3. gourc’hemen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1846  (p. 150-166)




VAR AN DREDE GOURC’HEMEN.


Memento ut diem sabbati sanctifices.
Ho pezilt sonch da zantifia an deiz a repos.

Doue, goude beza ordrenet deomp, en daou gourc’hemen quenta, an enor hac ar respet interior a dleomp da gaout evit e hano santel, a c’houlen ouzomp, en drede gourc’hemen, m’hon devezo sonch d’en enori ive exterioramant, o consacri d’e zervich ur certen amzer eus hor buez, abalamour hor c’horf a zo, couls hac hon ene, al labour eus e zaou[a]rn. An deiz, guechal consacret da Zoue, a oa hanvet ar sadorn, sabbatum, da lavaret eo, an deiz a repos, abalamour ma teuas Doue, goude beza crouet ar bed e c’huec’h devez, d’en em reposi er seizvet, evit consideri ar pez en devoa græt, Doue el lezen ancien a ordrenas d’e bobl ober ar memes tra ; lezel a reas ganthan c’huec’h devez evit labourat, pep-ini hervez e stad hac e gondition, mæs ordren a reas en em reposi er seizvet evit consideri ar pez a vize græt er c’huec’h devez-all… An deiz eus ar sabat, pe eus ar sadorn, miret guechal, a zo bet cenchet gant an ebestel pere a ordrenas ma vije consacret da Zoue ar zul , pe an deiz quenta eus ar sizun, abalamour a guêver an deiz-se e ressuscitas Jesus-Christ, e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, hac e commanças ar bublication eus al lezen a c’braç. An dradition eo a zesq deomp ar virionez-ma, evel ma tesq ive deomp penos badiziant ar vugale plonget en dour, pe roet gant an hæretiquet, a zo mâd. An dradition a zo guirion evel ar Scritur ; rac sant Paul e-unan a recommande d’an habitantet a Dessalonic derc’hel-mâd da draditionou o zud coz, had ar pez en devoa desquet dezo dre goms [1]. Sant Ignaç, merzer ha disquibl da sant Per, sant Irenee, Tertulien, sant Bazil, ha var o lerc’h an oll goncilou, o deus consideret an dradition ebars en Ilis, evel ur voyen sur ha certen da anaout ar virionez. An ebestel eo eta o deus græt ar cenchamant-ma, hac o deus er græt gant ræson, eme sant Augustin [2], evit ma teuze ar gristenien da zelebri e guirionez, ar pez na zelebre ar Yuzevien nemet e squeud ? D’ar zul e celebromp eta non pas hepquen ur memor eus ar repos a guemeras Doue goude beza crouet pep-tra, mæs ive eus ar repos santel e pehini e c’hantreas hor Zalver goude e vuez poanius, hac an tourmanchou eus e bassion hac eus e varo.

An oll amzer a zo da Zoue : tuus est dies, et tua est nox [3] ; mæs ar zul a zo dezan e particulier, abalamour ma er goulen diganeomp : an deiz-ma a zo e guirionez deiz an Autrou souveren : dies dominica… Pep-tra-oll a zo da Zoue ; aour, arc’hant, madou ; mæstr eo da guement-so : ego Dominus ; cousgoude ne deus nemet certen traou consacret dezan, evel ma’z-eo ar vessel sacr, an ornamanchou : an oll blaçou a zo da Zoue, Domini est terra [4], cousgoude ez-eus certen plaçou consacret dezan e particulier, evel ma’z-eo an ilisou, ar chapelou, ar berejou hac ar plaçou-all benniguet : er memes tra, petra-bennac maz-eo an oll amzer da Zoue, ez-eus cousgoude certen deveziou pere a zo consacret dezan dreist ar re-all, non pas gant ar pap, na gant an esquibien, mæs ganthan e-unan ; an deiziou-ma eo ar zuliou santel. An Ilis o veza hor mam, a ell ive institui goueliou hac o lemel pa gar : hon obligea a ell d’o miret, evel ma c’hell ur roue obligea e zugidi da viret lezennou e rouantelez : rac-se ez-omp obliget da viret ar goueliou berz evel ar zuliou ; entent a dleer eta ar pez a lavarimp varlerc’h eus an eil couls hac eus eguile.

Ar zul a santifier dre’n œuvrou-mâd ha dre’r beden.

I. Ar zul a santifier dre’n œuvrou-mâd : ar c’henta hac an importanta eus an œuvrou-ma ordrenet deomp da zul ha da vouel, eo clevet an oferen, hervez gourc’hemen an Ilis : cleo devot ha pen-da-ben, bep sul, bep gouel an oferen, abalamour an oferen a zo an action zantel dre excellanç dre behini hor Zalver en em offr a nevez, evit hor zilvidiguez, d’e Dad eternel. Red eo c’hoas, hervez ar c’honcil a Rheims [5], evit santifia mâd ar zul, assista en ofiç parres, er prôn hac en instructionou a ra ar pastor, mont d’ar gousperou, ober œuvrou a drugarez ha pidi, pep-ini guella ma ell : diebus dominicis et festis, in suas parochias populus conveniat, et missæ, concioni et vesperis intersit… Ret eo 1° clevet an oferen pen-da-ben ha gant devotion ; an dud a erru, dre ho faut, goude an Aviel guenta, a gomet ur pec’het-bras ; hac ar re a barlant pe a gousq epad an oferen, ha memes epad ul loden-vras eus an oferen, ne accomplissont quet an obligation o deus d’he c’hlevet gant respet ha gant feiz. Rac-se, it ato a bred d’an ilis : n’en em arretit er vered nemet evit pedi Doue, rac ar porchet hac ar vered, ne dint quet plaçou da gauseal : na rit quet evel certen tud pere a zo casi bepret ar re diveza o c’herruout hac ar re guenta o vont quit : henvel int ous ar greun-fall pere a ia gant an avel. Pec’hi a ra, eme ar c’honcil a Drant, ar re ne assistont quet en oferen hed-ha-hed, hac ar pastor a dle o repren publicamant. 2° Ret eo assista en ofiç parres : ar c’honcil a Drant a verq deomp an obligation-ma, pa lavar penos an escop a zo e zever avertissa an dud da assista, pep-unan hervez e possubl, en ofiç divin en e barres, da zul ha da vouel berz : moneat episcopus unumquemque teneri parochiæ suæ interesse, ubi id commodè fieri potest, diebus dominicis et majoribus festis [6]. Ar pastor a lavar an oferen-bred evit tud e barres, just eo eta d’ar re-ma assista, muia ma ellont, en oferen a leverer evitho, hac ar re na ellont quet dont a dle pedi er guær, evit ma vezo oll galonou tud ar barres savet assamblez varzu Doue. Pec’hi a rer, hervez meur a goncil eus ar rouantelez-ma, o chom hep ræson legitim ebet, teir sulvez dious-tû, hep assista en ofiç parres. Gant aon d’en em drompla, en ur vatier quen important, pep-ini a dle rei mâd da anaout d’e bastor pe d’e goessour evit pe ræson e cred gallout chom hep dont d’an ofiç d’e ilis parres. Evit en em iscusi, lod eus an dud a lavar e cavont re-hir an ofiç en o farres, ha lod-all e cavont re-hir an hent : d’ar re a gao re-hir an ofiç, e c’heller lavaret gant guirionez penos ne garont quet an Autrou Doue, abalamour n’en em blijont quet en e dy o clêvet e veuli hac o clêvet parlant anezan : digant ar re a gao re-hir an hent e c’houlenfen petra ne roffent-hy quet evit yec’1het o c’horf, evit gounit ur som considerabl ? Perac na rahent-hy quet ar pez o deus græt ho zud-coz er feiz, hac ar pez a ra c’hoas cals a re-all eus o c’hartier ?… Offrit da Zoue ar boan hoc’h eus oc’h ober an hent hir ha diæz-se, evit ar pec’hejou hoc’h eus cometet var ar zizun : nevezit bep sul, en ho parres ho resolutionou-mâd ha promessaou ho badiziant dirac an auter sacr var behini e vez offret evidoc’h quellies a vech ar victim a silvidiguez, ha dirac an dribunalou santel eus ar binigen e pere ez-oc’h bet quellies a vech reconciliet gant Doue. 3° Ret eo assista er prôn hac en instructionou a rer en ilis parres. An Ilis a ra un obligation absolu d’ho pastor d’hoc’h instrui, ha dre eno, hoc’h oblich ive da glêvet ar pez a lavar deoc’h eus a berz Doue, pehini a stag, dre garantez evidoc’h, graçou particulier ous e gomzou. Mar d’oc’h instruet-mâd hac e stad a c’hraç, comzou Doue, en ur vezur hoc’h ene, ho rento c’hoas justoc’h ha santelloc’h : qui justus est, justificetur adhùc, et qui sanctus est, sanctificetur adhùc [7] ; mar d’och ignorant hac e stad a bec’het, ez-oc’h obliget d’en em instrui dindan boan a zaonation, ha da glevet gant respet an avizou-mâd a roer deoc’h evit gallout ho tenna eus a zindan esclavach an drouc-speret. Obliget oc’h da receo ar sacramanchou en deus instituet hor Zalver evidoc’h, ha da vale en hent a gundu d’e rouantelez ; mæs penos e recevot-hu mâd ho sacramanchou, ma na ouzoc’h quet anaout an dispositionou requis evit o receo ? penos e c’hallot-hu bale en hent a gundu d’ar barados, ma na ouzoc’h quet e anaout ? Piou-bennac e c’hallit beza, clevit eta gant respet ha gant attantion comzou Doue, hac evel ar Verc’hes Vari, songit alies enno, ha dalc’hit ho doun en ho calon : Maria autem conservabat omnia vcrba hcec, conferens in corde suo [8]… 4° Assista a dleit ive er gousperou pere a zo evel sacrifiç ar pardaez, sacrificium vespertinum, hac evel an ofiç eus a anteramant hor Zalver pehini, diouz ar mintin, a zo en em immolet evidoc’h var an auter. Guir eo penos ar gousperou ne dint quet gourc’hemennet deomp evel an oferen, dindan boan a bec’het marvel, mæs hor mam santel an Ilis hon ali meurbed da assista enno : pedennou ar re gaera int, canet e commun : excellanta moyen evit apæzi coler Doue, ha tenna varnomp e c’hraçou ! Deiz ar zul a zo oll da Zoue : obliget omp eta da bedi er guær pe en ilis ; mæs o pedi en ilis, e sentomp eus an avis a ro deomp, hac e pedomp e commun ê ty hor mæstr, ar pez a rent hor peden cals agreaploc’h dezan pa eo guir e bromet en em gaout e-unan etouez ar re en em assamblo da bedi en e hano : ubi sunt duo vel tres congregati in nomine meo, ibi sum in medio eorum [9]. Evit an oferen vintin hac ar gousperou, e c’haller mont d’an ilis tosta, pa vez veritablamant re-hir, pe re ziæz dont d’an ilis parres… Goude beza assistet-mâd en ofiçou divin, grit an oll œuvrou a drugarez a zo en ho callout ; mæs aroc pep-tra, examinit-mâd ho coustianç ha guelit penos hoc’h eus tremenet ar sizun : ar zul a zo un deiz a repos, en em reposit eta, evit guelet e pe stad en em gavit dirac Doue : mar en em zantit coupabl eus a ur pec’het marvel bennac, grit pinigen ac’hanoc’h hoc’h-unan ha ne zaleit quet da vont d’en em reconcilia gant Doue dre ur goession-vâd : ispicial grit ho possubl evit en em zizober eus ar pec’hejou e pere hoc’h eus, siouas ! an accustumanç da cuëza… Grit ive scol d’an dud ignorant particulieramant da dud ho ty : bizitit ar re glân, consolit an dud affliget : grit an aluzen d’ar paour ha dre bræferanç d’ar beorien mezus… Permetet eo en em recrei da zul ; quemeret a ellit eta ur recreation honest hervez custumou meulabl ho pro, mæs ar recreation se ne dlê quet beza re-hir, abalamour d’an obligation hon deus da santifia an deiz consacret da Zoue dre hon œuvrou-mâd, hac ive dre’r beden.

II. Red eo pedi e pep amzer, a lavar deomp ar Speret Santel : orate omni tempore [10] ; mæs ar zul a zo, ispicial, un deiz a oræson hac a beden, abalamour ma’z-eo, dreist an oll deiziou-all, an deiz consacret da zervich Doue : an dud a ell assista en ofiçou divin, a dle eta pedi a greiz o c’halon, assamblez gant minislret ar religion, ha gant an dud fidel etouez pere en em gavont : ar re a so obliget da vont d’an oferen vintin, pe memes da chom er guær, o veza clân, pe o caout ur ræson-all bennac legitim, a dle unissa o intantion gant intantion an Ilis, ha pedi, hervez o galloud en o farticulier o-unan, mæs ispicial epad an oferen-bred ; rac an oferen-ma a vez ato lavaret evit oll dud ar barres pere a vez neuse recommandet da Zoue gant ar belec : ho pezit sonch, ô va Doue, eus ho servicherien hac eus ho servicherczet : Memento, Domine , famulorum, famularumque tuarum [11]. Epad ar sacrifiç divin-ma, Doue a scuill e venedictionou ar re abondanta var ar re a vez disposet-mâd, hac o goulen a greiz o c’halon... Mæs pe seurt graçou a recevo an dud-se pere a dremen an amzer santel eus an ofiçou divin o cousquet, o c’hoari, o cauzeal, o trouc-preseg, pe o cometi c’hoas pec’hejou brassoc’h en davarn pe un tu-bennac-all e goal gompagnunez ! allas, eleac’h militout ha receo benedictionou Doue, e vilitont hac e tennont varnezo, var o zud ha var o bro, e goler hac e vallos : noluit benedictionem et elongabitur ab eo ! [12]... Tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, roit er poent-ma ive an exempl-vâd d’ho bugale ha d’ho tomestiquet ; pa viot bet en oferen-vintin, serrit-clos dor ho ty e mare an oferen-bred hac e mare ar gousperou : livirit d’ar re a renq chom d’ho sicour da ober al labour necesser : deut eo poënt an oferen ; brema hor Zalver carantezus a zo o vont d’en em offr evidomp d’e Dad eternel dre zaouarn ar belec ; en em offromp hon unan da Zoue : unissomp hor pedennou gant pedennou ar belec ha gant pedennou ar re a zo a veuli Doue en ilis : pedomp oll assamblez, pedomp an eil evit eguile, evit m’en devezo Doue truez ouzomp ha ma c’haccordo deomp ar graçou a bere hon deus ezom. Tremenit neuse amzer an oferen o pedi assamblez gant tud ho ty, pe oc’h ober ul lectur devot bennac hac o parlant eus a Zoue d’ho tud : ar memes tra a dleit da ober e mare ar gousperou. Mar cavit diæz pedi abalamour d’an droug a ra, ha d’al labour a ro deoc’h ho bugale, da viana, desquit dezo ho fedennou, ha parlantit dezo eus a Zoue ; livirit : deut eo, bugaligou, ar moment da bedi an ini en deus ho crouet : sellit ous an êe, eno ema an Doue en deus roet deoc’h ar vuez ; an Doue en deus ho prenet gant ar pris eus e voad, hac en em offr evidoc’h er moment-ma var an auter : ni ho car, bugaligou, mæs guel eo ganeomp ho guelet o vervel eguet ho guelet oc’h offanci an Doue-se infinimant-mâd hac infinimant dîn da veza caret.

Cetu a ze ar guentel-gaër a roe mam ar Machabeanet ha mam Louis IX eus an hano, d’ho bugale pere a zo hirio sænt bras er barados : evel-se e tleit en em santifia hoc’h-unan evit gallout ive santifia ho bugale : sanctifico me ipsum, ut sint et ipsi sanctificati in veritate [13]… Mar hoc’h eus bolontez-vâd, an amzer ne vanco quet deoc’h : etouez ho labourou ar re izella memes en apparanç, netra n’hoc’h ampech da zevel ho calon varzu Doue ; ar profet David a bede al loened hac an oll draou crouet da veuli Doue assamblez ganthan. Sant Giles, o consideri an tân a rêa er gueguin , a bede continuelamant an Autrou Doue d’er præservi eus a dân an ifern a behini tân ar bed-ma ne dê nemet ar squeud… Pa vezo ho tro da vont d’an oferen-bred, avertissit-mâd ho pugale hac ho tomestiquet da unissa ho fedennou gant ho re epad an ofiç : promitit dezo ho pezo sonch anezo en ilis en ho pedennou, ha livirit dezo pedi ive evidoc’h er guær : en distro eus an ofiç divin : parlantit dezo guella ma ellot, eus an instructionou ho pezo clevet, ha grit dezo ober deoc’h ar memes tra d’o zro.

Ar zul a brofaner, ispicial, dre’n œuvrou servil ha dre’n œuvrou a voal-exempl.

I. An œuvrou servil so an œuvrou a rer mui dre ners ar c’horf eguet dre zicour ar speret, hac a rer e guel a recompanç pe a c’hounideguez. Hanvet int œuvrou servil, opera servilia, rac ma ez-int œuvrou ar zervicherien pe an dud a gondition izel. An Ilis, ha Doue e-unan, en e Scritur, a zifen ober da zul ar seurt œuvrou, hac ive da vouël berz : neuse pep labour a lezi evit da Zalver a enori : ho pezit sonch, eme Zoue, da santifia an deiz a repos : na reot labour-ebet en deiz-ma, na c’hui, nac ho mab, nac ho merc’h, hac ho servicherien, nac ho loened. Ar gourc’hemen-ma a oa a guer-bras obligation-ma oa difennet pep seurt labour dindan boan a varo. Len a reomp er bemzecvet chabistr eus a levr an Nombrou [14] penos, epad ma oa ar bobl a Israel en desert, e voue cavet un den o testum un nebeud queuneud da sadorn : arretet e voue var an heur ha cacet da Voyses ha da Aaron pere a ordrenas en dihoal bete gouzout petra vije græt anezan. Doue o veza bet consultet a zisclerias e lacat d’ar maro, hac ober d’ar bobl, goude er beza cunduet dianvez ar plaç e pehini e voant campet, dont d’e laza a doliou mein. Rust e seblant al lezen-ma, mæs Doue en devoa en ordrenet, en amzer-se a rigol evit rei da entent e tifenne pep labour en deiz consacret d’e zervich… Guelit eta pe seurt micher hoc’h eus, ha pe seurt trafic a rit evit beva : Doue a zifen ouzoc’h en ober da zul ha da vouël-berz.

Cousgoude ez-eus occasionou pere a ell hoc’h excusi en ho labourou da zul ha da vouël : peder zo anezo, eme sant Thomas [15] : 1° an necessite, pehini , evel a lererer, ne oar anaout lezen ebet : permetet eo eta certen labourou public absolumant necesser, evel sevel ur pont discaret gant an dour ; laza un tân goal ; præpari boued d’an dud ha d’al loened ; beachi var vor ha var douar e cas a necessite ; mont da glasq ur medicin, pe ive da glasq peadra da veva quentoc’h egued marvel gant an naon : evel-se hor Zalver a deu da zouten caus e zisquibien a-enep ar Yuzevien pere o zamalle da veza destumet pennou ed en ur dremen evit terri o naon, deiz ar sabat : n’hoc’h eus-hu quet a sonch, emezan, petra a eure David hac e arme oc’h en em zantout poaniet gant an naon ? [16] Antren a rejont en templ ha dibri a rejont ar bara consacret da Zoue, petra-bennac ar bara-ma a oa evit ar veleyen hepquen… 2° Orni an ilisou, eguis ma’z-eo stigna an auteriou, præpari an ornamanchou, etc… 3° Utilite-vras an nessa ; pa en em gao clân, pe en un danger-all bennac, evel a eure hor Zalver pa bareas ar paralitic a behini e parlant an Aviel [17]… 4° An dispanç a ro ar superioret ecclesiastic, pa vez goal amzer, pe ive pa erru ur goal-eur public bennac.

Mæs ha permetet eo, goude beza clevet an oferen, d’an alvocaded pledi ; d’an notered ober actou pe gontrajou ; d’ar vedicinet guelet o zud clân : d’ar varc’hadourien derc’hel foar, guerza ha prena ; d’ar charetourien, charead ; d’ar velinerien, mala ; d’an davarnourien rei da zibri ha da efa ; d’ar barvyer ober barvou ; d’ar chasseourien ha d’ar besqueterien , chasseal ha pesqueta ? An œuvrou a rêr mui dre zicour ar speret eguet dre ners ar c’horf, hanvet œuvrou liberal, opera liberalia, da lavaret eo, œuvrou dîn eus a dud libr, evel len, scrifa, instrui, preseg, studia ; hac an œuvrou commun, opera communia, da c’houzout eo, an œuvrou a zere ouz an darn-vuia, evel ma’z-eo, dibri, c’hoari, musical, a zo permetet da bep-unan, mæs o ober a dleer gant moderation, hac hervez intantion an Ilis pehini a zesq deomp penos ne zantifier quet ar zul o tremen amzer an oferen hepquen o pedi, nac o tremen memes an anter eus an deiz, evel na gontanter quet ur mæstr pa na labourer evithan nemet un heur peziou, na memes epad un anter devez pa c’houlen an devez labour pen-da-ben : an ini a dle cant scoet, ne baë nemet an anter eus e zle o rei anter-cant : evel-se ive, an ini ne dremen nemet an anter eus ar zul e servich an Autrou Doue, ne ra nemet an anter eus e zêver. Evit santifia-mâd ar zul, eo ret assista en ofiç pa eller, ha pa na eller quet, pedi er guær, ha tremen ræsonablamant an amzer e servich Doue, evel ma tremen un devejour e amzer e servich ar mæstr gant pehini ema var devez. Rac-se an alvocadet evel an dud-all, a ell studia ha rei avizou-mâd da zul ha da vouël, aroc pe goude poënt an ofiç e pehini e tleont assista o-unan ; mæs ne dleont quet pledi gant aon d’en em zistrei o-unan, pe da zistrei ar re-all eus an ofiç divin, ha da vancout evel-se da santifia ar zul. An noteret ne dleont quet evit ar memes ræson, ober actou na contrajou da zul na da vouël berz. Ar vedecinet a ell guelet, ar re glân en danger a varo, ha non pas re-all. Ar c’honcil a Reims ha cals a goncilou all a zifen ar foariou hac ar marc’hajou da zul ha da vouël, dindân boan da veza excumunuguet: nundinæ publicæ et mercatus ne fiant diebus dominicis et festis, sub pœnâ excommunicationis [18] ; var ar mæz, e permeter guerza ha prena mercerez, da lavaret eo, marc’hadourez vian, abalamour na ell quet an dud en em bourvei a guemen-ma var ar sizun. Ar charetourien implijet gant ar gouarnamant, a ell chareal goude beza clevet an oferen, ha quemen-ma evit commodite an nessa hac evit an utilite public. Ar velinerien ne dleont mala da zul nemet dre necessite, abalamour d’an dour-bian, pe da un ezom-all bennac, mæs heani a dleont e mare an ofiç, hervez o fossubl. An davamourien a ell rei da zibri ha da eva d’an estranjourien e pep amzer, rac supposi a dleomp charitablamant o deus ezom, pa na velont quet mercou sclær eus o gourmandis : mæs rei da eva da dud ar barres e mare an oferen-bred pe ar gousperou, a zo evit an tavarnour hac an ini a ev, ur pec’het marvel ha memes ur c’haz reservet. Pec’hi a rer ive marvelamant o rei da eva da dud veo. Ar barver na dle quet ober barvou da zul na da vouël, mæs coupaploc’h eo cals pa ra al labour-ma e mare an ofiç. Permetet eo chasseal ha pesqueta evit en em recrei, aroc pe goude an ofiç ; mæs fall-eo chom re-hir, ha dangerus eo en ober aroc an oferen gant aon d’en em exposi da chom hep assista enni.

II. Profani a rer c’hoas ar zul dre’n œuvrou a voal-exempl ; evel ma’z-eo, an dansou, ar c’hoariou, ar beachou dangerus… 1° An dud avaricius a brofan ar zul oc’h ober labourou difennet, ato e cavont un dra-bennac da ober : an dud libertin hac an dud gourmand er profan dre o libertinach hac o gourmandis. Sant Augustin a lavar penos an dansou a zo quer control da santification ar zul ma ve guel ganthan guelet un den o labourat en e barq, ur plac’h o neza he c’heiel, eguet o guelet o tansal [19]. Perac ? abalamour al labour a zo ur mâd permetet hac ordrenet memes en un amzer-all, eleac’h an dansou, ma ne dint quet un drouc anezo o-unan, a zo da viana ato un occasion a bec’het. An dansou, ar zongesonou, an desirou, ar c’homzou, ar sellou, ar gestou, pep-tra-oll a zo evit an drouc-speret, netra evit Doue. Obliget omp da offr pep-tra da Zoue, ha da ober pep-tra evit Doue : mæs penos offr an danç , nac ive dansal dre garantez evit Doue ? An dansou da zul ha da vouël-berz a zo diouvech difennet, o veza ma zint ato un occasion a bec’het, hac o veza ma zint control da santification ar zul. Dansal da zul ha da vouël bers a zo ur c’haç reservet en escopti Querne. Ar c’honcil a Dour [20], da behini e tle oboissa ispicial ar brovinç a Vreiz, a zifen dansal da zul ha da vouël, hac a deu da excumunugui ar re a zançfe e mare an oferen-bred, pe e mare ar gousperou. Cals eus a rouanez Franç o deus græt ar memes difen : penos eta e caver tud aheurtet avoalc’h evit disprisout quellies a lezen ? O c’hundu hac o exempl a zo mercou sclær eus a fallagriez o c’halon… 2° Ar c’hoariou etre goazet ha merc’het a zo c’hoas dangerussoc’h evit an dansou, ha quen impossubl eo beza chast hac en em blijout er seurt scanvadurezou, evel ma’z-eo bale var glaou beo hep lesqui plantou an treid : an dud a zonch hac a gred autramant, n’o deus mui a feiz : naufragaverunt circa fidem [21]. Etouez ar c’hoariou fall a rêr da zul, e conter ive gant ræson ar c’hoari-mellad : oc’h c ober, en em laqueer en danger d’en em vlessa, da gaout cassoni an eil ouz eguile, hac e cuëzer dindân an excumunuguen. Cals-all a dud a dremen o amzer da zul, en davarn o c’hoari cartou hac oc h eva ; an dud miserabl-ma a bec’h e meur a fæçon : re-hir e chomont da c’hoari, re-vras c’hoariou a reont ha re e c’hevont. C’hoari da zul ouspen diveur dious-tu, petra-bennac ne dê quet e mare an ofiç a zo fall : en em exposi da goll ouspen ar pez a eller da c'hounit en un devez, a zo ive un drouc-bras, mæs Doue hepquen a oar peguer criminal eo ar re a dremen ul loden-vras eus ar sul o c’hoari hac oc’h eva dreist-voder, memes epad an ofiç divin ! allas, ar re o deus ar goal accustumanç-ma, a vezo diæz-bras dezo en em gorrigea, ha ma n’en em gorrigeont quet, ne antreint biquen e rouanlelez Doue : rac-se an abostol ne barlant anezo nemet en ur voëla, o veza ma zint adversourien da groas Jesus-Christ : flens dico inimicos crucis Christi [22]… 3° Ar beachou, ar pelerinachou, pe rederez ar pardoniou a zo ive, lies a vech, occasionou da brofani ar suliou hac ar gouëliou santel : un devez pardon a oa guechal un devez caer e pehini ar guir bænitantet a receve ar remission eus o fec’hejou ha cals a induljançou : mont a rent eleac’h ma vize pardon, gant guir santimanchou a feiz : en ur vont gant an hent, o fen disolo, ne heanent da bedi pe da gana meulodiou an Autrou Doue : ar memes tra a rêt guechal en ur vont d’an ofiç parres, hac ar memes tra a alfet da ober c’hoas : mæs allas, penos en em renter hirio er pardoniou hac eu ofiçou divin ? Rederien ha rederezet ar pardoniou ne veachont peur-liessa nemet dre guriosite, da lavaret eo, evit guelet ha beza guelet : an dud fidel a vez scandalizet o clevet o c’homzou bavard, ho c’hanaouennou-fall, hac o velet o goal-gomportamant ; evel-se, eleac’h tenna varnezo ha var o bro benedictionou Doue, ne dennont varnezo o-unan ha varnomp-oll, nemet e goler hac e valediction : mancout a reont d’an ofiç ha profani a reont e mil fæçon ar zul a behini e reont un devez a vil fec’het. Allas, hon-unan, mar queromp examina piz hor buez, e velfomp penos hor pec’hejou brassa a zo bet, marteze, cometet da zul ha da vouël, circonstanç cousgoude pehini o rent grevussoc’h abalamour d’an obligation a ra Doue deomp da santifia ar suliou hac ar gouëliou berz. An deiziou-ma a zo deiziou a c’hraç hac a bardon, oc’h o frofani, en em rentomp indîn eus ar graçou hac eus ar pardon a bropos Douc deomp. An sul-so un deiz a alusen choaset gant Doue evit accordi d’e vugale o ezomou, mæs evit o obteni e renquer o goulen ha senti, ha cals ac’hanomp ne bedont quet en deiziou-ma, ha ne c’houlennont netra ; amzer ar zul a zo un amzer brecius evel amzer an eost, hac un darn-vras a dremen an amzer-ma hep ober netra pe oc’h ober goal œuvrou… Goulennomp pardon eus hor pec’hejou tremenet, ha laqueomp evez-mâd da brofani ar suliou pe ar goueliou bers en amzer da zont : en em reposont en deiziou-ma evit guelet e pe stad en em gavomp dirac Doue hac evit goulen ar sicourou a bere hon deus ezom !!!

  1. [Cf. II. Thess. II, 15.]
  2. […]
  3. [Ps. LXXIII, 16.]
  4. [Ps. XXIII, 1.]
  5. [Concil. Remense anno 1583, tit. De diebus festis, art. 3.]
  6. [Concil. Trident. Sess. XXIV, cap. 4.]
  7. [Apoc. XXII, 11.]
  8. [Luc. II, 19.]
  9. [Matth. XVIII, 20.]
  10. [Cf. Eph. VI, 18 : orantes omni tempore in spiritu.]
  11. [Canon Missæ.]
  12. [Ps. CVIII, 18.]
  13. [Joan. XVII, 19.]
  14. [Num. XV, 32-36.]
  15. [Ne gaver seurt tra en oberoù gwirion s. Tomas.]
  16. [Gw. Matth. XII, 3-8.]
  17. [Gw. Joan. V, 5-18.]
  18. [Concil. Remense, an. 1583 (Labbæus t. XV, p. 889), tit. De diebus festis, art. 5.]
  19. [Cf. Aug., Sermo IX (De decem chordis), 3 : Et melius feminæ eorum [= ar Yuzevien] die sabbati lanam facerent quam toto die in mænianis suis impudice saltarent ; Enarr. II. in Ps. XXXII, 6 : Melius enim utique tota die foderent, quam tota die saltarent ; Enarr. in Ps. XCI, 2 : Melius est enim arare, quam saltare ; ha kalz lec’hioù all en enep d’an dansoù.]
  20. [Concil. Turon., an. 1583, Labbæus t. XV, p. 1019.]
  21. [II. Tim. I, 19.]
  22. [Phil. III, 18.]