zantel Job, a ra brema, dre c’hraç Doue, va joa ha va c’hontantamant [84]. Sant Paul a lavar ive penos e oa e galon leun a joa, etouez e oll dourmanchou [85]. Ne greden quet, eme sant Augustin, em bize gallet en em briva eus ar madou, an enoriou hac ar plijaduresou difennet-se, ha cousgoude ar brivation anezo eo a ra hirio va c’hontantamant ha va bonor ! [86] Ar Speret Santel eo a c’houarn hac a zifen Ilis Jesus-Cnrist, a enep pehini dorojou an ifern, ne allint birviquen netra : ên eo en deus græt ar verzerien, da lavaret eo, en deus roet dezo an ners da anduri pep tra evit Doue ha da drec’hi ar c’hruella tourmanchou ; en eo a zouten hac a guelen ar vissionerien hac a zispos anezo evel ma plich ganthan. Eürus ar re a heuill gant joa e inspirationou divin, rac dreizan eo e tisquen varnomp an oll graçou hac an oll donæsonou parfet !

Navet articl.
Me gred en Ilis Santel, Catholic, Apostolic ha Romen : Communion ar Zænt.

Me gred… Dre’r c’homzou-ma e reomp profession da gredi ez-eus ur guir Ilis, ha da gredi quement a bropos deomp an Ilis-ma da gredi, eus a berz Doue… Ar guir Ilis a zo un assamble visibl eus an dud fidel, unisset dre ar memes feiz, dre ar memes sacramanchou, dre ar zoumission d’ar memes pastoret legitim, digacet ha gouarnet gant hon tad santel ar pap,viquel Jesus-Christ var an douar.

I. Ar guær Ilis a sinifi assamble, societe, congregation ; evel-se ar roue David a lavar en deus horrol eus a assamble ar re fall : odivi ecclesiam malignantium [87]. N’ez-eo quet eta an touriou, an toennou, ar vein berniet an eil var eguile eo an ilis en he signification veritabl : ar pez a c’halvomp ilisou pe chapelou, a zo plaçou savet gant ar gristenien evit adori Doue hac enori ar zænt, evit goulen ar graçou a bere hon deus ezom, evit clêvet comzou Doue, ha receo ar zacramanchou : cetu perac ez int hanvet plaçou zantel, tyez an Autrou Doue, abalamour ma ra corporelamant e zemeuranç enno, o chom er sacramant adorabl eus an auter. Var dro tri c’hant vloas goude commançamant an Ilis, ar persecutionou quenta o veza tremenet, ar gristenien a zavas ilisou, evit en em assambli enno, evel a reomp brema : aroc n’en em assamblent, peurvuia nemet en nos, e tyez particulier evit celebri ar mysteriou divin ha clevet an instructionou. Ar guir Ilis a zo eta un assamble. Lavaret a reomp un assamble visibl : rac an Ilis, er Scritur a zo comparachet gant ur menez en dro da behini an oll a dle en em zestum, ha gant ur guær savet var ur plaç huel [88] : ar Speret Santel a lavar ive penos an esquibien a zo laqueet evit gouarn Ilis an Autrou Doue [89] ; hoguen quemen-ma oll, a zisquez, a-enep ar brotestantet, penos ar guir Ilis a zo visibl-meurbed ; rac guelet a eller ur menez hac ur guær huel, hac an esquibien ne allont na gouarn na sacramanti tud invisibl… Eus an dud fidel : rac oll vemprou ar guir Ilis a renonç, deiz o badiziant, d’an drouc-speret, bac a bromet fidelite da Jesus-Christ, dre zicour pehini e raint brezel, hed o buez, d’ar c’hic, d’ar bed ha da oll adversourien ho ene… Unisset dre ar memes feiz : dre’n oll broyou ez-eus christenien, hac ar re-ma oll a gred fermamant quement a gredomp-nî, da lavaret eo, quement-so revelet deomp gant Doue ha proposet deomp gant an Ilis da gredi.., Dre’r memes sacramanchou : dre’n oll broyou, an oll gristenien gatholic a gred eveldorap-nî ez-eus seiz sacramant ; o receo a reont, eveldomp, dre zezir ne en effet, hervez o fossubl… Lavaret a reomp er-fin : dre’r memes pastoret legitim, etc. : evit anaout hac int a zo legitim ar pastoret hac ar veleyen pere hor gouarn, n’hon deus nemet guelet hac ên a zo hor beleyen soumetet d’o escop, hac o escop d’ar pap pehini a zo ar chef visibl eus an Ilis, o veza ma’z-eo viquel Jesus-Christ var an douar. An Ilis a zo evet ur famill, hoguen en ur famill, ez-eus ur chef ; en ur rouantelez, ur roue ; en ur c’hanton, ur barner a beoc’h ; ar re-mâ a chouarn an dud a bere ez-int carguet evel ma c’houarn ar pap Ilis Jesus-Christ. Ur roue o veza na ell quet beza dre-oll, a laca en e blaç letanantet, oficerien, barnourien a beoc’h, etc. ; er memes tra, o veza ma’z-eo bras ar bed, ma’z-eus c’hristenien en oll broyou ha ma na ell quet ar pap beilla varnezo oll dreizan e-unan, e caçz a berz Jesus Christ tud pere a bartach e autorite var ar gristenien, ha da bere e verq al lodennou-douar pe ar c’harteriou a dle en em zoumeti dezo : evel-se en amzer-ma ez-eus, tost da vâd, mui pe nebeutoc’h e Franç, un escopti bep departamant : an escop a receo dre e garg ur galloud da rei an urzou sacr d’an dud yaouanq a vez praesantet dezan evit o receo : o c’haç a ra er paressiou, lod da bersonet, lod-all da veleyen simpl : diganthan e recevont-oll ar bermission da breseg an Aviel, da goës, da rei ar sacramanchou ha da exerci ar fonctionou sacr ; dre fæçon un escop, evit beza mâd, a dle beza aprouet ha digacet gant ar pap ; hac ar veleyen evit beza ive mâd, a dle beza aprouet ha digacet gant o escop.

II. An Ilis a zo evel ur vezen mysterius pehini e deus tri vranq principal pere a hanvomp an Ilis triomphant, an Ilis souffrant hac an Ilis militant ; an ilis triomphant a zo assamble eürus an dud just er barados ; an ilis souffrant eo ar purcator e pe lec’h an dud maro e graç Doue a beur-achu da satisfia d’e justiç ; hac an ilis militant eo ilis an douar, da lavaret eo, assamble visibl an dud fidel pere, dindan ar memes pastoret legitim, ne reont nemet ur memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar chef invisibl hac ar pap ar chef visibl : hanvet eo militant, abalamour d’ar brezel hon deus da zouten a-enep adversourien hor zilvidiguez. An teir ilis-ma, pe, evit lavaret mâd, an tri branc-ma eus ar guir Ilis a zo unisset assamblez dre ar garantez. Ar guir Ilis o veza ar vezen a vuez, ar brancou troc’het hac ar brancou seac’h eo ar brancou a zo destinet d’an tân : an infidelet, an hæretiquet hac ar schismatiquet eo ar brancou fall-ma ; an infidelet, pe ar bayanet eo ar re n’o deus biscoas recevet ar vadiziant : an hæretiquet, ar re a nac’h un articl bennac eus ar feiz ; ar schismatiquet, ar re a refus en em zoumeti da autorite ar pap ; hoguen, an infidelite, an hæresi, ar schism eo a droc’h pe a rent seac’h ar brancou eus ar vezen a vuez penini eo Ilis Jesus-Christ ; hac evel na ell quet ar brancou douguen frouez ma na chomont quet stag ous ar vezen, evel-se ive an dud-ma oll ne allont ober netra evit ar vuez eternel. Rac-se, er meas eus ar guir Ilis, n’en deus silvidiguez-ebet : ar re, eme sant Augustin, ne dint quet memprou eus ar guir Ilis, a berisso etouez fallagriez ar bed, evel ma perissas, en amzer an diluch, an dud ne oant quet en arc’h Noe [90] ; un doctor-all eus an Ilis a lavar deomp penos n’en devezo quet Doue evit tad, an ini n’en devezo quet an Ilis evit mam [91] ; hac hor Zalver e-unan a zesq deomp penos an ini ne selaou quet an Ilis, a dle beza consideret evel ur payen hac ur publican [92]. N’ez-eus, eme an abostol sant Paul, nemet ur feiz, ur mæstr, ur vadiziant [93] ; an ini eta ne zent quet ous ar mæstr unic-se ; an ini ne ra quet eus ar feiz-se ar reglen eus e vuez ; an ini n’en deus quet recevet ar vadiziant-se, na ell quet beza salvet, rac an ini ne gred quet, eme hor Zalver, a vezo condaonet [94].

III. An Ilis a zo comparachet er Scritur gant ur c’hraou dênved a behini ur pastor unic a zo ar mæstr ; gant ur c’horf unic a behini Jesus-Christ a zo ar pen invisibl, hac hon tad santel ar pap ar pen visibl ; gant ur vezen unic pe ur venien ; hoguen quemen-se oll a zisquez sclêr penos na eller en em zavetei nemet er guir Ilis : ne dê quet nî, Jesus-Christ eo en deus prononcet ar zetanç-ma ; ni na reomp nemet crial : aparchantit ouz ar c’hraou, ous ar c’horf, ous ar vezen, ous ar vinien mysterius-ma ; antreit er vag pehini a dle ho cundui d’ar pors eürus eus ho silvidiguez, pe autramant e viot trec’het gant adversourien hoc’h ene hac e rencot perissa var ar mor dangerus eus ar bed !… Cetu ama pevar merq scler pere a ro deomp ar c’honcil a Gonstantinopl [95] evit diffaranti ar guir Ilis diouz a assambleou an hæretiquet hac ar schismatiquet pere a lavar ive penos o ilis a zo an ilis christen : ar guir Ilis a zo unic, santel, catholic, apostolic ha romen.

1° Ar guir Ilis a zo unic : rac an oll dud fidel a bere eo composet ne reont oll nemet ar memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar pen invisibl, hac hon tad santel ar pap ar pen visibl : dre’n oll broyou e creder ar memes guirionezou a feiz, e recever ar memes sacramanchou, hac e c’hoboisser d’ar memes pastoret legitim, da lavaret eo, d’an esquibien ha d’ar veleyen gouarnet gant ar Pap.

2° Ar guir Ilis a zo zantel : en e chef pehini eo Jesus-Christ, ar zourcen eus an oll zantelez ; en he memprou, abalamour ma tle caout ato en o zouez cals a zænt ha ma’z-omp oll galvet da veza zænt ; er zacramanchou pere a zantifi ar re o receo gant an dispositionou requis ; en he doctrin pehini hon doug d’ar pratic eus a bep seurt vertuziou hac a zisquez deomp hent ar barados. Beza ez-eus enni tud just ha pec’herien ; mæs an Ilis ne hean da gondaoni an drouc ha da veuli ar mâd.

3° Ar guir Ilis a zo catholic, da lavaret eo, squignet dre ar bed-oll. Abaoue ma’z-eo fontet ez-eus bet, ez-eus hac e vezo betec fin ar bed, e quement bro a zo dindan an heol, tud pere o deus credet hac heuiilet, ha tud pere a gredo hac a heuillio ar guirionezou desquet deomp gant Jesus-Christ ha gant e Ilis. Caout a rer payanet, hæretiquet ha schismatiquet e cals a vroyou, mæs dre ar bed-oll e caver christenien fidel.

4° Ar guir Ilis a zo apostolic, da lavaret eo, fontet gant an ebestel ha gouarnet gant o successoret pere eo an esquibien, laqueet gant ar Speret Santel evit-se : an Ilis a zo c’hoas apostolic, abalamour ma cred ha ma tesq d’ar re-all ar pez a grede hac a zesque d’an oll an ebestel o-unan ; evel-se an Testamant ancien hac an ini nevez, en ur guer, ar Scritur sacr, a vez lennet hac espliquet hirio eguis ma vezent lennet hac espliquet en amzer an ebestel.

5° Ar guir Ilis a zo hanvet romen, abalamour ma’z-eo gouarnet gant ar pap a Rom pehini en traou spirituel, a zo mæstr absolu an esquibien hac ar veleyen, evel ma’z-eo un tad a famill mæstr absolu e vugale hac oll dud e dy ; ar re-ma er poënchou diæz a c’houlen cuzul digant an tad a famill, evel-se ive an esquibien hac ar veleyen o deus recours d’ar pap, pa vez ezom… Un articl a feiz eo penos ar pap o veza successor da sant Per, en deus ar privilach quenta a enor hac a juridiction er guir Ilis : rac-se, e verq, da bep-unan eus an esquibien, an escopti pe ar vro, e pehini e c’hell ezerci ha lacat exerci ar fonctionou sacr… Sant Per, goude beza tremenet ur pennadic amzer er guær a Antioch, a choazas evit e zemeuranç ar guær a Rom, e pe leac’h eo bet merzeriet en amzer an impalaer Neron : abalamour da guemen-ma ar guær a Rom a vezo ato ar guær principal eus ar gristenach… Ar guir Ilis a bado betec fin ar bed, ha ne all quet fazia, abalamour d’ar bromessa en deus græt hor Zalver da chom bepret ganti, hac abalamour ma’z-eo cunduet gant ar Speret Santel : an daou articl-ma a zo articlou a feiz. Eürus eta an dud o deus ar bonor da veza eus ar guir Ilis ! enni e cavint ar virionez, ar guir sclerigen, hent ar barados !!!

Memes articl.
Communion ar Zænt.

I. Dre ar c’homzou-ma e roomp da anaout penos e credomp eo commun an oll madou spirituel etre an oll dud fidel a zo unisset assamblez, ha ne reont nemet ar memes corf a behini Jesus a zo ar pen invisibl hac hon tad santel ar pap ar pen visibl ; an union etre oll vemprou ar c’horf-ma a furm etrezo ur gommunaute a vadou spirituel, pehini a c’halvomp communion ar zænt. An oll dud fidel a zo hanvet sænt, abalamour ma’z-int bet oll santifiet dre ar vadiziant, hac abalamour maz-omp oll choaset gant Doue evit beza sænt : elegit nos ut essemus sancti [96]. Ar madou spirituel commun etre an oll dud fidel a zo : ar graçou en deus militet deomp Jesus-Christ dre e varo var ar groas ; militou ar Verc’hes Vari ha re ar zænt ; ar zacramanchou, pedennou hac œuvrou-mad an dud fidel : an oll vadou spirituel-se a furm un tenzor pehini a zo d’an Ilis, hac e pehini pep-unan eus ar gristenien en deus pers hervez ar stad e pehini en em gav : ar re a zo e stad a c’hraç, o deus perz en oll vadou spirituel eus an Ilis ; mæs ar re a zo e stad a bec’het marvel, ne recevont nemet ar sicourou a bere o deus ezom evit en em denna eus ar stad trist-se. Ar gristenien fidel a zo dre’r bed-oll, ar zænt a zo en êe, an eneou a zo er purcator, ne reont-oll assamblez nemet ur memes famill a behini Doue a zo an tad, hoguen evel ma labour ar vugale eus ar memes famill, evit mâd an ty, evel-se ive ar mâd a ra pep christen a zo profitabl d’an oll gristenien-all. Pep-unan eus a vemprou ar c’horf a labour evit e gonservation ; an daoulagad a vel, an diou-scouarn a gleo, an daouarn a vani, an treid a vale evit ar c’horf e general, er memes tra, pep-unan eus a vemprou er guir Ilis a veill, a bed, a labour evit an Ilis universel, hac oll œuvrou pep-unan a zo profitabl d’an oll dud fidel, evel ma’z-eo profitabl ar boued da oll vemprou ar c’horf. Oll vemprou ar c’horf a zicour pourvei ar boued a receo an estomac, pehini, d’e dro, en distribu etre an oll vemprou, hervez ezom pep-unan ; ar memprou-bras a receo muioc’h eguet ar re vian ; evel-se ive Doue a zestum ar mâd a ra pep christen fidel hac en distribu etre an oll gristenien hervez dispositionou hac ezomou pep-ini. N’ho pezit quet avi, eme sant Augustin, eus an talanchou am eus recevet digant Doue, rac ar vâd a ran dreizo, azo profitabl evidoc’h evel evidon va-unan [97]. Oh peguer consolant eo ar virionez-ma ! pers am eus eta, ô va Doue, e labourou-bras ar vissionerien, e souffrançou ar verzerien hac e pedennou an oll dud just a zo var an douar couls hac en o œuvrou-mâd !

II. Communion ar zænt eo a unis assamblez an teir loden eus ar guir Ilis pere a hanvomp, an ilis triomphant pehini eo assamble an dud eürus en êe ; an ilis militant pehini eo assamble an dud fidel var an douar ; an ilis souffrant pehini eo assamble an eneou pere a souffr er purcator evit peurachui da satisfia da justiç Doue. An Ilis triomphant, da lavaret eo, ar zænt en êe, assuret eus o silvidiguez, en em interest evit ar re a zo c’hoas var ar mor rust ha dangerus eus ar bed : o c’honsideri a reont evel o breudeur hac ho c’hoarezet, hac o c’haret a reont e Doue dre ur garantez parfet. Er Scritur sacr e velomp penos ar profet Jeremi a apparissas azioc’h ar guær a Jerusalem o pedi Doue evit ar Yuzevien [98]. An ilisou, ar chapelou, an auteriou a zo savet, ar goueliou a zo instituet dre’r bed-oll, en enor d’ar Verc’hes, d’an ælez ha d’ar zænt, a zo mercou sclêr eus ar graçou o deus recevet an dud, e pep amzer, hac a recevont c’hoas bemdez digant Doue dre intercession ar zænt… An ilis militant, da lavaret eo, ar gristenien a zo var an douar, goude beza en em adresset d’ar zænt hac en em laqueet dindân o frotection evel dindân protection mignonet an Autrou Doue, a bed ive hac a dle pedi an eil evit eguile. Evel-se e lennomp er Scritur, penos Moyses hac Aaron a obtenas digant Doue, graç evit ar bobl a Israel [99], ha penos sant Per a voue dilivret eus e brison dre bedennou mâd ar gristenien [100]. Sant Paul e-unan a scriv d’an dud fidel eus e amzer, penos en devize sonch anezo en e oll bedennou [101], hac hirio en deiz, an oll gristenien vâd o deus sourci d’en em recommandi an eil da bedennou eguile, ha da bedi en effet an eil evit eguile… An ilis souffrant, da lavaret eo, eneou âr purcator, a receo sicour digant an ilis triomphant ha digant an ilis militant : sænt an êe a offr da Zoue evito militou Jesus-Christ, militou ar Verc’hes ha militou an oll dud eürus eus ar barados ; hac an ilis militant pe ar gristenien fidel var an douar, a offr o fedennou, o foaniou, o yuniou, o aluzennou, o c’hommunionou hac o oll œuvrou-mâd, evit pedi an Autrou Doue da verraat o zourmanchou er purcator ha d’o receo en e c’hloar. An eneou-mâd-ma, ur vech dilivret a boan, a bed ive, evit ar re o deus pedet… Communion ar zænt a zo ur gommunication a bedennou, a brotection hac a oeuvrou-mâd, pehini a zo etre sænt ar barados, cbristenien fidel an douar hac eneou ar purcator, pere oll en em zicour, hervez o galloud, evit caout an heur da veuli Doue assamblez… O caëra union ! ô peguer mâd eo an Autrou Doue en hon andret !!!

III. Ar madou spirituel, commun etrezomp oll eo, ar zacramanchou, an oferen, pedennoa hac œuvrou-mâd an dud just ha pedennou ar zænt pere a zo en êe. An traou-se oll a zo pinvidiguezou bugale Doue, evel ma’z-eo danvez un tad hac ur vam pinvidiguez temporel o bugale, pehini a vez partaget etrezo. Eürus an dud pere, petra-bennac ma’z-int paour eus a vadou an douar, a zo cousgoude pinvidic eus ar madou spirituel a bere e parlantomp ! 1° Ar sacramanchou a zo sourcennou zantel, digor d’an oll gristenien, hervez o ezom hac ar zirconstançou eus o buez ; oll e cavomp enno ar sicourou a bere hon deus ezom, m’ar o recevomp gant an dispositionou requis. 2° ar sacrifiç santel eus an oferen offret gant ar belec en un ilis particulier, a zo util d’an oll dud fidel, quen beo quen maro, abalamour an Ilis a offr dre zaouam ar belec evit he oll bugale ar victim a silvidiguez pehini a zo bet en em offret e-unan evidomp-oll. Ne vancomp quet eta da unissa hon intantion gant ini an Ilis, ha da offr da Zoue an oferennou a vez lavaret bemdez evidomp oll dre ar bed christen !… 3° pedennou hac œu-vrou-mâd ar grietenien, da lavaret eo, o finigennou, o aluzennou, ar poaniou a souffront gant patiantet ; pedennou ha militou ar zænt a zo en êe, quemen-ma oll, unisset gant militou Jesus-Christ a bere e tennont o nerz hac o vertus, a zo profitabl d’an oll dud fidel hervez o dispositionou. An dud a vev e graç Doue a dôn continuelamant anezo ur profit hac un avantach incomprenabl ; mæs ar re a zo e stad a bec’het marvel ne dennont profit-all ebet anezo, nemet ar sicour a behini o deus ezom evit cench a vuez hac en em gonvertissa.

An dud a zo emeas eus ar guir Ilis n’o deus perz-ebet e communion ar zænt, rac-se ar bayanet pe an infidelet pere n’o deus quet recevet ar vadiziant ; an hæretiquet pere a nac’h un articl bennac eus ar feiz ; ar schismatiquet pere ne fell quet dezo en em zoumeti da autorite ar pap ; ar re o deus apostasiet, da lavaret eo, renoncet d’ar feiz goude beza he recevet ; an dud excumunuguet, da c’houzout eo, an dud pere abalamour d’o buez disordren a zo lamet gant an Ilis eus a douez he bugale, ar re-ma oll a zo brancou distag dious ar vinien, da lavaret eo, tud pere o veza en ur stad a varo dirac Doue, ne dennont profit nac avantach-ebet eus a gommunion ar zænt. Cousgoude, o veza ma’z-eo maro hor Zalver Jesus-Christ evit an oll, hac o veza ma c’hell rei, pa blich gantan, ar vuez d’ar re varo, an Ilis a bed evit an oll da vener ar groas…

O Doue, int a zo bras ha precius an avantachou a bere e chouis bugale hoc’h Ilis ! an oll madou spirituel o veza commun etrezo, ar re binvidic a ro eus o abondanç d’ar re baour ! an ini a zo crên a ro eus e nerz d’an ini a zo sempl ! evel-se, ô va Doue, an oll dud fidel en em zicour hac en em zouten er veach a reont oll varzu ar barados evit caout an heur d’ho meuli eno assamblez epad an eternite !!!

Decvet articl.
Remission ar pec’hejou.

I. Ar c’homzou-ma a sinifi penos er guir Ilis e caver ar galloud da effaci quement pec’het so dre voyen ar sacramanchou. Pa oa hor Zalver Jesus-Christ var an douar e vize praesantet dezan a bep seurt tud clân da bere e rente ar yec’het; maes aroc o farea, e c’haccorde dezo ar pardon eus o fec’hejou ; ar pez a zisplije cals d’ar pharisianet pere ne gredent quet en devoa ar galloud da effaci ar pec’hejou. Piou eo an den-ma, emezo, evit credi en deus ar galloud da bardoni ar pec’hejou : quis est hic, qui etiam peccata dimittit ? [102] Doue hepquen a ell pardoni ar pec’hejou : nemo potest dimittere peccata, nisi solus Deus [103]. Mæs hor Zalver, evit disquez dezo en devoa ar galloud-se, ha dre eno memes e oa Doue, hervez ma en anzavent o-unan, a lavaras da ur paour-quez paralitic : savit, va mab, quemerit ho coële hac it d’ar guær ; ha querquent e savas hac e retornas d’e dy [104]. Ar Yuzevien o veza cavet ur c’hreg coupabl eus a ur pec’het ifam, he c’haçaç da gaout hor Zalver evit gallout e zurpren en e gomzou : goulen a rejont eta diganthan pe seurt punition a vilite ? Pe seurt punition, eme hor Zalver, a zo merquet el lezen ? Hervez al lezen, eme ar re-ma, e tle beza lazet a dauliou mein : mâd, eme hor Zalver ; ra zeuï eta an ini ac’hanoc’h n’en deus cometet pec’het-ebet da deuler ar mæn quenta ; hac o veza soublet e ben, e seblante scriva gant e viz var an douar. Ar Yuzevien pere a grede e lenne en o c’halon, en em dennas an eil goude eguile gant aoun na vize discleriet o fec’hejou o-unan, hac a lezas ar c’hreg reuseudic-ma. Hor Zalver, o veza en remerquet, a c’houlennas outy : penos eta, den nen deus ho condaonet ? Nan, emezi, Autrou, den : me n’ho condaonin quet quen-nebeud, eme hor Zalver; ho pec’hejou a zo pardonet deoc’h, iit ha na bec’hit mui [105]. Aroc pignat en êe, e roas d’e ebestel ar galloud da effaci ar pec’hejou, hac an urs d’er chommunica d’ho successoret, hac evel-se eus an eil d’eguile betec fin ar bed ; lavaret a reas dezo : recevit ar Speret Santel, ar re ho pezo absolvet var an douar a vezo ive absolvet en êe, hac ar re n’ho pezo quet absolvet var an douar, ne vizint quet quen-nebeud absolvet en êe [106]. Evel-se eo chomet, er guir Ilis, ar galloud da effaci ar pec’hejou, adalec an ebestel bete vrema, hac e chomo betec fin ar bed. An esquibien hac ar veleyen aprouet o deus recevet ar galloud incomprenabl da effaci, n’eus forç pe seurt pec’hejou, ha n’eus forç pe guellies a vech ; rac cetu ama ar respont a reas hor Zalver da sant Per pehini a c’houlenne diganthan ped guech e tleie pardoni d’e vreur : a seiz guech, e pardonin-me dezan, eme an abostol ? ne lavaran quet deoc’h seiz guech hepquen, eme hor Zalver, mæs quellies guech ma c’hanzavo e bec’het [107], gant glac’har da veza e gometet ha gant ur propos ferm d’en em bræservi anezan en amzer da zont.

II. O peguer consolant eo ar virionez-ma ! len a reomp en Aviel penos ar bobl a Israel o velet e oa rentet pare ar paralitic a oa bet præsantet d’hor Zalver, a gommanças da veuli Doue en ur lavaret : benniguet ra vezo an ini en deus roet ur galloud quer-bras d’an dud ! Benedictus Deus qui potestatem talem dedit hominibus ! [108] Ia , eme an abostol sant Paul, ar veleyen o deus recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou, ha da reconcilia an den gant Doue : dedit nobis Deus ministerium reconciliationis [109] ; galloud admirabl, eme sant Ian-Chrisostom , pehini ne dê bet accordet gant Doue, na d’ar batriarchet, na d’ar brofetet, na d’an ælez memes ! [110]P etra da zongeal eus a ur medecin pehini a bareffe an oll dud clân en ur lavaret dezo : me ho rent pare ? Er c’honsideri a raffac’h, gant ræson, evel un den digacet gant Doue, dre ur miracl, etouez e bobl : cousgoude quemen-ma ne dê nemet ur squeuden dister eus ar galloud en deus recevet ar belec pehini a vel e quichen e dribunal tud a bere an eneou a zo clân ha marteze maro dirac Doue, ha da bere e ro ar vuez hac ar yec’het en ur lavaret : me a ro deoc’h an absolven eus ho pec’hejou, en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel. N’en deo quet eta en e hano e-unan eo e teu ar belec da effaci ar pec’hejou, mæs en hano ha dre autorite Jesus-Christ a behini e talc’h ar plaç ; en hano ha dre autorite an Drindet adorabl. Ne dê quet ar veleyen eo a ro deomp ar remission eus nor pec’hejou, mæs Doue e-unan en o fersonach : ar veleyen ne dint nemet instrumanchou eus a bere en em zervich evit exerci en hon andret ar burzudou eus e drugarez infinit. An den a ell pardoni an offanç pe an injur en deus recevet, mæs Doue hepquen a ell pardoni an outrach a ra dezan ar pec’het. Evit accordi deomp ar bardon-se en deus instituet en e Ilis sacramanchou pere a zo evel mamennou mysterius a bere e tisquen varnomp an dour burzudus eus e c’hraç. Meulomp-oll anezan eus a guemen-ma ha laqueomp evez-mâd da abuzi eus e vadelez. Doue a zo mâd, eme ar pec’her, hac abalamour da ze e continu da veva en disurz : oh pebes ingrateri ! pebes follentez estranch ! Petra lavarrac’h eus a ur c’hrouadur pehini na heanfe da squei e dad hac e vam abalamour ma’z-int mâd ha carantezus en e andret ?… Doue, a lavar c’hoas ar pec’her, n’en deus quet va c’hrouet evit va c’holl : nan, mæs n’en deus ive ho crouet evit en offanci ; dihoallit, rac beza ez-eus ur pec’het pehini, eme ar Scritur [111], ne vezo pardonet nac er bed-ma nac er bed-all ; ar pec’het-se eo ar pec’het a enep ar Speret Santel, da lavaret eo, an abus eus a c’hraçou Doue, ar berseveranç en drouc, ar maro er pec’het.

Miromp-mâd eta lezen Doue, ha mar hon deus ar goal-eur da bec’hi, n’en em zizesperomp quet ; beza hon deus evit alvocad, dirac an Tad eternel, hor Zalver Jesus-Christ : anzavomp hor pec’hejou : discuezomp da Zoue ar glac’har hon eus da veza en offancet, o cench a vuez, oc’h ober ur binigen bennac hon-unan, hac o caout recours hep dale d’ar sacramanchou evit gallout beza pardonet, renta hon œuvrou-mâd agreabl da Zoue ha profitabl evidomp, ha caout ive pers e communion ar zænt : avantajou precius a bere ez-omp privet epad ma chomomp er stad horrupl eus ar pechet marvel !!!

Unecvet articl.
Resurrection ar c’horfou.

I. Resurrection… Un articl a feiz eo penos hor c’horfou a ressuscito un deiz. An oll dud a varvo, hac a ressuscito gant ur memes corfou pere o devoa var an douar, ha ne vizint mui sujet d’ar maro : rac neuse ar maro a vezo distruget, eme sant Paul, ha n’en devezo mui pers-ebet var an dud ressuscitet [112]. An oll dud a ressuscito, bras ha bian, paour ha pinvidic, coz hac yaouanq, mâd ha fall. N’en deus guirionez-ebet guelloc’h prouet ebars er Scritur ; an den zantel Job a lavar : me a gred eo beo va Redemptor divin, hac e ressuscitin eus an douar en deiz diveza eus ar bed : ar c’hiq, ar c’hroc’hen hac an esquern am boa douguet diaguent a visquin a-nevez, an esperanç-se a gonservan e goeled va c’halon [113]… Ar profet Daniel a lavar ive penos ar re a zo cousquet e goëled an douar, a zihuno ; lod evit mont d’an eternite eürus eus ar barados ; lod-all evit beza eternelamant goloet a vez hac a gonfusion en ifern [114]. N’en em estonit quet, eme Jesus-Christ d’ar Yuzevien, dont a raï an heur e pehini ar re a zo ar [sic] beziou a glevo mouez Mab an den, hac ar re o devezo græt ar mâd a ressuscito evit ar vuez eternel, hac ar re o devezo græt an drouc, evit ar maro eternel [115]… Va breudeur, eme an abostol sant Paul d’an habitantet a Dessalonic [116], me a fell d’in parlant deoc’h eus ar maro, evit ne deuï quet ar c’holl eus ho tud d’hoc’h affligea evel ar re n’o deus esperanç-ebet en tu-all d’ar bez, rac nî pere a gred ez-eo maro Jesus-Christ ha ressuscitet, nî a oar penos Doue hon ressuscito ive, evel Jesus-Christ, da fin ar bed. En un lizer-all d’ar bobl a Gorinth [117], ar memes abostol a barlant er fæçon-ma : evel ma’z-eo caus pec’het Adam ma varv an oll dud, evel-se ive resurrection Jesus-Christ a vezo caus ma ressuscitint-oll ; Adam a oa un den terrien, græt a zouar, mæs Jesus-Christ a zo un den cœlestiel deut eus an êe ; var an douar ez-omp henvel ous Adam, mæs goude ar resurrection e vezimp henvel ous Jesus-Christ. Oll e ressuscitimp, mæs ne vezimp quet oll cenchet.

II. Len a reomp penos ar brofetet, an ebestel hac ar zænt, o deus dre bermission ha dre c’halloud an Autrou Doue ressuscitet cals a dud varo ; hoguen, ne deo quet diessoc’h da Zoue ressuscita an oll dud eguet ressuscita unan-bennac… Beza hon deus, dirac hon daoulagad imachou beo eus ar resurrection general : ar guez, a n’ez-int-y guet evel pa vent maro epad ar goan ? Ha ne zeblantont-y quet ressuscita d’an nevez amzer ? Ar greun hac an hadou-all pere a laqueer en douar a deu da guenta da vreïna ha da vervel en ur fæçon-bennac, ha goude e tivoanont caëroc’h eguet ne voant diaguent : evel-se ar c’horfou a zortio un deiz eus an douar leun a vuez. Doue pehini en deus græt an êe hac an douar ha quement-so eus a netra, en deus galloud avoalc’h evit tenna a nevez an oll dud eus ar poultr hac eus al ludu e pere e vezint cuëzet. Ar c’horf hac an ene a zo græt an eil evit eguile anezo, n’en em zispartiont nemet gant ur boan-vras en heur ar maro ; mâd eo eta o unissa a nevez evit caout pers er mâd pe en drouc o deus græt assamblez. Corfou an dud just o deus bet var au douar lod eus a boaniou o ene ; ar c’horf en deus sicouret ober an aluzennou hac an oll œuvrou-mâd a zo bet græt ; ar c’horf en deus anduret an aon hac ar sec’het ; ar c’horf en deus suportet an dienez a bep tra, al labour, ar pinigennou calet, just eo eta en deffe pers ê gloar hac en eürusded an ene : er memes tra, corfou ar re fall o deus bet pers en o flijaduresou difennet: ar c’horf eo a zo bet contantet oc’h eva hac o tibri dreist voder, hac oc’h ober actionou-all difennet, just eo eta ive en deffe lod er poaniou hac en tourmanchou a andur hac a anduro an ene en ifern epad an eternite.

III. Mæs e pe fæçon e ressuscito ar c’horfou ? Sant Augustin [118] a respont penos corfou an oll dud, couls corfou ar re fall evel corfou ar re vad, a ressuscito difaut : evel-se, emezan, ar re a vezo bet re-lard pe re-dreud, a ressuscito en ur stad propr ha convenabl ; ar pez o devezo ar gozni hac ar c’hlênvejou distrujet er c’horf a vezo raparet dre’r galloud a Zoue ; livirit ar memes tra eus ar re o devezo bet un difformite bennac o tont, pe goude beza deut var an douar : ar memprou manquet pe estropiet a vezo raparet, evit ma chouisso an dud just, ha ma souffro ar bec’herien en oll memprou eus o c’horf, hervez ar mâd pe an drouc o devezo græt. Ar verzerien, a lavar c’hoas sant Augustin [119], a zougo var o chorf, evel Jesus-Christ, ar mercou eus o gouliou; mæs ar mercou-ma a vezo mercou enorabl hac a vezo caër ha squedus. An oll gorfou a ressuscito difaut, mæs un diffaranç absolu a vezo etre gorfou an dud just ha corfou ar bec’herien : ar c’horfou milliguet-ma a vezo pounner, vil, ha tênval evel ar fanq ; er c’hontrol, corfou an dud just a vezo da guenta disouffrus ; rac, eme an abostol [120], brema var an douar ez-omp henvel ous Adam, mæs goude ar resurrection e vezimp henvel ous Jesus-Christ pehini o veza ressuscitet na ell mui na souffr na mervel : d’an eil, corfou an dud just a vezo brillant ; henvel e vezint, eme sant Paul [121], ous ar stered a zo er firmamant, hac evel ma’z-eus stered pere a vrill muioc’h pe nebeutoc’h, evel-se ive corfou an dud just a vrillo muioc’h pe nebeutoc’h, hervez o œuvrou : d’an drede corfou an dud just a vezo quer scân ma c’hallint en ur zer-lagad, en em dransporti eus an eil plaç d’eguile, evel ma en em dransport sonch pe speret an den, rac corfou an dud salvet a vezo corfou spirituel hervez comzou an abostol : seminatur corpus animale, surget spiritale [122] ; d’ar bevare , corfou an dud just a vezo quer zoubl ma tremenint dre an objedou ar re galeta hep poan-ebet ; evel ma tremen squeud an heaul dre ar guêr ; evel-se hor Zalver a erruas en un instant etouez e ebestel, petra-bennac ma oa serret ha prennet-mâd dorojou an ty e pehini en em gavent goude e resurrection. Oh Doue ! peguer-caër e vezo eta corfou an dud just, deiz ar varn ! mæs ive peguer vil ha peguer mezus e vezo corfou ar re gollet ! deiz ar resurrection general a vezo eta un deiz a c’hloar evit ar re vâd, hac un deiz a gonfusion hac a vez evit ar re fall. P’heur e c’herruo an deiz-se ? Doue er goar ; mæs nac an dud var an douar, nac ar zænt, nac an ælez en êe n’o deus an anoudeguez a guemen-ma. Bezomp eta, ato præst ; greomp œuvrou-mâd ba mortifiomp hon oll vemprou; ar vortification-se a vezo evel an holen pehini a gonservo hor c’horfou hac o renta deiz ar varn pur ha caër evel an heaul.

Daouzecvet articl.
Ar vuez eternel.

I. Dre’n articl-ma e reomp profession da gredi penos, goude ar varn general, an dud just a vezo eternelamant eürus gant Doue er barados hac ar re gollet eternelamant maleürus gant an drouc sperejou en ifern. An ebestel o deus achuet ar Gredo dre’n articl-ma principalamant evit diou ræson : da guenta, evit disquez penos n’en deus na santelez, na remission d’ar pec’hejou nac ive silvidiguez na buez eternel-ebet emeas eus ar guir Ilis, ê pehini hon deus græt profession da gredi en unan eus an articlou diaguent ; d’an eil, evit ma teuje ar guel eus ar vuez hac eus an eurusded eternel-se, d’hor c’hourachi er poaniou hac en afflictionou eus ar vuez præsant. Evel-se, Moyses a lavare guechal o parlant ous ar bobl a Israel : plijet gant Doue, emezan, en deffe ar bobl-ma muioc’h a furnez hac e teuffe da zongeal alies en e finveziou diveza ! [123][124] ar zonch eus ar blaveziou eternel a zo bet ato præsant d’am speret, a lavare ar profet David [125]. Songit, eme ar Speret Santel, en o finveziou diveza, ha ne bec’hot jamæs [126].

II. Ar vuez eternel, eme Jesus-Christ, a vezo partach an dud just : ibunt justi in vitam æternam [127]. Epad ar vuez eürus-ma, eme sant Ian [128], ne vezo mui na poan, na spount, na glac’har : dorn an Autrou Doue a sec’ho an daëlou eus a zaoulagad e vugale, ha n’o devezo mui an disterra anquen… Eno, eme an abostol sant Paul [129], hon devezo an heur da chom eternelamant e compagnunez Jesus-Christ, e compagnunez an ælez hac ar zænt. O pebes bonor ! pebes eürusded ! guelet Doue hac e bossedi da virviquen ! cetu aze, eme ar Speret Santel, recompanç caër ar zænt : hæc est merces sanctorum [130] ; guelet a raint Dope faç-ha-faç ; er guelet a raint veritablamant evel ma’z-eo ; infinimant mâd, infinimant carantezus, infinimant din da veza caret ; er possedi a raint, non pas hepquen ur pennadic amzer, mæs evit ur jamæs ; rên a raint gant Jesus-Christ, hac o rên henvel ous ini o mæstr, n’en devezo fin-ebet : receo a raint eus e zorn ur gurunen a behini ar privilach a zo an immortalite : santout a raint en o c’halon ur peoc’h ar brassa pehini ne vezo jamæs lamet digantho… Ia, eme Zoue, dre c’hinou unan eus e brofetet [131], me a grouo ur firmamant nevez hac un douar nevez e pe leac’h ne vezo mui nemet joa ha contantamant, hac e pe leac’h e vezo ancounac’heet ar poaniou quenta : va fobl en em rejouisso, ha me ive, eme Zoue, en em rejouisso o velet bonor hac eürusded va fobl… O Jerusalem, Jerusalem cœlestiel ! ô palæs caër ê pehini e rên va Doue, hac e pehini e tlean rên assamblez ganthan, peguen dudius eo ar pez a leverer ac’hanoc’h ! Gloriosa dicta sunt de te, civitas Dei ! [132]

III. Mæs ive peguer spontus eo ar pez a leverer eus a zemeuranç an dud collet ! ar re-ma, eme Jesus-Christ, o devezo evit partach un æternite a dourmant : ibunt hi in supplicium æternum [133]. Doue a guzo evit ar jamæs e visach diouto : abscondam faciem meam ab eis [134] ; hac a ellumo en e goler un tân quer poezus, quen a zevo betec goëled ar meneziou ar re huella, hep gallout cousgoude consumi an dud collet pere a vezo eternelamant en tân-se evel ur pesq en dour. Beza eternelamant dispartiet dious Doue, pebes goal-eur ! clêvet eternelamant rebechou hor c’houstianç pehini na heano jamæs d’hor picat, evel ur preon, epad an oll eternite ! ô pebes tourmant ! chom eternelamant en ur stang a dân : o piou ac’hanomp a allo ober e zemeuranç etouez ar flammou horrubl-se ! ô barados, n’ho possedin eta biquen ! ô ifern milliguet, te a vezo eta va fartach eternelamant ! un tamic hean, a lavaro an dud collet : momend-ebed, a vezo respontet dezo… Ped-heur eo, a c’houlennint, hac ur vouez a responto dezo : an eternite!… Ober a rân mâd va afferiou temporel hac afferiou va zud ; mæs petra eo quement-tout evit an eternite ! quid hoc ad æternitatem ! [135] Destum a rân madou bras, mæs ar madou-se a renquin da zilezel hep dale : ô eternite, eternite , petra eo quemen-se tout evit an eternite, nemet ober va fossubl evit ma vezo malurus evidon ! quid est hoc ad æternitatem ! an enor am eus da veza er c’hargou huel, hac ar bonor da veza istimet gant an dud; mæs ma na’z-oun quet istimet gant Doue, ha ma na c’hounean quet ar barados, petra dal quemen-se d’in evit an eternite : quid est hoc ad æternitatem ! er c’hompren a ran, ô va Doue, ar barados eo ar plaç e pehini e tispleguit an oll-galloud eus ho trugarez evit recompansi ho sænt, hac an ifern eo ar plaç e pehini e tispleguit an oll-galloud eus ho justiç evit punissa ar bec’herien ! O Doue, ne c’houlennan quet digueneoc’h madou nac enoriou ar bed ; roit d’în ho craç hac e vezin pinvidic aoualc’h ! pardonit d’în va fec’hejou ha recevit ac’hanon, mar plich gueneoc’h, ô va Doue, en ho tabernaclou eternel !!!

  1. [Ps. CXLVIII, 5.]
  2. [Eccli. XXIV, 6.]
  3. [Job XXXVIII, 11 : usque huc venies, et non procedes amplius.]
  4. [II. Tim. II, 10.]
  5. [Ps. XXXIII, 2.]
  6. [Gen. I, 31.]
  7. [Ps. XC, 11.]
  8. [Sap. I, 13: Deus mortem non fecit.]
  9. [I. Joan. IV, 19.]
  10. [Act. IV, 12.]
  11. [Phil. II, 10 : ut in nomine Jesu omne genu flectatur cælestium, terrestrium et infernorum.]
  12. [Matth. I, 21.]
  13. [Heb. IV, 13.]
  14. [Cf. Prov. VIII, 15-16 : Per me reges regnant, et legum conditores justa decernunt…]
  15. [I. Joan. II, 1 : Filioli mei, hæc scribo vobis, ut non peccetis. Sed et si quis peccaverit, advocatum habemus apud Patrem, Jesum Christum justum.]
  16. [Joan. XIV, 6.]
  17. [Joan. XVII, 3.]
  18. [Cf. I. Joan. III, 14-15.]
  19. [Jo. X, 9.]
  20. [Jo. XV, 5.]
  21. [Lakaet a-hengoun war gont s. Aostin (diwar Enarr. Ps. VI, 3).]
  22. [Luc. I, 28 sqq.]
  23. [Matth. XXVI, 39 ; Luc. XXII, 42 ; Marc. XIV, 56.]
  24. [Cf. Luc. II, 25 sqq.]
  25. [Cf. Matth. III, 13-17.]
  26. [Act. X, 38.]
  27. [Diouzh al liderezh (prefas an oferen d'ar Yaou Gamblid).]
  28. [Diouzh al liderezh (gwerzig eus Ofis an Anaon).]
  29. [Is. XLV, 8 (deuet da vezañ un himn a Ilis).]
  30. [Cf. Matth. XII, 39-40 ; Luc. XI, 29-30.]
  31. [Aug., Serm. LXVII, 2.]
  32. [Rom. VI, 9.]
  33. [Ps. XV, 10 ; Act. II, 27.]
  34. [Is. XI, 10.]
  35. [Joan. II, 19.]
  36. [Cf. Enarr. in Ps. LVI, 13 : O hæretica insania ! ; Serm. CCCLXXX, 4 : O caeca et hæretica insania !]
  37. [Aug., Enarr. in Ps. XXXVI, 58 ; in Ps. LVIII, 3 ; in Ps. LXIII, 15.]
  38. [Marc. XVI, 3.]
  39. [Luc. XXIV, 5-6.]
  40. [Joan. XX, 11-18.]
  41. [Ibid.]
  42. [Gw. Matth. XXVIII, 9-10.]
  43. [Gw. Luc. XXIV, 12.]
  44. [Gw. Luc. XXIV, 13-35.]
  45. [Gw. Joan. XX, 19-23.]
  46. [Gw. I. Cor. XV, 6.]
  47. [I. Cor. XV, 20.]
  48. [I. Cor. XV, 51.]
  49. [Matth. XXVIII, 17-20.]
  50. [Act. I, 11.]
  51. [Gw. II. Reg. II, 11-13.]
  52. [Joan. XII, 26.]
  53. [Eph. IV, 8.]
  54. [Heb. IX, 24.]
  55. [I. Joan. II, 1.]
  56. [Phil. III, 20.]
  57. [Aug. (neket s. Leon), Serm. de temp., CCLXIII, in Asc. Dom. III, 2.]
  58. […]
  59. [Ps. LIV, 7.]
  60. [Joel III, 2.]
  61. [I. Thess. IV, 17.]
  62. […]
  63. [Jer. V, 21.]
  64. [… (oc’h addisplegañ Prov. XX, 10 : Pondus et pondus, mensura et mensura : utrumque abominabile est apud Deum).]
  65. [Job IX, 28.]
  66. [I. Cor. IX, 27.]
  67. [Aug., Confess. IX, c. 13, n. 34 : væ etiam laudabili vitæ hominum, si, remota misericordia, discutias eam.]
  68. [Matth. XXIV, 36 : de die autem illa et hora nemo scit, neque angeli cælorum, nisi solus Pater.]
  69. [Matth. XXIV, 27.]
  70. [II. Pet. III, 12.]
  71. [Is. LXV, 17-18.]
  72. [Is. II, 11 : exaltabitur autem Dominus solus in die illa.]
  73. [Luc. XVII, 36.]
  74. [Matth. XXV, 41 : Discedite a me maledicti in ignem æternum, qui paratus est diabolo, et angelis ejus.]
  75. [Matth. XXV, 34 : Venite benedicti Patris mei, possidete paratum vobis regnum a constitutione mundi.]
  76. [Cf. Act. XIX, 1-3.]
  77. [Matth. XXVIII, 19.]
  78. [I. Joan. V, 7.]
  79. [Da gompren eo : el liderezh.]
  80. [Cf. Matth. III, 13-17 ; Marc. I, 9-10 ; Luc. III, 31-32.]
  81. [Cf. Matth. XVII, 5 : Marc. IX, 7 ; Luc. IX, 34.]
  82. [Cf. Act. II, 1-4.]
  83. [Ps. CXLIII, 15.]
  84. […]
  85. [Cf. Act. XIV, 16.]
  86. [Cf. Aug., Confess. VI, 6 (dre vras).]
  87. [Ps. XXV, 5.]
  88. [Cf. Hier., Comm. in Is., I, 2, 15 : Unde et super unum montium Christus fundat Ecclesiam ; ha lec’hioù all.]
  89. [Act. XX, 28.]
  90. [Cf. Aug., Enarr. in Ps. CXXVIII, 2 : Aliquando in sola domo Noe Ecclesia erat… (ha lec’hioù all).]
  91. [Cf. Cypr., De unit. eccles., VI : habere jam non potest Deum patrem, qui Ecclesiam non habet matrem ; ha kalz re-all d’e heul.]
  92. [Matth. XVIII, 17.]
  93. [Eph. IV, 5.]
  94. [Cf. Joan. III, 18 ; ha lec’hioù all.]
  95. [Eil konsil oikoumenek, 381.]
  96. [Eph. I, 4.]
  97. […]
  98. [Gw. Jer. XVII, 19.]
  99. [Gw. Ex. XXXII, 11-14, 32-35 ; XXXIII, 12-17.]
  100. [Gw. Act. XII, 3-17.]
  101. [Gw. Rom. I, 9-10, ha lec’hioù all.]
  102. [Luc. VIII, 45.]
  103. [Cf. Marc. II, 7.]
  104. [Cf. Matth. IX, 6-7.]
  105. [Joan. VIII, 5-11.]
  106. [Gw. Joan. XX, 22-23.]
  107. [Matth. XVIII, 21-22.]
  108. [Matth. IX, 8.]
  109. [II. Cor. V, 18.]
  110. [Cf. Jo. Chrys., De sacerd., lib. III : ut potestatem habeant quam Deus neque angelis neque archangelis datam esse voluit.]
  111. [Matth. XII, 32 ; Marc., III, 29 ; Luc. XII, 10. ]
  112. [Cf. Rom. VI, 9.]
  113. [Job XIX, 25-27.]
  114. [Dan. XII, 2.]
  115. [Joan. V, 28.]
  116. [I. Thess. IV, 13 sqq.]
  117. [II. Cor., XV, 12 sqq.]
  118. [Cf. Aug., Enchir., XXXIII, 88 sqq., ha lec’hioù all.]
  119. [Cf. Aug., Civ. Dei, XXII, 20.]
  120. [Cf. I. Cor. XV, 22.]
  121. [I. Cor. XV, 40-41.]
  122. [I. Cor. XV, 44.]
  123. [Deut. XXXII, 29.]
  124. [Deut. XXXII, 29.]
  125. [Ps. LXXVI, 6.]
  126. [Eccli. VII, 40.]
  127. [Matth. XXV, 46.]
  128. [Apoc. XXI, 4.]
  129. [Cf. II. Thess. I, 7.]
  130. [Antifon evit gouel ur merzher.]
  131. [Is. LXV, 17 ; Apoc. XXI, 1.]
  132. [Ps. LXXXVI, 3.]
  133. [Matth. XXV, 46.]
  134. [Deut. XXXII, 20.]
  135. [Lavar boutin, alies lakaet war gont hemañ pe hemañ.]