Mont d’an endalc’had

Var ar gourmandis. — Remejou

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 466-473)



Var ar gourmandis ha var ar vezventi. — Remejou.

I. Ar gourmandis a so ur garantez dreist-voder evit an dibri pe an eva… Lavaret a reomp ur garaniez dreist-voder, rac ur garantez pe ur goût reglet-mâd evit an dibri hac an eva a so ur merq eus a vadelez an Autrou Doue pehini a so falvezet dezan e quemerje an den gant plijadur ar pez en deus ezom evit en em sustanti. Ur merq-all eus a brovidanç hac eus a vadelez Doue, eo an abondanç eus an traou necesserra evit buez an den ; evel-se ur c’hreunen a ro, avechou cant hac ouspen… Ar gourmandis a zo ur vezen-fall pehini e deus daou vranq, ar gloutoni hac ar vezventi.

1° Ar gloutoni a zour c’hoant dreist-voder da zibri abalamour d’ar blijadur a gaver. E pemp fæçon e c’heller en em renta coupabl eus ar pec’het-ma, eme sant Gregor [1] : 1° pa en deus an den quement a vall da zibri ma er gra aroc poënt ar pred, pe ma tor lezen ar yun evit caout ar blijadur da zibri. 2° Pa na fell quet deomp en em gontanti eus ar vagadurez commun roet deomp gant Doue, o clasq un-all dilicatoc’h evit contanti plijadur hor c’horf, evel an Israelitet pere n’en em gontantent quet eus ar mann a zigace Doue dezo en desert, ha var bere e tisquennas, abalamour d’o delicateri, ar voalen eus a justiç divin, rac dont a reas en o zouez sarpantet bilimus pere a laqueas un niver-bras anezo da vervel [2]. 3° Pa zebromp re-vâd prejou hac en tû-all d’hor stad ha d’hor c’hondition : bugale Heli, abalamour d’ar pec’het-ma, avoue lazet er brezel o devoe a-enep ar Philistinet [3]. 4° Pa zebrer en tû-all d’ar pez a zo requis evit beva ha labourat, ar pec’het-ma, eme ar profet Ezechiel, eo en deus rentet coupabl ar guær a Sodom : hæc fuit iniquitas Sodomaæ, saturitas panis [4]. 5° Pa zebrer re-vuan, ha quemen-se dre ar blijadur divoder a gaver o tibri, evel Esaü, pehini evit contanti e c’hloutoni, a verzas e henaourdet evit ur pladad louzou [5]. Ar pec’het-ma a gomet ive ar re a guemer traou control d’o yec’het evit caout ar blijadur d’o zânva… Bezomp sourcius da songeal ê yuniou hac ê souffrançou hor Zalver, er vest hac er guinegr a guemeras var ar groas [6], hac e cavimp blazet mâd pep-tra, eme sant Bernard [7]. Debromp hac evomp hervez hor stad hac hon ezom : pedomp Doue da rei e venediction d’hoc’h pred, ha trugarequeomp anezan goude beza er c’hemeret.

II. Maliç ar vezventi a zo er blijadur dreist-voder a gaver oc’h eva… Pep-tra oll a gondaon, ha netra na iscus ar vezventi, rac ober a ra deomp coll hor yec’het, hor madou , hon enor hac hon ene.

1° Ar yec’het a so ur mâd naturel ar preciussa a recevomp digant Doue : guelloc’h eo yec’het eguet madou-bras : pep-ini a glasq ar yec’het, rac oll e caromp ar vuez : nemo enim unquàm carnem suam odio habuit [8] ; hoguen, ar Speret Santel, pehini na ell nac en em drompla nac hon trompla hon-unan, a lavar deomp penos ar mezvier a viana e yec’het hac a verra e vuez dre ar vezventi : cals a dud, emezan, a varv dre an usach divoder eus ar guin : propter crapulam multi obierunt [9]. Ar bayanet memes a vouïe anaout ar virionez-ma, hac a lavare eveldomp penos ar gourmandis en deus lazet muioc’h a dud eguet ar c’hleze : plures occidit gula quam gladius [10]. Cur brevior est hominum vita ? numera cocos [11]. En em glêm a rit eus ar yec’het, ha ne velit quet, eme ar Speret Santel, penos an usach divoder a rit eus ar guin eo a so caus deoc’h da veza clân : quæ vita est ei qui minuitur vino ? [12]

2° Caus eo ive deoc’h da goll ho madou: ar mezvier a so henvel oc’h ar buguel prodig : e ber amzer e teu a ben da zispign e oll zanvez ha da guëza en un dienez ar vrassa. An disurz a so en e dy, o veza ma vev pep-ini en e rôl : e afferiou a so en ur stad an trista, o veza ne guemer zourci-ebet anezo : e pried hac e vugale a so, evelthan, goloet a drullou, o veza ma en deus dija teuzet ha lonquet e zanvez : devoravit substantiam suam [13]. Goassoc’h ravach en deus græt egued an tân-goal, rac goude an tân e chom da viana ar vein, al ludu hac ar fond ; mæs varlerc’h ar mezvier ne chom netra nemet goal exempl, naoun ha dizesper.

3° Ar vezventi a ra d’an den coll e enor : crouet gant Doue evit an êe, an den a zalc’h e ben savet varzu e vro : os homini sublime dedit [14]; mæs ar mezvier, evel pa en deffe renoncet d’an hæritach en deus acquisitet dezan hor Zalver, a zalc’h e ben pleguet varzu an douar evel al loened-mud gant pere ar Speret Santel a deu d’er c’homparachi ; homo, cùm in honore esset, comparatus est jumentis insipientibus [15]. En em renca a ra en o zouez, hac e meur a fæçon ez eo en effet disterroc’h evitho. Na zervich quet quinnic d’al loened en tu-all d’o ezom ; ar mezvier ne oar jamæs p’heur en deus aoualc’h : al loened a zistro d’ho c’hraou ; ar mezvier a chom alies a hed an hent da batoni ha d’en em ruillal evel un amprefan : al loened a oar anaout o mæstr hac a rent servich dezan : cognovit bos possessorem suum [16] ; ar mezvier ne oar anaout na respeti den, ne glasg nemet satisfia e bassionou brutal. Piou a ve disquiantet aoualc’h evit fiziout ennan ur secret-bennac ? Ur mezvier, eme sant Ian-Chrisostom, a so ul laguen a fallagriez ha dishenor an dud : opprobrium generis humani [17].

4° Hac estonet ôc’h-hu goude guemen-ma o clêvet lavaret penos ur mezvier a goll e ene ? penos e c’halfe en em acquita eus e zeveriou e quêver Doue, e quêver e nessa hac en e andret e-unan ? Obliget omp oll da renta da Zoue an homach eus hor c’halon ; mæs ar mezvier, eme an abostol, a zo ur payen pehini a ra e Zoue eus e gorf : quorum Deus venter est [18]. E c’hinou a so leun a leou-douet, e zaoulagad a aoultriach hac e galon a zezirou criminal. Ne oar santifia na sul na gouel, o veza ne zonch nemet er voyen da gaout peadra da eva ha da gontanti e c’hourmandis… Doue a lavar deomp en em garet an eil eguile : diligite invicem [19] ; mæs ar mezvier ne gar nemethan e-unan, ema ato præst da gaout disput ha trouç ous an oll evit an disterra guer. An everien-all eus ar vro a c’halv e vignoned, mæs n’ez int en effet mignonet nemet da arc’hant an eil eguile, o veza ne garont oll nemet an evach : ur vech ma’z-int en em garguet a vin, en em zispartiont soude , evel ar c’hilaouennet pere n’en em zispegont nemet goude beza en em garguet a voâd : non missura cutem, nisi plena cruoris hirundo [20]. Clevit neuse an drouc a reont en o zy d’o zud ha d o bugale pere a laqueont da zizec’ha gant ar glac’har ha da vervel gant an naon ! E calon ar mezvier ema an oll viçou : an ourgouill ; hervez o gomzou n’ez eus den guël na couls hac ên : an avarisdet ; capabl eo da lavaret guevyer, da laërez ha da ober a bep seurt friponerez evit caout peadra da eva : al luxur ; ur mezvier a zo ato un den lubric, rac ar Speret Santel a lavar penos al luxur a zo er guin : nolite inebriari vino in quo est luxuria [21]. Ne gredin jamæs, eme sant Jerom, penos e ve ur mezvier un den chast : ebriosum nunquàm castum putabo [22]. Ar gassoni, an droug hac an drubull, a ne ma int-hy quet etouez ar vezverien, eme ar Speret Santel ? Cui rixæ, cui foveæ, cui sine causa vulnera, nonne his qui commorantur in vino ? [23] Evel-se an Autrou Doue a ro e vallos d’ar seurt tud-ma : væ qui potentes estis ad bibendum ! [24]. Hac an abostol a lavar penos ne antreint biquen ê rouantelez an êe : …neque ebriosi regnum Dei possidebunt [25] ; ne barlant anezo nemet en vouëla o veza ma’z-int inimiet da croas Jesus-Christ : flens dico inimicos crucis Christi [26].

III. Netra ne iscus ar vezventi. Ret eo, a lavar ar vezverien, tremen ous an dud, ober pep-ini e afferiou, heuill ar c’hustum ? lezel an dud da zispign o danvez evel ma plich gantho.

Red eo tremen ouz an dud : ar gristenien guenta a dremene mâd an eil ouz eguile, n’o devoa, eme ar Scritur, nemet ar memes speret hac ar memes calon, ha cousgoude n’en em roent quet d’ar vezventi ; an oll dud a zoujanç Doue a vev hirio c’hoas en ur peoc’h-bras, hac en em gar cals, petra-bennac ma cassaont-oll ar vezventi ; perac na illit-hu quet ober eveltho, a c’houlen diganeoc’h sant Augustin ? [27]… Bet eo deoc’h ober hoc’h afferiou : hoc’h affer guenta eo affer ho silvidiguez : clasquit da guenta rouantelez an êe, eme hor Zalver [28] : ne dê jamæs permetet ober an drouc evit obteni ur vâd-bennac, eme an deologianet. Ouspen, m’er goulen ouzoc’h, ha mâd-bras eo an afferiou a rit en davarn oc’h eva dreist voder ? En em varnit ha respontit hoc’h-unan… Obliget oc’h, eme c’hui, da heuill ar c’hustum : mæs piou eo en deus laqueet ar c’hustum-se en ho touez, ha pere eo an dud e heuill ? An drouc speret eo en deus e laqueet hac ar gristenien-fall eo ar re a veler o querzet d’an davarn evit an dister trâ : oc’h ober, evel a rit, e tisquezit eta, dre ho cundu, e renoncit da vaximou an Aviel, evit heuill maximou-fall ar bed… Va danvez a zo d’în, a lavar ar mezvier, salocras, ho tanvez a zo da Zoue, rac digantban eo hoc’h eus recevet quement hoc’h eus : n’hoc’h eus galloud nemet da c’houarn ho madou, na guir nemet da guemeret ar pez hoc’h eus ezom ræsonablamant hervez ho stad hac ho condition, an nemorand a dleit da implija en œuvrou-mâd hac e querz ar paour. Compt a rentot da Zoue eus an disterra trâ : ha sulvui ho pezo recevet, sul vrassoc’h e vezo ho compt : rac cals a vezo goulennet digant an ini en devezo recevet cals, eme ar Speret Santel [29].

IV. Remejou. Considerit peguer ber eo an amzer a dremenit oc’h eva, ha pegueit hac ive peguer bras eo an tourmanchou a vilitit, evit beza evet dreist-voder ! Ur maro eternel, eme ar Scritur : quorum finis interitus [30] ; un eternite a boan evit ur moment a blijadur, eme sant Augustin [31]. Tec’hit diouz ar goal occasion : n’en em gavit quet etouez an everien, a recommand deoc’n ar Speret Santel : noli esse in conviviis potatorum [32] ; rac an ini a gar an danger a berisso ennan, eme bor Zalver [33]… Grit pinigen. Evel ma lazer an tân dre an dour, evel-se ive ar yun a so ur voyen excellant evit en em dizober eus ar gourmandis… Evit dont a ben eus a ul loen direiz e rêr dezan labourat-cals ha dibri nebeud ; tretit evel-se ho corf gant aoun na golfe hoc’h ene… Dihunit pelloc’h, a lavar deoc’h ar profet Joel, scuillit daëlou ha criit varzu an drugarez a Zoue, ô c’hui oll pere a ev guin dreist-voder gant guement a blijadur : expergiscimini, ebrii, et flete et ululate, omnes qui bibitis vinum in dulcedine [34]. Clêvit an Tad eternel o lavaret deoc’h en e Scritur : bezit sobr ha beillit, rac adversour hoc’h ene a rod endro deoc’h evel ul leon arraget oc’h æza o tivori [35] : clêvit hor Zalver o c’houlen ouzoc’h : ha beza e viot-hu bepred memprou dilicat dindân ur pen curunet a spern ? [36] Clevit ar Speret Santel o rebech deoc’h ar boan inutil en deus quemeret d’ho clasq ha d’ho quervel, pa na fell quet deoc’h cench na distrei ouz Doue ! [37] Considerit an abostol zantel o voëla varnoc’h, abalamour ma zoc’h adversour da groas Jesus-Christ ! [38] Considerit ho pried, ho bugale, ho mignonet, an dud-se a zoujanç Doue, mantret a galon, o velet ar pec’hejou a gometit, an dispignou a rit, ar goal exemplou a roit ! Con-siderit ar pez hoc’h eus lavaret, ar pez hoc’h eus græt, ar pez hoc’h eus prometet, ar pez hoc’h eus militet : lavaret hoc’h eus comzou bavard, leou-douet, traou faus hac injust ; græt hoc’h eus pec’hejou ar re vrassa, collet hoc’h eus o yec’het, hoc’h enor, ho tanvez hac hoc’h ene, siouas ! Prometet ho boa cench hac ho cuntinuit da veva en disurz, militet hoc’h eus mil ha mil guech an ifern ; oh ! dihunit eta pelloc’h, scuillit daëlou hac huanadit, bras eo ar gouliou hoc’h eus græt deoc’h hoc’h-unan, mæs nê deus netra impossubl d’an oll-galloud a Zoue ; mar fell deoc’h e viot rentet pare. Petra na rit-hu quet evit conservi yec’het ho corf ; grit ive un drâ-bennac evit savetei hoc’h ene. Poan ho pezo o cench, persecutet e viot gant ho fals mignonet, mæs quemerit courach ha patiantet : en em zervichit eus ar remejou roet ama deoc’h, hac ispicial eus ar remejou a roï deoc’h ur c’hoëssour mâd ha prudant, ha gant sicour Doue e viot c’hoas salvet !

  1. [Moral. in Job, XXX, xxvii, n. 60 (PL 76, 556d).]
  2. [Gw. Num. XXI, 5-6.]
  3. [Cf. I. Reg. II, 12-17 ; IV, 10-11.]
  4. [Ez. XVI, 49.]
  5. [Gw. Gen. XXVII, 1-40.]
  6. [Gw. Matth. XXVII, 34.]
  7. […]
  8. [Eph. V, 29.]
  9. [Eccli. XXXVII, 34.]
  10. [Krennlavar disakr.]
  11. [Cf. brevior est hominum vita quam cornicum (krennlavar ar Romaned) ; hag innumerabiles esse morbos non mireris, numera cocos (Ps. Seneca).]
  12. [Eccli. XXXI, 33.]
  13. [Luc. XV, 30.
  14. [Ovid., Metam. I, 85.]
  15. [Ps. XLVIII, 21.]
  16. [Is. I, 3.]
  17. […]
  18. [Phil. III, 19.]
  19. [Joan. XIII, 34.]
  20. [Horat., A. poet., 476.]
  21. [Eph. V, 18.]
  22. [Hier., Comm. in Ep. ad Titum, ad I, 7.]
  23. [Prov. XXIII, 29.]
  24. [Is. V, 22.]
  25. [I. Cor. VI, 10.]
  26. [Phil. III, 18.]
  27. […]
  28. [Matth. VI, 33 ; Luc. XII, 31.]
  29. [Luc. XII, 48.]
  30. [Phil. III, 19.]
  31. […]
  32. [Prov. XXIII, 20.]
  33. [Eccli. III, 27 (neket en Avieloù) : qui amat periculum in illo peribit .]
  34. [Joel I, 5.]
  35. [I. Pet. V, 8 : Sobrii estote, et vigilate, quia adversarius vester diabolus tamquam leo rugiens circuit, quærens quem devoret.]
  36. [Bern., In fest. Omn. Sanct. serm. V, § 9 : Pudeat sub spinato capite membrum fieri delicatum.]
  37. […]
  38. [Phil. III, 18 (gw. uh.).]