Mont d’an endalc’had

5. gourc’hemen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 206-217)



PEMPET GOURC’HEMEN.


Non occides.
Ne lazit quet.

Doue, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen ouzomp ober tôr d’hon nessa en e gorf pe en e ene ; hac a ordren deomp beva e peoc’h hac en union gant an oll. Difen a ra ouzomp lemel pe ziminui dre hon autorite pe hor faut hon-unan, buez corporel pe spirituel hon nessa ; hoguen an diou vuez-ma a eller da lemel pe da ziminui, da guenta, buez ar c’horf, dre’r vuntrerez pe ar goal dretamanchou, ha buez an ene, dre’r gassoni pe ar goal exempl ; rac-se ar bempet gourc’hemen a zifen ispicial pevar zra ; ar vuntrerez græt pe requetet, ar goal dretamanchou, ar gassoni hac ar goal exempl.

I. Muntri pe laza a zo lemel e vuez digant unan-bennac ; hoguen, den-ebet na dle ober quemen-ma dre e autorite e-unan, abalamour n’en deus pemet Doue hac ar brincet pere a zalc’h e blaç var an douar, hac a alfe caout guir var hor buez ; me hepquen, eme Zoue, eo an ini a ro ar vuez hac ar maro : ego occidam et vïvere faciam [1]. Pebes injur a ra eta da Zoue ar c’hrim a gomet an dud-se pere a deu d’en em laza en un duel, pe en ur fæçon-all-bennac ? peguer criminal int ive dirac Doue ar plac’het hac ar groaguez ifam-se pere a lam ar vuez digant ar frouez a zougont ! Doue ne zifen quet hepquen ouzomp laza ar re-all, pe en em laza hon-unan, mæs difen a ra c’hoas an dezir memes da lemel e vuez digant hon nessa pe diganeomp hon-unan : dihoal da laza den-ebet, nac a galon nac a effet. Sul-vrassoc’h eo ar c’hrim, sul-goupaploc’h omp pa zeziromp er c’hometi, pa allomp, pa zicouromp ar re-all d’en ober.

II. Ar goal dretamanchou dre action pe dre gomz a; zo ive difennet dre’r bempet gourc’hemen a Zoue, abalamour quemen-ma a ell lemel pe verraat buez an nessa pe hor buez hon-unan : laquit evez eta da voal-squei ho bugale pe ar re-all : n’ho lezit quet da vervel gant ar riou, defaut dillad, boued, pe autramant defaut caout sicour digant medicin, mar hoc’h eus peadra : pourveit, guella ma ellot, d’hoc’h ezomou hoc’h-unan ha da ezomou an nessa. Ne dê quet permetet deoc’h noazout d’ho yec’het, nac en em vuntri, var digarez ober pinigen : ar binigen a zo necesser d’an oll, guir eo, mæs red eo e ober gant raeson, eme an abostol : rationabile obsequium vestrum [2]. Ne dleit quet ive lezel an nessa da vervel gant an dienez, mar gallit ampech, rac coupabl e veac’h eus e varo, eme sant Augustin : non pavisti ? occidisti [3]… An nec’hamant a ell noazout quement da vuez an den evel an toliou pe ar baourentez : dihoallit eta da affligea ho [n]essa dre hoc’h injuriou, ho rebechou, pe ho comzou poanius : an ini, eme hor Zalver, a ra goab eus e vreur, a vilit barnidiguez, hac an ini a lavar dezan dre valiç pe dre goler ez-eo ur zod, a vilit ar poaniou eternel [4]. Ne doun quet, eme c’hui, evit en em viret da voasca ar re a voasq ac’hanon : tor hoc’h eus, eme hor Zalver; rentit ar mâd evit an drouc : n’en em lezit quet, eme an abostol, da veza drec’het dre’n drouc ; mæs trec’hit an drouc dre’r mâd [5].

Laza dre hon autorite hon-unan, requeti, alia, pe sicour laza hon nessa, e voal-dreti dre action pe dre goms, a zo difennet da guenta dre’r bempet gourc’hemen ; mæs permetet hac ordrenet eo memes gant Doue e-unan punissa ha laza an dud-fall : evel-se ur medicin a droc’h eus ar c’horf un esel e pehini ema ar gangren, rac-aon na deufe da squigna ar gorruption dre’n oll isili. Doue pehini a zo an douçder memes a lavar cousgoude en e Scritur : cassit dious ar vro an dud-fall [6], ha dihoaliit na deufac’h d’o espergn dre druez outho [7] : grit dezo renta buez evit buez, lagad evit lagad, dant evit dant : maleficos non patieris vivere[8], animam pro anima, oculum pro oculo, dentem pro dente exiges [9]. Mar hoc’h eus græt drouc, eme an abostol, dougit ar prinç, rac ne dê quet hep ræson e toug ar c’hleze ; ministr eo d’an Autrou Doue pehini en deus roet dezan autorite var e bobl : si malè feceris, time principem, non enim sine causa gladium portat : Dei minister est [10]. Er memes fæçon eo permetet ive en ur brezel just, laza an inimiet, non pas dre valiç ha dre ur speret a avarisdet, mæs evit conservation ar peoc’h hac autorite ar roue… Permetet eo c’hoas laza pa vezer attaquet evit conservi ar vuez, pa na eller e c’honservi e fæçon-all-ebet : hervez an oll lezennou, eme ar pap Alexandr, trede eus an hano, e c’heller resista dre’n ners oc’h an ners : vim vi repellere licet [11]. Mæs quemen-se, eme sant Thomas, na eller da ober nemet dre voderation , hac e quement a ma ve necesser da un den laza un-all evit conservi e vuez e-unan [12]. Rac-se, eme an deologianet, mar lazit un den pehini a deu d’hoc’h attaqui, ha c’hui o c’hallout en em zifen a hent-all, pa guemeret an tec’h, e cometit ur muntr… Mæs a leverrot, ul laer oa var an hent-bras ; m’en devize gallet va laza, ne vize quet bet manquet d’en ober, hac ouspen, ur mâd eo dilivra ar vro eus ar seurt tud : ne ouzoc’h quet pe seurt bolontez en devoa, hac abalamour ne ouzoc’h quet, n’hoc’h eus quet ar guir-se, ar prinç hepquen a ell condaouni d’ar maro, an ini a vez cavet coupabl avoalc’h, hervez al lezennou : dre Zoue e rên ar rouanez ha justiç ar bed a zo ur squeuden eus ar justiç eternel. Doue a zifen ouzomp dre’r memes gourc’hemen noazout da vuez spirituel hon nessa, ar pez a eller da ober dre gassoni ha dre voal exempl.

I. Dre gassoni : ur certen buez en deus hon nessa en hor c’harantez evithan : an ini a gassa e vreur, eme sant Ian, a zo muntrer : omnis qui odit fratrem suum, homicida est [13]. Evit caout ar vuez eternel ret caret Doue, hoguen penos e c’hallimp caret Doue pehini ne velomp quet, ma na garomp quet bor breur pehini a velomp, a c’houlen an abostol sant Jacques ? [14] Lezen an Aviel a zo ul lezen a c’hraç, a beoc’h hac a bardon ; rac-se ne veler enni netra muioc’h difennet eguet ar gassoni pehini a zo, eme sant Augustin, ur zantimant a zrouc diazezet er galon : ira inveterata [15]. An ini ne gar quet e vreur a chom en ur stad a varo, eme ar Scritur : qui non diligit fratrem, manet in morte [16]. O Doue, terrupla coms : derc’hel a rit epad eiz-dez, epad ur miz, epad ur bloas cassoni a-enep ho nessa, hac epad an oll amzer-se ez-oc’h ive casseet gant Doue, ha quellies guech ma c’hassantit d’ho santimanchou a gassoni, qüellies a bec’het marvel a gometet a nevez : pebes chaden a bec’bejou ! ar maro a erru, hac evel n’hoc’h eus quet bet a druez ous ho nessa ha n’hoc’h eus quet er pardonet, Doue ive n’en devezo quet a druez ouzoc’h ha n’ho pardono quet : Judicium sine misericordia illi qui non fecit misericordiam [17]. An den vendicatif, eme sant Bazil, a zo henvel ous a zerten quellien vil pere a lez er frouez hac en traou all ar pez a ell beza enno a vâd, evit quemeret ar pez a zo fall ha brein [18]. Evel-se an dud vendicatif ne velont nemet defautou o nessa, na barlantont nemet eus ar pez a velont a fall ennan ; ar pez a ra d’an abostol sant Ian lavraret penos an ini a goalla e vreur a vale en devaligen [19].

Cetu ama teir ræson pere a dle hon douguen da bardoni a galon-vâd d’ar re o deus hon offancet. 1° Consideromp enno ar voalen eus a justiç Doue pehini en em zervich anezo evit hor punissa, evel ma en em zervich un tad eus a ur voalen evit contraign e crouadur da avanç, pa na zent quet, pe ive pa na fell quet dezan mont buan avoalc’h. Evel-se en em gomporte Job pehini, o songeal er Zabeanet hac er C’haldeanet pere o devoa græt domach dezan, a lavare : Doue en devoa roet d’în ar madou-se, Doue en deus o lamet diganeen, e hano santel ra vezo meulet [20]… 2° Comprenomp penos ar gassoni hon rent henvel ous an drouc-speret, pehini, eme ar Scritur, a zo bet muntrer adalec ar gommançamant ha pehini a ra e zemeuranç etouez an droug hac an drubull [21]. En e galon e ren ato a bep seurt santimanchou a revolt, a zrouc hac a gassoni… 3° Remercomp-mâd, er c’hontrol, penos o pardoni d’hon nessa e teuomp da veza henvel ous Doue pehini en deus pardonet e-unan d’e vourrevien ha pehini a bardon bemdez d’ar pec’her, hac a laca an heaul da zevel var ar re-vad ba var ar re-fall, hac ar glao da ober var ar re just ha var ac bec’herien. Pardonit eta hac e vezo pardonet deoc’h : roet e vezo deoc’h gant ar memes muzul ma o pezo roet d’ar re-all. Ne zalc’hit quet a gassoni en ho calon ; er moment-ma zit varzu an auter da ober hoc’h offranç, mar deu deoc’h da sonch, eme ar Scritur [22], penos ho preur en deus un dra bennac en hoc’h enep, lezit eno hoc’h offranç, hac it d’en em unani gant ho preur, neuse e c’hallot distrei gant fizianç da ober hoc’h offranç pehini a vezo agreabl da Zoue. Obliget omp eta da bardoni ha da bardoni hep dale : mæs ped guech e tleomp-ni pardoni d’hon nessa ? Quotiès peccabit in me fraier meus et dimitiam ei ? [23] Red eo, eme hor Zalver, pardoni ato : parfet e ra an ini pehini o veza bet scoet var ur chod a ro ar chod-all ; pehini o veza divoeret e vantel a zivoer ive e vaz [24]. Hon dever eo disquez d’ar re o deus hon offancet penos ne zalc’homp netra en o enep : rac-se e tleomp, mar cavomp occasion, o zaludi, parlant outho : rac, eme hor Zalver, ma na zaludit nemet ho mignonet, petra rit-hu en tu-all d’ar bayanet ? a n’er greont-y quet o-unan ? [25] Carit hoc’h adversourien, eme hor Zalver, ha grit vâd d’ar re a gassa ac’hanoc’h : rentit ar mâd evit an drouc, ha pedit evit ho persecutourien hac ho calomniatourien. Guir eo penos ar garantez a dleomp da gaout evit hon adversourien, n’en dê quet ur garantez a denerediguez, eme sant Thomas [26], henvel ous an ini a dleomp da gaout evit hor c’hærent hac hor mignonet, mæs ur garantez a ræson pehini a gonsist, o veza præst d’e zaludi, da barlant outhan, da chom hep dezirout drouc dezan, ha d’e sicour en e ezom, hac e cas a necessite ; cousgoude ar garantez parfet a zo generussoc’h : an tad Maner [27] a lavare e considere e inimiet evel ælez digacet gant Doue evit e boursu da vale en hent eus e silvidiguez hac o c’hare a greiz e galon.

II. Ar scandal pe ar goal exempl a zo ur goms pe un action capabl da lacat an nessa da zilezel ar mâd ha da ober an drouc, ha da veza evel-se evithan un occasion a bec’het : dictum vel factum minùs rectum, præbens alteri occasionem ruinæ (sant Thomas [28]). Ar goal-exempl a zo ur speç-muntrerez pehini a lam, non pas buez ar c’horf, mæs buez an ene pehini a zo infinimant preciussoc’h : rac-se hor Zalver a ra d’an dud a voal exempl gourdrousou ar re derrupla : malheur, emezan , d’an den a voal exempl ; guel e vije bet dezan, beza bet præcipitet e goeled ar mor eguet beza roet exempl-fall da unan hepquen eus ar vugale a gred ennon-me ! [29] En effet, ar goal exempl sicour an drouc-speret da goll an eneou hac a gontroli ar volontez-vâd en deus Doue d’hor zavetei.

I° Sicour a ra an drouc-speret, o tesqui an drouc d’ar re-all, oc’h en autoriza hac oc’h er squigna.

O tesqui… Jeroboam, roue impi ha scandalus, evit ampech ar bobl a Israel da vont d’an templ a Jerusalem da adori ar guir Doue, gant aon na retornje da gaout famill David a behini e oa en em zispartiet injustamant, a reas idolou , hac a lavaras d’ar bobl : pobl a Israel, cetu ama an doueou o deus ho tennet a zindan captivite Pharaon ; dre’r voyen-se, cals-bras eus an Israelitet a guëzas en idolatriach [30]… An dud scandalus a ra un dra-bennac henvel ; clêvit an den avaricius pe difeiz-se o lavaret d’e vugale ha d’e zervicherien : perac beza ato o redec d’an ilis ha da goës, nac an ilis nac ar veleyen ne roï deoc’h peadra da veva ;… deut, va mignonet, a lavar ar mezvier, ur banne-guin n’en deus græt biscoas drouc da zen ;… ar yaouanquis a renq en em divertissa, eme an dud lubric, rac ne bado quet ato ;… touet a reomp dre accustumanç, mæs ne zongeomp e drouc-ebet, a lavar an douerien miserabl-se pere a zesq d’o bugale offanci Doue, aroc heza desquet dezo ar fæçon d’e anaout ha d’e garet… Pliget gant Doue, eme sant Bernard, ne vezzemp [sic] tentet nemet gant an drouc-sperejou ; maes an dud a voal exempl a ra ive o fossubl evit hor c’holl ! Utinàm soli nos impugnarent spiritus mali, et nihil nocerent homines pernitiosis exemplis ! [31]

2° An den scandalus a autoriç an drouc, rac-se an abostol a scrive da Dimothee avertissa dreist pep-tra ar re-vras da lacat evez-mâd da rei goal exempl [32]. En effet, ar re vian a zo joa gantho, hac a gav enorabl gallout ober evel ar re-vras : ur vam a c’houlenne digant e mab perac e refuse tostaat ous e zacramanchou ha beva evel ur guir gristen, evel a rê diaguent ? Va mam, emezan, me a fell d’în beza henvel ous va zad, pehini a zo meulet hac istimet gant an dud, petra-bennac ne dostaa ous sacramant ebet… An drouc speret, eme sant Augustin [33], en deus implijet an artifiçou ar re dangerussa o proposi d’ar bayanet o doueou ifam evit exempl : o lacaat an doueou-ma var an auter, e tisclerient, eme sant Cyprien, e oa permetet ha mâd memes ober eveltho : ut fierent miseris religiosa delicta [34]. Rac-se un den yaouanq, o consideri dizurzou Jupiter repræsantet var un daulen, a lavare, hervez ma raport sant Augustin : Jupiter en deus græt evel-se, perac ne rafen-me quet ? Deus id fecit, et ego non facerem ! [35] Mar deu al loar, pe unan-bennac eus ar planedennou bian da guzet o sclerigen, den, pe gazi den, ne ra attantion ; mæs mar dê an heaul eo en em guz, an oll a zo en devaligen, ha ne oar mui petra da ober : hoguen, tud vras, tud pinvidic, tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, c’hui a zo sclerigen ar bed, vos estis lux mundi [36] ; mar roit an exempl-fall, hoc’h inferioret a lavaro : ar re-ze a ra evel-hen, perac ne rafemp-ni quet ! Deus hoc fecit, et ego non facerem ? [37]

3° An exempl-fall ne vanq quet ive da squigna an drouc : henvel eo, eme an abostol, ous ar goell pehini a deu buan da c’hoï ha da gorrompi an toaz [38] : henvel eo c’hoas ous ar gangren pehini en em squign hep dale dre’n oll isili. Nac a ravach n’o deus quet græt, ebars en Europ, an daou hæretic bras eus an amzeriou diveza-ma, Luther ha Calvin ? O Doue, nac a vroyou ampoesonet dre o hæresi hac o fals doctrin ? Diou blac’h-fall, Frines ha Laïs, o devoa corrompet ar Greç pen-da-ben, evel-se un den scandalus a zo avoalc’h evit coll ur barres hac un escopti memes. Allas, beza ez-eus tud, pere o deus dija victimou en ifern, int a guëzo ive eno d’o zro, ha var o lerc’h e tisquenno c’hoas re-all pere o devezo er memes tra collet dre o goal exempl. O den scandalus, eme sant Augustin [39], piou a allo resista ouzit ?

2° Ar goal exempl a gontroli ar volontez en deus an Autrou Doue d’hor zavetei, oc’h hon ravolti a-enep hor C’hrouer hac a-enep hor Redemptor, hac oc’h hon renta henvel ous an drouc-speret.

1° Oc’h hon ravolti a-enep hor C’hrouer : Doue en deus hor c’hrouet evit e anaout, e garet hac e zervicha ; mæs an den scandalus a den achanomp eus ar stad a oboissanç e pehini ez-omp laqueet gant Doue : lavaret a ra e-unan a vouez huel, ha dre e gundu, penos n’e oboisso quet ; hac evel Lucifer, pe Absalon, lacat a ra cals a re-all d’en em ravolti assamblez ganthan, a-enep o C’hrouer, o zad hac o roue. Petra lavarfac’h-hu eus a un den pehini a ampechfe ar parqueier da brodui, ar guez da rei o frouez, pe an heaul da rei e sclerigen ? Ur monstr eo, eme c’hui, digacet da droubli an urs laqueet gant Doue etouez an traou crouet. Mæs c’hui, mezvier ; c’hui touer-doue, ha c’hui oll tud scandalus, eo ar monstr horrubl-se, caus oc’h d’ar grouadurien d’en em ravolti a-enep ho C’hrouer.

2° Hac ive a-enep hon Redemptor : hor Zalver a zo deut var an douar evit clasq ha savetei ar pec’her, mæs an den scandalus dre’r pec’hejou a laca da gometi a zao ur voguer a zisparti etre hor Zalver Jesus hac an dud en deus prenet gant ar prix eus e voad… Deut eo hon redemptor benniguet da acquisita deomp dre e bassion hac e varo ur guir reel e rouantelez an êe : veni ut vitam habeant et abundantiùs habeant [40] ; mæs an den scandalus a lam diganeomp ar guir-se hac a ro deomp ar maro eternel dre e voal exempl… Ne doun quet deut, eme Jesus-Christ, da c’hervel ar re just, mæs ar bec’herien da ober pinigen [41] : mæs allas, va Doue, ar bec’herien a zo etouez rouejou an dud scandalus pere a ra dirazo goab eus ar binigen, eus ar retrejou hac eus ar sacramanchou, ne zistro int [sic] biquen ouzoc’h : an den scandalus a zo eta ur monstr a fallagriez, un antechrist.

3° Ia, en lavaret oc’h eus :tu dixisti : e zaoulagad a zo leun a aoultriac’h : anezo e sorti un tân impur pehini a ra goassoc’h ravach eguet an tân-goal : e c’hinou a zo evel ur bez digor ; dre’n ezen-fall a leusq, e squign ar maro dre oll : e deod a zo dangerussoc’h eguet bilim an aër-viber : e zaouarn a zo leun a fallagriez ; e dreid, eleac’h bale en hent eus a c’houc’hemennou Doue, ne valeoht nemet en hent eus a bep seurt dizurzou : hennez eo an Antechrist, eme an abostol : hic est antechristus [42]… Mæs, allas ! en lavaret a reomp en ur vouëla, evel ar memes sant Paul : int a zo stang hirio ar seurt monstrou ! Et nunc flens dico [43], antechristi multi facti sunt ! [44] Tud maleürus, en em daulit hoc’h-unan en ifern, mar guirit, mæs ne dreinit quet gueneoc’h ho preudeur ! grit poan dezo e mil fæçon, mæs espergnit o ene ! Pobl a Israel, a lavare guechal ar profet Ezechias, avoalc’h eo deoc’h offanci Doue hoc’h-unan, na liquit quet ar re-all d’en ober ! Sufficiant vobis omnia scelera vestra, domus Israel ! [45] At memes comzou a adressomp deoc’h, tud scandalus, eus a bers ar memes Doue : en em gontantit d’en em goll hoc’h-unan, mæs na gollit quet da viana ar re-all : pe, evit lavaret-mâd, n’en em gollit quet hoc’h-unan, saveteit hoc’h ene : salva animam tuam ! [46] Mar dê ho lagad, ho torn, pe ho troad un occasion a bec’het evidoc’h, hastit d’en em dizober eus ar esel-fall, ha roit ho buez memes quentoc’h evit coll hoc’h ene ! [47]

  1. [Deut. XXXII, 39.]
  2. [Rom. XII, 1.]
  3. [Lactant., De Inst. div. VI, 11.]
  4. [Matth. V, 22.]
  5. [Rom. XII, 21.]
  6. [Cf. Eccli. XLVIII, 16 (ha lec’hioù all).]
  7. [Deut. XIX, 21.]
  8. [Ex. XXII, 18.]
  9. [Deut. XXIX, 21 (ha Ex. XXI, 24).]
  10. [Rom. XIII, 4.]
  11. [Decret. extra, lib. V, tit. XXXIX De sent. excomm., cap. 3 (diwar ur c'hrennlavar eus Reizh ar Romaned : gw. Dig., IX.2.45.4 ha 43.16.1.27).]
  12. [Tho. Aq., Sum. theol. IIa IIæ, q. 64, art. 7 (contra).]
  13. [I. Joan. III, 15.]
  14. [I. Joan. (neket Jakez), IV, 20.]
  15. [Aug., Serm. LVIII (de Orat. dom.), 7.]
  16. [I. Joan. III, 14.]
  17. [Jac. II, 13.]
  18. [Basil. M., Homil. XI de Invidia, 5.]
  19. [I. Joan. II, 11.]
  20. [Job I, 21.]
  21. [Joan. VIII, 44.]
  22. [Matth. V, 23-24.]
  23. [Matth. XVIII, 21.]
  24. [Cf. Matth. V, 39-40.]
  25. [Cf. Luc. VI, 33-35.]
  26. [Cf. Tho. Aq., Sum. theol. I, q. 60 a. 2.]
  27. […]
  28. [Tho. Aq., Sup. IV. Sent., dist. 38, q. 2, art. 1.]
  29. [Matth. XVIII, 6 sqq. (ha Marc. IX, 37 ; Luc. XVII, 1-2).]
  30. [Gw. III. Reg. XII, 26 sqq.]
  31. [Bern., Serm. II in Septuag., 5.]
  32. [Cf. I. Tim. IV-V (dre vras).]
  33. [Aug., De catech. rud., 32.]
  34. [Cypr., Epist. II, 1, 8.]
  35. [Aug., Confess. XVI, 26.]
  36. [Matth. V, 14.]
  37. [Gw. uh.]
  38. [I. Cor. V, 6-7 ; Gal. V, 9.]
  39. […]
  40. [Joan. X, 10.]
  41. [Luc. V, 32.]
  42. [I. Joan. II, 22.]
  43. [Phil. III, 18.]
  44. [I. Jo. II, 18.]
  45. [Ezech. XLIV, 6.]
  46. [Gen. XIX, 17 (ha III. Reg. I, 12).]
  47. [Cf. Marc. XXII, 42-46 (ha Matth. V, 9-30).]