Mont d’an endalc’had

Var ar pec’het originel

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 434-438)



VAR AR PEC’HET ORIGINEL.

Daou seurt pec’hejou-so : ar pec’het originel hac ar pec’het actuel.

Ar pec’het originel eo ar pec’het a deu gueneomp var an douar, hac eus a behini hon tad quenta Adam en deus hon rentet coupabl… Hon tad quenta hac hor mam guenta ne oant quet crouet er pec’het, hac aroc ma oant coëzet ennan, ne voant sujet na d’ar c’hlênved na d’ar maro, rac evel a lavar ar Scritur, Doue n’en deus quet græt ar maro, mæs græt en devoa an den immortel evelthan e-unan : ar maro n’en dê antreet er bed, nemet dre an avi eus an drouc speret. Ne oa ignoranç-ebet e speret hon tud quenta, na goal inclination-ebet en o bolontez ; er c’hontrol, Doue en devoa roet dezo ur squiant hac ur galon leun a furnez. An anoudeguez o devoa eus a Zoue a oa cals en tû-all d’an ini a ellomp da gaout epad hor buez var an douar. Beza o devoa un æzamand-vras da ober ar mâd dre ne oa controliez ebet en o inclinationou oc’h enebi outho ; hac ar pez a so caëroc’h, ne bossedent quet an donæzonou-se evitho o-unan hepquen, mæs c’hoas evit o bugale pere a dleie caout ar memes eurusded hac ar memes avantach eveltho.

Mæs, allas ! aliet gant an drouc speret pehini en devoa avi outho, Eva a guemeras eus ar frouez difennet hac a gommanças evel-se ar pec’het : à muliere factum est initium peccati [1] ; rei a reas eus ar frouez difennet d’he fried pehini, dre ali, ha gant aoun da zisplijout da Eva, a zebras evelthy. Ma n’en dize quet pec’het Adam, ne vizemp quet bet coupabl eus ar pec’het originel : dreizan hepquen, eme an abostol, eo antreet ar pec’het er bed, ha dre ar pec’het ar maro : per unum hominem intravit peccatum in mundum, et per peccatum mors [2]. Querquent goude o fec’het, e voue lamet digantbo ar c’hraç originel hac e colljont ar guir o devoa, int hac o bugale, ê rouautelez an êe. O squiant a voue troublet dre an ignoranç, o bolontez a deuas da veza sujet d’ar zempladurez, o c’horf d’ar c hlênvejou ha d ar maro. Ar memes taul, eme ar c’honcil a Drant [3], a scoas an ene hac ar chorf : an ene, dre an ignoranç hac an inclination d’an drouc, hac ar c’horf, dre ar boan hac ar maro.

Cetu aze an effejou trist eus ar pec’het originel ; mæs an oll o veza pec’het en Adam, evel a lavar an abostol [4], an dorn eus a justiç Doue ne dê quet en em gontantet da bunissa hepquen hon tad hac hor mam guenta, punissa a ra c’hoas o fec’het e quement den a zo deut hac a deuï var o lerc’h : en hevelep fæçon, quement den-so disquennet eus a Adam, oc’h excepti ar Verc’hes Vari, a so oll coupabl eus ar pec’het originel ; oll ez-int bugale a goler, filii iræ [5] ; esclaved d’an drouc speret, aroc hac en ur dont var an douar ; oll ez-int sujet d’ar boan ha d’ar maro ; poan o deus e tout er bed ; poan ha chagrin o deus epad o buez, ha ne varvont nemet gant poan : oll hon deus evit partach an ignoranç, an inclination d’an drouc ; an den ne oar netra e commançamant e vuez, ne zesq nemet dre boan, ha c’hoas e zescadurez ne dê ive casi netra : santout a ra abred goal inclinationou pere en distro eus ar mad hac en doug varzu an drouc, dre fæçon ma’z-eo buez an den ur brezel cuntinuel var an douar, evel a lavar an abostol [6]. Perac, eme c’hui, ez-omp-nî condaonet d’ar poaniou-se-oll abalamour da bec’het hon tad quenta ? Quemen-ma a zo ur myster, da lavaret eo, ur virionez pehini ne allomp quet da gompren : credi a dleomp humblamant ha douja ar justiç a Zoue pehini a bunis ar pec’het en ur fæçon quen rigolius. Doue a lavaras da Adam : mar zentit e viot eürus, c’hui hac hoc’h oll vugale ; mæs mar dizentit, ho pezo, c’hui hac hoc’h oll lignez, cals a boan hac a viser ; pec’het en deus , hac e bec’het en deus poëzet varnezan, hac a boëzo var e oll bugale betec fin ar bed : evel-se ur prinç a gondaon d’an exil ne d’ar maro un tad hac e vugale, abalamour da zizoboissanç unan anezo : justiç an douar ne all quet mont en tû-all, justiç Doue n’he deus fin-ebet. Bugale da un tad coupabl, en em gontantomp da lavaret gant ar profet : Just oc’h, ô va Doue, hac ho barnidiguez a zo leun a justiç ! [7]

Mæs goude beza consideret ar rigol eus a justiç Doue, consideromp ive ar burzud eus e vadelez. Hor c’haret en deus c’hoas, goude pec’het hon tad quenta, betec rei deomp e Vab unic, an objet eus e oll gomplezançou. Ar Mab divin-ma en deus torret an arret douguet en hon enep, hon reconciliet gant e Dad hac acquisitet deomp a nevez guir ê rouantelez an êe. Dre ar vadiziant, e teuomp da veza bugale adoptif da Zoue an Tad, breudeur da Jesus-Christ, memprou eus e gorf, hæritourien evelthan da rouantelez an êe ha templou beo d’ar Speret Santel, dre fæçon, mar dê bet bras ar pec’het, graç Doue a so bet c’hoas brassoc’h, eme an abostol : ubi abundavit delictum, superabundavit et gratia [8]. Guelit, eme an abostol sant Ian, pebes carantez en deus bet evidomp Doue an Tad : falvezet eo dezan e vezimp galvet, hac e vezimp en effet e vugale ! [9]. ne voamp nemet crouadurien da Zoue aroc ar pec’het Adam ; mæs graç hon Redemptor divin en deus savet ac’hanomp d’ar renq eus e vugale, ar pez a ra d’hor mam santel an Ilis guervel pec’het Adam ur pec’het eürus : o felix culpa, quæ talem et tantum meruit habere Redemptorem ! [10]

Ar vadiziant oc’h effaci ar pec’het originel hac ar boan eternel dleet dezan, ne effaç quet e effejou-all : chom a ra en hon ene an ignoranç hac an inclination d’an drouc, hac hor c’horf a so ive chomet sujet d’ar boan ha d’ar maro ; mæs comzou Doue a lam an ignoranç eus hor speret hac a zervich deomp er vuez-ma da c’houlou ha da sclerigen : lucerna pedibus meis verbum tuum [11] ; hor goal inclinationou a ellomp ive ato da drec’hi dre an nerz eus a c’hraç Doue pehini a vez bepret accordet deomp dre vilitou Jesus-Christ, pa he goulennomp a greiz hor c’halon : poaniou ar vuez-ma a burifi hor vertus hac a gresq hor milit dirac Doue : ar maro a zo ur c’hounideguez mori lucrum [12], rac taul ar maro eo an taul pehini a dor chaden hor c’haptivite hac hon laca da jouissa eus al liberte a vugale Doue, hac eus un eurusded eternel. Maro e voamp dre bec’het Adam, mæs ressuscitet omp dre c’hraç Jesus-Christ ; chomet eo gueneomp restajou ar maro ; mæs en em zervichomp anezo evel eus a restajou un ty-coët, evit sevel un ty infinimant caëroch, da lavaret eo, evit cresqui hor milit hac hon recompanç dirac Doue !



  1. [Eccli. XXV, 33.]
  2. [Rom. V, 12.]
  3. [Catech. Trident., IV, 13, q. 4-5.]
  4. [Rom. V, 12: per unum hominem (…) in quo omnes peccaverunt.]
  5. [Eph. II, 3.]
  6. [Gw. Eph. VI, 10-20.]
  7. [Tob III, 2 : Justus es, Domine, et omnia judicia tua justa sunt ; Ps. CXVIII, 135 : Justus es, Domine, et rectum judicium tuum ; Dan. III, 27 : quia justus es in omnibus (…) et omnia judicia tua vera.]
  8. [Rom. V, 20.]
  9. [I. Joan. III, 1 : videte qualem caritatem dedit nobis Pater, ut filii Dei nominemur et simus.]
  10. [Eus an himn Exultet a ganer epad an noz-beilh Pask (a-wechoù lakaet war gont Sant Ambroas).]
  11. [Ps. CXVIII, 105.]
  12. [Phil. I, 21.]