Var ar Binigen consideret evel vertus

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 379-382)



AR BINIGEN


consideret evel vertus.


Ar guer pinigen a sinifi beza poaniet : pœnâ teneor. Ar binigen a zo ur vertus moral ha dreist-natur, pehini a zoug an den da zetesti e bec’het, etre ma’z-eo un offanç da Zoue, gant ur propos ferm d’en em gorrigea ha da satisfia. Hanvet eo ur vertu, rac ur vertus a zo un inclination-vâd pehini a zoug an den da gonformi e actionou d’ar ræson ; hoguen ne deus netra ræsonaploc’h eguet detesti an drouc ha caret ar mâd... Ur vertus moral, evit e diffaranti eus ar vertuziou theologal, pere o deus Doue evit objet quenta, evel ar feiz , an esperanç hac ac garantez... Hanvet eo c’hoas ur vertus moral dreist-natur, rac ma’z-eo ur mouvamant-mâd hac un donæzon a Zoue, hervez ar c’homzou-ma eus ar Scritur : convertissit ac’hanon, ô va Doue, hac e vezin convertisset, [1] hac abalamour ma’z-eo fontet var motivou pere ne ouzomp da anaout nemet dre’r feiz, evel an injur a ra ar pec’het da Zoue hac ar boan eternel a vilit… Ar vertus a binigen a zoug an den da zetesti e bec’hejou e-unan, rac detesti a alfe pec’hejou ar re-all hepquen, ha neuse ar vertus a binigen ne dalle dezan da netra… Dre’r vertus a binigen e tetestomp ar pec’het etre ma’z-eo un offanç da Zoue, ar pez a rent ar vertus-ma difffarant eus ar vertuziou-all simplamant moral pe humen, pere ne zetestont ar pec’het pe an drouc nemet etre ma’z-eo control dezo pe d’an nessa… Gant ur propos ferm d’en em gorrigea ha da satisfia; rac el leac’h ne deus cenchamant-ebet, na satisfaction-ebet da Zoue na d’an nessa, ne deus ive pinigen-ebet, e guirionez.

Var an obligation ha var an amzer da ober pinigen.

1. Quement ini o deus pechet goude o badi-ziant a zo absoluamant obliget da ober pinigen, da lavaret eo, d’en em excita d’ar glac’har da veza pec’het, ha da satisfia da Zoue ha d’an nessa : ma na reomp pinigen, eme ar Speret Santel, e renquimp cuëza etre daouarn un Doue leun a justiç pehini hor c’hondaono : si pœnitentiam non egerimus, incidemus in manus Domini [2]. Oll e perissot, eme sant Lucas, ma na rit pinigen [3]. Ar pec’het, eme Dadou santel an Ilis, a renq beza punisset er bed-ma gant an den, dre boaniou ber a brofitabl, pe er bed-all, gant Doue, dre boaniou eternel hac inutil evit ar re o deus e gometet. Evel na ell quet ur mæstr pardoni da ur zervicher pehini a gar an drouc hac a guntunu d’e ober, evel-se Doue na ell quet, hep blessa e justiç, pardoni d’ar pec’her obstinet en e bec’het.

II. Certen eo 1° penos ez-omp obliget da ober pinigen, da lavaret eo, da zetesti hor pec’hejou ha da satisfia, da viana en heur ar maro. Rac p’heur er graimp-nî, ma n’er greomp neuse ? Goude’r maro, ne ellomp militout netra : quia in inferno nulla est redemptio [4]… Certen eo 2° penos na ellomp quet, hep cometi ur pec’het nevez, differi hor c’honversion betec ar maro ; rac ar Scritur a lavar deomp : ne zaleit quet da zistrei ous Doue : ne tardes converti ad Dominum [5]; na zifferit quet ho conversion a zeiz da zeiz : ne differas de die in diem [6]. An ini, eme sant Gregor, en deus prometet ar pardon d’ar pec’het, n’en deus quet prometet dezan an amzer da zont [7]. Conversion ar re a zo var ar poent da vervel, a zo, ordinalamant, ur gonversion varo, eme sant Augustin [8]. Eus a vil, eme sant Jerôm, pere o devezo bevet er pec’het, ne vezo quet unan hac en devezo ur maro-mâd [9]; en effet, ar maro ne deo nemet an eclêo eus ar vuez : an den, eme ar Speret Santel, a zestumo ar pez eu devezo hadet : quæ seminaverit homo, hæc et metet [10] … Certen eo 3° penos ez-omp obliget d’en em excita d’ar glac’har da veza pec’het ha da satisfia ; rac gourc’hemennet eo deomp sacramanti, da viana bep bloas, hoguen ne aller na rei na receo sacramant-ebet e stad-vâd, bep ur guir glac’har da veza offancet Doue… Certen eo 4° penos e tleomp ober pinigen, da lavaret eo, detesti hor pec’hejou querquent a ma hon deus bet ar goal-eur d’o c’hometi, rac autramant e collomp an amzer o chom hep ober netra evit an êe, e refusomp ar moyennou roet deomp gant Doue evit en em barea, hac en em exposomp da vervel er pec’het. Querquent eta a ma hon deus offancet Doue, e tleomp goulen pardon, en em obligea ac’hanomp hon-unan da satisfia ha da ober, var an heur, ur binigen bennac, evel da lavaret ur beden, da ober un alusen pe ur yun bennac : mæs detesti a dleomp ar pec’het, ispicial en amzer an dentation pehini ne allomp da drec’hi nemet dre zicour Doue ; mæs Doue ne zicour nac ar pec’her obstinet, nac an ini en em fî-re var e ners e-unan, nac an ini a gar an danger ; tec’hit, pe da viana beillit ha pedit ma ne allit quet quemeret an tec’h, pe autramant e viot trec’het. Detesti a dleomp c’hoas hor pec’hejou en amzer ma pedomp, pe ma c’hasistomp en ofiç divin, rac autramant e reomp goab a Zoue, hac elleac’h apezi e coler, en em exposomp d’e gourrouci muioc’h-mui en hon-enep.

————

  1. [Jer. XXXI, 18 : converte me, et convertar, quia tu Dominus Deus meus.]
  2. [Eccli. II, 22.]
  3. [Luc. XIII, 5: si pœnitentiam non egeritis, omnes similiter peribitis.]
  4. [Offic. defunct., III. Noct., Resp. ad lect. VII.]
  5. [Eccli. V, 8.]
  6. [Ibid.]
  7. [Greg. M., Homil. in Evang. I, 12, § 6 : qui pœnitenti veniam spopondit peccanti crastinum diem non promisit.]
  8. [Gw. Aug., Serm. 393.]
  9. [Euseb., Epist. de morte s. Hieron. : Vix de centum millibus hominum quorum mala fuit semper vita unus meretur a Deo indulgentiam..]
  10. [Gal. VI, 8.]