Mont d’an endalc’had

2. gourc’hemen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 133-150)



EIL GOURC’HEMEN.


Non assumes nomen Dei tui in vanum.
Ne guemerot quet e vên hano an Autro ho Toue.

Doue, dre’n eil gourc’hemen , a ordren deomp enori e hano santel hac a zifen ouzomp er profani : enori a rer an hano a Zoue dre’r beden, dre’r c’honversationou santel, dre’r vœu, drê’l lê just ha legitim.

I. Enori a rêr an hano zantel a Zoue dre’r beden : rac dre’r beden e rentomp da Zoue an homach hac ar respet dleet d’e vajeste divin, abalamour dre’r beden, e c’hanzavomp, eme Dertulien, penos e tepantomp e pep tra diouz Doue ha penos en deus ar pez a vanq deomp, hac a c’houlennomp diganthan : deputamus illi quod petimus [1] ; dre’r beden e rentomp dezan an enor a c’houlen diganeomp pa lavar : offrit d’în ur sacrifiç a veuleudi, hac ar sacrifiç-se a vezo meurbed agreabl dirac va daoulagad : immola Deo sacrificium laudis [2]. Dre’r beden Ilis an douar a deu da veza imach beo Ilis an êe : en eil hac en eben e c’hadorer hac e veuler ar memes Doue, ha tud just an douar a repræsant sænt ar barados.

II. Enori a rêr an hano a Zoue dre’r c’honversationou santel. Ar vugale a zent gant joa ous o zud hac a lavar-vâd anezo, a enor o-unan hac a laca enori o zud : evel-se ar gristenien en em blich o veuli Doue hac o clevet e veuli, a enor e hano santel. Pa veler servicherien contant eus o stad, ha pa o c’hlever o veuli an ty e pehini e servichout [sic], e leverer gant assuranç penos o mæstr a renq beza ur mæstr-mâd hac ez-int o-unan tud-a-fæçon : er memes tra, ar gristenien o deus ar c’hraç da gonformi o bolontez da volontez an Autrou Doue, en em gontant en e zervich, er meul e pep amzer, hac a zoug ar re-all d’er meuli assamblez gantho : dre o buez hac o c’homzou ez-int, etouez ar gristenien, c’huëz-vâd hor Zalver Jesus-Christ…

III. Enori a rer an hano santel a Zoue dre’r vœu. Ar vœu a so ur bromessa graet da Zoue eus a un dra guelloc’h, libramant ha gant intantion d’en em obligea. Ur bromessa, ha non pas ur resolution græt da Zoue. Ar vœu a zo quen excellant quen na eller en ober nemet da Zoue hepquen eus a un dra guelloc’h… Preja evit conservi ar yec’het hac en em antreteni e servich Doue a zo mâd, mæs en em dremen eus a ur pred-bennac evit apæsi coler Doue ha goulen ma vezimp pardonet a zo c’hoas guelloc’h, rac-se e c’heller ober vœu da yun. Pedi Doue teir guech en deiz a so caër, mæs er pedi seiz guech bemdez a zo caëroc’h : rac-se e c’heller ober vœu da bedi quellies-se, mui pe nebeutoc’h : dimisi a zo mâd, mæs chom hep dimisi a zo parfetoc’h, rac-se, e c’heller ober vœu a virginite. Ar vœu a dle beza græt gant liberte ha gant intantion d’en em obligea : rac ar vœu ne dê quet simplamant ur bromessa, mæs ur bromessa libr græt gant anoudeguez-vâd ha gant ur volontez sincer d’e accomplissa. Rac-se ar vugale pe ar zervicherien pere ne jouissont quet eus a ul liberte absolu a dle lacat evez da ober ur vœu bennac, noazus d’o zud pe d’o mistri, Ar re o deus græt vœu a so obliget d’e accomplissa dindan boan a bec’het, ha d’e accomplissa quenta ma allont. Cùm votum voveris Domino, non tardabis reddere, quia si moratus fueris, reputabitur tibi in peccatum [3].

Beza ez-eus c’huec’h seurt vœuïou : personel, reel, absolu, conditionel, solanel ha simpl.

1° Personel : pa brometit ho personach da Zoue dre’r vœu a virginite, pe ive pa brometit mont un tu-bennac, pe ober un dra-bennac ac’hanoc’h hoc’h-unan.

2° Reel : pa brometit rei eus ho tanvez d’an Ilis, d’ar paour, pe d’ar re-all.

3° Pa brometit un dra-bennac da Zoue hep condition-ebet, ar vœu a rit a so absolu.

4° Conditionel : pa na brometit nemet e condition ma c’herruo gueneoc’h ur mâd, pe ma viot præservet eus a un drouc-bennac ; dre exempl : mar ro Doue d’in ar yec’het,… mar ten va mab ur billet huel.

5° Ar vœuïou solanel eo ar re a rêr solanelamant o receo an urzou sacr pe o c’hantren en ur stad aprouet gant an Ilis (Charancy [4]).

6° Simpl : eo hanvet ar vœuïou pere ne dint quet recevet solanelamant gant an Ilis, mæs pere a ra an den etre Doue hac ên, en e barticulier hac outhan e-unan.

An usach eus ar vœuïou a zo ancien-bras en Ilis ; agreabl int meurbed da Zoue, ha doubl, eme sant Augustin, eo ar milit hon deus oc’h ober un dra da behini ez-omp en em obliget dre vœu : felix necessitas quæ in meliora compellit [5] ; mæs pa vezont græt, e renquer o miret dindan boan a bec’het. Grit vœu, eme ar profet, mæs ho pezit sonch d’er miret da Zoue [6]. Evessait-mâd eta aroc ober vœu : consultet ho coessour, pe ho pastor, pe un-all bennac desquet hac a zoujanç Doue : darn, en ur moment a zevotion, a ra vœu a virginite pe ur vœu all-bennac hac o deus queuz buan goude. Mar hoc’h eus græt vœu, dalc’hit-mâd dezan ; mar d’oc’h libr, dihoallit da ober re-vuan vœu-ebet… Mar deo diæz-bras pe dangerus deoc’h accomplissa ar vœu ho poa græt, goulennit dispanç anezan digant ar superioret ecclesiastic pere a repræsant an Autrou Doue da behini ho poa græt vœu, hac a ell dispansi eus ar vœuïou, pe ive o cench en œuvrou-all a binigen. An oll veleyen a ell cench ar vœuïou en amzer ar jubile, mæs epad amzer ar jubile hepquen. Beza ez-eus pemp vœu a bere an dispanç a so miret d’ar pap : an daou vœu ar virginite hac a chastete perpetuel, ar vœu da vont da vizita beziou an ebestel sant Per ha sant Paul, ê Rom, ar plaçou zantel ê Jerusalem, hac ilis sant Jacques a C’haliç, er Spagn. An ini en deus gret vœu da rei e zanvez d’ar paour pe d’an Ilis, hac a deu da anaout en deus dlê, a dle da guenta paëa he zlê en despet d’e bromessaou. Mar deu ar voeu hoc’h eus græt da veza diæz-bras da accomplissa, abalamour d’un infirmite pe d’ur ræson all-bennac legitim, ne d’oc’h obliget da netra queit a ma pado an infirmite pe an excus-all-se : ne doc’h quet obliget da gaç re-all en ho plaç, na da accomplissa ar vœuïou græt evidoc’h, quen nebeud na da ober evit ho tad hac ho mam ar pez n’o devoa quet gallet da ober o-unan, mar boa personel ar vœu o devoa græt ; rac, mar boa reel, da lavaret eo, mar o devoa prometet rei lod eus o madou d’an Ilis pe d’ar paour, o hæritourien a zo, eme ar pap Innoçant III [7], obliget da rei evitho, da viana mar o deus peadra hep ober tor da zen. Red eo eta derc’hel-mâd d’ar promessaou græt da Zoue a behini na eller quet ober goab, ha memes d’ar promessaou græt d’an dud : rac-se , an dud yaouanq pere en em bromet an eil d’eguile, hac a vanq d’o fromessa, hep ræson legitim ebet, a ra fall-bras : obliget memes e c’hell beza unan anezo da rapari an tor en deus græt d’eguile. An dud fur hac a zoujanç Doue a ra reflexion aroc prometti, hac a zalc’h-mâd d’o fromessa.

IV. Enori a rêr an hano santel a Zoue dre’l lê just ha legitim : en effet, al lê græt gant ar c’honditionou requis a zo un act a religion ; rac ober lê, pe douet, a zo quemeret Doue da dest : hoguen quemeret evel-se Doue da dest a zo enori e berfectionou infinit, abalamour na douer nemet dre’r pez a so huelloc’h evidomp. Pa guemeromp eta Doue da dest, e c’hanzavomp penos e c’hallomp en em drompla, ha trompla ar re-all, hac e c’halvomp d’hon difen ha d’hor zicour an Autrou Doue pehini a zo ar virionez memes ; evel ma c’helver da dest un den honest en un affer important. Rac-se Doue e-unan a ordren deomp touet dre e hano, mæs touet gant doujanç : Dominum Deum tuum timebis et per nomen ejus jurabis [8]. Moyses a gomprene mâd ar virionez-ma, pa lavare d’ar bobl a Israel : an êe hac an douar a zo testou penos em eus proposet deoc’h hirio eus a bers Doue, ar vuez pe ar maro : ar vuez , mar bezit fidel da viret e c’hourc’hemennou, hac ar maro, mar deuit d’o zerri dre ho faut [9]. An abostol sant Paul, pehini a gomprene-mâd comzou hor Zalver, evit desqui deomp ez-eo a vechou permetet touet, en deus er græt e-unan e lies-andret eus e lizerou : Doue, emezan, a so test, penos e lavaran ar virionez [10].

Cousgoude al lê evit beza agreabl da Zoue , a dle caout teir gondition pere a gavomp er profet Jeremias : Touet a reot o c’hervel da destan hano a Zoue, mæs gant guirionez, gant prudanç ha gant justiç. Jurabis, vivit Dominus ! sed in veritate, in judicio et in justitia [11]… Touet a reot o c’hervel da dest an hano a Zoue ; a-enep quemen-ma e pec’h ar re n’o deus en o guinou nemet hano adversour-bras an Autrou Doue : an diaoul gueneoc’h ! an diaoul d’ho caço ganthan !… Gant guirionez : ar gondition-ma a zo necesser, rac touet e faus, a zo ur parjur, da lavaret eo, ur pec’het-bras peguen dister-bennac e c’hell beza matier al lê, ha memes ur c’haz reservet mar touer dirac justiç. Gant prudanç : da lavaret eo, ne dê quet permetet touet gant re a hardisseguez, hac hep songeal. Red eo examina hac un dra a gonsecanç eo, rac ne de quet permetet touet evit traou dister : red eo guelet ha necesser eo al lê, rac mar hoc’h eus testou avoalc’h evit goaranti ar pez a zebader ouzoc’h, perac implijea testeni santel an Autrou Doue ? Al lê o veza ive un dra pehini a zupos juridiction var an ini a forcer da douet, consideromp-mâd piou eo ar re er goulen diganeomp. Ar vœu hac al lê a zo traou quen important hac a c’houlen quement a reflexion, ma lavare ar pap Corneill penos na dleer ober nicun anezo aroc an noad a bevarzec vloas [12]Gant justiç, da lavaret eo, e tle beza mâd ha just ar pez a brometer dre lê : rac-se, ma teuffe un den da douet e raffe un drouc-bennac, dre exempl, en em vengeo pe ne bardono quet, ar seurt leou a zo disleal ha ne dint quet just : pec’hi a rer o touet hac ur pec’het-all a rer oc’h accomplissa al lê. Hennez eo al lê a reas Herodes pa brometas da Heriodadez e roje dezi ar pez a c’houlenje, hac e roas pen sant Ian Badezour [13]. Hennez eo ive al lê a reas Jefpthe, pa brometas immoli da Zoue ar c’henta en devize cavet en ur retorn d’ar guær eus a ur gombat e pehini en devoa gouneet ar victor, hac e cavas e verc’h o tont d’e ziguemeret [14]. Hennez eo c’hoas al lê a reas Saül, pa brometas lacat d’ar maro an ini en devize debret an disterra tra aroc ma vize echu ar gombat ha gouneet ar victor ; evel-se en em zisclerias a-enep e vab Jonathas pehini n’en devoa quet clevet urz e dad hac a guemeras un tamic mel evit en em refresqui en ur dremen ur c’hoat [15].

Mæs evel ma’z-eo essoc’h chom hep touet eguet touet hervez lezen Doue ha gant ar c’honditionou requis a bere hon deus parlantet, hor Zalver a lavar deomp non pas touet e fæçon-ebet : ego autem dico vobis non jurare omninò, neque per cœlum quia thronus Dei est, neque per terram quia scabellum est pedum ejus [16] ; da lavaret eo, hervez doctrin an Ilis, ato inspiret ha cunduet gant ar Speret Santel, penos ne dleomp touet nemet e cas a necessite. Sant Augustin a lavar ive penos an accustumanç da douet a zo fall-bras, rac exposi a ra an den da ober goal-fin. Laqueomp eta e vez da douet pe da lacat ar re-all da douet inutilamant ; ne douomp nemet gant respet ha gant spount, goude beza græt reflexion varnomp hon-unan, var ar pez a douomp, var garacter ar re a c’houlen al lê diganeomp ha var ar c’honditionou requis evit gallout en ober hep offanci Doue.

Doue, dre’n eil gourc’hemen, a zifen ouzomp, touet e vên, touet e faus, ober imprecationou pe zroug-pedennou, ha blasphemi.

I. Touet, eme sant Augustin, a zo quemeret Doue da dest: testis est Deus. An deologianet a espliq ive petra eo al lê : touet, emezo, a so assuri pe nac’h un dra-bennac græt pe da ober, dre’n desteni eus a un dra sacr. Assuri pe nac’h un dra-bennac, ar pez a eller da ober, non pas hepquen dre gomzou, mæs ive dre actionou : o sevel an dorn, evel a rêr e justiç ; pe o tisquez an êe, an douar pe un-all bennac eus an traou crouet. Dre’n desteni eus a un dra sacr : abalamour al lê en em raport ato da Zoue dre zicour pehini e fell deomp proui ar virionez pa en em zervichomp eus e hano, eus an Aviel, eus ar zænt pe eus a un dra-bennac-all pehini en deus necesseramant rapport da Zoue. Pa douer dre’n Aviel, eme sant Thomas, e touer dre Zoue a behini ar c’homzou zantel ha guirion a zo discleriet en Aviel : pa douer dre’r zænt, eo abalamour ma o deus credet ar guirionezou-se hac o miret gant fidelite. Al lê a zo mâd hac agreabl da Zoue, pa vez græt gant ar c’honditionou requis , mæs ep ar c’honditionou-se, al lê a zo ul lê inutil ha difennet, ul lê faus, ur requet fall, ur blasphem, ha cetu ar pez a zifen Doue ouzomp dre’n eil gourc’hemen… Doue a zifen ouzomp touet inutilamant pe e væn ; pa lavar deomp en e Scritur : ne guemerrot quet hano an Autrou ho Toue e væn : non assumes nomen Dei tui in vanum ; laquit evez da douet hep necessite, dre accustumanç : jurationi non assuescat os tuum ; na dleit quet prononç re-alies an hano sacr a Zoue, gant aon d’er prononç hep respet : nominatio Dei non sit assidua in ore tuo ; en em gontantit, eme hor Zalver, da lavaret, ia, ha nan, quemen-se so guir, quemen-se ne dê quet ; ar pez a livirit ouspen a zorti eus a ur zourcen fall : sit autem sermo vester : est, est, non, non, quod his abundantius à malo est. Mæs, eme c’hui, ma na douan quet ne vezin quet credet : goas-aze, quemen-se a ro da entent penos n’edoc’h quet anavezet gant an oll evit un den guirion ha mâd avoalc’h : un den honest, n’en deus nemet e c’her, hac ur gaouyad ne vez quet credet, memes pa lavar ar virionez… Ama marteze e c’houlennot, a touet eo, lavaret : e feiz ia, e feiz nan, foultr biscoas, fi-doue, m’en toue, par-die ? Respont a eller penos quemen-ma a ell depantout cals eus an intantion hoc’h eus : mar hoc’h eus intantion, oc’h en em zervichout eus a unan-bennac eus ar c’homzou-ma da douet, e touit veritablamant ; rac evitho da veza corrompet eo æz anaout eus a beleac’h e teuont ; hac eguis ma ez-int leou eus ar pez a zo a zantella en o c’henta sinifianç, e c’heller en effet en em zervichout anezo evit touet ; mæs, mar prononcit ar guæriou-ma dre accustumanç pe dre fragilite, hep intantion merquet-ebet, ne douit quet dreizo, evit guir, mæs fall a rit oc’h o frononç gant aon da scandaliza an dud sempl, hac ive gant aon d’en em accustumi da lavaret ar seurt comzou en despet d’an avis a ro deomp ar Speret Santel : n’en em accustumit quet da brononç comzou difæçon ; rac an accustumanç-se a zo fall ha ne dê quet exant a bec’het : indisciplinatæ lognelæ non assuescat os tuum, est enim in illa verba peccati.

II. Ar parjur a zo ul lê faus, pe un dorridiguez da ul lê just ha ræsonabl : rac-se e parjurer e diou fæçon : o touet e faus, hac o terri ul lê græt justamant ha gant ræson… 1° o touet e faus : dre exempl, c’hui, bugaligou, a dou d’ho quærent hoc’h eus lavaret ho pedennou, petra-bennac ma c’houzoc’b erfad n’hoc’h eus quet o lavaret : daou bec’het a gometit ; da guenta o touet e væn, ho querent ne c’houlennent quet, ha ne dleient quet goulen diganeoc’h al lê ; d’an eil, o touet e faus, da lavaret eo, a-enep ar virionez, ar pez a zo ato ur pec’het-bras, hac a vechou ur c’haz reservet, pa douomp dirac justiç pe dirac tud pere o deus guir d’hon lacaat var hon lê, evel ar roue, ar varnourien, an escop : ar re guenta en urs civil, hac an escop en urz ecclesiastic. 2° Parjuri a rer c’hoas o terri ul lê græt gant justiç ha gant ræson : dre exempl, c’hui, priejou, hoc’h eus touet fidelite an eil d’eguile ec’hars troad an auter sacr, hac a vanq d’ar fidelite-se ; pec’hi marvelamant a rit o terri ho lê, hac ur pec’het marvel-all a gometit oc’h ober un action gontrol da lezen Doue. C’hui, oficerien bublic, hoc’h eus grêt lê d’en em acquita mâd eus ho carg, hac a lez an disurs da rên dre ho faut ; pec’hi a rit marvelamant e diou fæçon : o terri ho lê hac o chom hep lacat an urs-vâd, hervez ho galloud ; c’hui, fonctionerien bublic, generalet a arme, a dou fidelite d’ho prinç, parjuri a rit mar deuit d’en abandoni. N’em boa quet touet a galon, a lavar lod, mæs hepquen divar bec va zeod, evit savetei an apparanç, plijout d’ar prinç ha caout ur plaç-bennac evit gallout en em sicour da veva : tromplet ho poa ar prinç ; mæs Doue na eller quet da drompla, ha fall-bras hoc’h eus græt o touet e væn.

An imprecation pe an drouc-peden a zo requeti drouc deomp hon-unan pe d’ar re-all. An diaoul da[z] caço ganthan, a lavar an tad miserabl-se en e goler, d’e grouadur ! Me garre beza maro, a lavar ive ar pec’her-se en ur moment a jalamand pe a zizesper ! O Doue, horrupla pec’hejou !… Requeti ar maro gant aon da offanci mui an Autrou Doue, hac evit gallout jouissa quentoc’h eus e bræsanç a zo un dra-vâd ; rac-se ar profet a lavare : pell avoalc’h-so ha re-hir, ô va Doue, abaoue ma emaoun var an douar-ma e peleac’h ez-oc’h quement offancet : habitavi cum habitantibus Cedar [17] ; goal-eur d’în, eme an den zantel Job, abalamour ma’z-eo c’hoas astennet an amzer drist eus va exil [18] : na zeziran netra quement evel guelet o cuëza ar chadennou pere am dalc’h pell diouz va Doue, a lavare alies an abostol sant Paul [19] : mæs desirout ar maro dre zrouc hac hep en em gonformi da volontez an Autrou Doue a zo pec’het. Me garre beza maro, eme c’hui, rac n’em eus nemet poan ha miser var an douar ! mæs ar poaniou ber-se eus ar vuez-ma, mar souffrit anezo gant patiantet, a dalvo deoc’h un æternite a joa, eme an abostol : momentaneum tribulationis nostræ, æternæ gloriæ pondus operatur in nobis [20] ; Jesus-Christ en deus souffret a bep seurt poaniou, ha c’hui ne fell deoc’h souffr netra, penos e viot-hu eta curunet en êe ? Considerit exempl hor Zalver hac exemplou ar zænt, hac heanit da vurmuli, a lavar deoc’h levr an Imitation [21]. Gant ar boan, ar baourentez hac an dienez hoc’h eus e c’hallit prena an êe, eme sant Augustin : paupertas cœlum emit [22]. Goapeet, dispriset, calomniet oc’h e pep fæçon : mar hoc’h eus græt un drouc-bennac, souffrit gant patiantet , goulennit pardon digant Doue hac en em gorrigit ; ma n’hoc’h eus græt drouc-ebet, ha mar d’oc’h divlam e guirionez, en em rejouissit e Doue, a lavar deoc’h hor Zalver, rac ho recompanç a vezo bras ebars en êe ! [23] Oh ! ma vêllac’h curunennou caër ar zænt er barados, eme levr an Imitation [24], pell da zezirout commandi da unan-bennac, e carrac’h beza an diveza eus an oll : eno, eme ar memes levr [25], evit ur moment a boan, ho pezo un æternite a joa ; evit ar renq diveza etouez tud ar bed, ar plaç huella etouez ar zænt, hac evit ur moment a fatig, a drubulh hac a drouc, un eternite a repos, a liberte hac a beoc’h. Ar zænt o deus comprenet-mâd ar guirionezou-ma ha gonformet o buez d’o c’hreden : perac, a c’houlen sant Augustin, ne allomp-nî quet ober ar pez o deus graet ? Cur non potero quod isti et istæ ? [26] Soutfromp eta pep-tra evit Doue, rac ne erru netra nemet dre e volontez pe dre e bermission, ha pep-tra a erru evit hor brassa mâd, mar er c’haromp e guirionez : diligentibus Deum omnia cooperantur in bonum [27]… Laqueomp evez da requeti an disterra drouc na deomp hon-unan na da zen-ebet, rac Doue a deu a vechou da accordi o requet d’an dud fall, pe da bermetti e c’heruffe ar pez a c’houlennont.

IV. Ar blasphem a zo ur goms injurius da Zoue, pe d’ar zænt, pe d’ar religion. 1° Da Zoue, pa lavarer dre exempl ne dê quet just : ne guemer quet a zourci eus an oll, eus a bep-unan, hac eus a bep tra e particulier : pa douer dre’r gueriou milliguet non-de-d…, sacre d…, double-d…, mil-d., etc. 2° D’ar zænt : pa zispriser anezo en o fersonach, en o œuvrou pe en o c’homzou. 3° Pa brætanter eo mâd an oll religionou ha ne dleer jamæs cench religion : hoguen, n’en deus cousgoude nemet ur guir religion evel n’en deus nemet ur guir Doue ; hac an ini a vel ema en hent fall na dle quet caout mæz evit quemeret an hent mâd, an hent unic a ell er c’hundui d’an eürusdd.

Ar blasphem a zo ur pec’het an horrupla, abalamour ma en em guemer rac-eon ous Doue, hac abalamour ma’z-eo pec’het an drouc-speret : an exemplou terrubl dre bere en deus Doue punisset ar blasphemou a ro ive da anaout o grevusded.

1° Ar blasphem ne de quet henvel ous ar pec’hejou-all difennet dre’r gourc’hemennou santel : ar pec’het ifâm-ma azo rac-eon a-enep Doue, dre fæçon ma c’hell beza hanvet ar pec’het a lez-vajeste divin : cometi insolançou en ilis ; laërez ar vessel sacr ; goal-dreti ministret an Autrou Doue, a so pec’hejou-bras, mæs en em guemeret oc’h Doue memes, pebes insolanç ! pebes crim ! Petra da lavaret eus a un oficer pehini o caout c’hoant da recheti hac o c’hallout sortial, a rechet ous e brinç ? Allas, blasphematourien, ho cundu a zo infinimant horruploc’h. Un dra-bennac a stourm ouzoc’h hac en em guemerit rac eon ous Doue ; o injusta, o insolanla cundu ! perac, da viana, na ziscarguit-hu quet ar vilim eus hoc’h arrach a-enep un dra-bennac eus an traou crouet ? perac e clasquit-hu, evit er blasphemi, hano santel an ini a zo mæstr absolu da hep-tra ? Contra quem exaltâsti vocem tuam ? contra sanctum Israel [28]. Pa en em revolt ur c’hrouadur a-enep e dad, ur zervicher a-enep e væstr, ur zujet a-enep e roue, en em revoltont evit guir a-enep tud huelloc’h evitho dre o stad hac o c’hondition ; mæs c hui, blasphematourien, piou oc’h-hu, comparachet gant Doue ? e ma oc’h etre zaouarn, evel ur pod pri etre daouarn ur poder ; perac eta na grenit-hu quet gant aon na lamfe diganeoc’h, er moment-ma vlasphemit, ar vuez hoc’h eus recevet diganthan ? Pa bec’h an den lubric, n’er gra nemet evit satisfia e bassionou brutal ; pa gomet al laër un torfet bennac, ne zonch nemet en aour hac en arc’hant ; pa vers an den ambitius e goustianç hac e ene, ne glasq nemet plaçou huel hac enoriou ar bed ; mæs c’hui, blasphematourien, pe seurt profit a dennit-hu eus ho plasphemou ? pe seurt gounideguez a deu deoc’h-hu ? Gounit a rit an ifern : chetu eno ar beamant dleet d’ho plasphemou ; o terrupla peamant ! o estrancha gounideguez ! Stipendia peccati mors [29].

2° Ar blasphem a zo langach an drouc-sperejou. Len a reomp er Scritur sacr penos ar bobl eus ar Judee, o veza græt alianç gant ar Moabitet ha quemeret priejou en o zouez, ar vugale ganet eus an dimiziou fall-ma, ne barlantent mui langach ar Yuzevien [30] : ne ouzon quet gant piou hoc’h eus graet alianç, blasphematourien miserabl : ho langach a ro d’în da gredi eo gant an ifern, siouas ! Cum inferno fecimus pactum [31] ; rac parlant a rit langach ar vro-se : ia, pa ho clevomp o nondeal, o sacreal, o leusquel malosyou, pa velomp en ho touez an drouç nac an drubull, e lavaromp gant glachar, mæs allas ! gant guirionez : an dud-ma o deus evit tad an drouc-speret, o langach hac o buez en ro sclaer da anaout : vos ex patre diabolo estis… loquela tua te manifestum facit [32]… Compren a ran penos an drouc-sperejou a ell blasphemi dre zizesper, guelet a reont ar c’holl o deus græt ; mæs c’hui, blasphematourien, ha collet hoc’h eus-hu ive pep esperanç ? ha renoncet hoc’h eus-hu ive dre avanç, d’ho pers er barados ? Salocras, a respontit, mæs quemeret hon deus an accustumanç fall da charneal, ha n’ez-omp mui evit en em ampech : disaïezit d’în eta hoc’h instrumanchou a binigen, hac ar boan a guemerit evit en em viret ous ar charneou-se : ped yun, ped aluzen hoc’h eus-hu græt evit goulen ar c’hraç d’en em gorrigea ? mar grit pinigen eus ar pec’hejou-se pere a rit hep songeal ; mar renoncit dezo bemdez diouz ar mintin en ho pedennou, e credan avoalc’h ne d’oc’h quet marteze coupabl-bras, hac ho pezo hep dale ar c’hraç da cench ; mæs ma na renoncit quet d’an tech fall-se, ha ma na rit pinigen ebet, ar goal accustumanç hoc’h eus, pell da lemel ho faut, ho rent choas cals coupaploc’h. En effet, eleac’h excusi ur c’hrouadur var digarez ma lavar deoc’h en deus an accustumanç da squei gant e dud, e lavarfac’h, gant ræson, penos ez-eo coupaploc’h abalamour d’e oal-accustumanç : an accustumanç da laërez ne rent quet dibec’h al laër, er c’hontrol, abalamour d’e dech, eo e vezo goassoc’h condaonet dirac ar justiç… Me ne vlaspheman, eme c’hui, nemet pa stourm an traou ouzin : penos ho penfec, ho servicher eo a ra poan deoc’h, hac abalamour da ze e scoet gant ho tad, da lavaret eo, e oc’h offancit an Autrou Doue ! pebes follentez ! an traou a stourm ouzoc’h : hac e sonch deoc’h ne stourmint mui pa ho pezo blasphemet an hano sacr a Zoue ? Er c’hontrol, lod eus a Dadou an Ilis a gred gant ræson, penos an drouc-speret a ell, dre bermission Doue, lacat an traou da stourm evit ho lacat da bec’hi ha da goll ar barados. Ho pugale hac ho servicherien ne zentont quet : mæs na illit ober netra-vâd, nemet dre zicour Doue ; ha credi a rit-hu e rentot mâd ho tud o pedi an drouc-speret ? Salocras, Doue ne ro quet e venediction d’ar seurt pedennou : ho pugale hac o tomestiquet a vezo tud fall evel doc’h… Lavaret a rit eo trist an amzer a ren ; penos ne brosper netra etre ho taouarn : ne brodu netra ho parqueier ; quemen-se a zo just ; rac ac’hanoc’h eo e parlante ar profet David pa lavare en-unan eus e salmou : an dud miserabl-se o deus græt goab eus a venediction Doue, ha benediction Doue a bellaï dioutho : roet o deus ar bræferanç d’e valediction, hac e valediction a zisquenno varnezo, a antreo enno evel ar goad a red en o goazied, a c’holoï anezo evel ur viscamant, hac o stardo evel ur gouriç pehini a renquint da dreïna epad an oll eternite : Noluit benedictionem et elongabitur ab eo ; maluit maledictioncm et eveniet ei… Sicut vestimentum quo operitur et sicut zona quâ semper præcingetur [33].

3° An exemplou terrubl dre bere Doue en deus punisset ar blasphemou a ro ive deomp da anaout o grevusded.

Sennacherib, roue an Assyrianet, a ador fals-diviniteou, Doue er souffr : en em renta ra , dre voyenou injust, mæstr eus ar c’hæriou quenta eus ar Judee, Doue a guemer patiantet : contragn a ra ar roue zantel Ezechias da zispign casi an oll arc’hant a oa en tenzor an templ, Doue e lez en e liberte ; maes scriva a ra da Ezechias lizerou leun a vlasphemou : lavaret a ra penos ez-eo mæstr da Zoue ar bobl a Israel : Ezechias, o veza o lennet en templ hac en em glêmet anezo, a bed an Autrou Doue d’en em vengi e-unan eus a ur prinç quen insolant. En effet, epad an nos varlerc’h, un æl a ra eus a berz Doue un distruch an horrupla etouez oll arme Sennacherib, ha Sennacherib e-unan a varv en e dy dre zaouarn e vugale [34]… Herodes a lez un den da vlasphemi en e bræsanç, epad ma rente ar justiç er guær a Cæsaree, ha querquent un æl er sco var ar plaç, hac Herodes a varv er memes moment, e corf goloet a c’houliou hac a brênved [35]… Petra livirit-hu var guemen-ma, c’hui, tadou ha mamou, mistri ha mestrezet pere-so obliget da veilla var ho tud a bere e respontot ene evit ene, ha pere a lezit cousgoude da vlasphcmi, ha da bere e roit memes an exempl a guemen-ma ? ah crênit brema, en hano Doue, ha laquit evez da gaout ur c’heuz re divezad ! Guechal ar vlasphematourien, etouez ar bobl a Israel, a vize condaonet gant ar barner da veza lazet a doliou mein : an ini a scoe, a zalc’he un dorn var e ben, evit disquez an horrol en devoa diouz ar blasphem [36]. Sant Ian-Chrisostom a lavar penos ar blasphemou a zo ar pen-caus eus ar maleüriou a rên dre’r bed [37]. Doue a roas ar memes tra da anaout da ur roue a Franç, hanvet Robert, epad ma pede gant cals a fervor, er guær a Orlean, evit peoc’h ha tranquilite e rouantelez. Ar roue Louis IX, da c’houzout eo, sant Louis, a gomprene manific ar virionez-ma, pa ordrenas toulla gant un ouarn-ruz teod an ini en devize blasphemet an hano santel a Zoue. Allas, hirio ar vlasphematourien a zeblant beva e peoc’h ; mas [sic] ar vrec’h eus a justiç Doue ne dê quet berreet ; tizet e vezint ; Doue a zo patiant, abalamour maz-eo eternel : patiens, quia æternus [38]. Abalamour d’an hano a Zoue, e vezo serret ouzomp pe digoret deomp dor ar barados ; eürus eta ar re o devezo, var an douar, enoret an hano santel-ma; ha maleürus ar re o devezo er blasphemet, hep beza graet pinigen !

  1. [Cf. Tertul., De orat., V, 1 : illi deputamus, quod ab illo expectamus.]
  2. [Ps. XLIX, 14.]
  3. [Deut. XXIII, 21.]
  4. [Gw. p. ix.]
  5. [Aug., Epist. CXXVII (ad Armentar.), 8.]
  6. [Eccles. V, 3.]
  7. [Extrav. De censibus, l. III, tit. 39, cap. Ex parte, 18.]
  8. [Cf. Deut. X, 20.]
  9. [Cf. Deut. XXX, 19.]
  10. [Cf. II. Cor. I, 23 ; Rom. I, 6 ; Phil. I, 8 ; I. Thes. 22, 5 …]
  11. [Jer. IV, 2.]
  12. [Gw. Catech. Trident., III, cap. 3, q. 14 (diwar Grat., Decr., C. XXII, q. 5, c. 16).]
  13. [Gw. Mt. XIV, 6-12 ; Mc. VI, 21-29.]
  14. [Gw. Jud. XI, 23-40.]
  15. [Gw. I. Reg. XIV, 24-30.]
  16. [Matth. V, 34.]
  17. [Ps. CXIX, 5.]
  18. [N'eus anv ebet eus harlu e levr Job.]
  19. [Cf. Act., XXVI, 29 : Opto apud Deum… omnes… fieri tales, qualis et ego sum, exceptis vinculis his.]
  20. [II. Cor. IV, 17.]
  21. [Cf. Imit. Chr., l. I, c. 18 (dre vras).]
  22. [Lakaet war gont s. Aostin gant Bonav., Pharetra, I, 43.]
  23. […]
  24. [Imit. Chr., l. III, ch. 47, 3.]
  25. [Cf. Imit. Chr., l. III, ch. 47 (dre vras).]
  26. [Cf. Aug., Confess. VIII, 11, n. 17 : Et irridebat me (…) quasi diceret : « Tu non poteris, quod isti, quod istæ ? »]
  27. [Rom. VIII, 28.]
  28. [IV. Reg. XIX, 22.]
  29. [Rom. VI, 23.]
  30. [Cf. Neh. XIII, 23-24.]
  31. [Is. XXVIII, 15.]
  32. [Joan. VIII, 44.]
  33. [Ps. CVIII, 18.]
  34. [Gw. IV. Reg. XVIII-XIX.]
  35. [Gw. Act. XIX, 21-23.]
  36. [Gw. Lev. XXIV, 16.]
  37. [Jo. Chrys., Homil. in Ep. ad Rom. ; ha lec’hioù all.]
  38. [Aug., Enarr. in Ps. XCI, 7.]