Var ar Binijen consideret evel sacramant

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 382-384)



AR BINIGEN


consideret evel sacramant.


Un diffaranç-vras so etre’r vertus hac ar sacramant a binigen. Dre’r sacramant, ar pec’hejou a so effacet cals æssoc’h ha surroc’h. Æssoc’h, rac ar garantez evit Doue a dle beza parfet evit gallout effaci ar pec’hejou dre voyen ar vertus a binigen ; elleac’h, ar spount rac ar poaniou eternel, hac ur garantez a esperanç e Doue o veza ma’z-eo infinimant trugarezus, hac a anoudeguez-vâd o veza ma recevomp pep-tra diganthan, a so avoalc’h evit effaci ar pec’hcjou dre voyen ar sacramant pehini-so effedus dreizan e-unan, elleac’h ar vertus a binigen ne dê effedus nemet dre œuvrou an ini he receo digant Doue : sacramentum agit ex opere operato, virtus autem pœnitentiæ ex opere operantis (Theol.)… 2° Surroc’h, abalamour ma’z-eo brassoc’h ners ar sacramant, hac abalamour ar belec pehini a zalc’h plaç an Autrou Doue, er gador santel eus ar binigen, a lavar deomp eus e bers penos hon oll bec’hejou a zo pardonet.

Ar sacramant a binigen a zo ur sacramant dre behini ar gristenien, glac’haret da veza offancet Doue, coësseet ha resolvet da satisfia, a receo, dre vertus an absolven, roet gant ur belec aprouvet, ar pardon eus an oll bec’hejou o deus cometet.

Ur sacramant, da lavaret eo, ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant Jesus-Christ evit hor santifia. Beza ez-eo ur sîn sansibl eus a bers ar pænitant pehini a goëss e bec’hejou, hac eus a bers ar c’hoëssour pehini ro an absolven. Ar zîn-se a brodu ar c’hraç, rac an ebestel hac o successoret er veleguyach o deus recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou, ar pez na ell beza græt nemet dre c’hraç an Autrou Doue : quis potest dimittere peccata nisi solus Deus ? [1] Doue hepquen a ell staga ous a sinou exterior, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç. Ar sacramanchou a zo instituet evit hor santifia, da lavaret eo, evit rei deomp ar c’hraç santifiant hac habituel pehini hon devoa collet dre’r pec’het marvel. Pebes coll ! mæs ive pebes bonor gallout rapari ur c’holl quer-bras dre sicour ar vadelez infinit a Zoue !

Dre behini ar gristenien : lavaret a reomp ar gristenien, rac badezet e renquer beza evit gallout receo sacramant ar binigen. Evel-se ar bayanet hac an hæretiquet divadez na ellont quet receo ar sacramant-ma pehini a so instituet gant Jesus-Christ evel ur remed, ha pehini, rac-se, a zupos ur vuez da viana commancet. Sacramant ar vadiziant a zo an or eus an oll sacramanchou-all : ên eo hon laca da c’henel, ar gonfirmation da gresqui, sacramant an auter hor mag, hâ sacramant ar binigen hor pare eus ar c’hlênvejou spirituel e pere e cuëzomp dre’r pec’het. Sacramant ar binigen a zo comparachet gant pincin Siloe [2]; quement ini clân a zisquenne er pincin-ma a re-ceve ar yec’het goude ma vije bet remuet an dour dre bræsanç an æl : evel-se ive quement ini a receo sacramant ar binigen gant an dispositionou requis, a zo pardonet gant Doue.

Dre behini ar gristenien contristet, coësseet ha resolvet da satisfia, a receo ar pardon eus o oll fec’hejou : ar gontrition, ar goëssion hac ar satisfaction a zo eta absoluamant necesser evit beza pardonet dre sacramant ar binigen, abalamour ma zint ar vatier eus ar sacramant-ma, hervez ar c’honcil a Drant [3]. Eus an teir loden-ma, ar gontrition eo an necesserra, o veza ma c’hell, anezi e-unan, hon renta agreabl da Zoue, eleac’h ar goëssion hac ar satisfacüon ne allont netra anez ar gontrition.

  1. [Marc. II, 7.]
  2. [Gw. Joan. V, 4 (hag uhelloc’h, p. 330).]
  3. [Concil. Trident., Sess. XIV, can. 1-3.]