Ar pec’het actuel eo an ini a gometomp hon-unan, dre hor bolontez propr, goude an usach a ræso, da lavaret eo, pa ellomp diffaranti an droug eus ar mâd. Daou seurt pechejou actuel-so : ar pec’het veniel hac ar pec’het marvel.
Ar pec’het veniel a zo un dizoboissanç da lezen Doue, dre behini ne gollomp quet e c’hraç, mæs pehini a ra deomp displijout dezan, a zempla ennomp e c’hrag hac hon dispos d’ar pec’het marvel.
I. Ne gollomp quet graç an Autrou Doue dre ar pec’het veniel, abalamour ne doromp quet e lezen en ur poent important, na gant gouizyegues, pe dre valiç-vras ; rac-se ar pec’het-se a so hanvet veniel, da lavaret eo, pardonabl : veniæ locum præbens. Cousgoude, ne dê quet aoualc’h da ur c’hristen en em viret diouz ar pec’het marvel, red eo dezan caout ur zourci-vras d’en em viret diouz ur pec’het veniel… Daou seurt pec’he-jou veniel-so : darn a zempladurez hepquen, pere a gometer hep evez, evel caout ur moment a impatiantet, ur moment a væn c’hloar, ur moment a ziegui : eus ar seurt pec’hejou-ma eo e parlant ar Scritur sacr, pa lavar penos an den just a goëzo seiz guech bemdez, da lavaret eo, alies, hac en em zavo adarre [1] : darn-all a zo grevussoc’h e pere e coëzer gant gouizyeguez, dre atach pe dre valiç. Sant Augustin [2] a deu da gompta un niver bras eus ar seurt-ma : dibri hac eva hep ezom ; parlant muioc’h eguet so dleet ; têvel pa dleer parlant ; comz rust oc’h pried, oc’h servicherien, ha memes oc’h beorien ; tremen an amzer o lavaret comzou diprofit ; beza diegus da zevel ; beza re-zilicat en dibri pe en eva ; chom hep chasseal, buanna ma c’heller, ar zongezonou vil, ha memes ar zongezonou vean ha dibrofit, pere a ell hon douguen d’an impurete, d’ar gassoni, d’ar vengeanç, pe da ur pec’het-all bennac ; ar guevyer dister, ar c’homzou flemus, ar goaperez : ar re-ma-oll, ha cals a re-all eus ar memes speç, pere a zisplich da Zoue, a zo hanvet pec’hejou veniel. Oll e tisplijout meurbed da Zoue ! [3] Ha ne dê quet aoualc’h quemen ma evit ober da un den ræsonabl caout un horrol-vras anezo ? Ur c’hrouadur-mâd ne ra jamæs ar pez a zisplich d’e dad, nac ur mignon ar pez a zisplich d’e vignon : cetu perac sant Augustin a lavar [4] a pa ve revinet ar bed, a pa vê distrujet an oll dud hac an oll ælez, ne vê quet un drouc quer bras evel ma’z-eo ar pec’het an disterra, abalamour, eme an deologianet, an disterra drouc cometet a-enep Doue n’en deus muzul-ebet, o veza ma’z-eo ur revolt a-enep e vajeste infinit.
II. Ar pec’het veniel a zempla ennomp graç Doue : rac beza ez eo un avel scorn pehini a iena carantez Doue evidomp : ur bec’h pehini a zâm hon ene ; e zouguen a ell, evit guir, mæs he ampech a ra da guerzet en hent eus a c’hourc’hemennou Doue, ha d’e garet eus he oll nerz ; he distrei a ra eus an traou cœlestiel, evit he occupi re-alies ha dreist-voder, diouz an traou terrien : beza ez-eo ur gouli pehini a rent hon ene difæçon dirac daoulagad he fried divin, a ampech da rei dezi ar mercou ordinal a garantez pere a ro d’an eneou a zo parfetamant en e c’hraç. An ini a bec’h alies venielamant a so henvel ous a ur c’hrouadur pehini a zizent alies oc’h e dad hac a zisplich dezan e meur a boent : e speret control hac e gomportamant direspet a laca e dad d’en em yeana outhan ha da veza habituelamant var ar poent d’en dishærita. Cetu aze lod eus a effejou trist ar pec’het veniel pehini hon dispos ive d*ar pec’het marvel.
III. Ar pec’het marvel eo an tourmant a ziscar an ty ; mæs ar pec’het veniel eo ar glao pehini a doul endro ha dindân ar vein-fond. Ar pec’het marvel a ro d’an ene ar maro en un taul crên, eme sant Augustin [5] ; mæs ar pec’het veniel a dosta anezi d’an instrumant-se a varo. Ar pec’het marvel a so maro an ene ; mæs ar pec’het veniel a so ar c’hlênved a gundu eno ; ar pec’het marvel a lam diganeomp ar c’hraç santifiant, ar pec’het veniel a lam cals a c’hraçou actuel, ha pa vent lamet digant un ene e vez trec’het æz gant an dentation.
Evit gallout guel en em viret diouz ar pec’het veniel, consideromp ar maleuriou-bras a dên varnomp, ha peguen diæz eo en diffaranti dious ar pec’het marvel.
1° Pried Loth, evit beza sellet gant curiosite ous an tân a zeve Sodôm ha Gomorrh, a voue cenchet en un imach holen [6], evit furraat an dud ha desqui dezo, eme sant Augustin, dioual diouz ar fautou ar re zisterra : ut prudentes condiret exemplo [7]. Moyses, evit beza douetet e raje an Autrou Doue d’an dour sortial eus ar garrec, ne antreas quet en douar a bromission [8]. Petra a erruas gant Osa evit beza touchet gant nebeud a respet an arc’h a alianç [9], ha gant ar bobl a Versames evit beza he c’honsideret gant re a guriosite [10] ? Osa hac anter-cant mil eus ar bobl-ma a goëzas maro var ar plaç, abalamour d’o fec’het. Ar roue David, evit beza comptet e bobl dre un nebeud a vên gloar, a voue punisset dre ur vocen pehini dindân tri devez a lamas diganthan dec ha tri-uguent mil den [11]… Mæs Doue n’en em gontant quet da bunissa ar pec’het veniel er bed-ma, tân ar purcator a zo ive ellumet evit er punissa er bed-all. Rac-se evit ar fautou-se pere a zeblant quen dister hac a gometer quellies a vech ha gant quen nebeud a scrupul, e vezo ret souffr er purcator poaniou brassoc’h evit quement a eller da anduri er bed-ma, eme sant Augustin : gravior erit ille ignis quàm quidquid potest homo pati in hac vita [12].
2° Mæs ar pez a dle hon lacat oll da grêna , eo abalamour nê deus den hac a oar mâd aoualc’h anaout ar merq a zisparti laqueet gant Doue etre ar pec’het marvel hac ar pec’het veniel. Allas , piou a ell assuri ne dê nemet ur pec’het veniel, ar zonch, ar gomz, an action-se pehini hon deus græt pe hon deus manquet da ober ? Sant Augustin [13] a lavar ne oar quet diffaranti ar pec’het marvel diouz ar pec’het veniel, hac en deus Doue cuzet an drâ-ma ouzomp, evit ma tiouallimp, gant ur sourci-vras, eus an disterra pec’het. An abostol a lavar deomp ive dioual memes eus a bep aparanç a zrouc [14] : bezomp eta fidel en traou-bian, ha Doue a accordo deomp graçou-bras : an ini, eme ar Speret Santel, en deus doujanç Doue ne dê lezirec e netra [15] ; er c’hontrol, an ini a zispris an traou-bian ha ne ra vân evit coëza er pec’hejou dister, a goëzo nebeud-ha-nebeud e pec’hejou bras [16]. Goude beza cometet ur pec’het bennac, ha pa na ve nemet dre zonch, goulennit pardon anezan, grit ur binigen-bennac hac it da goës quenta ma ellot : en em sicourit a galon-vâd, ha Doue ho sicouro.