Var ar pec’het e general
Ar pec’het a so ur zonch, ur gomz, un action pe un omission, control d’al lezen ha d’ar volontez a Zoue. Dre lezen Doue, e c’hententer ama quement en deus gourc’hemennet dreizan e-unan, pe dre ar re-all : rac-se, dre lezen Doue e tleer entent al lezen naturel,^al lezen divin hac al lezen humen. Al lezen naturel eo an ini en deus scrivet Doue ê calon an oll dud evit o douguen d’ar mâd hac o distrei eus an drouc ; al lezen divin eo al lezen en deus roet deomp dre voyen ar revelation, hac al lezen humen eo an ini a recevomp digant hor superioret pere a zalc’h e blaç dirazomp. Al lezen a recevomp digant hor superioret ecclesiastic a zo hanvet lezen ecclesiastic, hac an ini a recevomp digant hor superioret civil a zo hanvet lezen civil. Pec’hi a so eta songeal, lavaret, ober un drâ-bennac a-enep unan-bennac eus al lezennou-se pere a c’hourc’hemen Doue deomp da viret.
Pec’hi a eller dre ignoranç, dre zempladurez, dre valiç, dre habitud.
Pec’hi dre ignoranç a so ober an drouc, pe chom hep ober ar mâd da behini e oar obliget, abalamour ne ouzor quet ar pez a eller hac a dleer da c’houzout. Beza ez eus cals a draou pere a dle pep-unan da anaout adalec an usach a ræson, ba neuse, mar gra un drâ-bennac control da lezen Doue pe da ul lezen-all bennac legitim, abalamour ne oar quet, e ignoranç n’en iscus quet a bec’het. Dre exempl, adalec ma’z-eo deut e squiant-vâd d’an den, ez eo obliget da c’houzout e tleer servicha Doue, enori tad ha mam, renta e drâ da bep-unan, lacat evez da ober d’ar re-all ar pez ne garfemp quet a ve graet deomp hon-unan. Mæs an ignoranç a iscus pa rêr un drâ-bennac a-enep ul lezen pehini na eller quet da anaout.
Pec’hi dre sempladurez a zo en em lezel de [sic] goëza er pec’het oc’h assanti gant un dentation grê bennac ; evel lavaret, en ur moment a goler, ur goal gomz-bennac, ober un drouc-bennac gant aoun da veza tremenet evit un den dishenvel ous ar re-all. Dre zempladurez eo e pec’has sant Per, pa nac’has teir guech hor Zalver [1] ; ha dre sempladurez eo e pec’h cals a gristenien digalon ha digourach, pa zilezont lezen Doue, gant aoun da veza dispriset, da goll o c’hargou pe o buez.
Pec’hi dre valiç a zo pec’hi gant un anoudeguez parfet penos e rer an drouc : ar pec’hejou-ma a zo cals grevussoc’h, abalamour ma o c’hometer gant gouizyeguez ha gant ur valiç anat, evel en em vengi, ober traou dishonest, etc. abalamour an oll a oar ez int pec’hejou-bras.
Beza ez eus pec’hejou a-enep ar Speret Santel, pere, eme hor Zalver, ne vezint pardonet nac er bed-ma nac er bed-all [2], da lavaret eo, nemet dre boan. Hervez sant Thomas [3], ez eus c’huec’h seurt anezo : ar fizianç-re-vras, an discreden, an avi, an aheurtamant hac an obstination da chom er pec’het ha d’en difen.
Pec’hi dre habitud a zo cuëza alies ha casi a volontez-vâd er memes pec’hejou. An ini en deus un accustumanç fall-bennac a dle renonç d’e accustumanç bep mintin ha lies a vech en deiz : goulen pardon, mar digoëz dezan coëza en e bec’het a habitud, ober ur binigen bennac var an heur ha lacat e fizianç er zicour a Zoue ; rac an accustumanç, elleac’h iscusi an ini ne renonç quet d’e bec’het, en rent cals coupaploc’h : ne iscuzer quet ul laër evit er c’hlêvet o lavaret en deus an habitud da laërez, nac ur c’hrouadur pa lavar ez eo boazet da squei gant e dad.
Pec’hi a ra c’hoas, non pas hepquen ar re a ra an drouc o-unan, mæs ive ar re a deu da ordren da un-all, pe d’er zicour pe d’en alia d’en ober, pe d’e veuli goude e veza græt ; pe autramant ma n’en ampech quet o c’hallout en ober, ispicial ar re a so obliget dre o c’harg, evel ar rouanez, an dud a justiç, an tadou a famill ; rac, evel a lavar an abostol, ar re a ra an drouc a vilit ar maro, hac ive ar re a so assant gant ar re-all d’en ober [4].
- ↑ [Gw. Marc. XIV, 66-72.]
- ↑ [Matth. XII, 32 ; qui autem dixerit contra Spiritum Sanctum, non remittetur ei, neque in hoc sæculo, neque in futuro.]
- ↑ [Matth. Cracov., De modo confitendi… (alias : Confessionale beati Thomæ de Aquino).]
- ↑ [Rom. I, 32 : qui talia agunt, digni sunt morte ; et non solum qui ea faciunt, sed etiam qui consentiunt facientibus.]