Var ar goëssion, eil loden eus a sacramant

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 391-399)



Var ar goëssion pehini eo an eil loden eus a sacramant ar binigen.

Ar goëssion a zo un accusation humbl pehini a ra ar pec’her e-unan secretamant eus e oll bec’hejou da ur belec aprouet, evit caout pinigen hac absolven anezo.

Un accusation humbl : coës a so en em accusi, en em ziscleria coupabl, ha non pas en em iscusi ha nebeutoc’h c’hoas en em vanti, pe en em bompadi, nac ober conchou. Ar goëssion a dle beza græt gant humilite, rac ar pec’her a dle en em gonsideri e præsanç e goëssour evel e præsanç e varner. Ne dle derc’hel e zaoulagad digor nemet evit guelet an niver hac ar grevusded eus e bec’hejou, hac evit en em humilia dirac Doue, evel ar publican e traon an templ [1]. Sul-vrassoc’h e vezo e humilite hac e c’hlac’har, sul-guentoc’h e vezo pardonet gant Doue.

Pehini a ra ar pec’her e-unan : an ini en deus cometet ar pec’het, eme ar c’honcil a Drant [2], eo an ini-so obliget d’er c’hoës, non pas dre lizer na dre voyen un all, eme ar pap Clemant eizvet [3], mæs pep-ini dre e c’hinou bac e goms e-unan. Cousgoude, an dud vud-so obliget da goës dre scrid pe dre zîn, hervez o galloud, hac ar re ne ouzont quet langach ar vro a zo obliget d’en em zervichout a sicour un all pehini a zo neuse quen obliget hac ar c’hoëssour da viret ar secret.

Secretamant : guechal an Ilis a ordrene coës publicamant certen pec’hejou public hac ober publicamant pinigen anezo ; mæs quemen-se a zo hirio difennet ; n’ez eus mui nemet ur gouent-bennac da bere e permeter c’hoas heuill ar c’hustum-ma, hac en em accusi an eil eguile eus o fautou public, hac eus ar fautou cometet a-enep reglen ar gouent : accusat se justus, deindè surget frater et accusabit eum [4]. Ar goëssion-so brema un accusation secret ; ar c’hoëssour hac ar pænitant a zo obliget da viret ar brassa silanç. An oll lezennou divin ha civil a recommand d’ar c’hoëssour ar silanç-ma, dindân boan da veza condaonet d’ar brassa suppliçou. Ar pænitant a dle ive miret ar silanç, da viana dre respet evit ar sacramant, ha gant aoun da rei occasion da zrouc-preseg eus ar religion. Ar c’hoëssour, galvet dirac justiç, a ell touet n’en deus anoudeguez a netra : ne all quet terri secret ar goëssion, evit savetei ur vro, ur rouantelez, pas memes evit savetei e vuez : n’en deus ræson-ebet, eme an doctor Scot [5] ha cals a zoctoret-all, hac a allfe en douguen da derri secret ar goëssion, pas memes dre bermission ar pænitant, pehini, mar nac’h en deus roet ar bermission-ma, a ell lacat condaoni ar belec.

Eus e oll bec’hejou : evit ober ur goëssion-vâd eo necesser discleria an oll bec’hejou, rac an oll bec’hejou cometet goude’r vadiziant, peguer-bras, pe ive peguer bian bennac e c’hallont beza a zo matier ar goëssion, ar pec’hejou marvel a zo ar vatier necesser, hac ar pec’hejou veniel a zo ar vatier suffisant : nac’h ur pec’het marvel hepquen a zo avoalc’h evit ober ur goëssion sacrilach, rac an eil eus ar pec’hejou-ma, na ellont quet beza effacet hep eguile : mâd ha meulabl eo ive coës ar pec’hejou veniel, mæs quemen-se ne dê quet absoluamant necesser, hervez ar c’honcil a Drant [6], o veza ma c’hallont beza effacet dre gals a voyenou-all, evel dre’r gommunion, ar beden nac an œuvrou-mâd ; cousgoude, o veza ma’z-eo diæz diffaranti ar pec’hejou marvel eus ar pec’hejou veniel, ha ma’z-eo dangerus-bras derc’hel ar galon stag ous a ur pec’het veniel-bennac, e tleomp o detesti hac o c’hoës-oll.

Da ur belec aprouet : ur belec en un escopti a renq caout digant an escop juridiciion, da lavaret eo, ar galloud da exerci ar fonctionou sacr en ur barres, evel ma renq an escop e-unan caout digant ar pap juridiction da exerci ar fonctionou a escop en escopti merquet dezan. Ar pap, o veza successor da sant Per ha viquel da Jesus-Christ var an douar, en deus guir ha juridiction var an Ilis universel, quemen-ma a zo un articl a feiz ; da sant Per ha d’e successoret eo en deus lavaret an Autrou Doue : c’hui a zo Per [7], ha varnoc’h-hu ha var ho successoret eo e fonthan va Ilis gant pehini e chomin betec fin ar bed, evit he c’hundui, he miret da gueza en errol, hac he difen a-enep an drouc speret : me a ro deoc’h alc’huëziou ar barados, dihoallit ha maguit va dênved [8], pep galloud-so roet d’în en êe ha var an douar [9] : me ho caç da zavetei ar bed evel ma zoun digacet va-unan gant va Zad [10]… Dre’r c’homzou-ma hor Zalver a roas d’e ebestel, ha d’o successoret er veleguyach, ar galloud a juridiction : evit exerci ar fonctionou sacr eo ret beza aprouet ha cacet gant ar superioret ecclesiastic, evel ma oa aprouet hor Zalver ha cacet gant e Dad eternel, hac evel ma caças e-unan e ebestel gant ar galloud da gaç o-unan re-all var o lerc’h. Un intru eo eta ur belec pehini ne dê quet unisset gant e escop, hac un intru eo un escop pehini ne dê quet unisset gant ar pap : o oll fonctionou a zo null ha sacrilach, badezi hepquen a ellont, abalamour pep den a ell en ober ; absolvi a ellont ive an dud en articl ar maro, abalamour an Ilis a ro neuse dezo juridiction, gant aon ne berisse nicun eus he bugale, mæs ne allont ober quen trâ hep offanci Doue.

6° Evit receo pinigen hac absolven anezo : an ini a goës e bec’hejou, a renq beza resolvet-mâd da ober ar binigen roet dezan gant e göessour, da lavaret eo, da satisfia, hervez e oll c’halloud, da Zoue ha d’an nessa : ret eo ive dezan desirout en e galon an absolven eus e oll bec’hejou ; hep an diou gondition-ma, ar goëssion a so null, o veza ma supos ato ur guir glac’har da veza offancet Doue hac ur volontez sincer hac absolu da satisfia d’e justiç ha da veza pardonet.

Gant piou ha p’heur eo bet instituet ar goëssion ? Obliget omp-nî da goës hor pec’hejou ?

1° Ar goëssion a zo bet instituet gant hor Zalver Jesus-Christ goude e resurrection, en amzer ma roas d’e ebestel ha d’o successoret er veleguyach ar galloud da effaci ar pec’hejou : rac, evit gallout effaci ar pec’hejou eo ret o anaout, hoguen cals anezo ne allont beza anavezet nemet dre’r goëssion, anez ar goëssion, e vize bet eta alies inutil d’an ebestel ha d’o successoret er veleguyach ar galloud o devoa recevet da effaci ar pec’hejou, hac evel ne ra, ha ne ro Doue netra inutilamant, o veza ar furnez souveren, e c’hallomp conclui gant guirionez penos Doue e-unan eo a ordren deomp coës hon oll bec’hejou. Doue a roas d’e ebestel ha d’ho successoret er veleguyach ar galloud da liama ha da zisliama ar pec’her, dedit eis potestatem ligandi atque solvendi [11] ; ar pez a ro sclaer da anaout penos o instituas evel barnerier, hoguen ur barner ne dle douguen nep seurt barnidiguez, nemet goude beza anavezet-mâd buez an dud a bræsanter dirazan. Ar pec’het a ur c’hlênved a behini ar veleyen o deus recevet digant Doue ar galloud da barea an dud ; hoguen ar medicin, eme sant Jerôm, na ell quet parea un den eus a ur c’hlênved pehini ne oar quet da anaout [12]. Doue e-unan eo en deus eta instituet ar goëssion, en amzer ma roas d’e ebestel ar galloud da breseg e Aviel dre ar bed, da liama pe da zisliama, da lavaret eo, da rei pe refusi, an absolven , hervez dispositionou ar pec’her.

2° Ar goëssion instituet gant hor Salver e-unan a zo bet pratiquet en amzer an ebestel, rac len a reomp er Scritur penos an habitantet a Samarï goude beza recevet sclerigen ar feiz, dre c’hraç Doue ha dre labourou spirituel an aboslol sant Paul, en em adresse dezan evit coës ho fec’hejou : multi credentium viniebant confitentes actus suos [13]. Sant Irenee pehini a veve en amzer an abostol sant Ian, sant Cyprien, Tertulien, Origên ha cals a zoctoret-all eus an Ilis, a lavar oll penos gourc’hemen ar goëssion a oa anavezet ha pratiquet en o amzer. Guir eo penos en amzer guenta eus an Ilis e parlantet cals nebeutoc’h eus ar goëssion, abalamour cals a receve ar vadiziant en un oad avancet hac a gonserve graç ho badiziant betec ar maro, hac abalamour c’hoas, en amzer guenta-se, e consideret ar goëssion evel un dever a obligation da behini ne vanque jamæs hon tud-coz er feis, elleac’h hirio e fell da gals-bras a gristenien e zilezel evel un dever a zevotion pehini, var o minou, a zo deut da veza partach ar bobl simpl hepquen. En eizvet canved, an histor ecclesiastic [14] a ra deomp da anaout unan-bennac eus a goëssoret hon rouanez, evel coëssour Louis an Deboner, coëssoret Charles-Martel ha Charl-Magn : hoguen ar c’hustum da goëss anavezet hac heuillet e pep amzer er guir Ilis, mam ha patronez an oll zænt, a zo ur breuven sclær penos an Ilis santel-se a zo bet ato persuadet eus an obligalion en deus pep-ini da goës e oll bec’hejou da vinistret Jesus-Cnrist, hervez ar gourc’hemen en deus græt deomp e-unan, hac ervez greden ha pratic an oll dud fidel abaoue commançamant ar gristenach : an doctrin-ma eo ive doctrin ar c’honcil a Drant (Session 14, ch. 5).

3° An obligation hon deus da goës hor pec’hejou a brouer dre’r memes argumanchou dre bere hon deus prouet penos ar goëssion a zo bet instituet gant Jesus-Christ e-unan, ne vezo eta ajoutet ama, nemet an argumant pehini a re guechal sant Augustin [15] : bugale d’ar guir Ilis, emezan, e tleomp ober pinigen evel ma c’hordren deomp ar vam santel-ma ; hoguen an Ilis ne lavar quet deomp hepquen detesti hor pechejou, mæs ive o c’hoës ha satisfia evitho, autramant, eme ar memes doctor, e ve inutil ar galloud en deus roet Jesus-Christ d’e vinistret, da liama pe da zisliama ac’hanomp, da zeri ouzomp pe da zigueri deomp dor an êe… Certen eo penos ez-omp obliget da goës dindân boan a bechet marvel, pa en em gavomp en articl ar maro, pe en un danger bras-hennac, dre exempl, var ar poent da ober ur veac’h [sic] dangerus : ma ne allomp quet coës, e tleomp da viana requeti en ober, rac beza ez-eus ive ur binigen a zezir hac a voad evel ur vadiziant… Certen eo c’hoas penos ne dleomp quet differi hor c’hoëssion betec ar maro, nac ive betec un danger bras-bennac, rac sacramant ar binigen a zo instituet gant Jesus-Christ evel ur remed, præst eta goude beza coëzet clân, da lavaret eo, goude beza pec’het marvelamant, eo e tleomp caout recours d’ar goëssion. Ne domp quet obliget da vont da goës dious-tû goude beza pec’het, mæs dious-tû e tleomp goulen pardon digant Doue, en em obligea da ober ur binigen bennac ac’hanomp hon-unan, dre exempl, da lavaret ur beden, da ober ur yun pe un aluzen-bennac, ha da guemeret ar resolution da vont da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp. Ar binigen ne dê quet necesserroc’h evit ar vadiziant, hoguen an Ilis guechal ne roe ordinalamant e public ar sacramant-ma, nemet diou vech er bloas, da Basq ha d’ar Pantecost, hac hirio ne c’hourc’hemen coës nemet ur vech er bloas , petra-bennac ma dezir silvidiguez he bugale ba ma oar anaout-mâd o fragilite hac o zempladurez. Mæs ne dleomp quet chom pell e stad a bec’het, rac ar stad-ma a zo meurbed-noazus deomp hon-unan, hac a zisplich meurbed da Zoue : noazus eo deomp hon-unan, rac er stad-se ne reomp netra evit an êe, hac en em exposomp da vervel er pec’het : displijout a ra da Zoue, rac ar stad-se a zo control da volontez hor mæstr divin pehini a zezir hor silvidiguez ha pehini a lavar deomp en e Scritur sortial hac en em zevel pront eus ar stad a bec’het, ha non pas differi or c’honversion a zeiz da zeiz [16]. Petra na reomp-ni quet evit plijout d’an dud ? ha possubl eo ne raemp netra evit plijout da Zoue ?… Certen eo penos ne allomp na rei na receo sacramant-ebet, hep coës da viana hor pec’hejou marvel ; lavaret a ran da viana hor pec’nejou marvel, rac mâd eo ive coës hor pechejou veniel, mæs ne domp quet obliget absoluamant, hac an ini na gomet pec’het marvel-ebet epad ar bloas, ne dê quet ret dezan coës da Basq aroc communia. An doctrin-ma eo doctrin ar c’honcil a Drant [17] pehini a entent ive er faegon-ma corazou ar c’honcil a Latran [18], dre bere eo ordrenet deomp coës d’hor belec propr hon oll bec’hejou. D’hor belec propr, da lavaret eo, d’hor pastor pe d’ar veleyen-all pere a labour assamblez ganthan : hon oll bec’hejou, da lavaret eo , da viana hon oll bec’hejou marvel, peguer grevus ha peguer-mezus-bennac e c’hallont beza ha peguer bras-bennac e c’hell beza an niver anezo.

  1. [Gw. Luc. XVIII, 10-13.]
  2. [Catech. Trident., II, 5, q. 52.]
  3. [Decret. “Tam superiores”, 16 a viz Mae 1594.]
  4. […]
  5. [Cf. Jo. Duns Sc., S. Oxon., Dist. XIV, q. 1-2.]
  6. [Catech. Trident., II, 5, q. 46.]
  7. [Matth. XVI, 18.]
  8. [Joan. XXI, 15-17.]
  9. [Matth. XXVIII, 18.]
  10. [Cf. Matth. X, 16 ; Luc. X, 3.]
  11. [Lavar boutin.]
  12. [Hieron., Comm. in Eccles., 10 : quod ignorat medicina non curat.]
  13. [Act. XIX, 18.]
  14. [Fleury, Charles (Abbé), Histoire ecclésiastique…, Paris, 1691 sqq. (20 vol.).]
  15. [Ne gaver ket seurt gerioù en oberoù gwirion sant Aogustin.]
  16. [Eccli. V, 8: Non tardes converti ad Dominum, et ne differas de die in diem.]
  17. [Sess. XIII, can. 9 hag 11 (a-zivout ar gomunion).]
  18. [Concil. Lateran. IV, can. 21, “Omnis utriusque sexus…”.]