Mont d’an endalc’had

Var ar gontrition, quenta loden eus a sacramant

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 385-391)



Var ar gontrition pehini eo al loden guenta ha necesserra eus a sacramant ar binigen.

Ar gontrition so ur glac’har er galon da veza offancet Doue, gant ur propos ferm d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont. Ar gontrition a zo absoluamant necesser evit beza pardonet : aroc guinivelez hor Zalver, ne oa moyen-all ebet d’en em reconcilia gant Doue ; ha goude e c’hinivelez, ar gontrition a zo c’hoas necesser evit receo ar pardon eus hor pec’hejou : ur c’hrouadur evit beza pardonet gant un tad just, a renq caout queuz da veza dizentet ; evel se an den aroc beza pardonet gant Doue, a renq caout queuz da veza pec’het… Peder galite a zo requis evit ur guir gontrition, da lavaret eo, ar gontrition a dle beza interior, surnaturel, universel ha souveren.

Interior, da c’houzout eo, penos ar glac’har a dle beza er galon, ha non pas var bec an teod. Ar Yuzevien, goude beza græt un drouc-bennac, pe gollet unan-bennac eus o c’hærent, a zifreuze o dillad ; mæs ar profet Joel a lavare dezo : difreuzit ho calonou, ha non pas ho dillad : scindite corda vestra et non vestimenta vestra [1]. Ar bobl-se, eme Zoue, am enor divar bec e deod, mæs e galon a zo pell diouzin [2]. An andret a behini e sorti ar pec’het eo a dle beza punisset ; hoguen eus ar galon eo sorti ar pec’hejou, eme ar Speret Santel : ex eo enim exeunt cogitationes malæ, adulteria, blasphemiæ [3]. Ne dê quet eta avoalc’h ober actou a gontrition, na lavaret da Zoue hon deus queuz da veza en offancet, ar c’heuz-se a dle beza er galon.

2° Ar gontrition a dle beza ive dreist-natur en he zourcen hac en he motivou. En he zourcen, ratione principii ; Doue eo ar zourcen a guement-vâd-so, hep e zicour na ellomp netra : sine me nihil potestis facere [4]; evit en em gonvertissa eo necesser deomp caout e c’hraç : convertissit ac’hanon, ô va Doue, eme ar profet, hac e vezin convertisset [5] ; cuëza reomp dre hor fragilite hon-unan, mæs evit sevel, e rencomp caout sicour Doue. Ar gontrition a dle beza ive dreist-natur en he motivou, da lavaret eo, e tleomp beza glac’haret, abalamour, dre’r pec’het, hon deus græt un injur incomprenabl da Zoue, ar guella eus an oll dadou, hon deus crucifiet a nevez hor Zalver Jesus-Christ, collet ar barados ha meritet an ifern. Mar de veniel ar pec’hejou hon deus græt, e tleomp songeal penos ar pec’het a zisplich infinimant da Zoue, penos an ini a zispris ar pec’hejou-bian a guëzo hep dale er re-vras, eme ar Speret Santel [6], ha penos eo guel, eme sant Augustin, coll ar bed-oll, ma tepante diouzomp, eguet cometi ur pec’het veniel hepquen [7]. O Doue, piou a ell eta compren ar grevusded eus ar pec’het ! henvel eo ous a ur mor bras a behini ne all den tizout ar goelet ! ouz a un abym e pehini en em goller, hep gallout biquen en em denna !

3° Ar gontrition a dle c’hoas beza universel, da lavaret eo, e tleomp caout glac’har eus hon oll bec’hejou, da viana marvel, hep excepti nicun. Hor pec’hejou ne allont beza effacet nemet dre’r guir binigen, hoguen ar guir binigen a ra deomp detesti hon oll bec’hejou etre ma zint offançou da Zoue ; evel-se ar Scritur a lavar deomp : en em gonvertissit ha grit pinigen eus hoc’h oll bec’hejou : convertimini et agite pœnitentiam ex omnibus iniquitatibus vestris [8] ; taulit-pell diou-zoc’h hoc’h-oll fallagriez : projicite à vobis omnes prævaricationes vestras [9]. Lavaret a reomp penos eo ret detesti da viana an oll bec’hejou marvel, rac an absolven a ell effaci an oll bec’hejou marvel, hep effaci ar pec’hejou veniel pere ne reont quet deomp coll graç Doue, ha pere, er moment ma tetestomp anezo, a ell beza effacet dre’r glac’har-se, dre’r beden, dre’r gommunion, dre’n œuvrou-mâd ha dre gals a voyenou-all, nemet hon devezo ar volontez d’o c’hoës quenta ma vezo possubl deomp. Ne dê quet absoluamant necesser coës ar pec’hejou veniel, mæs necesser eo absoluamant coës hon oll bec’hejou marvel, rac an eil na ell quet beza effacet hep eguile ; hac evel ma’z-eo diæz diffaranti ar pec’hejou veniel eus ar pec’hejou marvel, ha dangerus-bras derc’hel hor c’halon stag ous a ur pec’het veniel bennac, e tleomp detesti ha coës hon oll bec’hejou, quen marvel, quen veniel.

4° Ar gontrition a dle, erfin, beza souveren : ar pec’het a so ar guir drouc, an drouc souveren ; ar glac’har da veza e gometet a dle beza ive ur glac’har guirion ha souveren, da lavaret eo, e tleomp caout mui a c’hlac’har da veza offancet Doue eguet eus a guement drouc a ouffe erruout gueneomp. Pa leveromp penos e tleomp beza muioc’h glac’haret da veza pec’het eguet da veza collet hor yec’het, hon tud, hor madou, hon enor, ne barlantomp quet eus a ur zansibilite naturel pehini ne ellomp quet da gommandi, mæs eus a ur glac’har a ræson, pehini a ra deomp, eme sant Bonavantur, præferi Doue da bep trâ [10]; evel-se, an ini a bræfer mont eus a un ty, eus a ur garg enorabl, eus e vro memes, evit gallout en em viret a bec’het, a zisquez en deus ur gontrition souveren pehini a ra dezan præferi Doue d’an draou-se-oll. An daëlou ive, petra-bennac ne dint quet ato ur merq certen, a zo cousgoude alies ur merq-mâd; evel-se ar roue David a lavare, an daëlou en e zaoulagad : pec’het em eus a-enep Doue : peccavi Domino [11]. Sant Per o veza nac’het e væstr-mâd, en em dennaz a gostez evit goela e bec’het : egressus foras, flevit amarè [12]. Ar Madalen e devoa quement a gueuz d’he fec’hejou quen a velc’he treid hor Zalver gant an daëlou eus he daoulagad : cœpit lacrymis lavare pedes ejus [13]. Mæs ar merq surra a gontrition eo ar cenchamant a vuez ; rac an den a vez anavezet eus e œuvrou, evel ar vezen eus he frouez.

Evel ma c’hell ar gontrition sortial eus a ziou zourcen diffarant, eus ar garantez evit Doue pe eus ar spount rac poaniou an ifern, an deologianet o deus diffarantet diou seurt contrition, ar gontrition parfet hac ar gontrition imparfet pe an attrition. Ar gontrition barfet a zo ur glac’har er galon da veza offancet Doue, abalamour ma’z-eo infinimant mâd ha ma displich dezan ar pec’het ; an attrition a zo ive ur glac’har er galon, mæs ur glac’har concevet dre’r spount rac poaniou an ifern pere a vilit ar pec’het… Cals diffaranç-so etre an diou gontrition-ma: ar gontrition barfet a zo meulaploc’h en he motivou ha profitaploc’h d’an den. Meulaploc’h en he motivou : ar gontrition barfet a zo fontet var ar garantez evit Doue, hac an attrition var ar spount rac poaniou an ifern. An doujanç quenta a zo doujanç ar c’hrouadur pehini en deus aon rac ar pec’het, non pas abaamour ma vilit beza punisset, mæs abalamour ma c’hoffanç un tad mâd ha carantezus : an eil a zo evel un doujanç a esclav pehini n’en deus aon nemet rac ar bunission. Cousgoude, un drâ vâd eo dougea justiç an Autrou Doue, rac an doujanç-se a gommanç ar guir furnez [14] hac a deu a vechou da arreti ar bec’herien vrassa e creiz o dizurzou ; tauliou int, eme ar c’honcil a Drant [15], pere a sco ar Speret Santel var dor ar galon, ha petra-bennac ne laca quet an heol eus a justiç Doue da bara enni, e laca da viana an deiz, da c’houlaoui ; un disposition eo d’ar garantez, eme sant Augustin [16] : en effet, an ini en deus spount rac poaniou an ifern, ha desir da veza eternelamant gant Doue en e varados, a dle caout da viana ur gommançamant a garantez Doue, rac den ne fall dezan chom pell e compagnunez adversourien… Profitaploc’h d’an den : renta ra æz ar poaniou a gaver e servich Doue, rac un ene convertisset-mâd a lavar evel breudeur Joseph : militet hon deus quemen-ma : meritò hæc patimur [17] ; pe, evel ar roue David : ra viot meulet, ô va Doue, da veza va humiliet [18] ; pe autramant evel al laër deo : militet hon devoa, dre hor goal vuez, an tourmanchou a souffromp : digna factis recepimus [19]. Ar gontrition barfet hon reconcili gant Doue aroc an absolven, ar sacramant ne ra nemet cresqui ennomp graçou Doue ; elleac’h, gant an attrition, ne allomp beza pardonet nemet dre voyen ar sacramant. An eil gontrition hac eben, evit beza mâd, a renq caout ar peder galite a bere hon deus parlantet, da lavaret eo, e rencont beza interior, dreist-natur, universel ha souveren, gant ar propos ferm da vervel quentoc’h evit cometi biquen ur pec’het marvel hepquen.

Ar propos ferm a zo ur volontez sincer da cench, hac a zo ive absoluamant necesser evit beza reconciliet gant Doue : rac ar gontrition e deus daou dû ; unan pehini-so troet varzu an amzer dremenet, hac un all varzu an amzer da zont : memori a ra ar pec’hejou tremenet, evit o detesti, ha prometi a ra ober mâd evit an amzer da zont : pœnitemini et convertimini ut deleantur peccata vestra [20] ; ar c’heuz evit an amzer dremenet hac ar gonversion evit an amzer da zont, a zo necesser o daou ; an eil hep eguile a so inutil : ar c’heuz hep propos ferm, a zo henvel ous a ini ar re zaonet : an dud-ma, eme ar fur Salomon [21], o deus ive queuz hac a zo mantret a galon da veza en em lezet da heuill o goal inclinationou, mæs quemen-se a zo inutil evitho, o veza ne allont mui cench : henvel eo ive ar seurt tud-ma ous a vugaligou o tesqui bale, pere, o veza cuëzet, a chom da grial o c’hortos eur re-bennac d’o Zevel, hep en em sicour o-unan : henvel int c’hoas ous a un den pehini, o veza cuëzet, a lavar en deus queuz hac a guntunu da vale dre’r memes hent risclus. Ar re-ma oll n’o deus quet ar propos ferm pehini-so ur volontez guirion da cench, non pas dindân certen conditionou, mæs petra-bennac a ouffe da erruout : daouest da bep-tra, e renquer beza resolvet da souffr quement coll, quement injur, quement affront a ouffe da ziguëout gueneomp, hep jamæs en em vengi, rac ma na brometomp beva e peoc’h nemet gant ar re hor c’har ha gant ar re ne reont netra control d’hor zantimant, pe seurt milit hon deus-nî ? Ar bayanet, eme hor Zalver, a ra quement-all : an drouc sperejou a heanne ive da vlasphemi en ifern, ma c’heanne o zourmanchou : an aër ne flêm ordinalamant, ne-met an ini a deu d’e egasi : ret eo eta souffr pep-tra ha gant pep seurt tud, non pas hepquen ur vech-bennac, mæs bepret. Red eo perseveri bete’r fin, na eller quet ober accord gant Doue evit un amzer, ret eo ober ar peoc’h ganthan hep termen-ebet. M’em bezo sourci eus va fec’het, eme ar profet roue : cogitabo pro peccato meo [22] ; petra sinifi, eme sant Augustin, caout sourci eus ar pec’het ? Ma lavarrac’h, eme an doctor-ma : m’em bezo sourci eus va gouli, ha ne dê quet guir e c’hententac’h dre guemen-se, ober ho possubl evit e barea ! [23] Grit, da viana, ar memes trâ evit en em zizober eus ar pec’het. An ini en deus ur propos ferm d’en em gorrigea, a examino penos e c’hallo dont a ben eus a guemen-se hac a lavaro gant an abostol : piou am dispartio-me diouc’h Doue pehini a garan ? [24] Piou ? an amezeguez-se gant he goal-deodadou ? an den bavard-se gant e gomzou vil ha lubric ? ar mezvier-se gant e aliou-fall ? Nan, netra tout, nac an naoun, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, ne allo mui va ampech da garet Doue !

  1. [Joel II, 13.]
  2. [Matth. XV, 8 : Populus hic labiis me honorat, cor autem eorum longe est a me (a-heul da Is. XXIX, 13).]
  3. [Matth. XV, 19.]
  4. [Joan. XV, 5.]
  5. [Jer. XXXI, 18 (gw. p. 379).]
  6. […]
  7. […]
  8. [Ezech. XVIII, 30.]
  9. [Ibid., 31.]
  10. [Bonav., I. Sent., dist. 17, p. 1, art. 2, q. 1, ad 9um ; ha lec’hioù all.]
  11. [II. Reg. XII, 13.]
  12. [Matth. XXVI, 75 ; Luc. XXII, 62.]
  13. [Luc. VII, 38 (“rigare pedes”).]
  14. [Prov. I, 7 : Timor Domini principium sapientiæ.]
  15. [Ne gaver seurt tra en aktoù ofisiel ar c’honsil.]
  16. [Dispositio as caritatem : Tho. Aq. (neket Aug.), Super I. Sent., dist. XVII, q. 2, art. 5, ad 4um (ha lec’hioù all).]
  17. [Gen. XLII, 21.]
  18. [Cf. Ps. CXIX, 67 (?).]
  19. [Luc. XXIII, 41.]
  20. [Act. III, 19.]
  21. […]
  22. [Ps. XXXVII, 19.]
  23. [Aug., Enarr. in Ps. XXXVII, 24 : Quid est, curam gerere pro peccato tuo ? (…) Si diceres: Curam geram pro vulnere meo; quid intellegeretur, nisi: Dabo operam ut sanetur ?]
  24. [Rom. VIII, 35 : quis nos separabit a caritate Christi.]