Dominum Deum tuum adorabis et illi soli servies.
Adori ha tervicha a reot hepquen an Autrou ho Toue. S. Vaze, ch. 4, v. 10.
Petra eo adori Doue ? Adori a rêr Doue dre’r feiz, an esperanç, ar garantez hac ar vertus a religion.
I. Adori Doue a so renta dezan an enor hac ar respet dleet d’e vajeste souveren, o veza ma’z-eo hor c’hrouer hac hor mæstr, ha ma tepantomp diouthan e pep fæçon… Adori a dleomp an Autrou Doue exterioramant hac interioramant, da lavaret eo, a gorf hac a speret. Doue en deus crouet an eil hac eguile ; pep-unan anezo a dle ive eta renta dezan e homach hac e zoumission, evel d’e væstr ha d’e grouer : evel-se ar roue David a gonvî ac’hanomp d’en em brosterni e præsanç Doue ha da zevel hon daoulagad varzu an êe [1]. Mâd a reomp ive, hac hon dever eo, pedi var hon daoulin, assista en ofiçou divin, hor pen disolo, chuntri hon daouarn hac en em humilia evel criminalet, evit goulen pardon eus hor pec’hejou, renta homach d’ar vajeste souveren a Zoue ha beza dilivret eus ar boan hon eus militet… Mæs ar zinou interior-ma ne dint quet ato necesser ; adori a ellomp Doue o songeal-ennan hac o sevel varzu-hac-ennan hor speret hac hor c’halon, rac o veza e-unan ur speret pur, e c’houlen ive beza adoret e speret hac e guirionez : in spiritu et veritate oportet adorare [2]… An adoration exterior hep homach ar speret hac ar galon a zisplich da Zoue. Naturelamant e songeomp en objet eus hor c’harantez : an den avaricius a zonch e madou an douar, an den ambitius en enoriou ar hed, an den lubric e plijaduresou e gorf ; caromp eta an Autrou Doue hac e cavimp æz occupi hor speret anezan, couls hac hor c’halon. Un den a gommerç a zonch casi continuelamant er pez a ell da goll pe da c’hounit ; merca a ra peguement a goust e varc’hadourez, ha peguement e c’hell er guerza, len a ra gant attantion, ar paperou a barlant eus ar c’hommerç, evit gallout avanç muioc’h-mui : nî ive a zo carguet gant hor Zalver da gommerci evit an êe : negotiamini donec veniam [3] ; songeomp eta alies er barados pehini a ellomp da acquisita dre hor poan ha da goll dre hor faut ; guelomp petra hon deus collet pe acquisitet eus a gostez ar silvidiguez hac e pe stad en em gavomp dirac Doue. Consideromp gant attantion an oll draou crouet pere a zo oll evel ar paperou pe al levriou caër pere a barlant deomp eus a Zoue hac eus e vadelez en hon andret ; eus e c’halloud hac eus e oll berfectionou adorabl… Songeomp alies er zænt pere a zo bet en em santifiet er memes stad ê pehini en em gavomp hon-unan, hac oc’h en em zervichout eus ar memes fæçon da bedi… Ar pap Beneat XIV eus an hano en deus accordet induljançou plenier da c’hounit ur vech er miz d’ar re a ra bemdez un anter-heur pe da viana ur c’hard’heur oræson.
II. Adori a rêr Doue dre’r feiz : ar feiz a zo ur vertus dreist-natur dre behini e credomp ferm e Doue, hac e quement a bropos deomp an Ilis eus e berz.
1° Ar vertus a zo un donæzon a Zoue pehini a ro deomp an inclination hac an æsamant da anaout ha da ober an deveriou eus ar vuez christen. Ar guir binvidiguezou, eme sant Bernard, n’ema int quet e madou ar bed-ma, mæs er vertuziou a zouguer en ene, hac a blocur deomp ar madou eternel [4] : istimet e tleont beza, eme ar Speret Santel, dreist ar rouanteleziou hac an troniou, ha credi ferm a dleer penos an oll binvidiguezou temporel ne dint netra comparachet gant ar vertuziou [5]… An oll vertuziou a bartager e vertuziou theologal hac e vertuziou moral. Ar vertuziou theologal a zo hanvet evelhen, abalamour ma o deus Doue evit objet quenta, ha ma tougont rac-eon varzu Doue. Beza ez-eus teir : ar feiz, an esperanç hac ar garantez… Ar vertuziou moral a zoug an hano-ma, abalamour o effet principal eo regli-mâd hon actionou evit o zevel varzu Doue, o veza ne dê reglet-mâd hor buez, nemet pa labouromp evit Doue. Beza ez-eus peder vertus moral pere a zo hanvet cardinal, abalamour an oll vertuziou all moral, a zepand diouz ar re-ma hac en em ziazeez varnezo, evel an nor var ar vuduren ; ar vertuziou-ma a zo : ar brudanç, ar justiç, an demperanç hac an ners. 1° Ar brudanç a ra deomp diffaranti ar pez a blich diouz ar pez a zisplich da Zoue, ha consideri unan eus an daou-ma evel mâd, hac eguile evel drouc. 2° Ar justiç a zo ur vertuz dre benini en em acquitomp-mâd cus a guement a dleomp da Zoue, d’hon nessa [h]a deomp hon-unan. Hanvet eo distributif, pa zistribuer da bep-unan hervez e vilitou ; ha commutatif, pa rêr ar c’hontrajou hac ar c’hom-merçou-all gant pep lealded. Ar præferançou hep resoun a zo control d’ar justiç distributif hac an tôr a rer d’an nessa o vancout da unan bennac eus ar zeiz gourc’hemen diveza a Zoue, eo a vleçz ar justiç commulatif. 3° An demperanç a zo ur vertus pehini a ra deomp en em zervichout gant moderation eus an traou crouet, ispicialamant eus an êva hac eus an dibri. 4° An ners a so ur vertus pehini a ra deomp trec’hi ha souffr pep tra quentoc’h evit offanci Doue. Ar vertuziou-ma a zo ar zourcennou precius eus an oll vertuziou-all.
2° Ar feiz a zo ur vertus dreist natur, o veza ma’z-eo un donæson a Zoue evel ar vertuziou-all, hac o veza ma’z-eo roet deomp evit plijout dezan, hac acquisita ar vuez eternel : fides est virtus supernaturalis, ratione principii, objecti et finis (Théol.) [6].
3° Dre behini e credomp ê Doue : credi ê Doue, a sinifi credi ez-eus un Doue, ha credi quement a zo dizcleriet deomp gant Doue. An dud-fall memes a gav æz credi ez-eus un Doue, abalamour an oll draou crouet a zisquez sclêr ar virionez-ma ; mæs diez e cavomp credi quement a zo discleriet gant Doue, abalamour ma’z-eus etouez an traou-ma cals pere na gomprenomp quet, o veza ma’z-int huelloc’h eguet ræson an den ; ha cals-all pere ne garomp quet abalamour ma’z-int control d’hor passionou. Mæs ar c’hristen-mâd en em zervich eus e ræson evit anaout a Doue en deus parlantet, ha petra en deus lavaret : ur vech ma’z-eo certen penos en deus parlantet Doue, ha ma eo anavezet e gomzou quemen-se a zo avoalc’h. Hoguen certen omp penos en deus parlantet Doue deomp, da guenta dre c’hinou ar brofetet, ha brema da ziveza, dre c’hinou e Vab unic hor Zalver Jesus Christ, hac aanaout a reomp parfet ar pez en deus lavaret deomp, rac beza hon deus etre hon daouarn, ar Scritur sacr pehini n’e dê netra-oll nemet comzou Doue scrivet dre inspiration ar Speret Santel. Ar Scritur sacr a zo partaget e diou loden, da c’houzout eo, an testamant ancien hac an ini nevez. Ar guer testamant a sinifi : tra accordet dre desteni : evel-se an testamant ancien a zo ar guir accordet gant Doue d’ar Yuzevien e douar Canaan ; hac an Testamant nevez a zo ar guir e rouantelez an êe acquisitet deomp gant Jesus-Christ dre e varo var ar groas. Quement-so er Scritur sacr a zo guirion, rac an oll levriou divin-ma a so bet scrifet dre inspiration ar Speret Santel : an traou so enno, a zo traou ar re importanta, pere a zo bet a viscoas hac a zo ato credet gant tud ar re habilla, gant tud pere o devoa ar brassa interest d’o nac’h ma na vizent quet bet guir, ha gant cals-bras a dud pere o deus bet scuillet o goad evit souten quement-so merquet el levriou zantel.
4° Hac e quement a bropos deomp an Ilis da gredi : an Ilis ato cunduet gant ar Speret Santel, a zo carguet gant Doue da viret didach ha divlam an oll Scritur sacr, gant aon na ve laqueet pe lamet an disterra tra. Evit-se, ar gristenien gatholic a heuill sclerigen an Ilis pehini na ell quet en em drompla, o veza bepret cunduet gant Speret Doue : er c’hontrol, ar brotestantet hac an hæretiquet-all a heuill, pep-ini e sclerigen hac e ententamant e-unan, hac a guez en errol… Quement en deus græt ha lavaret hor Zalver ne ma quet er Scritur : oll levriou ar bed, eme an abostol sant Ian [7], nê dint quet bras-avoalc’h evit destum enno oll oberou, hac oll gomzou hor Zalver, cals anezo n’e dint erruet betec ennomp nemet dre voyen an dradition, petra-bennac ma o c’hredomp couls hac ar re a lennomp er Scritur. An dradition a zo comz Doue hep beza scrivet, da lavaret, ur greden deut eus an eil d’eguile ha bepret recevet en Ilis bete-vrema. Evel-se, dre voyen an dradition eo e c’houzomp penos eo mâd santifia ar zul eleac’h ar sadorn pehini a oa diaguent an deiz consacret da Zoue, ha penos eo mâd ar vadiziant roet en ur scuilla an dour var ben an ini a vadezer eleac’h e zisquen en dour, ar pez a rer diaguent, ha penos ar vadiziant roet gant an hæretiquet ha memes ar bayanet, a zo santel ha mâd, mar o deus descadurez avoalc’h, ha mar greont ar pez a ra an Ilis en ur rei ar vadiziant. An Ilis bepret cunduet gant ar Speret Santel, a vir didach an dradition evel ar Scritur sacr : evel-se eus a guement a ouzomp da anaout dre voyen an dradition, ne greder hirio en Ilis, nemet ar pez a grede an ebestel hac an oll gristenien guenta.
An Ilis a zo un assamble eus an oll gristenien fidel gouarnet gant ar pap ha gant an esquibien. Diffaranti a rêr en Ilis ar bastoret hac an dênved, da lavaret eo, ar re a zo carguet eus a berz Doue da instrui, hac ar re a zo o dever selaou ha senti. Doue en deus lavaret d’ar re en deus carguet d’hon instrui, da c’houzout eo, d’ar pap, d’an esquibien, d’ar bastoret ba d’an oll veleyen aprouet : it, instruit an oll nationou ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; desquit dezo guement am eus gourc’hemenet deoc’h [8] ; gant aon n’en em dromplach, me a chomo gueneoc’h betec fin ar bed : ar Speret Santel a instruo ac’hanoc’h e-unan hac a inspiro deoc’h pep guirionez : ille vos docebit et suggeret omnia [9]. Doue en deus lavaret ive d’ar re a zo o dever selaou ha senti : oboisset d’ar re am eus carguet d’o cundui, laquit evez da enebi outho, rac beilla a reont varnoc’h evel tud pere a renco renta count ac’hanoc’h [10].
Pa zao un difficulte-bennac etouez ar gristenien, e matier a feiz, pe en ur poënt-all bennac, an Ilis a droc’h an difficulte-ze dre sicour ar pap, pe ive dre zicour unan-bennac eus an esquibien, pe autramant dre zicour ur c’honcil general, national pe brovincial. Ur c’honcil general so un assamble eus an oll esquibien eus ar gristenach galvet gant ar pap evit en em gaout en ur plaç merquet, da zeliberi ha da varn assamblez ganthan pe gant tud-all eus e bers, var un poënt bennac eus ar feiz pe a reglennou an Ilis. Ur c’hon-cil national a zo composet eus a oll esquibien un nation pe ur rouantelez, hac ur c’honcil provincial eus a oll esquibien unan pe meur a brovinç. Tud-all, ouspen an esquibien, a ell beza galvet da assista en ur c’honcil, mæs an esquibien hepquen o deus guir da varn : ar re-all n’o deus quen galloud nemet an ini a recevont digant an Ilis. Decisionou ur [sic] c’honcilou general, e matier a feiz, a zo difaut absolu ; decisionou ar c’honcilou-all a zo ive, pa vent recevet gant an Ilis universel. Decisionou an oll goncilou a zo ato sûr, o veza fontet var ar Scritur sacr, da lavaret eo, var gomzou Doue scrivet dre inspiration ar Speret Santel ; var an dradition, pe var gomzou Doue erruet betec ennomp eus an eil d’eguile heb beza scrivet ; var bratic an Ilis, pe var ar pez a zo bet ato credet hac heuillet gant an dud fidel ; var autorite Tadou zantel ha doctoret an Ilis, pere o deus credet ha desquet d’ar re-all ar memes guirionezou. Un diffaranç-vras so etre Tadou santel ha doctoret an Ilis ; Tadou santel an Ilis, ouspen ma voant ive doctoret, a zo bet c’hoas sænt, ha beleyen pere o deus bevet aroc fin an daouzec canvet : sant Bernard pehini a gonsiderer evel an diveza a Dadou an Ilis, a veve en daouzec canvet. Dre zoctoret an Ilis e c’hententer an dud habil, beleyen pe re-all pere o deus sicouret an Ilis dre o sclerigen hac o sperejou caër : Tertulien, Origêen ha sant Prosper a zo contet etouez doctoret ha non pas etouez Tadou santel an Ilis ; an daou guenta ne dint quet sænt, ha sant Prosper ne voa quet belec.
Quement ini en deus an usach a ræson a zo obliget da gredi penos ez-eus un Doue pehini a recompanç æternelamant ar re vâd, hac a bunisso æternelamant ar re-fall. Gouzout ha credi a dle ar mysteriou principala eus ar feiz, myster an Drindet, myster an Incarnation ha myster ar Redemption ; obliget eo da c’houzout ha da gredi, an daouzec articl eus a Symbolen an ebestel ; an effejou principal o deus ar sacramanchou pere a dleomp da receo, hac an dispositionou requis evit o receo santelamant. Ouspen e tle pep-unan beza instruet-mâd var gourc’hemennou Doue ha re an Ilis , ha var an deveriou eus e stad… Necesser eo ive deomp credi quement a bropos deomp an Ilis da gredi eus a berz Doue : an hæretiquet hac ar gristenien-fall a gred certen articlou , mæs quemen-se so inutil, rac, eme an abostol sant Jacques, an nep a vanq en un articl, a dôr ive an oll articlou-all : qui peccat in uno, factus est omnium reus [11]. Eguis ma coll ur faout son-vâd ar c’hloc’h , eguis ma teu un tam goël da c’hoï ha da gorrompi an toaz, eguis ma teu un toul en un lestr da lezel an dour da antren ennan, evel-se ive un errol hepquen a-enep ar feiz a zo avoalc’h evit renta inutil quement a reomp evit Doue hac evit hor c’holl æternelamant : rac-se, pe nî a gompren, pe nî na gomprenomp quet, hon dever eo credi a galon quement a zo discleriet gant Doue, ha proposet deomp da gredi gant an Ilis eus e bers. Ne dê quet avoalc’h caout ar feiz er galon, ret eo ive he anzao a c’hinou, ispicial ma na eller quet têvel hep dishenori Doue ha rei goal exempl d’an nessa : ret eo, eme an abostol, credi a galon, evit beza justifiet hac ober profession eus ar pez a gredomp evit beza zalvet : corde enim creditur ad justitiam, ore autem confessio fit ad salutem [12]. Piou-bennac, eme hor Zalver, am dizanavezo dirac an dud, me o dizanavezo ive dirac va Zad pehini so en êe [13]… Inutil eo deomp c’hoas caout ar feiz en hor c’halon hac he disquez dre hor c’homzou, ma na gonformomp quet hor buez d’hor feiz dre hon œuvrou-mâd : rac, evel a lavar sant Jacques, petra servicho, va breudeur, da unan-bennac lavaret en deus ar feiz, ma n’en deus quet an oberou ? Ar feiz hep an oberou a zo ur feiz varo : fides sine operibus mortua est [14]. An drouc-sperejou a gred hac a guntunu da ober an drouc ; allas, an dud ne zisquezont quet o feiz dre o oeuvrou, a ra eveltho. Credomp eta, a greiz hor c’halon, ha conformomp hor buez d’hor c’hreden.
III. Adori a rêr Doue dre’n esperanç : an esperanç a zo ur vertus dreist-natur, dre behini e c’hesperomp, gant fizianç, ar vuez eternel dre c’hraç Doue hac hon œuvrou-mâd.
1° Ur vertus dreist-natur ha theologal eo evel ar feiz, da lavaret eo, digant Doue pehini a zo ive he c’henta objet : rac quement a esperomp er bed-ma, na dleomp en esperout nemet er guel a Zoue, pa na zeus nemetân hac a alfe hon renta realamant eürus o rei deomp an heur d’er possedi.
2° Esperout a reomp gant fizianç ar bossession a Zoue, pa’z-eo fontet hon esperanç var e vadelez hac e c’halloud, e fidelite da accomplissa e bromessaou ha militou hor Zalver Jesus-Christ ; dre fæçon, madelez Doue, e bromessaou ha militou hor Zalver a zo evel an tri biller var bere e repos hon esperanç, ha pere hor zao varzu Doue pehini ne fell quet dezan maro ar pec’her, mæs e gonversion hac e silvidiguez. Rac-se, an abostol, a c’halv an esperanç eor crên hac [a] assur an ene [15]. Eguis ul lestr pehini o veza var ur mor courroucet a dol a eoriou evit gallout dre o moyen en em zerc’hel dizanger en despet da fulor ar mor, evel-se hon esperanç pehini hon deus dija tolet en êe hon dalc’h ferm var ar mor rust eus ar bed-ma, a-enep an avel eus an dentation hac a vir na yeomp da goll. Nep en deus un esperanç-vâd, a laca e oll fizianç e Doue, ha non pas ennan e-unan nac en dud, hac a zo evel ur garrec e creiz ar mor : ne deus netra capabl d’e zigourachi, nac ar gourdrouzou, nac ar promessaou, nac ar vuez, nac ar maro. Hac e falfe da Zoue ober d’in mervel, eme an den zantel Job, me am bezo ato esperanç ennan, ato em bezo em c’halon ar fizianç am eus penos ez-eo va Zalver : etiamsi occiderit me, in ipso sperabo [16]. Va foan a zo bras, eme an abostol, mæs va esperanç a zo brassoc’h, o veza ma c’houzon evit piou em eus labouret, ha ma credan parfet ez-eo galloudus avoalc’h evit va recompansi hervez va œuvrou [17]. Clevit sant Laurans var ar c’hrill, an daou-uguent merzer var ar scorn, hac un niver-bras a zænt-all e creiz ar brassa tourmanchou : petra ro dezo quement a gourach ? O esperanç, eme ar Scritur, a zo leun a immortalite : spes illorum immortalitate plena est [18].
3° Mæs na ellomp quet esperout gant fizianç ar vuez eternel nemet gant ar sicour eus a c’hraç Doue, hac e condition ma labourimp hon-unan evit en em zavetei. Hac evel ma tleomp caout aon ne lacaemp un ampechamant-bennac dre hor faut, an abostol sant Per hon avertis da ober hor silvidiguez gant aon ha gant spount : cum metu et tremore salutem vestram operamini [19]. Rac, eme sant Augustin [20], nep a esper hep aon a zo neglijant, hac an nep a grên hep esperout, a goll courach : danger a zo eta evidomp a bep-tû, o c’hesperout-re, hac o chom hep esperout avoalc’h : evel-se e pec’her, ispicial, e diou fæçon, a-enep an esperanç christen : dre bresomption ha dre zizesper.
1° Dre bræsomption, o credi e c’halfemp en em zavetei dreizomp hon-unan, hac o chom hep en em zicour, o conta-re var an drugarez a Zoue. Credi e c’halfemp ac’hanomp hon-nan ober hor silvidiguez e ve dislavaret an abostol : na ellomp netra hep ar sicour a Zoue [21] ; credi e c’halfemp en em zavetei dre hon ners hon-unan a zo un hæresi condaonet gant an Ilis e personach Pelach hac e gonsortet. Cuëza a reomp er pec’het-ma pa fiziomp-re varnomp hon-unan : Samson ha sant Per a zo exemplou trist eus ar virionez-ma : Samson, o conta-re var e ners bras en devoa recevet, a guëzas etre daouarn ar Philistinet ; ha sant Per, goude promessaou re-bompus, ha goude beza dre e faut en em gavet ha chomet re-ir e goal gompagnunez, a deuas da nac’h e vestr. Anzavomp eta penos ac’hanomp hon-unan ne domp capabl a netra en urs eus ar silvidiguez ; tec’homp diouz ar goal occasion ; prætanti cbom er goal occasion ha chom hep pec’hi, a zo prætanti chom en tân hep mervel, bale var ar glaou beo hep lesqui planten hon treid, da lavaret-eo, prætanti un dra impossubl ; an ini a gar an danger a berisso ennan, eme hor Zalver [22]… Lavaromp eta a greiz hor c’halon gant ar profet : convertissit ac’hanon, ô va Doue, hac e vezin convertisset [23] ; saveteit ac’hanon, hac e vezin saveteet ! [24] Cuëza a reomp ac’hanomp hon-unan, mæs evit gallout sevel, e rencomp en em zicour hon-unan ha beza sicouret gant Doue… Red eo deomp en em zicour ; rac pec’hi a rêr c’hoas dre bræsomption o conta-re var an drugarez a Zoue : Doue a zo mâd, a leverer ; n’en deus quet crouet ac’hanon evit va c’holl ; abred avoalc’h e vezin d’en em gonvertissa divezatoc’h : ia, Doue a zo mâd ; mæs, abalamour ma’z-eo mâd, e fell deoc’h beza fall hoc’h-unan ? Abalamour ma hoc’h eus un tâd-mad, e fell deoc’h er squei hac ober goal-vuez dezan ? Pebes ingrateri eus ho pers ! N’en deus quet ho crouet evit ho coll ; mæs n’en deus quet ho crouet quen-nebeud evit ên offanci : ho crouet en deus evit en anaout, er c’haret, er zervicha hac evit gounit ar barados. En em gonvertissa a reot divezatoc’h : mæs perac non pas en em gonvertissa hirio ? Doue a bromet hirio deoc’h e chraç ; an amzer da zont ne dê quet deoc’h, eme sant Augustin [25] : an ini a vez dangerusamant blesset, en em hast da vont da bansi e c’houli, hac an ini a gleo crial ema an tân-goal en e di, en em hast d’en em denna a zanger ; na zifferit quet eta a zeiz da zeiz ho conversion, a lavar deoc’h ar Speret Santel [26].
2° Pec’hi a rêr c’hoas a-enep an esperanç, pa zizesperer beza pardonet, eguis Cain, goude beza lazet e vreur Abel ; rac, pa lavaras Doue dezan penos goad e vreur a grie en e enep varzu an êe, eleac’h goulen pardon, e respontas : va fec’het a zo re-vras evit gallout beza pardonet d’în ! [27] O tizesperi, e cometas ur pec’het brassoc’h, eme ar pap sant Leon [28], eguet o scuilla ar goad e vreur. Nê deus gouli ebet, eme sant Gregor, na ell ur midicin oll-galloudus da barea : omnipotenti medico nihil est insanabile [29]. Gant ur goms en deus crouet ar bed, ha ne goust quet muioc’h dezan parea ar brassa clênvejou.
An diou zourcen malürus eus an disesper eo al luxur hac an diegui, eme sant Thomas [30] : hor c’harantez dreist-voder evit plijaduresou hor c’horf hac evit an traou terrien, a deu d’hor pellaat diouz an traou spirituel, ha d’hon lacat d’o c’honsideri evel traou re-boanius ha re-ziæz da ober : me garre gallout en em gorrigea, a lavar an den lubric, an den avaricius, an touer-doue, ar mezvier ; ober a reont marteze un dra-bennac evit cench, mæs hep dale e collont courach hac e cuëzont a nevez er memes dizurzou : perac ? Abalamour n’o deus quet an ners da zistaga o c’halon eus ar pec’het. Sant Augustin a lavar e rencas distaga e ini, evel a damou, diouz an traou crouet, hac o veza he distaguet gant cals a boan, ne zaleas quet d’en em rei antieramant da Zoue [31]. Heuillomp exempl ar zant-ma, comprenomp penos rouantelez an êe a zo ur recompanç pehini a renquer da c’hounit dre gals a boan hac a gourach , ha penos ne vezo curunet en êe, nemet ar re o devezo, ama var an douar, trec’het ar c’hiq, ar bed, an drouc-speret.
IV. Adori a rer Doue dre’r garantez : ar garantez a zo ur vertus dreist-natur dre behini e caromp Doue dreist pep-tra hac hon nessa eveldomp hon-unan, abalamour da Zoue… Dre zicour an donæson-ma eus ar Speret Santel e reomp a Zoue an objet quenta ha principala eus hor c’harantez, non pas hepquen abalamour d’ar pez a recevomp diganthan, na d’ar pez a bromet deomp, mæs abalamour ispicial dezan e-unan, da lavaret eo, abalamour maz-eo ar guir-vâd, ar mâd souveren, evit pehini hac e consideration da behini e caromp hon nessa eveldomp hon-unan, da c’houzout eo, e teziromp d’hon nessa, ar memes vâd evel deomp hon-unan… Un doctor eus a douez ar Zaduceanet o veza goulennet digant hor Zalver pehini e oa ar gourc’hemen quenta eus al lezen, a recevas ar respond-ma : caret a reot an Autrou ho Toue, eus a greiz ho calon, he-ma eo ar c’henta hac ar hrassa gourc’hemen ; ha goude beza laqueet en eil renq an obligation da garet hon nessa, e c’hajoutas : an oll lezen hac ar brofetet a zo destumet en daou gourc’hemen-ma : in hoc lex pendet et prophetæ [32]… Ar gourc’hemen da garet Doue eo ar c’henta hac ar brassa ; ar c’henta, o veza maz-eo ar c’hozça eus an oll gourc’hemennou, rac Doue en deus en scrivet e-unan en hor c’halonou ; ar brassa, o veza ma ro deomp da anaout hon obligationou e quêver Doue, hac o veza ma pado da jamæs : ar prophetiou a heano, an dud a achuo da barlant, an descadurez a dremeno evel an traou-all, mæs ar garantez ne achuo biquen, eme an abostol : caritas nunquam excidit, sive prophetiæ evacuabuntur, sive linguæ cessabunt, sive scientia destruetur [33]. Ar feiz hac an esperanç hor c’hunduo betec an êe, mæs ar garantez a antreo gueneomp hac a chomo eno da virviquen.
Doue, goude beza ordrenet deomp er c’haret, a ordren ive deomp caret hon nessa pehini a zo, evel ma zomp hon-unan , al labour eus e zaouarn, ha destinet eveldomp, da veza eternelamant eürus ganthan en e c’hloar. An ini a gar, evel ma’z-eo dleet, Doue hac an nessa, a zo e guirionez templ beo ar Speret Santel, eme sant Augustin [34]. Caret, eme sant Bonavantur [35], a zo requeti vâd : pa garer eta ur re-bennac, e requeter vâd dezo : mæs ne deus nemet ur guir-vâd pehini eo Doue, ar mâd souveren hac eternel. Caret Doue a zo eta requeti Doue da Zoue, da lavaret eo, requeti ma vezo bepret ar pez ma’z-eo, infinimant parfet… En em garet hon-unan a zo requeti deomp hon-unan ar mâd souveren pehini eo Doue… Caret hon nessa a zo requeti Doue d’hon nessa, da la-varet eo, ar memes mâd souveren evel a requetomp deomp hon-unan. Ar garantez evidomp hon-unan hac evit hon nessa ne dê dreist-natur, nemet pa en em garomp ha pa garomp ar re-all abalamour da Zoue : dre exempl, caret a reomp hor yec’het, hor buez, yec’het ha buez hon nessa, non pas abalamour d’an douçter hon deus o veva hon-unan assamblez gant hon nessa ; mæs evit gallout meuli ha servicha Doue assamblez etrezomp, cetu a ze ar guir vertus a garantez Doue : mæs en em garet hon-unan evidomp hon-unan, hac hon nessa evit e galiteou-mâd, pe abalamour d’ar vâd a ra deomp hepquen, honnez a zo ur garantez-fall hac injurius da Zoue : ar Speret Santel e-unan en em glêm anezi, pa lavar : pep-ini en em glasq e-unan, ha den na glasq Jesus-Christ : omnes quæ sua sunt quærunt, non quæ Jesu-Christi [36].
Caret Doue dreist pep-tra, a zo præferi Doue da bep-tra-oll, o veza ma’z-eo ar mâd souveren : cetu pegueit e za an disposition eus a galon ur c’hristen mâd ; caret a ra Autrou Doue muioc’h eguet e vadou, e guerent, e vignonet hac e vuez memes : compren-mâd a ra ar pez a lavar deomp hor Zalver adorabl en e Aviel : piou-bennac a gar e dad hac e vam mui evidon-me, ne dê quet dîn ac’hanon [37]… Mar de ho lagad un objet a bec’het evidoc’h, diframmit ho lagad ha taulit-en pell diouzoc’h, rac guel e deoc’h antren é rouantelez an êe gant ul lagad hepquen, eguet disquen en ifern gant ho taoulagad o daou [38] : evel-se ar guir gristen a so ato contant da guitaat e guerent hac e vro quentoc’h evit displijout da Zoue, guel eo ganthan memes coll e vuez eguet terri e lezen… En a zo, dre c’hraç Doue, bras an niver eus an dud pere o deus lezet pep-tra ha roet ho buez evit en em zavetei ! Considerit, en effet, ar religiuset santel-se pere, hirio c’hoas, en em dên er c’houenchou, evit beva en dienez a bep-tra hac evit ober pinigen ! Eno e tremenont an deiz o castia o c’horf, ac an nos o velc’hi gant o daëlou ar c’hoat a zervich dezo da benvele ! Considerit ive ar verzerien gourachus-se pere o deus souffret ar maro gant quement a joa, e creiz ar brassa tourmanchou evit gounit ar vuez eternel ! Nan, netra na ell dispartia diouz Doue ar re er c’har e guirionez.
Mercou eus ar guir garantez… Nep a gar e guirionez an Autrou Doue a zonch alies ennan ; a guemer cuzul diganthan e pep-tra ; hac a vir-mâd e c’hourc’hemennou. Beza ez-eus etre’r speret hac ar galon un union quer-bras, ma’z-eo avoalc’h anaout e petra e sonch un den, evit anaout pehini eo an objet eus e garantez : rac-se an den avaricius ne zonch nemet er voyen da gresqui e vadou ; an den ambitius nê de occupet nemet eus a enoriou ar bed ; an den lubric ne glasq nemet plijaduresou e gorf ; perac ? Abalamour sperejou ha calonou an dud-ma a zo eno eleac’h ma ema o zenzor hac o Doue : ubi est thesaurus vester, ibi et cor vestrum erit [39]. Er memes tra, nep a gar an Autrou Doue a zonch ive alies ennan ; hac a guemer e pep-tra cuzul diganthan : ur c’hrouadur-mâd ne gar ober netra aroc beza consultet e dad gant aon d’en em drompla, pe da ober un dra-bennac hac a alfe displijout d’e dad : evel-se ive, ur c’hristen-mâd a zo leun a fizianç e Doue, hac a zisfizianç anezan e-unan : goulen a ra a greiz e galon digant Doue : mæstr, petra fell deoc’h a raffen-ma ? Domine, quid me vis facere ? [40] Ha diganthan e-unan : petra dalvezo d’în-me, ar zonch, ar goms, an action-se, evit an eternite ? Quid est hoc ad æternitatem ? [41]… Ur c’hrouadur ive pehini a gar e dud en em blich en o c’hompagnunez hac a zent outho pront ha gant joa : er memes tra, ur c’hristen-mâd en em blich e præsanç Doue : aon en deus, evit guir da zisplijout dezan, mæs leun eo a fizianç hac a gourach o songeal penos quement a ra a vâd a zo guelet gant Doue ha merquet evit an êe : miret a ra gant ur zourci ar vrassa an oll gourc’hemennou divin ; ober a ra anezo, gant ur joa incomprenabl, evel ar profet, ar zujet ordinal eus e veditationou hac ar reglen eus e vuez : quomodò dilexi legem tuam, Domine, totâ die meditatio mea est ! [42] Ha Doue e-unan a lavar, o parlant eus ar seurt tud-ma, penos er c’haront e guirionez, abalamour ma viront-mâd e lezen : qui habet mandata mea, et servat ea, ille est qui diligit me [43]. Guelit-mâd goude quemen-ma, a c’hui a gar e guirionez an Autrou Doue… Caret a dleomp hon nessa ; rac ama var an douar ez-omp-oll bugale d’ar memes tad, memprou eus ar memes corf, tud eus ar memes bro, ha dre eno, e tleomp caout truez an eil ouz eguile hac en em zicour en hon oll ezomou, quen spirituel quen temporel… 1° Oll ez-omp hugale d’ar memes tad : Doue dre’r vadiziant, en deus oll hon adoptet evit e vugale, dre fæçon maz-eus, evel-se etre’z-omp un henvelediguez barfet : henvelidiguez a c’hinivelez, o veza oll crouadurien d’ar memes tad : henvelidiguez a instruction, rac Doue en deus ordrenet preseg e Aviel deomp-oll : henvelediguez a hæritach, ar memes guir hon deus oll er harados dre vilitou Jesus-Christ : pebes ræzoniou evidomp d’en em garet ha d’en em istimout ! rac en ur famill ar vugale a bræpar ar bouëd, hac ar re a zourci eus al loened ne dint quet nebeutoc’h istimet, na neheutoc’h caret gant ho zad eguet ar vugale a ra ar marc’hajou pe en em gav e cargou huelloc’h. 2° Ur ræson-all evidomp da garet hon nessa eo abalamour ma’z-omp oll memprou eus ar memes corf, membra de membro [44]. Oll vemprou hor c’horf a zo unisset etrezo en ur fæçon an admirapla : an eil a zicour eguile, pep ini a ra e labour hep an disterra clem nac avi : dre exempl, al lagad ne dê quet avius eus a fonction an troad, nac an troad eus a fonctionou ar memprou-all, mæs en em zicour hac en em zouten a reont-oll : cetu aze un imach caër eus an union hac eus ar garantez a dle rên etouez an oll gristenien. 3° En em garet a dleomp c’hoas o veza maz-omp oll tud eus ar memes bro. Ama, var an douar, petra omp-ni oll, nemet estranjourien, tremenidi, pelerinet, hoguen ar seurt tud-ma a gustum en em garet, hac en em zicour, hac hennez eo ive hon dever. Ar Speret Santel a lavar deomp e-unan : en em garit, ha suportit gant patiantet an eil defautou eguile [45] ; an ini a zalc’h cassoni ous e vreur, na ell receo sacramant-ebet, mæs chom a ra en ur stad a varo dirac Doue. Ma ne garit quet ho preur pehini ho velit, penos e carrot-hu Doue pehini na velit quet ? eus ar garantez a rêno en o touez, e viot anavezet evit guir vugale da Jesus-Christ. Guelit, eme ar bayanet, o parlant ous ar gristenien guenta, guelit penos en em garont, betec beza præst da vervel an eil evit eguile ! [46] Mar en deus græt ho preur un drâ-bennac en hoc’h enep, eme hor Zalver, it d’e gaout hac en avertisset a gostez etre ên ha c’hui hepquen, mar ho selaou, cetu c’hui gouneet ho preur [47]. Baleit en e roc en hent eus a c’hourc’hemennou Doue hac e valeo var o lerc’h, hac o recompanç a vezo-bras meurbet ebars en êe… O veza tud eus ar memes bro e tleomp c’hoas caout truez an eil ous eguile. Consideromp er poënt-ma evel er poenchou-all exempl hor Zalver Jesus-Christ hac ini ar zænt : clevomp hor Salver o lavaret: truez am eus ouz ar bobl paour-ma pehini en deus va heuillet en desert, red eo rei dezan da zibri [48]. Piou a ell beza poaniet, eme an abostol sant Paul, hep ma vên poaniet va-unan ? [49] Sant Frances Xavier o veza cuëzet er mor, en em dên gant cals a boan, ha querquent a ma c’herru var bord an nod, e c’houlen c’hoas muioc’h a boan dre garantez evit silvidiguez e nessa : ampliùs, Domine, ampliùs ! Comprenomp-mâd quemen-ma oll, ha descomp caout truez ous hon nessa hac er sicour en e oll ezomou, quen spirituel quen temporel… An œuvrou spirituel a drugarez-so : 1° instrui ar re ignorant ; rei a reomp gant hast un tam bara d’ar re a velomp var ar poënt da vervel gant an naon ; mæs, allas ! alies ne rer van-ebet evit guelet tud ignorant pere a varvo æternelamant, ma ne anavezont quet ar guirionezou principala eus ar feiz. 2° Corrigea ar re a vanq : Doue en deus roet da bep-unan ar zourci eus a silvidiguez e nessa : unicuique Deus mandavit de proximo suo [50] ; guelet Doue offancet hac an nessa oc’h en em goll, ha chom hep lavaret, hac hep ober netra, a zo rei da anaout penos ne garomp na Doue, nac hon nessa : difen a reomp ur mignon, ha sicour a reomp un aneval e cas a ezom, perac eta na zifennomp-nî quet an Autrou Doue, ha na zicouromp-nî quet hon nessa ? 3° Consoli ar re affliget : pa velit un den affliget, en em gonsiderit evel un æl-mâd roet dezan gant Doue evit er c’honsoli. 4° Pardoni an nessa, pa en deus græt ur boan bennac-deomp : pardonit, eme hor Zalver, hac e viot pardonet [51] ; eürus an dud trugarezus abalamour ma veso Doue trugarezus en o andret ! [52] 5° Rei cuzul d’ar re o deus ezom : un ali-mâd a dâl alies muioc’h eguet ur peç aour, o veza ma c’hell hon distrei diouz an drouc, hac hon lacat da ober ar mâd. 6° Pedi evit ar re-veo hac ar re varo : hon dever hac hon interest hon-unan eo pedi an eil evit eguile… An œuvrou corporel a drugarez-so : 1° Rei da zibri d’ar re o deus naon ha da efa d’ar re o deus sec’het ; 2° receo an estranjourien ; 3° guisca ar paour ; 4° bizita ar re-glân hac ar brisonerien ; 5° prena ar gaptivet ; 6° sebelia ar re varo… Caret a dleomp hon nessa eveldomp hon-unan abalamour da Zoue : rac an dever quenta, an ini a gompren an oll deveriou-all en hon andret hon-unan eo an obligation hon deus d’en em garet hon-unan evel ma’z-eo dleet, da lavaret eo, abalamour da Zoue. Dre exempl : caret a reomp hor buez ; he c’honservi a fell deomp, non pas abalamour d’hor buez, nac abalamour d’an douçter a gavomp o veva, mæs evit he zremen o servicha Doue, e Ilis hac hon nessa, evit he sacrifia da Zoue bep-heur ha bep-moment dre’r boan hac ar binigen eus ar vuez-ma ; mæs en em garet hon-unan, abalamour deomp hon-unan, ho-ma-so ur garantez fall, noazus deomp hon-unan, injurius da Zoue ha pen-caus eus an oll bec’hejou. Rac-se hor Zalver a lavar alies deomp en e Aviel, renonç deomp hon-unan, castia hor c’horf ha douguen bemdez ar c’hroaziou a erruo gueneomp. Nep piou-bennac a gar e gorf, eme hor Zalver, er c’hollo [53] ; da lavaret eo, nep piou-bennac a fell dezan contanti dezirou direglet ha passionou e gorf, er c’hollo evit ar vuez eternel. Ar c’horf a zo henvel ous a ur servicher-fall pehini a oar er-fad penos en em gollo e-unan, o coll e væstr hac a guntunu cousgoude da ober an drouc ha d’en em deuler er fanq eus ar pec’het : henvel eo c’hoas ous ur marc’h re-vaguet pehini a ziscar hac a laz an ini en deus quemeret re a zourci anezan : er c’hontrol, an ini a gassa e gorf, er mir evit ar vuez eternel : qui amat animam suam perdet eam, qui autem odit animam suam in hoc mundo, in vitam æternam custodit eam [54]. Ar yuniou hac ar pinigennou a reomp a zo evel an holen pehini hor præservo eus ar gorruption. An ini en deus ul loen re-vaguet a deu a ben anezan dre’r yun ha dre’r squisder : an ini a zoug un tenzor precius a gar bale en deiz hac e compagnunez cals a dud : greomp ar memes tra, squizomp hor c’horf dre’r yun ha dre’r binigen, gant aon n’en em revoltfe a enep hor speret pehini a zo quer pront ha quer zempl : dalc’homp anezan pell diouz pep goal-occasion evit gallout conservi-mâd an tenzor precius eus a c’hraç an Autrou Doue pehini a zougomp en ur vessel dorus etouez dangerou ar bed : baleomp epad sclerigen an deiz gant aon da veza surprenet gant tevaligen an nos, da lavaret eo, greomp gant sourci hor silvidiguez epad ar vuez-ma, rac erru eo ar maro goude pehini ne allimp ober netra evit an êe.
V. Adori a rêr Doue dre’r vertus a religion… Ar vertus a religion a zo, eme sant Thomas [55], ur vertus moral dre behini an den a rent da Zoue ar respet hac an enor dleet dezan. An excellanta hac ar guenta eo eus ar vertuziou moral, o veza ma compren, pe ma testum (religat) hon oll deveriou e quêver Doue, e quêver hon nessa hac en hon andret hon-unan. Ne c’honter quet etouez ar vertuziou theologal, rac ne dê quet Doue, mæs an enor dleet dezan eo e deus evit objet quenta, ha disquen a ra eus ar vertus cardinal hanvet ar justiç.
Ar vertus a religion a ordren deomp renta da Zoue, d’ar zænt, ha d’o relegou an enor a zo dleet dezo, hac a zifen ouzomp ober netra control dezi.
1° Ordren a ra deomp renta da Zoue an enor dleet dezan, da lavaret eo, an enor souveren, abalamour ma eo Doue an Autrou souveren, ar mæstr absolu da guement-so. An enor quenta-ma pehini a zo un enor a adoration, ha penini, abalamour da ze, ne de dleet nemet da Zoue hep-quen, un Doue hepquen a adori, a zo hanvet enor pe adoration a latri… An eil enor dleet d’ar Verc’hes, o veza ar burra hac ar zantella eus an oll grouadurien, a zo hanvet enor a hyperduli… An drede enor pehini a rentomp d’an ælez ha d’ar zænt a zo biannoc’h egued an ini a rentomp d’ar Verc’hes sacr, hac a zo hanvet an enor a zuli… Evel-se dre’r vertus a religion e rentomp da Zoue, d’ar Verc’hes ha d’ar zænt, couls ha d’o imachou, an enor hac ar respet a dleomp dezo, quen e public quen e particulier.
Enori a reomp Doue e public, oc’h azista er pedennou, en ofiçou hac en instructionou public ; oc’h ober vœuiou solanel, oc’h ober publicamant an aluzen, hac o quemeret dirac justiç Doue da test eus ar virionez a leveromp : enori a reomp ive an Autrou Doue, en hor particulier, pa hon deus recours dezan e secret, evel pa reomp dezan ar sacrifiç eus hor speret oc’h e sugea da veza oboissant d’ar feiz, hep disput na ræson ; eus hor c’halon, o renonç d’he oll siou-fall ; hac eus hor c’horf, o vont d’an daoulin, o cana salmou ha canticou spirituel, hac oc’h en em gonsideri evel un hosti beo, din da veza offret d’ar vajeste souveren a Zoue.
2° Ar vertus a religion a zesq ive deomp penos e tleomp enori ar Verc’hes Vari, an ælez hac ar zænt, o fedi, respeti o relegou hac o imachou… 1° Enori. An enor a rentomp d’ar Verc’hes Vari, d’an ælez ha d’ar zænt, a zo fontet var autorite ar Scritur pehini a recommand deomp meuli an oll zænt e general : et laudem eorum nuntiet Ecclesia [56] ; ouspen, e ro deomp da anaout penos Abraham, Loth ha Josue o deus enoret gant cals a respet an ælez a apparissas dezo : ar c’honcil a Drant a veul ive ar fizianç o deus an dud fidel e protection ar zænt, hac an enor a rentont dezo. An Tadou santel eus an Ilis, n’o deus oll var ar poënt-ma, nemet ar memes langach : piou-bennac, eme sant Cyprien, a enor ar verzerien, a enor Jesus-Christ : quisquis honorat martyres, honorat et Christum [57] ; enori a reomp ar zervicherien, eme sant Jerôm, evit ma vezo an enor-se agreabl d’o maestr: honoramus servos ut honor servorum redundet ad Dominum [58]. Pratic an Ilis er poënt-ma, a zo anavezet gant an oll: an ilisou, ar chapelou a velomp, ar goueliou a zelebromp a rent testeni da zevotion an dud fidel evit ar zænt. 2° O fedi. Pedi a reomp ar zænt, o credi gant ræson, hervez ar Scritur, ar c’honcil a Drant hac an oll Dadou santel eus an Ilis, penos e c’hellomp intercedi evidomp dirac Doue. Sant Per a lavare, o veza var ar poënt da vervel, penos, goude e varo, en devize sonch eus ar re da bere en devoa preseguet an Aviel. An æl Raphael a lavaras ive da Dobi, penos, epad ma pede gant daëlou, e c’hoffre e bedennou da Zoue. Mâd hac util eo, eme ar c’honcil a Drant, pedi ar zænt evit obteni, dre o frotection, ar graçou hac ar sicourou a bere hon deus ezom [59]. Ar pap-bras sant Gregor a gred penos ar zænt a vêl pep tra e Doue evel en ur mellezour [60] ; ha sant Augustin [61] a lavar e tleer ato pedi ar zænt ha pa ve guir (petra-bennac, emezan, ma eo guir ar c’hontrol) penos ar zænt ne velont quet ar pez a dremen var an douar, rac pedi a ellont, da viana e general, evit ar re en em laca dindan o frotection evel ma pedomp evit an dud decedet pere o deus ezom eus hor pedennou… 3° Respeti o relegou. An Ilis bepret cunduet gant ar Speret Santel, he deus bet ato ur respet ar brassa evit corfou ha relegou ar zænt, o veza ma’z-int bet templou beo ar Speret Santel, ha ma’z-int destinet da veuli eternelamant an Autrou Doue er barados. Beziou ar zænt, eme sant Ian-Chrisostom, a zo caëroc’h eguet palæziou ar brincet hac ar rouanez [62] ; henvel int, en ur fæçon-bennac, ous a vez hor Zalver Jesus Christ, abalamour ma’z-int burzudus evelthan : evel-se bez ar profet Elisee ha dillad sant Paul a ro ar vuez d’ar re varo : ar gristenien fidel a guita o c’herent en o bro evit mont da vizita beziou ar zænt ; paour ha pinvidic, bras ha bian en em brosternont evit enori relegou guir servicherien an Autrou Doue : rouanez Franç couls a rouanez Spagn en em laca var o daoulin var bez santes Jenovefa pehini ne oa nemet un diouallerez denved, ha var bez sant Isidor pehini, epad e vuez, ne oa nemet ul labourer paour… 4° Respeti o imachou. Adori a reomp ar c’hroaziou hac oll imachou hor Zalver ; enori a reomp ive imachou ar Verc’'hes ha re ar zænt, non pas, ma credfemp e ve vertus na divinite-ebet en imachou-se, na ma teuffemp da adori pe da enori ar c’hoat nac ar vein eus a bere ez-int græt ; mæs hepquen ar re a zo repræsantet dreizo. Lacat a rer en ilisou, eme ar pap sant Gregor, imachou hor Zalver ha re ar zænt evit servichout da levriou d’ar re ne ouzont quet len, evit ma teuï deomp-oll da zonch anezo [63], hac evit ma teuï ar guel eus ar vertuziou o deus pratiquet da lacat en hor c’halon an dezir da zont d’o imita. Rac-se an eil goncil general a Nicee [64] a zisclerias an iconoclastet coupabl a hæresi, abalamour ma tistrujent an imachou evel traou superstitius. Respeti a reomp portrejou ha memes dillad hon tud decedet, perac na respetemp-nî quet portrejou pe imachou hor Zalver ha re ar zænt ?
3° An irreligion, ar superstition hac an idolerez a zo control, ispicial d’ar vertus a religion ha d’ar gourc’hemen quenta a Zoue.
1° An œuvrou a irreligion pe an œuvrou control d’ar religion eo ar re a vleçz an enor hac ar respet dleet da Zoue, evel ar sacrilach hac an impiete. Ar sacrilach a zo ar brofanation eus a un dra sacr, hac a ell caout evit objet, an dud, ar plaçou hac an traou consacret da Zoue. Rac-se, ur sacrilach eo, ha memes ur c’haz reservet, goal-squei dre valiç ur helec, pe un all-bennac consacret da Zoue dre ur vœu solanel. Ar memes pec’het a gometer oc’h ober gant ar seurt tud-ma un dra-bennac lubric ; hac ur sacrilach eo ive ober un drouc-bennac en un ilis, pe en ur plaç-all consacret da Zoue ; evel ma’z-eo blasphemi, laerez, ober un dra-bennac dishonest. Profani ar vessel sacr an traou benniguet ha dreist pep tra ar sacramanchou, a zo c’hoas ur sacrilach horrubl ; mæs an horrupla sacrilach eo profani sacramant an auter, da lavaret eo, profani corf ha goad hor Zalver Jesus-Christ oc’h e receo hep an dispositionou requis. An impiete a zo ur sonch, ur gomz, un action injurius da Zoue, d’ar religion pe d’ar zænt. An dud impi na heanont da ober brezel da Zoue, d’ar religion ha d’an dud just : guervel a reont mâd ar pez a zo fall, hac ato e ma int oc’h en em unani a enep Doue hac a-enep ## Grist.
2° Dre’n œuvrou a superstition e tezirer enori Doue, oc’h ober certen praticou pere ne dint quet aprouet gant an Ilis. Rac-se ar superstition a zo ur fizianç re-vras e certen comzou pe e certen observançou dizanavezet gant an Ilis. Evel-se ar magi, an divinerez hac an observançou-vên a zo quellies a superstition. Ar magi a zo ur recours d’an drouc-speret evit obteni, dre e sicour, traou burzudus. Ar zorcerien a zo tromplerien ha tud a voal exempl, dîn eus ar brassa suppliçou. Goab a reont eus an dud ignorant, tenna a reont digantho arc’hant gant pehini e vevont ordinalamant en un disurz hac en un debauch an horrupla. An divinerez a so ive ur recours d’an drouc-speret evit anaout an traou cuzet hac an amzer da zont. An divinerien a zo tud-fall evel ar zorcerien. C’hoant o deus ive da anaout ha da ober, dre voyenou superstitius, traou dreist-ordinal, hac en tu-all d’ar pez a ell an den. Ur pec’het marvel eo ato, hac e cals a escoptiou ez-eo ouspen ur c’haz reservet mont gant ur guir fizianç da guemeret cuzul digant ur zorcer pe un diviner : ar re-ma a zo tud-fall pere a vev dindan sensuriou an Ilis, abalamour d’o buez disordren, ha d’an injur a reont da Zoue pehini hepquen a ell anaout an amzer da zont, hac an traou-cuzet, hac ober pep tra dre e oll c’halloud : fall int ive, abalamour d’an tor a reont d’an nessa pehini a dromplont ha pehini a bec’h o vont d’o c’haout… Ia, eme c’hui, mæs ar re a zo bet o caout ar sorcer o deus bet louzou hac o deus tennet ur billet mâd ; ar re a zo bet o caout an diviner o deus cavet ar pez o devoa collet. E c’halfe marteze dre chanç, beza guir quemen-se, petra-bennac ne rêr, casi ato, evit mont da gaout ar mævellou-se d’an drouc-speret, nemet coll poan ha dispign : supposomp o deffe tennet ur billet huel, mæs dre no fec’het o deus militet an ifern : cavet o deus ar pez o devoa collet, mæs collet o deus o ene : guerza o ene evit gallout chom ur pennadic hirroc’h er vro-ma, pe evit caout un nebeudic arc’hant : pebes follentez ! quentoc’h evit coll graç Doue, eo ret coll ar vuez-ma, hac ar bed-ma oll ma tepandfe diouzomp. Petra servich d’an den gounit ar bed-oll, eme ar Speret Santel, mar deu da goll e ene ! [65]... An observançou-væn a zo ur volontez da ober vâd deomp hon-unan pe d’ar re-all, oc’h implija certen praticou pe certen traou pere n’o deus quet, dreizo o-unan, an ners da brodui an effejou a zeziromp. Remerquit-mâd var ar poënt-ma penos quellies guech ma en em zervicher a gomzou gant ar remejou ez-eus ato superstition : an effet naturel eus al louzou ne zepand quet diouc’h comzou. An drouc-speret, eme an Tadou zantel, azo evel ur marmous ; fallout a ra dezan imita ar pez a ra Doue en e zacramanchou e pere en em zervicher a gomzou... Mæs mâd-bras eo, eme c’hui, ar c’homzou a brononç ar sorcer pe an diviner : cetu eno finessa an drouc-speret pehini a zistremp ar mel etouez ar poëzon, pe autramant a c’holo he-mâ a draou caër, mæs cousgoude e roï deoc’h ar maro. Mar guelit eta un den oc’h en em zervichout a gomzou, evit lemel ar bar pe evit ho parea, tec’het diouthan. Mæs pa implich louzou hep comzou, arabat eo e vlam re-vuan, rac cals a zo a louzaou a bere ne ouzomp quet anaout ar vertus : un den pehini ne dosta quet ous e sacramanchou ha pehini dre eno hepquen, a gundu ur vuez-fall, a lavar deoc’h e labour dre oræson ; mæs respontit dezan gant ar Scritur, penos ar bec’herien ne reont quet a viraclou : peccatores Deus non audit [66] ; dihoallit outhan, ha bezit sonch penos an dud-ma oll a zo excumunuguet gant an Ilis pehini a zifen ouzoc’h ive mont d’o c’haout, ha quemen-ma dindan boan a bec’het.
3° Œuvrou a idolerez a rêr o renta da zoueou-faus an enor dleet d’ar guir Doue, eguis a re guechal casi ar bed-oll pehini, eme Vossuet [67], a oa deut da veza evel un templ-bras e pehini pep tra-oll a oa Doue, nemet Doue e-unan. An heaul, al loar, ar stered, an astrou, an dud, al loened, al lugumanchou hac ar viçou memes a serviche da zoueou d’ar bayanet. Sclerigen ar feiz en deus laqueet an idolerez da guemeret an tec’h eus ar vro-ma ê pehini e oa guechal quer commun ; mæs, allas ! en he flaç eo deut, siouas ! an incredulite hac an impiete. Hirio e caver cals a dud pere a lavar en o c’halon, abalamour ma en desiront, penos n’ez-eus na Doue, na barados nac ifern ; en desirout a reont o veza ma ez-int tud-anevaled eus a bere ar vuez a zo fall-bras, hac a bere ar maro a vezo maleürus : caout a raint e goeled ar bez, eleac’h an neant a requetent, un immortalite horrubl pehini o goasco evel ur gouriç, epad an oll eternite. Hirio c’hoas ez-eus en hon touez cals a bayanet, o veza ma sacrifiont d’o fassionou eleac’h sacrifia d’ar guir Doue hepquen : immolaverunt diis et non Deo [68] ; evel-se Doue an den avaricius eo an arc’hant, Doue an den lubric eo an debauch, ha Doue an den gourmand eo ar cher-vâd... Mar fell deomp dihoal diouz ar seurt idolerez-ma, comprenomp penos ne domp crouet gant Doue nemet evit e anaout hac e garet ; n’en em zervichomp eus an traou crouet, nemet evit gallout en em zevel varzu hac ennan, hac e veuli e pep-tra, eus a bep-tra, hac e pep amzer.