I. Ar goler a zo ur mouvamant direglet eus hon ene, pehini a ra deomp clasq chasseal buan divar hon tro, quement a ra poan pe a zisplich deomp. Lavaret a ran ur mouvamant direglet hoft ene, rac ur mouvamant reglet-mâd eo an ini a ra deomp pellaat pront diouzimp, ar pez a zo fall ennan e-unan hac a zisplich deomp gant ræson : oc’h ar mouvamant-ma a goler eo e parlant ar profet pa lavar : en em golerit ha ne bec’hit quet [1] … beza ez eus eta diou seurt coler, ur goler just ha ræsonabl hac ur goler fall ha difennet. Ar goler a zo just pa’z-eo fontet var ur motif just ha conform d’ar ræson : evel-se Moyses o velet e oa coëzet ar bobl a Israel en idolatriach a vruzunas, dre zipit, ê præsanç an oll bobl, tablennou al lezen [2], hac hor Zalver e-unan antreas en ur goler zantel er moment ma chasseas ar brofanatourien eus an templ a Jerusalem [3]… Mæs ar goler a zo fall ha difennet pa vez control d’al lezen Doue, ar motivou evit pere en em goleromp, hac ive pa en em goleromp dreist-voder. Hor c’holer a ell beza direglet e diou fæçon, eme sant Thomas [4] ; pa zeziromp, pe autramant pa reomp re a zrouc d’hon nessa, ha pa en em lequeomp en ur fulor re-vras. Requeti punissa ar re-all, o funissa en effet en tû-all d’ar pez a vilitont, en em fulori betec coll carantez Doue hac ini an nessa, quemen-se-oll a so pec’hejoù-bras, marvel pe veniel, hervez an dezirou pe ar punitionou a bere e oar coupabl, hac hervez ap vrusder hac an hirder eus ar fulor e pehini en em laqueer. Requeti a rit, en ho coler, ar maro d’ho nessa, ober a rit, var e lerc’h goal bedennou ar re horrupla, er punissa cals a rit evit traou ar re vianna, ho fulor a zo dreist-voder hac a chom pell en ho calon ; en traou-se-oll e pec’hit marvelamant. Mæs ma na zezirit rei, pe ma na roit nemet punitionou proportionet da fautou ar vugale-fall, ar zervicherien direiz-se ; ha quemen-se, non pas dre vengeanç na dre gassoni, mæs dre zezir d’o c’horrigea, hac evit servichout da squer d’ar re-all, neuse ar goler, elleac’h beza ur pec’het, a zo un act a religion hac a vertus. Ar goler a zo ar vamen ampoesonet eus a bep seurt crimou, beza ez eo, eme ar fur Salomon [5], un elter pe un disquianteguez. Un den e coler a zo un den emeaz anezan e-unan : crêna a ra e oll isili ; squelf eo en e zellou, trouzal ha crial a ra evel un den disquiantet : ira in sinu stulti requiescit [6]. Al leou-douet, ar blasphemou, ar gassoni, ar brocejou, ar brezellou, ar muntrou, ar c’hlênvejou hac an dizesper, a zo an effejou trist eus ar goler ; dre fæçon ma c’heller lavaret penos an den colerus a so assamblez adversour da Zoue, d’e nessa ha dezan e-unan.
II. Adversour eo da Zoue, rac dre al leou-douejou hac ar blasphemou a ra en e goler, e clasq affer oc’h Doue hac e parlant langach an ifern… En em guemeret a ra rac-eeun oc’h Doue, dre fæçon, ma c’heller guervel ar pec’hejou-ma, pec’hejou a lez-vajeste divin ; cometi insolançou en ilis, laërez ar vessel sacr, squei ha goaldreti ministret hon religion zantel a zo crimou-bras ; mæs en em guemeret oc’h Doue memes, pebes insolanç ! pebes crim ! Perac, da viana, na ziscarguit-hu quet ar vilim eus hoc’h arrach a-enep un dra-bennac eus an traou crouet ? perac e clasquit-hu, evit er blasphemi, hano an ini a zo ar mæstr absolu da bep-trâ ? Contra quem exaltâsti vocem tuam ? contra Sanctum Israel [7]. Pa en em revolt ur c’hrouadur a-enep e dad, ur zervicher a-enep e væstr, ur zujet a-enep e roue, en em revoltont evit guir a-enep tud huelloc h evitho dre o stad hac o c’hondition, mæs c’hui, touerien-Doue, piou oc’h-hu comparachet gant mæstr an êe hac an douar ? emaoc’h etre e zaouarn evel ur pod-pri etre daouarn ar poder : sicut lutum in manu figuli [8] ; perac eta ne grenit-hu quet gant aoun ne lamfe diganeoc’h, er moment ma touit, ar vuez hoc’h eus recevet diganthan. Pa bec’h an den libertin, n’er gra nemet evit satisfia e bassionou brutal ; pa gomet ul laër un torfet bennac, ne sonch nemet en arc’hant ; pa verz un den ambitius e goustianç hac e ene, ne glasq nemet plaçou huel hac enoriou ar bed ; mæs c’hui, touerien-Doue, pe seurt profit a dennit-hu eus ho leou-douetou ? pe seurt gounideguez a deu deoc’h-hu ? gounit a rit an ifern ! cetu eno ar baëamant dleet d’ho sacreou ha d’ho plasphemou : stipendia peccati mors ! [9] Ar blasphemou hac al leou-douetou a zo langach an ifern. Len a reomp er Scritur penos ar bobl eus ar Judee o veza græt alianç gant ar Moabitet ha quemeret priejou en o zouez, ar vugale ganet eus an dimiziou fall-ma ne barlantent mui langach ar Yuzevien [10]. Ne ouzon quet gant piou hoc’h eus græt aliang , touerien-oue ; ho langach a ro d’in da gredi eo gant an ifem y siouas : cum infemo fecimus pactum [11] ; rac parlant a rit langach ar vro-se. Ia, pa glêvomp ac’hanoc’h o nondeal, o sacreal, o leusquel mallosiou ar re horrupla, pa velomp an droug hac an drubull en ho touez, e lavaromp gant glac’har, mæs, allas ! gant guirionez : tud miserabl, beza hoc’h eus evit tad an drouc speret [12] ; rac ho langach ên ro sclear da anaout, parlant a rit langach an ifern. Compren a ran penos an drouc sperejou a ell blasphemi dre zizesper, guelet a reont ar c’holl o deus graet, mæs c’hui, touerien-Doue, a collet hoc’h eus-hu ive pep esperanç ? Ha renonç a rit-hu dre avanç d’ho perz er barados ? Salocras, eme c’hui, mæs quemeret hon deus an accustumanç da jarneal ha ne allomp mui en em viret. Ne allit mui en em viret ! discuëzit eta d’în hoc’h instrumanchou a binigen : ped yun, ped alusen hoc’h eus græt evit goulen digant Doue ar c’hraç d’en em gorrigea ? Ma na fell quet deoc’h en em zicour, Doue n’ho sicouro quet ive, an accustumanç-fall hoc’h eus ne rai nemet ho renta cals coupaploc’h : ne iscuzit quet ur c’hrouadur abalamour ma lavar deoc’h eo accustumet da squei gant e dad, nac ul laër, abalamour ma’z-eo accustumet da laërez… Me ne douan ha ne vlaspheman, a livirit, nemet pa stourm an traou ouzin ; penos ho penfec, ho servicher eo a ra poan deoc’h, hac abalamour da ze, e scoit gant o tad, da lavaret eo, gant Doue pehini a outragit ! Oh pebes injustiç, pebes insolanç, pebes follentez ! An traou a stourm ouzoc’h : hac e sonch deoc’h ne stourmint mui pa ho pezo blasphemet an hano sacr a Zoue ? Er c’hontrol, an drouc speret a ell, dre bermission Doue, lacat an traou da stourm, evit ho lacat da bec’hi ha da goll ar barados… Ho pugale hac ho servicherien ne zentont quet : mæs ne illit ober netra vâd anez ar sicour a Zoue ; a credi a rit-hu e rentot mâd ho tud o pedi an drouc sperct ? Salocras, an Autrou Doue ne ro quet e venediction d’ar seurt pedennou : ho pugale hac ho tomestiquet a vezo tud fall eveldoc’h : tud a drouç hac a drubull eveldoc’h, touerien ha sacreourien eveldoc’h, etouez pere Doue ne rai quet e zemeuranç : non in commotione Deus [13]… Lavaret a rit eo trist bras an amzer a rên, penos ne brosper netra etre ho taouarn, ne brodu que[t] ho touarou : quemen-se a zo just ; rac ac’hanoc’h eo e parlante ar profet David en unan eus e salmou, pa lavare : an dud miserabl-se o deus græt goab eus a venediction Doue, ha benediction Doue a bellaï dioutho [14] ; o touet hac o profani an deiziou consacret d’e zervich, o deus præferet e valediction, hac e valediction a zo disquennet varnezo evel ur viscamant pehini o golo [15], hac evel ur gouriç a goler pehini a stardo anezo epad an eternite : noluit benedictionem et elongabitur : maluit maledictionem et eveniet ei, sicut zona quâ semper præcingetur [16]… Pardon, va Doue, ne douin mui ; pe mar guerru guenêen touet hep sonch, e rin ur binigen-bennac : santifia-mâd a rin ar zuliou hac ar goueliou berz : miret a rin ho lezen ben-da-ben, gant ar sicour eus ho graç !
III. Remejou. Ar c’henta remed a-enep ar goler eo desqui gant hor Zalver beza douç hac humbl a galon : discite à me quia mitis sum et humilis corde [17]. Ne vezo salvet, eme an abostol, nenaet ar re o devezo conformet o buez gant ini hor Zalver Jesus-Christ : quos prædestinavit conformes fieri imagini filii sui [18] ; hoguen hor Zalver a so bet ato douç evel un noan, eme ar profet Isaï : sicut agnus coram tondente se obmutescit [19] ; e adversourien a deu da ober goab anezan, d’er bafoui, d’er squei, da scopa en e visach ha d’e voaldreti e pep fæçon ; hac e souffr hep ober an disterra clêm evit rei deomp ur guentel gaër a humilite hac a batiantet : Jesus autem tacebat [20]. An ebestel, e commançamant ar gristenach, a souffras, evel o mæstr divin, pep-trâ gant patiantet, hac en em rentas er fæçon-se, eme sant Jerôm [21], utilloc’h d’ar religion eguet dre ar miraclou o devoa recevet ar galloud da ober hac a rent e præsanç an oll. Ar zænt, hep excepti nicun, a zo bet douç, humbl ha patiant : tud a beoc’h ha tud leun a garantez evit Doue hac evit an nessa : oc’h ar mercou-ma, eme hor Zalver, e viot anavezet gant an oll evit va disquibien : ex hoc cognoscent omnes quia discipuli mei estis [22]… Considerit, aroc parlant, petra ell erruout gueneoc’h, hac en em zisposit da souffr gant patiantet : tela prævisa minùs feriunt [23]. Considerit penos ar re a ra poan deoc’h n’ez int nemet instrumanchou a bere en em zervich an Autrou Doue, evit ho punissa, pe evit hoc’h amprou ha cresqui ho milit. Ar poaniou hac an humiliationou eus ar vuez-ma a zo evel an tân pehini a zervich d’hor purifia, evel ar c’hombajou pere a ro deomp occasion da veza victorius, evel ar morzolliou pere a ra deomp ar gurunen a immortalite. An tad Maner a lavare [24] : va adversourien a zo an ælez a ro Doue evit va foursu da guerzet en hent eus va zilvidiguez, penos e c’halfen-me chom hep o c’haret ! Ne zezirit ha ne garit netra dreist-voder, rac un den pehini a garre un drâ-bennac, a zo ato præst da facha, mar er priver eus ar pez a fell dezan da gaout… Paouezit a-gren pa viot e coler, ha deportit ma vezo tremenet, aroc corrigea pe damal : da locum iræ [25]. Tec’hit diouz ar re a zo caus deoc’h d’en em goleri, ha suportit gant patiantet defautou an dud gant pere oc’h obliget da veva, o songeal er batiantet a Zoue en hoc’h andret, en amzer memes ma en offancit.