PEVARE GOURC’HEMEN.
Honora patrem tuum et matrem tuam, ut sis longævus super terram.
Enorit ho tad hac ho mam, evit ma o pezo ur vuez hir.
I. Enori unan-bennac hervez ar c’honcil a Drant [1], a zo caout istim evithan ha quemeret e interest e pep tra. An enor-ma a zupos ar garantez, ar respet, an oboissanç hac an asistanç; rac-se eo gant cals a ræson en deus ar Speret-Santel en em zervichet eus ar guer enorit, ha non pas carit na dougit, petra-bennac ma tleomp caret ha douja hor c’hærent. En effet, caret a eller hep enori, ha douja hep caret, mæs an ini a enor e guirionez unan-bennac, en deus er memes amzer evithan doujanç ha carantez... 2° Ho tad hac ho mam : ar guer tad, hervez ar memes concil [2], a sinifi, er gourc’hemen-ma, non pas hepquen an ini en deus roet deomp ar vuez, mæs e general ar re a zo huelloc’h evidomp dre o c’harg, o c’hondition hac o oad : va c’honsiderit, eme an abostol, evel ho tad, me pehini am eus hoc’h angeandret da Jesus-Christ dre’n Aviel [3]. Evel-se ar bastoret, hac e general an dud a ilis a receo diganeomp an hano a dad : va zad, roit d’în ho benediction. Ar rouanez hac ar re a oa e pen ar gouarnamant, a c’halvet ive guechal dre’n hano a dad ; soudardet Naaman a roe dezan an hano-ma [4]. Ar vistri hac an dud ancien a c’halver c’hoas dre’n hano a dad ; rac-se ar gourc’hemen ma ne gompren quet hepquen deveriou ar vugale e quêver o zad hac o mam, mæs e general deveriou an inferioret e quêver o superioret, ha deveriou ar superioret en andret o inferioret… 3° Evit ma o devezo ur vuez hir : sant Thomas a ro deomp ar ræson a guemen-ma : just eo, emezan, e ve lezet pell gueneomp ar pez evit pehini e tleomp caout cals a obligation, hoguen ar vuez eo hon deus recevet digant hon tadou hac hor mamou, ha mar o respetomp abalamour d’an obligation hon deus dezo, an Autrou Doue a lezo pell gueneomp ar vuez hon deus recevet digantho [5].
Ar gourc’hemen-ma eo ar c’henta eus en eil dablen : var an dablen guenta e oa scrifet an tri gourc’hemen quenta, da lavaret eo, an enor, ar garantez hac a respet a dleomp da Zoue, ha var an eil daulen, an enor, ar garantez hac ar respet a dleomp da dad ha da vam, hac e general d’hon oll superioret, quen ecclesiastic quen civil… Parlant a raimp da guenta eus a zeveriou ar vugale en andret o zadou hac o mamou, hac eus a zeveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale : d’an eil eus a zeveriou ar zervicherien en andret o mistri, hac eus a zeveriou ar vistri en andret o zervicherien : d’an drede, eus a zeveriou ar priejou, an eil en andret eguile : d’ar bevare eus ar zeveriou ar bobl en andret ar re er gouarn, hac eus a zeveriou ar re-ma en andret ar bobl : ac’hano pevar articl.
quenta articl.
Deveriou ar bugale en andret o zadou hac o mamou, ha deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale.
Ar vugale a dle enori o zad hac o mam, o respeti, senti outho hac o asista.
I. O enori : peder ræson hon oblig da guemen-ma. 1° Lezen an natur scrivet e calon pep-unan ac’hanomp en ordren deomp : angeandret ma zomp gantho eus o substanç, panaved ho ne oamp netra. Dihoallit, eme ar Speret Santel, da ancounac’haat ar boan en deus bet ho mam oc’h ho lacat var an douar, hac ar zourci en deus quemeret ho tad d’ho tic’horren [6]. Ar bayanet o deus anavezet an obligation ma : Seneq ne oa quen, hac a lavar penos ne dê bet biscoas dizent oc’h e dud [7]. An anevaled memes o deus ur certen anaudeguez eus al lezen-ma, ha dre o instinc a deu d’he miret. Ar cigogn, petra-bennac ne dê nemet ul labous dister, a c’holo e vam gant e bleun hac e fastur e-unan, eme an naturalisdet. Un niver-bras a loened a zisquez ar memes lenerediguez en andret ar re digant pere o deus recevet ar vuez. 2° Doue en deus graet deomp ur gourc’hemen expres da enori hon tad hac hor mam : honora patrem tuum et matrem tuam. Tertulien a c’halv ar gourc’hemen-ma an eil religion goude Doue : secunda à Deo religio [8] ; da lavaret eo, obligeta ma zomp eo da enori hor c’hærent goude Doue. 3° Ar promessaou caër a ra deomp ar Speret Santel, a dlefe beza avoalc’h evit hon douguen da enori hon tadou hac hor mamou ; lavaret a ra : an ini a enor e dad hac e vam a zo henvel ous an ini a zestum un tenzor ; clevet e vezo eus e bedennou en deiz-ma pedo : hir hac eürus e vezo buez ar re a enor o zad hac o mam [9]… Guelet a rêr, evit guir, bugale-vâd avoalc’h o vervel a bred, mæs Doue ne c’halv anezo davinthan, nemet evit ar guella, rac-aoun oc’h, o lezel hirroc’h var an douar, na deufe corruption ar bed da zouilla o c’halonou. Mar gueler eta bugale o vont a vianic gant Doue, ez-eus ive cals pere a varv e punition d’an nebeud a respet a zougont evit o zadou hac o mamou. Sant Bernardin [10] a raport deomp penos un den yaouanq eus e amzer, guinidic eus a Valanç, e rouantelez Spagn, goude beza græt cals a boan d’e dad ha d’e vam dre e zizoboissanç, en em daulas da laërez ; crouguet e voue d’an oad a trivec’h vloas, hac e vleo a deuas da venna quement oc’h ar potanç, ma seblante caout dec vloas ha pevar-uguent. An escop eus ar guær a Valanç a bedas Doue da rei dezan ur sclerigen-bennac var guemen-ma, hac a anavezas e vije deut an den yaouanq d’an oad-bras-se, ma en devize douguet ar respet a dleie de dad ha d’e vam. 4° Ar gourdrouzou a ra ive Doue d’ar vugale dizent ha direspet, a dlefe hon lacat da grêna : benediction an tad hac ar vam, eme ar Speret Santel, a grea ty ar vugale, mæs o mallos en discar betec ar fin fond [11]. Cam , mab da Noe, a reas goab eus e dad en ur certen occasion, ha Noe a roas e vallos d’e vab ha d’e oll lignez, dre fæçon bugale Cam a deuas da veza malurus evel o zad, hac esclavet da Sem ha da Japhet, daou vab-all Noe [12]. Mar hoc’h eus, eme ar Scritur, ur mab dizent pehini ne ra van-ebet evit beza avertisset, cacit-ên dirac ar varnourien pere er c’hondaono da veza lazet a doliou mein, evit lemel evel-se ar goal-exempl eus a douez an dud ha rei squer-vâd d’an oll [13]. Absalon, mab da Zavid, a chomas crouguet ous a ur vezen a zivar-bouez e vleo, ha Joab e lazas er stad-se, abalamour ma ouïe penos e oa en era revoltet a-enep e dad [14]. Rac-se al lezen naturel, ar gourc’hemen, ar promessaou, ar gourdrouzou a ra Doue deomp, a ro sclær da anaout an obligation hon deus da enori hon tadou hac bor mamou : en enor-ma, ez-eo comprenet, evel en o zourcen, ar garantez, ar respet, an oboissanç hac an asistanç a dleomp ive dezo.
II. Obliget omp d’o c’haret : ar garantez a zo æssoc’h da gompren evit da esplica : roit d’în eme sant Augustin, un den penini a gar, hac e compreno ar pez a lavaran : da amantem et senti[e]t quod dico [15]. Ur c’hrouadur e gar e dud, mar en em blich en o c’hompagnunez, mar sonch enno alies, mar guemer e pep-tra o avis, mar sent outho gant joa ha mar parlant-mâd anezo. 1° An natur a lavar deomp : carit ho tad hac ho mam, rac dezo e tleit ar vuez : honnez eo ar guentel a ro deomp ar bleizi, an tigret hac an anevaled ar re gruella. Ha possubl eo ne garfemp quet ar re eus a bere ar goad a red en hor goazied, hac a bere ez-omp ar c’hiq hac ar substanç ! 2° Doue a lavar deomp : caret a reot ho nessa evel d’hoc’h hoc’h-unan : hoguen hon tud nessa eo hon tadou hac hor mamou ; Doue e-unan a ra deomp eta un obligation absolu d’o c’haret evel d’o enori. 3° An anoudeguez-vâd a dleomp d’hon tadou ha d’hor mamou a gresq c’hoas an obligation-ma, O va mab, eme sant Ambroas [16], petra ne dleit-hu quet d’ar vam he deus roet deoc’h ar vuez ? Songit er boan he deus bet oc’h ho touguen, oc’h ho quenel hac oc’h ho mezur ! nac a ambaras ! nac a zourci ! nac a nec’h ! Considerit, eme ar memes doctor [17], an tad paour-se, ha guelit peguement e labour ! distrempa a ra an douar gant ar c’huësen eus e dall ! en em exposi a ra d’ar rusta amzer, en em gonsumi a ra dre garantez evidoc’h, evit ho sicour en amzer bræsant, hac evit lezel un dra-bennac gueneoc’h var e lerc’h ! ha possubl eo [e] refusac’h dezan ho carantez !
III. Ar memes obligation hon deus d’o respeti : respetit, eme Zoue, ho tadou hac ho mamou, dre hoc’h oberou, dre ho comzou ha dre bep seurt patiantet, evit ma roint o henediction deoc’h ha ma chomo gueneoc’h betec fin ho puez : servichit anezo evel ho mistri, p’o devezo ezom ac’hanoc’h… Mar dint paour, oaget, sempl pe a voal humor, e renquer dihoal d’o disprisout : pe seurt defaut-bennac o deus e tleomp caout memor penos ez-int ato hon tadou hac hor mamou. Selaouomp ar guentel gaër a ro ar Speret Santel d’an oll vugale : va mab, emezan, soulagit ho tad en e gozni ha grit e joa hed e vuez : n’en disprisit quet evidoc’h da veza galloudussoc’h evithan [18]… Consideromp c’hoas ar pez a lavar deomp ar Scritur eus a Joseph [19] : ar patriarch santel-ma o veza deut da veza mæstr eus an Ægypt hac ar c’henta goude ar roue, o c’houzout e oa erru Jacob e dad d’e gaout, en em hastas da vont d’e ziguemeret, hac o veza er guelet o tostaat, e tisquennas pront divar e gar evit mont d’e vriata gant cals a joa hac a respet ; rac, petra-bennac ne oa an den coz-ma, nemet ur pastor-dênved, ha ma oa uset ha torret gant ar gozni, e vab en recevas evel pa vize bet ur prinç ; ha goude beza quemeret sourci mâd anezan epad e yec’het hac e glênvet diveza, e reas caç e gorf, goude e varo, da zouar Cana, evel m’en devoa desiret, ha gant ar memes pomp hac ar memes enor evel pa vije bet unan eus a brincet an Ægypt. Guelit brema a c’hui a heuill an exempl-ma hervez ho stad hac ho c’hondition. Allas, en amzer drist e pehini e vevomp e veler, siouas ! cals a vugale o ræsoni oc’h o zud en o bisach, o tizenti outho, o tisprisout o avizou hac o rebech dezo o sempladurez, o nebeud a speret hac o c’hozni… Quemen-se a zo guir, eme c’hui, mæs va zad ha va mam ne reont netra a guement a alfe va lacaat d’o c’haret ha d’o respeti : ne roont repos-ebet d’în : ne velan enno na furnez, na doujanç Doue, penos eta e c’halfen-me caret ha respeti tud pere ne vilitont nemet cassoni ha disprijanç ? Ha pa na ve quen mâd enno nemet an henvelidiguez o deus oc’h Doue, dre’r galite a dad hac a vam, e tleit o c’haret hac o respeti : considerit en o fersonach hor Zalver Jesus-Christ pehini a vilit, hep douetanç, ho carantez hac ho respet. Sul nebeutoc’h a ræson hoc’h eus d’o respeti, sul-vrassoc’h ez-eo ho feiz, oc’h en ober, ha sul-vui a vilit ho bezo. Ne deus souez-ebet, pa deu ur c’hrouadur da garet, da respeti ha da enori un tad pehini a vêl istimet gant an oll abalamour d’e furnez ha d’e vertus, ar ræson hepquen hon doug d’en em zoumeti da ur seurt tad, mæs pa respeter un tad hac ur vam e pere e veler mui a zroug eguet a vâd, mui a ræson d’o c’hassaat eguet d’o c’haret, neuse e tisguezer eo evit Doue e labourer. Mar cavit hoc’h eus brema cals da souffr gantho, songit o deus bet mui da souffr gueneoc’h, hac enorit-o, da viana abalamour da Zoue.
IV. Obliget oc’h c’hoas da oboissa dezo e pep-tra, hervez Doue : Bugale, eme an abostol, oboissit d’ho tadou ha d’ho mamou, e quement a so hervez Doue, rac an dra-ze a so just [20]. Ar Scritur a lavar : e quement-so hervez Doue, rac ma c’hordrenfent un dra-bennac control da lezen Doue, e tlêfac’h lavaret evel sant Per d’ar Yuzevien pere a zifenne outhan breseg Jesus-Christ : guelloc’h eo oboissa da Zoue eguet d’an dud [21]. Ne dê quet avoalc’h c’hoas senti outho, ret eo ive senti prontamant ha gant joa, ha non pas o vurmuli na dre gontragn : hilarem datorem diligit Deus [22]. Oboissit dezo evel da Jesus-Christ, ha respetit enno ar galloud o deus recevet da gommandi deoc’h, hac e vezo hoc’h oboissanç recompanset caër en êe. Mæs, allas! pa lavar o zud da zerten bugale mont dû-ma pe dû-hont, ober an drâ-ma pe an drâ-hont, e respontont alies : it hoc’h-unan: grit hoc’h-unan, mar quirit. Goab a reont ive eus ho zud pa recommandont dezo lavaret o fedennou diouz ar mintin ha diouz an nos ; mont abred d’an ofiçou ; tostaat alies oc’h o sacramanchou ; lacat evez d’en em gaout e certen compagnunezou, en dansou hac e certen assambleou-all difennet. Mæs petra erru gant ar seurt bugale disent ha direspet ? Coler Doue a zisquen varnezo, n’o deus alies honor-ebet, ha peurvuia e reont goal-fin.
V. Assista a dleomp ive hon tadou hac hor mamou en o oll-ezomou, quen spirituel quen temporel. 1° En o ezomou spirituel : ur c’hrouadur-mâd na dlê quet beza lezirec da zicour e dud d’en em zavetei : bemdez e tlê pedi Doue evitho : pa vezont clân e tlê ispicial, o sicour da lacat urz-vâd en o c’houstianç, o alia da ober o zestamant ha da receo o sacramanchou. Mar guel ez-int suget da ur pec’het public hennac, ne espergno netra evit o distrei eus ar goal stad-se, hac evit o lacat var hent o silvidiguez. Pedi, yun, ober a rai un alusen bennac en intantion-se ha recommandi a rai anezo da bedennou an dud a zoujanç Doue, hac evel na ell quet alies ur goal-dad, nac ur goal-vam anduri an ini eus o bugale a zo devot ha vertuzus, ez-eo ret d’an seurt bugale souffr pep-tra gant o zad ha gant o mam, evit gallout o gounit da Zoue dre o fatiantet hac o œuvrou-mâd. Cals a vugale-vâd a deu evel-se a ben da gonvertissa o zud ; mæs ive cals-all o lez da vervel evel m’o deus bevet, da lavaret eo, er stad horrubl a zaonation eternel. Re e caront o zud, a leveront, evit gallout coms dezo eus ar maro : ô carantez cruel! ô spount-væn ! guelet a reont o zad hac ho mam er stad trist eus ar pec’het, ha var ar poent da vervel ennan ha ne gredont quet ober ur gamed nac asten o dorn evit o sicour ! ne barlantont quet dezo eus a Zoue : ne zisquezont quet dezo ar groas : chom a reont hep mont da glasq ar belec : erruout a ra ar maro hac an æternite a dourmant ! ô peguen coupabl ne dê quet ar seurt bugale ! Truez hoc’h eus o velet poan un aneval ; ho pezit eta ive truez ous ho tud nessa, o velet gant daoulagad ar feiz an tourmanchou cruel hac eternel, e pere e ma int var ar poent da gueza ! Sicourit anezo, en hano Doue, en o ezomou spirituel, accomplissit-mâd ho bolonteziou diveza, ha pedit Doue evitho goude o maro. Va bugale, a lavar deoc’h an tad-mâd, ar vam dener-se, eus a greiz tourmanchou ar purcator, ho pezit truez ouzomp ! hon dillad eo a c’holo ac’hanoc’h, hac en douarou hon deus lezet gueneoc’h e cavit peadra da veva en hoc’h-æz ; abalamour d’ar garantez re-vras hon deus bet evidoc’h, eo ez-omp dalc’het ama gant an dorn eus a justiç an Autrou Doue ; ho pezit eta truez ouzomp !… 2° Ar c’hrouadur pehini a gar e guirionez e dad hac e vam, a dlê ive pourvei d’ho ezomou temporel, en hevelep-fæçon ne vanco netra dezo mar gall : tenna a dle, mar dê necesser, an tam eus e c’hinou evit e rei d’e dad ha d’e vam. Mæs mar dê ur c’hrim da ur c’hrouadur, mancont da vaga e dud, petra da lavaret eus ar re o c’huita hac o dilez en amzer-ma o deus muia ezom anezo ! petra da zongeal eus ar re a zispign quement a c’houneont, er c’hoariou, en tavarniou hac e cals a zizurzou-all, hep en em lacat e poan da zourcial eus o zud ? O Doue, petra da gredi eus ar re o laër hac a lam digantho ar pez a so necesser dezo evit beva ? Sant Augustin a respont ez-int muntrerien : non pavisti ? occidisti [23]. Cometi a reont ur c’hrim brassoc’h eguet ini al laeron, pere a laz an dremenidi evit caout o arc’hant, rac lemel a reont o buez digant ar re o deus roet dezo o ini. Pebes crim ! evit ampech ar seurt disurz, ar Speret Santel a ro deomp an avis-ma : ne roit quet d’ho mab a c’halloud varnoc’h epad ho buez, ha ne roit quet dezan ho tanvez, gant aon n’ho be queuz, ha ne veac’h obliget da c’houlen outhan peadra da veva [24] : mæs pa viot e fin ho buez, rannit ho tanvez etre ho pugale… Ar memes deveriou, da lavaret eo, carantez, respet, oboissanç hac assistanç a dle ar vugale d’ho zadou ha d’ho mamou caër : ar c’hohtrol cousgoude a veler alies, dibot eo ar verc’h caër, pehini en em c’hra gant he mam gaër !
Deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale.
Educate illos in disciplina et correptione Domini.
Savit ho bugale santelamant hac ê doujanç Doue.
Goude beza parlantet eus a zeveriou ar vugale en andret o zadou hac o mamou, guelomp ive deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale. Pevar-so anezo : ar vagadurez, an instruction, an exempl-vâd hac ar gorrection.
I. Obliget oc’h, tadou ha mamou, da vaga ho pugale, da viana betec an oad ma c’hallont o-unan gounit peadra d’en em vaga ha d’en em visca. An obligation-ma a zo fontet var an natur ha scrivet e calon pep-unan ac’hanomp ha dre-eno prouet en ur fæçon sclær avoalc’h : o derc’hel a dleit betec an oad ma c’hallont gounit peadra d’en em vaga ha d’en em visca ; rac ne dleit quet o c’haç eus ho ty en despet dezo, hep ur motif bras-bennac ha legitim… Mamou christen, bezit ur sourci-vras eus ho bugale, non pas hepquen adalec ma zint ganet, mæs adalec ar moment-ma ho zantit crouet ennoc’h gant Doue : e brassa danger ma c’hallit beza eo neuse, rac ma touguit daou ene en ho creiz, hoc’h ene hoc’h-unan hac ini ho crouadur pehini a so c’hoas memes dindan esclavach an drouc-speret dre’r pec’het originel a behini eo coupabl : brassa malheur a ell erruout gueneoc’h eo e goll, aroc m’en devezo recevet ar vadiziant, guelet a raffe an ifern aroc beza guelet an deiz. En hano Doue, liquit evez eta ous al lamou, ous ar goler, ous ar goal-veïou hac ous a guement a ell noazout deoc’h er stad e pehini en em gavit. Tostait alies ous ho sacramanchou evit gallout evel-se en em santifia hoc’h-unan ha santifia, en ur fæçon-bennac, ar frouez a zouguit. Goude beza ganet ho crouadur, er maguit hoc’h-unan, mar dê possubl deoc’h : mam sant Louis ne bermetas jamas da c’hreg-ebet rei eus he lez d’he mab-bian : ne laquit quet ho crouadur da gousquet gueneoc’h aroc m’en devezo deiz ha bloas ; a bed ar vam ne vezint biquen diremors o veza cavet o bugale maro en o c’hichen pa zihunent. Mæs pa na errufe quet guenoc’h ar goal-eur incomprenabl-ma, ez-oc’h coupabl a bec’het quellies guech ma en em exposit dre o faut, oc’h o lacat hepquen dindan an dillad da gousquet, ur c’haz reservet eo en escopti-ma hac e cals a escoptiou-all. Pa vezint deut d’an oad a bemp bloas, n’o laquit mui guencoc’h er memes guele, nac ar botret assamblez gant ar merc’het, goude an oad-se ; an Ilis en difen ouzoc’h : maguit-o er guel a Zoue, hervez ho stad hac ho c’hondition : desquit dezo a vianic prononç an hano a Zoue hac an hano a Jesus : livirit dezo gant mam ar Machabeanet [25] penos eo digant Doue o deus recevet ar vuez, ba penos e tleont sevel alies o daoulagad varzu an êe e peleac’h e ra e zemeuranç : laquit en o c’halonou ur garantez santel evit Doue, hac ur spount-bras da zisplijout-dezan dre’r pec’het pehini eo ar guir drouc : en ur rei dezo da anaout peguen tener oc’h en o andret, roit ive dezo da gompren penos e ve guel gueneoc’h o guelet o vervel eguet o cometi ur pec’het marvel hepquen. Desquit dezo abred o fedennou hac ar mysteriou principala eus ar feiz : aroc an oad a seiz vloas, accustumit anezo da vont d’an ofiçou divin, d’ar c’hatekismou ha da goës.
II. Evel a velit, ne dê quet avoalc’h deoc’h maga ho bugale, ret e deoc’h c’hoas o instrui endra ma zint yaouanq : ar vugale a zo neuse evel coar-tôm da behini e c’heller rei ar furm a garer ; evel ur peç mæzer a behini e c’haller ober a bep seurt dillad : evel un tam coat pe vên var behini e c’heller merca a bep seurt traou : evel ul [sic] mellezour pehini a repræsant an objedou a laquer dirazan : evel an ecleo pehini a respont ar pez a leverer : evel ur blanten yaouanq penini a laqueer da guemeret ar plaç a garer. Mæs, allas ! caout a rer, siouas, cals a dadou hac a vamou pere en em gomport e quêver o bugale evel me en em gomport a vechou e quêver o re-vunud un darn eus ar brini : al laboucet dister-ma, evel ma ve diglocet o re-vian, a deu d’o c’huitaat ha d’o dilezel, marteze abalamour n’o deus quet ar memes liou gantho : caër o deus crial, mervel a raffent gant an naon, pa na ve ma teu ar brovidanç d’o mezur dre’r gliz a laca da guëza en amzer-se, hervez testeni ar profet David : qui dat jumentis escam ipsorum et pullis corvorum invocantibus eum [26] ; evel-se an tadou hac ar mamou fall a bere e parlantomp, a chom hep caout an disterra zourci eus o bugale. Ar re binvidic evit en em zizober anezo, en em hast d’o lacaat etre daouarn domestiquet pe maguerezet da bere e roont un dra-bennac evit o dihoal hac o maga ; ar re baour, o lez da grial queit a ma queront, betec memes noazont d’o yec’het hac o lezel en danger d’en em vlessa gant un dra-bennac ha da zont evel-se dic’halloud da glasq na da c’hounit o bara. N’o deus quet a amzer a leveront, da c’houzout eo , ne garont quet ar vugaligou-ma pere a zo cousgoude ælez an douar, Er c’hontrol, beza ez-eus ive cals a dadou hac a vamou, pere a zo en ur fæçon-bennac henvel ous ar marmous : al loen-vil-ma a deu da vriata quer-stard e re-vian, quen a deu evel-se alies d’o mouga ; er memes tra, caout a rêr, re stang, siouas, tadou ha mamou pere o deus evit o bugale ur garantez disordren : oll dud an ty a renco beza en o zervich : ne vezint jamæs reprenet gant aon da zisplijout dezo : lezet e vezint da veva en o rôl : ne vezo parlantet dezo nemet eus a bep seurt c’hoariou hac eus a bep seurt plijaduresou : ar vam a ficho abred he c’hrouadur hac e sacrifio evel-se dre avanç, non pas da Zoue, evel pa falveas guechal da Abraham immoli Isaac, e vab unic [27], mæs da zrouc-speret ar vanite hac an ourgouill : immolaverunt diis et non Deo [28]. Pe seurt instruction a ell ar seurt tud da rei d’o bugale ? o mezur a reont ; naturel e dezo ; an anevaled ne reont quet nebeutoc’h, ne reont e quemen-se nemet ar pez a ra ar bleizi hac an tigret er c’hoajou… O desqui a reont da veva : an ægl ive a zesq e laboucet da nigeal, hac ar yar a zesq he re-vunud da voeta ; mæs, tadou ha mamou, obliget oc’h c’hoas da instrui ho bugale eus o oll deveriou e quêver Doue, e quê-ver o nessa hac en o andret o-unan. Desquit eta dezo ar fæçon da bidi, da ober pep-tra evit Doue, da enori e hano santel dre un descadurez christen hac ur vuez reglet-mâd, ha da santifia dre’r beden hac an œuvrou a drugarez an deiziou consacret d’e zervich. Roit dezo da gompren penos ez-omp bugale d’ar memes tad, pebini eo Doue, hor c’hrouer hac hor mæstr souveren ; memprou eus ar memes corf, a behini Jesus-Christ, hor redemplor benniguet, a zo ar pen ; tud pere a vale varzu ar memes bro pehini eo an êe e peleac’h e tleomp rên assamblez epad an oll eternite : hoguen, bugale ar memes tad a dle en em garet ; memprou ar memes corf a dle en em zicour, beachourien pere a ra hent assamblez a dle beva e peoc’h hac en union. Espliquit-mâd dezo penos e tleomp, evel hor Zalver Jesus, beza douç hac humbl a galon ; beza evelthan, pur, chast, ha resolvet e pep-tra da volontez an Autrou Doue. Parlantit dezo eus an obligalion o deus da zevel o c’halon alies varzu Doue ha d’er c’haret dreist pep-tra hac e pep amzer, couls er c’hlênved evel er yec’hed, en adversite evel er brosperite : instruit-o var an obligation o deus da gonsulti an Autrou Doue e quement a songeont, a leveront hac a reont, mæs ispicial pa vezont var ar poënt da antren en ur stad a vuez. Ar vocation a zeu digant Doue pehini a lavar deomp en e Scritur penos ez-eo an ôr dre behini e tleomp antren : ego sum ostium [29] ; lezit eta ho pugale da antren er stad da behini ez-int galvet, roit dezo ho c’havis hervez Doue ; quelennit anezo ; pedit evitho ; adressit-o da ur c’oessour-mâd, da dud fur hac a zoujanç Doue, mæs na rit netra en tu-all. Mar fell dezo dimizi en despet deoc’h e c’hallit o ampech ma n’o deus quet an oad requis ha merquet el lezennou ; mæs anez ur motif bras-bennac ha legitim, n’en em zevichit quet eus an autorite a ro deoc’h al lezen gant aon da gaout queuz pe goal-vuez goude.
III. Mar dezirit beza enoret ha respetet gant ho pugale, n’en em gontantit quet d’o maga ha d’o instrui, roit ive dezo ah exempl-vâd. An hent d’ar barados a zo hir ha diæz dre ar c’homzou, mæs ber hac æz eo dre’n exempl-vâd. Ar memes quentel a roas guechall sant Jerom da un itron a galite pehini a scrive dezan evit goulen e pe fæçon instrui-mâd ur verc’h he devoa. Mar fell deoc’h, eme ar sant, e cundufe ho merc’h ur vuez santel, na rit netra dirazi, na c’hui nac ho pried, na alfe e-unan da ober en honestis. Ar bayanet memes a gomprene mâd ar virionez-ma, Juvenal ne oa quen, hac a lavare : ur respet-bras a dleer d’ar vugaligou [30] ; mar fell deoc’h ober un dra-fall bennac, n’er grit quet e præsanç ur c’hrouadur. Rac-se, mar fell deoc’h e ve devot ho bugale, bezit devot hoc’h-unan : aoun hoc’h eus na doufent Doue ? n’er grit quet en o fræsanç : requeti a rit e tostaent ous o sacramanchou ? Tostait hoc’h-unan : e vent douç, patient, guirion, charitabl en andret an nessa ? bezit humbl hoc’h-unan, douç, patiant, guirion en hoc’h oberou hac en ho comzou, ne livirit jamæs drouc a zen ebet, roit un aluzen d’ar paour maleürus ar c’hrouadur pehini en deus evit tad hâ mam tud vicius ! caus e vezont alies eus a zaonation o bugale, pere, eme sant Cyprien [31], a gri eus a greiz ar flammou eternel vengeanç a-enep o zud. Doue just, a leveront, lezit da goëza var an tad hac ar vam fall-se ar birou eus ho coler, rac ne dê quet nî eo ar re a zo en em gollet, mæs int eo an dud maleürus o deus collet ac’hanomp dre o goal-exempl ; allas, evit tad ha mam hon deus bet muntrerien : non perdidimus nos, perdidit nos paterna perfidia ; parentes habuimus parricidas [32]. Ur vam gristen o veza goulennet digant he mab perac ne falle mui dezan mont assamblez ganthi d’an ofiçou, ba perac ne dostee mui ous e sacramanchou, an den yaouanq a respontas : me a fell d’în, emezan, beza henvel ouz va zad pehini na velan o vont da ofiç ebet ha ne dosta jamæs ous e sacramanchou, hac a zo cousgoude istimet gant an dud, evel-se ar Scritur a gri : maleur d’an den a voal-exempl ! [33] Mæs ive eürus ar c’hrouadur en deus evit tad ha mam tud a zoujanç Doue hac a exempl-vâd : querzet a rai var o lerc’h en hent-mâd, hac eveltho, en devezo an heur da velet Doue en e c’hloar : ibunt de virtute in virtutem; et videbitur Deus deorum in Sion [34]. En o scol e tesco, evel mab Tobi, quenteliou ar re gaëra [35] : an den zantel-ma o veza var ar poënt da vervel a lavaras d’e vab : « Va mab, selaouit-mâd va c’homzou, ha liquit-o doun en ho calon : pa en devezo Doue recevet va ene, sebellit va c’horf hac e enterrit : douguit respet d’ho mam endra ma vezo e buez, o caout memor eus ar boan e deus anduret oc’h ho lacât var an douar, hac oc’h ho mezur, ha goude he maro, enterrit-y em c’hichen : dreist pep-tra, ho pezit sonch eus a Zoue, en oll deiziou eus ho buez, ha laquit evez na zeuffac’h biquen da gonsanti d’ar pec’het : meulit Doue e pep amzer, en adversite evel er brosperite, ha pedit-ên d’ho cundui en hoc’h oll actionou : ne rit jamæs da zen ar pez ne garrac’h quet a ve græt deoc’h hoc’h-unan : na zistroit jamæs ho taou lagad divar ar paour, dre guemen-se e vilitot ma sello Doue a druez ouzoc’h ; grit aluzen hervez ho commodite, mæs bepret a galon-vâd : goulennit cuzul digant tud fur, ha tec’hit diouz ar goal gompagnunez…» O Doue, caëra quentel evit an tadou hac ar mamou, couls hac evit o bugale ! avoalc’h eo e-unan, gant sicour Doue, evit regli mâd ar vuez !
IV. Caer o pezo tadou ha mamou instrui ho bugale ha rei dezo an exempl-vâd, na deuot biquen a ben anezo hep o c’horrigea, quement omp-oll troet d’an drouc, eme ar Speret Santel ! [36] Ho bugale a guëzo eta e cals a fautou : pa ho guelot o vancout, o lavaret gueyer, o tizenti pe o ræsoni ouzoc’h, oc’h en em rendael, o frecanti goal gompagnunez, pe oc’h ober un drouc-all-bennac, Doue a ordren deoc’h ho c’horrigea evit ne vezo quet obliget e-unan d’en ober : curva illos a pueritia illorum [37]. Na espergnit quet ar gorrection, eme ar fur Salomon [38] : quen necesser eo corrigea evel maga: ne lazit quet anezo evit o c’horrigea, er c’hontrol, o c’honservi a rit evit ar vuez eternel: qui parcit virgæ, odit filium suum [39]. Ne scoit quet dre valiç na dre’r goler ; laquit evez ive gant petra squei hac e pe fæçon : ho correction evit beza mâd a dle beza agreabl da Zoue pehini a zifen ar valiç, ar goler hac an drouc-pedennou, ha pehini ne ro quet e venediction da gomzou an drouc-speret. Pa na illit ober netra-vâd hep si-cour Doue, goulennit eta e azistanç aroc ha goude ar gorrection : disquezit d’ho pugale penos o scoit dre boan, hac hepquen abalamour d’an injur a reont da Zoue, ha d’an tor a reont dezo o-unan, o coll ar barados, o vilitout an ifern, o chagrina ho zud, hac o tenna varnezo ha var o bro, assamblez gant ar bec’herien-all, coler Doue. N’en em gontantit quet da c’hourdrous, corrigit, obliget oc’h : Heli, a oa ur pontif vertuzus, maes re-dener en andret e vugale, ar pez a dennas varnezan ha var ar bobl a Israel ur bunition ar vrassa. Daou vab en devoa pere en em voal-gomporte en o fonctionou : Heli o avertissas hac o gourdrouzas meur a vech : a ne sonch quet deoc’h-hu en devoa græt avoalc’h ? Salocras, eme Zoue, barner eo, hac e tlee o funissa : e faut dezan d’o beza punisset, me er grai va-unan, mæs en ur fæçon quer spontus ma voudienno diouscouarn quement ini a glêvo parlant a guemen-ma. En effet, digaç a ra an inimiet d’o c’hombati ; tregont mil den eus ar bobl a Israel so lazet, an arch a alianç so quemeret ; daou vab Heli pere he dougue, so massacret ; Heli e-unan o clevet ur seurt quêlou a guez semplet eus e gador hac a varv var ar plaç [40]. O Doue c’hui a zo just, mæs ive c’hui a zo terrubl en ho punitionou ! Tadou ha mamou corrigit hoc’h-unan ho bugale evit ne renco quet Doue en ober ; ha c’hui bugale recevit ar gorrection a ra deoc’h ho tud, gant soumission da volontez Doue.
Servi, obedite dominis carnalibus in timore, in simplicitate cordis vestri sicut Christo.
Servicherien, sentit oc’h ho mistri gant pep seurt respet ha gant an oll lealded eus ho calon, evel da Jesus-Christ.
Mar considerer gant daoulagad ar c’horf hepquen stad ar zervicherien, e vezo cavet ur stad rust ha, poanius ; mæs, pa er c’honsiderer gant daoulagad ar feiz, ê veler penos eo an zurra evit ar silvidiguez. Ar zervicherien n’o devezo quen cont da renta nemet anezo o-unan, eleac’h ar re a gommand, a rento ive cont eus ar re a zepand outho. Ar zervicherien a zo e plaç da renonç atô d’o balontez [sic] propr, sourcen a quellies a bec’het, ha da bratica an oboissanç pehini a zo quen agreabl da Zoue, m’ea deus hor Zalver he fratiquet e-unan betec e varo var ar groas.
Ar zervicberien o deus pevar seurt deveriou da accomplissa : ar garantez, ar respet, an oboissanç bac ar fidelite.
I. Ar garantez : Doue a c’hourc’hemen deomp caret hon nessa evel-domp hon-unan, hoguen hon tud nessa a ne dint-y quet hor c’hærent hac ar re a ro deomp eus o bara ? Ar re o deus autorite vamomp a zo obliget d’hor c’haret, rentomp ive dezo carantez evit carantez. Caret a zo requeti vâd, eme sant Bonavantur [41], mæs da biou e tleomp-ni dreist-oll requeti vâd, ma ne dê quet d’ar re gant pere e vevomp ?
II. Ar respet : considerit ho mistri, eme an abostol, evel tud pere a vilit bèza enoret ha respetet gueneoc’h [42]. Parlantit eta outho, ha respontit ezo gant douçder ha gant humilite. Mæs, eme c’hui, penos gallout respeti tud , pere n’en em respetont quet o-unan ? Diez eo, evit guir ; mæs considerit e talc’hont plaç an Autrou Doue vis-a-vis deoc’h, piou-bennac e c’hallont beza : laquit evez da noazout dezo ê fæçon-ebet : respetit an antorite o deus varnoc’h, abalamour da Zoue pehini a zo ar zourcen eus a bep autorite : omnis potestas a Deo [43]. O servicha anezo gant respet ha gant doujanç, e servichit Doue memes, pa eo guir, ispicial, penos n’o zervichit quet abalamour d’ho c’haliteou-mâd, mæs abalamour da Zoue ; er fæçon-se ne d’oc’h mui servicherien d’an dud, mæs da Zoue hepquen ; evel-se e tisprisit an oll draou crouet hac e rênit varnezo oll, evel Doue e-unan : servire Deo, regnare est [44].
III. An oboissanç : sentit eus ho mistri, Doue e-unan er gourc’hemen deoc’h ; servicherien, eme an abostol sant Per, sentit ous ho mistri, non pas hepquen, pa o pez chanç da erruout gant tud-vâd, maes ive pa en em guefot gant goal-dud [45]. Cousgoude, pa lavar deomp an abostol sant Per senti outho ha pa vent-fall, ne lavar quet deomp senti outho er pez a c’hourc’hemennont control da lezen Doue, rac Doue a so brassoc’h mæstr evitho, ha pa na vezont quet a ul lavar, e renquer senti oc’h Doue dre bræferanç : ar pez a entent eta an abostol, hac a dleomp da entent hon-unan eo, ez-omp obliget da zenti outho, pe seurt tud-bennac e c’hallont beza, ha penos bennac e commandont deomp , dre zouçder pe dre goler, dre gaer pe dre act.
IV. Ar fidelite : 1° fidel e renquit beza a zorn, da lavaret eo, na dleit rei na quemeret netra divar goust ho mæstr hep permission. Laëronci ur zervicher o veza vila laëronci-so, a vilit ive ar brassa punitionou. Fidel e tleit beza da ober pront ha gant joa ar pez a lavar deoc’h ho mistri, o labourat adre o c’hein couls evel dirazo. Ar zervicher fall, eme ar Speret Santel [46], n’en deus aoun-ebet rac præsanç Doue, ne zouj nemet lagad e vaestr : ad oculum servientes [47] ; mæs ar zervicher-mâd a gred ema ato e præsanç Doue hac a ra pep-tra evit plijout dezan evel d’e væstr quenta. Uguent vloaz-so, eme Jacob da Laban, abaoue ma e ma-oun en ho servich, n’em eus espergnet na poan na trevel evit ho servicha-mâd ; n’em eus respetet nac ar glao nac an avel, nac ar yenien nac an domder evit gallout cresqui ho tanvez [48]. Eürus ar zervicherien a ell lavaret gant guirionez quemen-ma, hac eürus ive ar vistri o deus affer oc’h ar seurt tud, pere a den varnezo o-unan ha var ar re-all benedictionou an êe… 2° Fidel en ho lagad : ne dê quet avoalc’h deoc’h beza jurdic hoc’h-unan, ret eo ouspen beilla var ar re-all, ha miret ne raent gaou-ebet ous o mæstr, rac, mar roit golo d’ar re a voal-guemer, ez-oc’h quiriec eus o fec’het hac obliget da restitui en o flaç, ma na reont quet… 3° Fidel a c’hinou hac a deod : ne zeuot jamæs da zibri na da eva divar o c’houst, nemet dre bermission : beza ez-eus servicherien, ispicial queguinerezet pere ne gavont blaz-vâd-ebet d’o bouet assamblez gant ar re-all. Beillit ive var ho teod, na ziscuillit jamæs netra eus a guement a vezo græt na lavaret en ho præsanç pa ho pezo cenchet condition : beza ez-eus, siouas ! cals a zomestiquet pere a ziscuill fautou ha secrejou ar famillou, hac a deu evel-se da hada ar pec’het hac ar gassoni etouez bugale Doue… 4° Bezit fidel d’ho mistri e pep-tra nemet er pez a zifen Doue ouzoc’h, evel Joseph, mab da Jacob [49] : ar zervicher-ma en devoa affer ous a ur maestr-mâd hanvet Putiphar, pehini e c’hare cals meurbed ; mæs e væstrez a oa ur c’hreg losq hac impudic pehini a fallas dezi en dishenori. Joseph o veza he c’hlêvet a respontas e oa guël ganthan mervel eguet offanci Doue gant ar re a roe bara dezan hac a guemeras an tec’h. Ma digoësse gueneoc’h un dra-bennac henvel, respontit evel Joseph : guel eo gueneen ar maro eguet ar pec’het : mæs n’en em gontantit quet da lavaret comzou caer, tec’het evel Josepn hac e viot victorius evelthan : fuge et vicisti [50] ; mar chomit en danger ha mar er c’harit, e perissot ennan, eme ar Speret Santel [51]… En ur plaç mâd e maoc’h, eme c’hui, ha commanand-vras hoc’h eus : ia, mæs petra dall deoc’h gounit ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ? Poan hoc’h eus o quitaat tud pere a garit, ha gant pere ez-oc’h caret : mæs Jesus-Christ a lavar deoc’h penos mar de ho lagad un occasion a bec’het evidoc’h, e tleit diframma ho lagad hac en teuler pell diouzoc’h [52] : perac ? Abalamour ar silvidiguez a so un affer absoluamant necesser, mancout d’he ober a zo en em renta eternelmant maleürus.
Si est tibi servus indelis, sit tibi quasi oculus tuus, et quasi fratrem sic eum tracta.
Mar hoc’h eus ur zervicher hac a zo fidel deoc’h, carit-ên evel ho buez ha tretit anezan evel ho preur.
Deveriou ar vistri en andret o zervicherien o deus cals a henvelediguez oc’h deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale : dleout a reont ive dezo magadurez, instcuction, exempl-vâd, correction hac azistanç.
I. Ar vagadurez a dle beza ræsouabl ha conform da gustum an dud honest eus ar c’hartier e pehini e chomer ? E faut a guemen-ma, e c’hexposit ho tomestiquet da laërez divar ho coust, da veza digalon en o labour, da zispign en davarn evit en em soulagi ha da lavaret drouc ac’hanoc’h o rei da anaout penos ne dint quet guelloc’h maguet en ho ty eguet ho loened. Mont a ellont en o zro, eme c’hui ; ia, mont a ellont, mæs mar dê an oll quer cruel ha quer barbar a c’hui, e renco an domestiquet paour perissa, petra-bennac ma zint quic ha goad eveldoc’h, ha ma zint eveldoc’h bugale da Zoue, ho preudeur hac ho c’hoarezet e Jesus-Christ… Ar Speret Santel a lavar deoc’h e tleit beva-mâd ho c’hêgen, abalamour d’ar zervich a rent deoc’h [53] : pebes sourci na dleit-hu quet eta da gaout eus ho servicher pehini a zo, eveldoc’h, al labour eus a zorn Doue, hac ar prix eus a voad Jesus-Christ ?
II. An instruction : piou-bennac, eme an abostol, n’en deus quet a zourci eus e zervicherien, en deus renoncet d’ar feiz, hac a zo goassoc’h eguet ur payen [54]. Pastoret ho famill oc’h, eme sant Augustin, rac-se e tleit instrui tud ho ty [55]. Sant Chrisostom a lavar penos ur c’hristen-mâd a ell ober en e dy, ar memes ofiç evel ur pastor en ilis , rac-se ar sant-ma a bede ar pennou tyeguez da bartagi ganthan ar garg a bastor, o tigaç da sonch da dud an ty, er pez a vez lavaret hac espliquet en ilis, oc’h o instrui dre goms ha dre exempl, evit gallout o fræzanti gant fizianç, deiz ar varn, dirac tribunal Doue [56]. Sant Charles Boromee, en drede concil a Vilan [57], en deus merquet er fæçon-ma deveriou ar vistri hac ar vestrezet en andret oll dud o famill: 1° lacat evez a dleont, emezan, ne ve nicun en o zy a ne ve quet instruet-mâd var ar poënchou principala eus ar feiz ; mar cavont unan-bennac e tleont e gaç d’ar c’hatekis pe en instrui o-unan. 2° O dever eo destum oll dud o zy, ober e commun ar pedennou diouz ar mintin ha diouz an nos, ha dihoal ne ve den en o famill accustumet da douet, pe da lavaret comzou bavard, pe da rei goal-exempl e fæçon pe fæçon. 3° Guelet a dleont hac en a zo o bugale hac o domestiquet aquetus d’an ofiçou divin, da dostaat ous o sacramanchou ; da yun en deveziou gourc’hemennet gant an Ilis ; d’en em lacat en ur vreuriez- bennac evit caout brassoc’h moyennou a silvidiguez… Tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, hac evel-se e veillit-hu var ho famill ? M’en dize ur roue fiziet e vab ennoc’h, pebes sourci n’ho pije-hu quet anezan ? pebes spount gant aoun na erruje un drouc-bennac ganthan ? Cousgoude, Roue ar rouanez eo en deus carguet ac’hanoc’h eus ar vugale hac eus an domestiquet-se : en eo an ini en deus lavaret deoc’h, o lacat etre ho taouarn ar c’hrouadur, an domestic paour-se : custodi virum istum, anima tua pro anima illius [58] ; dihoallit-mâd an den-se, respont a reot anezan ene evit ene. O brassa carg ! rigoliussac’h obligation ! ha songet-mâd hoc’h eus-hu penos na ellit quet casimant en em goll nac en em zavetei hoc’h-unan ?
III. An exempl-vâd : ar re vian en em blich oc’h heuill exempl ar re vras, ha pep-unan a gred ez-eo parfet, eme hor Zalver, mar guel ez-eo henvel ous e væstr [59]. Caër ho pezo lavaret traou-mâd, mar roit exempl fall, e tiscarit gant un dorn ar pez a zavit gant an dorn-all : guelloc’h eo memes ober evit lavaret : bezit eta hoc’h-unan tud a zoujanç hac a garantez Doue, hac e vezo æz deoc’h lacat an doujanç hac ar garantez divin-se e calonou ar re-all : en em santifiit hoc’h-unan evit ma c’hallot ive santifia ho nessa. Mæs, allas ! ha bed an domestic n’en devize jamæs anavezet an drouc, anez an ty-se e pehini en deus er guelet ; hac e pehini, martese memes, eo bet aliet d’en ober gant ar re a dleie conservi e enor e peril o buez ? O tud a voal-exempl, perissa a rai eta dre o faut, an ene paour-se evit pehini Jesus-Christ a zo maro var ar groas ! Peribit infirmus, in tua scientia frater, pro quo Christus mortuus est ? [60] Muntret hoc’h eus ho preur dre ho goal exempl, mæs e voad a gri venjanç en hoc’h enep, hac hoc’h ene a baëo evit e ini : daonation ho preur a vezo caus eus ho taonation hoc’h-unan. Maleürus, salo e vize deoc’h ne vijac’h bet jamæs ganet! pe e vizac’h bet taulet er mor, ur men milin ous ho couzoug, en deiz-ma voac’h deut er bed !
IV. Ar gorrection : mar gra ho servicherien ur faut-bennac, ez-eo ret o repren gant ur speret a zouçder hac a garantez, ha mar dê necesser o funissa, e tleer en ober, non pas dre goler na dre humor, mæs gant ur garantez a dad, goude beza pedet Doue, aroc ha goude ar gorrection, o compren penos, anez ar sicour a Zoue, ne allomp ober netra vâd, hac ive o caout memor, penos hon deus ur tad commun en êe, pehini ne respeto na mæstr na mevel, deiz ar varn, mæs pehini a rento da pep-unan hervez e œuvrou. Ne vezit quet eta egaç en andret ho tomestiquet, mæs tretit anezo evel tud a bere e rencot renta cont da Zoue : evit traouigou dister, serrit ho taoulagad, ha ne gorrigit nemet dre hoc’h exempl vâd ; mæs ive, mar hoc’h eus domestiquet touerien-doue, mezverien, tud lubric hac a voal exempl, avertissit-mâd anezo da cench, ha ma ne cenchont quet goude an eil pe an drede avertissamant, roit ho c’honge dezo ; ur vocen int en ho ty ; ha pa dalfe tri pep-unan anezo, cacit-o quit… Ne garfac’h quet lezel ur sarpant bilimus etouez ho tud, nac un dânvad clân gant ur c’hlênvet stagus etouez ho tênved, lamit eta eus ho ty un den pehini a ell dont da gorrompi hoc’h oll dud, evel ma teu ar goël da gorrompi an toas… Un domestic-mâd eo, eme c’hui, ezom am eus anezan : hac e ve o tomestic quen necesser deoc’h evel ho lagad, gouzout a rit petra lavar Jesus-Christ en e Aviel, ret ê deoc’h er c’has divar ho tro, pell diouzoc’h. Ne zalc’hit jamæs ispicial, tud lubric, na touerien-doue, na goal deodou… Na lezit quet ive ho tomestiquet da vont d’an nosveziou na d’an assambleou difennet : n’o c’hacit quet da labourat er memes parq, na da gousquet er memes campr pe er memes pen-ty, merc’het ha goazet assamblez, pe da viana beillit mâd varnezo… Mæs, allas ! beza ez-eus mistri pere, nemet e vezint servichet-mâd, ne c’houlennont quen ; ne lavaran quet avoalc’h, beza ez-eus mistri ha mæstrezet pere n’o deus affer-ebet eus a gristenien-vâd en o zervich, difen a reont outho frecanti ar sacramanchou hac ober a reont anezo tud fall ha vicius. O pebes barnidiguez a recevo ar vistri miserabl-ma ! ar re a gommand var ar re-all a vezo barnet gant mui a rigol, eme ar Speret Santel ; Doue en deus mui a druez ous ar re-vian hac a bardono dezo æssoc’h, abalamour ma pec’hont gant nebeutoc’h a anoudeguez hac a voal squær, mæs ar re-vras pere a oa carguet da gundui ar re-all a vezo goassoc’h tourmantet : potentes potenter tormenta patientur [61]. Mistri ha mæstrezet, bevit eta hoc’h-unan e doujanç Doue, ha ne zalc’hit en ho serviç nemet domestiquet pere a heuill e lezen : livirit evel ar roue David : n’em eus affer em zy, nemet tud honest ha divlam : ambulans in via immaculata, hic mihi ministrabat [62]. An impalaer Constantin a chassee gant cals a zourci eus e balæz an oficerien direiz hac a voal vuez, en ur lavaret : penos e vezo ar re-ma fidel d’o frinç, pa ne dint quet fidel d’o Doue ! [63] Quemerit squêr var guemen-ma, ha grit ar memes tra.
V. An azistanç : daou seurt azistanç-so ; an azistanç a justiç hac an azistanç a garantez. An azistanç a justiç-so paea d ar zervicherien o c’homananchou gant lealded evel maz-eo achu o labour : ne virot quet betec antro-nos, eme ar Scritur, peamant ar re o devezo labouret evidoc’h [64]. Rac-se ive an den santel Tobii, en instructionou caër a ro d’e vab, a lavar dezan pea pront ar re o devezo labouret evithan [65]. En effet, an domestiquet o-unan, pe autramant o zud, a ell caout ezom eus o arc’hant hep credi er goulen… An azistanç a garantez evit an domestiquet a zo er zourci a dleer da gaout anezo en o ezomou temporel ha spirituel. Mar hoc’h eus, eme ar Speret Santel, ur zervicher-mâd ha fidel, carit-ên evel ho puez, hac en tretit evel ho preur [66]. Considerit ho tomestiquet casi evel ho bugale, ha bezit ar memes sourci anezo : pourveit anezo a bep-tra pa vezint clan : quemerit evit squêr ar c’habiten a behini e parlant an Aviel [67] : ar mæstr-mâd-ma en em hastas da vont e-unan da gaout hor Zalver evit goulen yec’het e zervicher, grit evelthan ho possubl evit sicour ho tomestiquet : allas, ne deus marteze quen caus eus o c’hênved nemet ho coal-gundu en o andret, pe o bolontez-vâd o-unan evidoc’h. Truez hoc’h eus ouz un aneval, hac en derc’hel a rit en ho ty : ha cruelloc’h e viot-hu en andret ho preur pe ho c’hoar e Jesus-Christ ? N’en deus quet ato rentet servich-mâd deoc’h, a livirit : pardonit brema anezan, o compren hoc’h eus o taou ar memes mæstr, pehini a bardono ac’hanoc’h, mar pardonit hoc’h-unan, ha dreist-oll, mar rentit ar mâd evit an drouc. Bezit sourcius, ispicial, eus a silvidiguez eneou ho servicherien : grit pront, hac a galon-vâd hoc’h oll possubl evit plocuri dezo an oll sicourou spirituel a bere o deus ezom, evel ar sacramanchou, an instruction, al lecturiou devot… An dud fall a zo hep truez, eme ar Speret Santel, mæs an dud vâd a zo leun a gompassion : viscera impiorum crudelia [68].
deveriou ar priejou.
Deveriou an ezec’h en andret o groaguez.
Viri, diligite uxores vestras.
Ezec’h, carit ho croaguez.
Daou zever principal hoc’h eus, ezec’h christen, da accomplissa en andret ho croaguez evit plijout da Zoue : obliget oc’h d’ho c’haret ha d’ho azista.
1. Ho c’haret a dleit hervez Doue ha mui eguet ho tad hac ho mam pere oc’h obliget da guitaat evit heuill ho priejou : relinquet homo patrem et matrem, et adhæreat [sic] uxori suæ [69]. Quemen-se cousgoude ne vir quet ouzoc’h da garet ho tadou hac ho mamou ; mæs ma na illit quet en em ober assamblez gantho, quitait ho tad hac ho mam evit beva gant ho pried. Doue, eme c’hui, a ordren deomp caret hon tadou hac hor mamou, mæs ne ordren quet deomp caret hor priejou : guir eo n’en deus quet er græt, abalamour n’en doc’h nemet unan ho pried ha c’hui : erunt duo in carne una [70] ; ha n’en deus ezom-ebet da ordren d’an den en em garet e-unan, quemen-se a zo naturel : en em garet a dleit cousgoude, evel m’en deus caret Jesus-Christ e Ilis, a lavar deoc’h ar Speret Santel, sicut Christus dilexit Ecclesiam [71] ; hoguen Jesus-Christ en deus caret e Ilis, betec mervel dre garantez evithi, ha cetu aze an exempl en deus roet deoc’h eus ar garantez a dleit da gaout evit ho priejou.
II. O azista : ho pezit sourci anezo e pep amzer, mæs dreist pep-tra en o infirmiteou, ha pa vezint o touguen frouez : grit d’ho bugale ha d’ho tomestiquet o respeti : Doue r’ho præservo d’o goaldreti a rebechou, a leou-douet, a valloziou hac a doliou memes, evel a ra certen tud miserabl pere a zo henvelloc’h ous a loened cruel eguet ous a gristenien. Bezit e veziant [sic] da gonservi madou ho pried, ne de quet permetet deoc’h o distrei nac o dispign inutilamant, na memes e fæçon-ebet alies. Roit d’ho pried anoudeguez eus hoc’h afferiou, goulennit he avis, ha lezit ganthi ul liberte honest da ober usach eus a vadou an ty, ha da ober aluzen , hervez ho commodite.
Uxores viris suis subditæ sint sicut Domino.
Groaguez, bezit soumetet d’ho priejou evel da Zoue.
Ar groaguez o deus ive daou zever principal da accomplissa en andret ho friejou : da c’houzout eo, ar garantez hac an oboissanç.
I. Caret a dleont o friejou : quemen-ma a zo fontet var an natur, rac biscoas den, eme ar Speret Santel, n’en deus casseet e gorf : nemo enim unquàm carnem suam odio habuit ; mæs er mezur hac er zouten a ra hervez e c’halloud : sed nutrit et fovet eam [72]. Ar priejou eta, o veza ne reont o daou nemet unan, hervez comzou an abostol, a dle necessaramant en em garet, hac ar garantez-se o sicour da veva en ur peoc’h hac en un union santel pere a blich meurbed da Zoue pehini ne ra quet e zemeuranç etouez an drouç hac an drubull : non in commotione Deus [73].
II. An oboissanç : groaguez, eme an abostol, oboissit d’ho priejou, ho pennou int, evel ma’z-eo hor Zalver pen ha chef e Ilis [74]… Ar goaz a so bet crouet da guenta, ar plac’h ne dê nemet ul loden vian anezan, unan hepquen eus e gostou : ar pez a zisquez assamblez mæstroniach ar goaz, hac ar garantez a dlê rên etre’r priejou. Ar goaz en deus ar muia poan, caout a dle eta ive un avantach-bennac : ar c’hreg a chom en ty epad ma vez he fried o labourat er parq pe eleac’h-all dindan ar goal amzer : respetit eta anezan, ha laquit evez ne falfe deoc’h commandi, rac senti eo no tever : quemerit evit squêr santes Monica, mam sant Augustin [75] : affer e devoa ê memes amzer eus a ur payen hac eus a un den ar goassa : cousgoude, o veza interroget un deiz gant groaguez-all pere en em glemme eus o friejou, var ar fæçon-ma en em gomporte evit non pas beza goal-dretet gant ur pried quer brutal hac he ini : me, emezi, a zent ous va fried ha ne ræsonan jamæs outhan ; ne dê quet, marteze, follentez ho priejou a zo caus deoc’h da gaout goal-vuez, mæs ho teodou hac ho tizoboissanç… Mar gra poan deoc’h ho pried, bezit patiant, songit e Jesus-Christ crucifiet, ha douguit a galon-vâd al loden-vian a ro deoc’h eus e groas da zouguen, e satisfaction d’ho pec’hejou : mar guelit eo ho pried un den vicius, pedit Doue evithan, ar pried-mâd a santifi ar pried-fall : labourit eta d’e c’hounit da Zoue, dre ho pedennou, dre’r pratic eus a bep seurt vertuziou, dre hoc’h œuvrou hac hoc’h exempl-vâd, quemen-se a rai guelloc’h impression varnezan eguet rebechou importunus. Laquit urz-vâd en ho ty : en em zicourit da zuporti defautou, poaniou ha miseriou an eil eguile ; Doue ho suport en amzer memes ma torit e lezen, en em zuportit eta ive oc’h en em bardoni hac o veva e peoc’h hac en union : pedit ha meulit Doue assamblez evit ma vezo ho ty imach ar barados, ha ma c’hallot e veuli assamblez en êe goude heza er meulet assamblez var an douar. Allas, mar rên an droug hac an drubull en ho touez, ho ty a vezo imach an ifern ha Doue a dec’ho pell diouzoc’h. O pebes goal-eur ! Daou pried pere a oa bet unisset assamblez evit rei exempl-vâd an eil d’eguile, hac evit en em zicour an eil eguile da vont d’ar barados, a zo bet an eil evit eguile, var an douar, un occasion a bec’het, hac a vezo an eil d’eguile ur zujet a glac’har hac a zizesper epad un eternite, en ifern !
Deveriou ar bobl en andret ar veleyen.
Honora Deum ex tota anima tua et honorifica sacerdotes.
Enorit an Autrou Doue eus a greiz ho calon, ha respetit e vinistred. Eccl. c. 7.
Hon dever eo respeti ar veleyen, oboissa dezo, pedi Doue evitho.
I. O respeti : evel ma tleer enori ar zantelez a Zoue en e zænt, hac e c’halloud temporel var an traou crouet e personach ar rouanez, evel-se ive e fell dezan e ve enoret e c’halloud spirituel e personach ar veleyen, abalamour ar veleyen, eme sant Chrisostom, a zo consacret da Zoue, hac a zalc’h e blaç var an douar ! [76] Jesus-Christ a zo ar pastor dre excellanç hac ar veleyen a zo lodiec eus e veleguyach : ar galloud o deus da santifia an eneou dre voyen ar sacramanchou, da effaci ar pec’hejou, da chasseal an drouc-speret, da lacat an êe da zigueri epad an oferen hac hor Zalver da zont da veza præsant var an auter evel-se pa renter enor dezo, e renter enor da Zoue e-unan, ha pa o dispriser, e tispriser Doue memes ; rac eus ar veleyen eo e lavar hor Zalver e Aviel : ar re ho selaou, am selaou, hac ar re o dispris am dispris : qui vos audit me audit ; qui vos spernit me spernit [77]. Cousgoude pe seurt respet a zo hirio evit ar veleyen ? Da betra e servich quement a veleyen, a religiuset hac a leanezed, a c’houlen certen tud hep feiz ? Servichout a reont, eme sant Augustin [78], da veuli Doue en ampoent na rit nemet ên offanci : da ober pinigen, epad ma en em rullit er fanq eus ar pec’het : servichout a reont, eme an impalaer Justinien [79], da apæzi coler Doue var ar rouanteleziou, rac anez an dud-vâd, ar bed a vize pell-so confontet : omnia propter electos [80]. An drouc-speret ne de quet evit souffr e ve Doue enoret, rac-se e ra e bossubl evit lacat disprisout an dud consacret d’e zervich ; mæs ho pezit sonch-mâd, penos ar re a zispris an dud-ma, a ro da anaout penos ne garont nac an Autrou Doue, nac ar religion, nac o dever : ar pharisianet a re goab a Jesus memes, ar pastor souveren : perac ? Abalamour ma oa o c’halon stag ous an traou crouet, eme ar Scritur : quia erant avari [81] ; evel-se ur pastor-mâd en deus, ordinalamant, quellies a adversour evel a zen-fall en e barres… Mæs, eme c’hui, ar veleyen a zo cals anezo a lignez paour ha dister : nonne hic est filius fabri ? [82]… Pa leverer deomp o enori, ne de quet o lignez eo, quemen-se a ve o enori hervez ar bed, abalamour d’o danvez, mæs lavaret a rer deomp enori personach Jesus-Christ en o fersonach, rac ma zint e vinistret… Lavaret a rit c’hoas penos an dud consacret da Zoue ne dint quet alies guelloc’h evit ar re-all : an dud-ma evit guir a zo tud ha non pas ælez ; fazia a ellont ; prætanti na ellont quet pec’hi, a zo prætanti ne dint quet tud ; mæs eus a unan fall, ped-so hac a ra mâd o dever ? Un oficer a vanq d’al lê en deus græt : ha lavaret a reot-hu ez-eo fall ha parjur an oll oficerien ? Ma na dê quet santel buez unan-bennac eus an dud consacret da Zoue, ar c’haracter en deus recevet ne dê quet nebeutoc’h santel ; ur mæn precius, eme sant Ephrem, ne de quet nebeutoc’h precius evit beza cuëzet er vouillen [83] ; evel-se ive beleguyach Jesus-Christ a velit ato beza respetet, petra-bennac e c’hall beza an ini en doug… Ma velfen, eme an impalaer Constantiu [sic], unan-bennac eus a vinistret an Autrou Doue o cuëza en ur faut, pell d’en discull, me er golofe gant va mantel royal [84]. Ar c’hontrol a c’hoarvez hirio, disterra imperfectionou ar veleyen hac an dud-all consacret da Zoue a zo discullet buan, cresqui a rer an tor a ellont da gaout, inventi a rer var o c’hont traou ar re horrupla evit gallout dispen o brud-vâd. Evit dont a ben a guemen-ma, an drouc-speret en em zervich eus a zerten tud ourgouillus pere, o lemel digant ar veleyen o brud-vâd, o rent digapabl da veza util d’an Ilis ar rest eus o buez. O pebes crim ! casi impossubl eo d’ar re o deus er c’hometet, gallout en em zavetei, abalamour ma’z-eo cazi impossubl rapari an drouc o deus græt !… Mar digoez gueneoc’h anaout unan-bennac coupabl etouez an dud consacret da Zoue, eleac’h drouc-preseg anezan, nac en disprisout, crenit gant spount oc’h ober reflexion varnoc’h hoc’h-unan, na livirit : ô Doue, mar galler hoc’h offanci en ur stad quer zantel, peguement na dlean-me quet beza var evez, me pehini a vev etouez dangerou ar bed !
II. Oboissa dezo : oboissit d’ar re ho cundu, eme an abostol, rac beilla a reont varnoc’h evel tud pere a rento cont eus hoc’h eneou dirac tribunal Doue [85]. Doue a gommand d’ar veleyen preseg deoc’h e lezen ha disquez deoc’h an hent a gundu d’e rouantelez ; mæs da betra e servich quemen-ma, ma na fell quet deoc’h senti ?… Enori ha caret a rit ho quærent, senti a rit outho abalamour ma zint, dirac daoulagad ho feiz, imachou beo an Autrou Doue, hac abalamour d’ar vuez hoc’h eus recevet digantho ; mæs brassoc’h madou a recevit digant madelez Doue dre’r veleyen eguet n’hoc’h eus recevet digant ho tadou hac ho mamou : ar re-ma n’o deus roet deoc’h nemet ar vuez temporel, ar veleyen a ro deoc’h ar vuez spirituel : ho tud ne roont deoc’h evit heritach nemet o madou, ar veleyen o cra bugale da Zoue ha quen-hæritourien da Jesus-Christ : hor c’hærent ne roont deomp nemet magadurez hor c’horf, ar veleyen hepquen a ell mezur hon eneou… Petra eo galloud ar rouanez da veza comparachet gant ini ar veleyen, eme sant Chrisostom ? [86] Ar rouanez n’o deus a c’halloud nemet var hor madou hac hor c’horfou ; mæs ar veleyen, eme an abostol [87], a zistribu deomp graçou Doue, hac o deus galloud var hon eneou. Rouanez Lacedemoon, an Abyssini hac an Ægypt a oa oll beleyen : an istim a re guechal an dud eus a veleyen ho idolou a oa quer-bras, ma lennomp er histor ancien, penos peguen dirôl-bennac e oa an dud-fall en amzer-se, nicun cousgoude, ne grede disprisout ar veleguyach. O exempl pehini a c’holoï un deiz a væz hac a gonfusion ar gristenien-fall-se pere n’o deus istim na respet-ebet evit ministret ar guir Doue. Peguen anquênius eo da ur pastor-mâd lacat e boan da zihoal ha da zicour e zênved, hac o guelet oc’h enebi outhan hac oc’h e gontrolia e pep-tra ! cetu a ze cousgoude ar pez a erru : mar fell d’ar pastor terri ur goal gustum, pe ampech un dizurz-bennac er barres, e cavo ampechamand, alies memes eus a bers ar re o deus ar galloud etre ho daouarn hac a dlê e sicour eleac’h e gontrolia. Ur pastor en occasionou-se a dle hirvoudi dirac e Grouer, hac e zaëlou a denno vangeanç an Autrou Doue var an dud revoltet. Al lezen ancien a ordrene lacat d’ar maro ab re a vanque dre ourgouill da oboissa d’ar Veleyen ; ma na c’hourc’hemen quet an Aviel ar memes punition er bed-ma, Doue a zo just, ne vnaco quet da bunissa er bed-all an dud coupabl : patiens, quia æternus [88].
III. Pedi evitho : bor Zalver a lavare guechal d’ar bobl a instrue : an eost a zo bras, evit guir, mæs au niver eus al labourerien a zo bian [89], pedit eta mæstr an eost da gaç cals a labourerien d’e zestum : an eost a repræsant oll dud ar bed, a bere an niver a zo bras : en o zouez ez-ema cals a bayanet hac a gristenien-fall, rac-se hor Zalver a recommande d’ar bobl pedi mæstr an eost, da lavaret eo, an Autrou Doue, da gresqui an niver eus ar veleyen-vâd ha da rei dezo an ners bac ar graçou a bere o devoa ezom evit convertissa an dud paour-ma pere a zo ive al labour eus o zaouarn hac ar prix eus e voad… An Ilis e-unan a ro deomp da auaout an obligation hon deus da bedi evit ar veleyen, pa c’hourc’hemen deomp peder guech er bloas, en amzer ar c’botuerou, yun [h]a pedi evit obteni digant Doue beleyen hervez e galon… Ar ræson memes, fontet var ar feiz, a lavar deomp e tleomp pedi evit bor madoberourien, hoguen hor brassa madoberourien eo ministret an Autrou Doue pere a burifi bon ene, deiz hor badiziant, diouz ar pec’het originel ; a effaç, dre’r galloud o deus recevet, hor pec’hejou actuel, hac hon dispos, en amzer diveza eus hor buez da apparissa dirac Doue, ha pere, evit hor sicour, ne espergnont nac o yec’het, nac o repos. nac o buez memes, e cas a necessite ; just eo deomp eta o respeti, oboissa dezo ha pedi Doue evitho.
Deveriou ar veleyen en andret ar bobl.
Sant Bernard a lavar penos ar veleyen a zo obliget da instrui ar bobl christen, da rei dezan exempl-vâd ha dreist pep-tra da bedi Doue evithan : verbum, exemplum, oratio, major autem horum est oratio [90].
I. An instruction : savit ho mouez, evel un drompil, eme Zoue d’ar profet Isaï : roit da anaout d’am pobl ar c’hrimou a gomet, ha na heanit d’e repren nemet pa ho pezo e gonvertisset : clama, ne cesses : nuntia populo meo scelera eorum ; quasi tuba exalta vocem tuam [91]. Evel-se Doue en deus guechal instruet ar bobl a Israel dre voyen ar brofetet, ha brema da ziveza dre voyen e Vab unic hr Zalver Jesus-Christ pehini en deus e-unan lavaret d’ar veleyen e personach e ebestel : iit, instruit an oll nationou ; badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Sante l; desquit dezo miret-mâd quement am eus gourc’hemennet deoc’h [92]… Obliget int eta d’hon instrui eus a berz Doue, er gador santel eus ar virionez, en dribunal santel eus ar binigen ha quellies guech ma velont hon eus ezom, rac ato int dleourien deomp eus a gomzou Doue, ha nî a dle ive o selaou evel pa ve Doue o barlant ouzomp, dreizo : tanquàm Deo exhortante per nos [93].
II. Dleourien int ive deomp eus an exempl-vâd. An exempl-vâd eo an holen pehini a breserv an den eus at gorruption : beza ez-eo ar goulou pehini a ziqauez deomp an hent dre behini e tleomp bale nep aon d’en em drompla… An hent da rouantelez Doue a zo hir da diæz, pa na vez disquezet deomp nemet dre goms, mæs æz ha ber er c’havomp pa valeer ennan en hon roc… Ar veleyen a zo laqueet gant Doue evit cundui e bobl ; hoguen, ur c’habiten a dle en em gaout e pen e arme, evit gallout cresqui courach e soudardet dre e vaillantis hac e exempl-vâd… Cousgoude, ma rofe ur belec goal exempl, arabat eo en disprisout, e garacter ne de quet nebeutoc’h santel, mæs ret eo neuse heuill an avis a ro deomp hor Zalver en e Aviel o parlant eus ar pharisianet [94] : sentit, emezan, ous o c’homzou, mæs na rit quet ar pez a reont ; n’o disprisit quet quen-nebeud, abalamour ma zint azezet e cador Moyses, da lavaret eo, abalamour d’an autorite ha d’ar c’haracter o deus recevet digant Doue ; nolite tangere christos meos et in prophetis meis nolite malignari [95].
III. Obliget int da bedi evidomp : Doue en deus roet dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac e voad precius, da effaci ar pec’hejou ba da rei an oll zacramanchou en deus instituet : o dever eo eta offr evidomp, evel evitho o-unan, ar sacrifiç santel eus an oferen pehini a zo ar beden dre excellanç hac an agreapla da Zoue, o veza ma teu neuse hor Zalver e-unan d’en em offr evidomp, d’e Dad eternel dre zaouam ar belec. O dever eo ive rei deomp ar sacramanchou hervez o galloud, hac hervez hon oeuvrou hac hon dispositionou, o veza m’o deus recevet ar galloud-se digant Doue, evit hor zicour… Ar veleyen a zo mediatoret etre Doue hac e bobl, o dever eo eta en em lacat dre’r beden dre Doue ha nî, ha rei deomp da anaout ar pez a c’houlen diganeomp. Evit se an Ilis a c’hourc’hemen dezo oll lavaret bemdez certen pedennou merquet, hanvet ar breuviel, evit tenna varnezo o-unan ha var an oll dud, quen beo, quen maro, benedictionou an êe… Receo a reont diganeomp an hano a dad hac an hano a bastor, hoguen un tad a dle pedi evit e vugale, e dud nessa int, ha Doue a lavar deomp pedi an eil evit eguile, hac ur pastor a dle difen e zênved hac evel-se en em zervichout eus ar beden pehini eo an arm gapapla d’hon dihoal a-enep adversourien hor silvidiguez : an exempl-ma a zo roet dezo gant hor Zalver e-unan pa lavare : va Zad, emezan, saveteit, me ho ped, dre hoc’h hano santel, ar re a bere hoc’h eus va c’harguet : Pater sancte, salva eos, in nomine tuo, quos dedisti mihi [96]. Moyses, touchet o velet ar ravach a rë [sic] ar maro etouez ar bobl a Israel, a lavare ive : ô va Doue, pe autramant bardonit d’ar bobl paour-ma, pe effacit va hano eus al levr a vuez ! [97] Sant Paul, hac ar zænt e general, a bede casi continuelamant evit an nessa, ispicial evit ar re a bere e tleient respont dirac Doue.
Deveriou ar bobl en andret ar rouanez, ha deveriou ar rouanez en andret ar bobl.
Deveriou ar bobl en andret ar rouanez, ha de-veriou ar rouanez en andret ar bobl a zo henvel avoalc’h ous a zeveriou ar bobl en andret e superioret ecclesiastic, hac ous a zeveriou ar re-ma en andret ho inferioret, rac-se ne lavarimp nemet nebeut a dra var an articl-ma.
1° Obliget omp da respeti ar rouanez : regem honorificate [98], abalamour Doue a rên dreizo var an traou crouet, hac abalamour ma ema e autorite etre o daouarn : per me reges regnant [99]. 2° Obliget omp da zenti outho, pa na c’hourc’hemennont netra control da lezen Doue : d’o enori ha da baea an taillou : Doue e-unan, en ordren deomp en e Scritur : rentit, emezan , da Zæzar ar pez-so da Zæzar, ha da Zoue ar pez-so da Zoue [100]. 3° Pedi a dleomp ive an Autrou Doue da accordi dezo ar graçou a bere o deus ezom evit en em zavetei hac evit hor gouarn gant furnez ha gant justiç… Ur roue a dle beza tad e bobl, hoguen ar vugale a dle pedi evit o zad ha requeti a bep seurt-vâd de-zan… Ar rouanez eus o c’hostez a zo obliget da c’houarn o zud, 1° gant furnez ha gant justiç : beza ez-int imachou beo an Autrou Doue, hoguen, Doue, dre behini e renont, a zo ar furnez hac ar justiç memes. 2° Obliget int da rei deomp exempl-vâd ; rac, pep-unan a gred beza parfet, pa’z-eo henvel ous e væstr : daoulagad an oll a zo digor varnezo, hac an oll a gar heuill o exempl.