Mont d’an endalc’had

Dispositionou gand pere e tleer celebri an eured

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 429-431)



Var an disposilionou gant pere e tleer celebri an eured.

Pa ho pezo græt ho sonch da zimizi goulennit permission ho quærent, ispicial, permission ho tad hac ho mam ; ma ne accordont quet deoc’h ar pez a c’houlennit, ne vurmulit quet, rac alies an dud yaouanq en em dall, ha ne anavezont o dallentez nemet re-zivezad ; mæs ar guærent ive a dle compren peguen dangerus eo miret ous ho bugale ne antreent er bed, hervez o faltazi.

Diouallit da eureugi, na memes da zimizi gant un ampechamant bennac ; mar douetit, consultit ho coëssour, gant aoun na ve null ho timizi. Beza ez eus daou seurt ampechamanchou : lod a zo hanvet ampechamanchou dirimant, ha lod-all ampechamanchou prohibitif ; an ampechamanchou dirimant, evel ma’z-eo beza quærent betec ar bempet pazen, a lam digant an dud ar galloud da gontracti priedelez, pe a rent null an dimiziou contractet ; an ampechamanchou prohibitif ne rentont quet null an dimiziou, mæs hepquen coupabl ar bec’het ; dre exempl, pa eureuger da zerten amzeriou-so er bloas, evel ma’z-eo goude ar sul quenta eus an Azvent betec antronos gouel ar Rouanez, ha goude meurs al lard betec antronos ar C’hasimodo.

Pedit Jesus ha Mari da assista en hoc’h eured, evel guechal en eured Cana e Galilee ; hac evit-se tremenit santelamant an amzer etre ho timizi hac hoc’h eured : grit, mar plich gant ho coëssour, ur goëssion general eus ho puez, evit gallout rapari ar fautou ho pe græt en ho coëssionou tremenet, caout muioc’h a gueuz d’ho pec’hejou ha beza guelloc’h disposet da cench a stad a vuez ha da receo ar sacramant a briedelez pehini a zo unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, eus ar sacramanchou a dleer da receo e stad a c’hraç, dindân boan da gometi ur sacrilach ha da gommanç hoc’h union dre ar pec’het, ar pez a ve ar maleur ar brassa. Na bermetit quet e ve en ho compagnunez tud dibarfæt ha difeiz epad cerimoni hoc’h eured ; mar grit fest, ra vezo, evel Tobï, gant tud fur, tud sobr, tud a zoujanç Doue [1] : na bermetit na comzou bavard, na sonjou fall, na danç-ebet en deiz caër-se. Ar re a assist en un eured a dle gouzout ne de quet evit tenna var ar priejou nevez coler Doue eo ez int bet pedet, mæs evit goulen digant Doue evitho, ar graçou a bere o deus ezom evit beva en e zoujanç hac en e garantez.

Na bermetit quet ive e vez græt en nôs hoc’h eured ar jeuyou hac ar farcerezou-se control d’ar vodesti pere, siouas, a zo quer commun, ha pere ne allont nemet rei songesonou-fall d’ar re o gra ha d’ar re a vel o ober, ha tenna coler Doue varnoc’h, var ho ty ha var ho pro. Ar bayaned en em roe bac en em ro c’hoas d’ar seurt traou-se, mæs indign int eus a gristenien pere zo bugale ar zænt.

Selaouit, potred yaouanq, comzou Tobï, ha desquit ganthan an intantionou a dleit da gaout o timizi : O va Doue, emezan, c’hui pehini hoc’h eus furmet Adam ha roet dezan Eva da gompagnunez, anaout a rit ar pez a dremen em c’halon, quemer a ran evit pried ar plac’h-ma pehini so servicherez, evit ober assamblez ganthi va silvidiguez hac evit sevel en ho toujanç ar vugale a root deomp, evit ma veulint hoc’h hano santel epad an eternite [2].

Ha chui, merched, selaouit comzou Sara, pried Tobï, ha profitet eus he exempl : Gouzout a rit, ô va Doue, a lavare-hi, penos n’em eus bet biscoas dezir criminel evit den-ebet, ha penos em eus conservet pur va c’horf ha va ene : biscoas nem eus quemeret pers e jeuyou hac e divertissamanchou-fall ar re a laca o flijadur en traou-se ; bepret em eus pelleet eus an dud direis ha dibarfet ; ha mar quemeran hirio ur pried, n’er gran nemet gant un intantion zantel, oc’h esperout e root deomp ho protection hac e scuillot ho benediction var an oll amzer a dremenimp assamblez ! [3] Oh peguement a c’hraçou a denno varnezo ar priejou c’hristen pere a songeo hac a raï evel-se ! eürus ar re a glasq hac a ra pep-tra evit Doue ; rac e gahout a raint, hac oc’h e gahout, e cavint ar vuez !

  1. [Cf. Tob. II, 2 : adduc aliquos de tribu nostra, timentes Deum, ut epulentur nobiscum.]
  2. [Tob. VIII, 7-9.]
  3. [Tob. III, 16-18 (war-bouez nebeut).]