Var an diegui. — Remejou

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 479-483)


Var an diegui. — Remejou.

I. An diegui a zo un dic’hoût evit ar vertus hac ul lezireguez da ober hon dever. Coupabl e vezer a ziegui, pa negliger da zervicha Doue, ha pa ne labourer quet pep-ini hervez e stad bac e gondition. An diegui a so or pec’bet-bras : garrotit, eme bor Zalver, e dreid hac e zaouarn d’ar zervicher inutil, ha taulit-ên en devaligen exterior [1]… An diegui a zo eta caus deomp da anc’hounac’haat an obligation hon deus da zervicha Doue ; caus e c’hoas ma collomp an amzer ha ma negligeomp deveriou hor stad.

1° An den diegus a ra a vechou e zever, lavaret a ra ur beden-bennac, mont a ra a vechou d’an ofiç, renta a ra ur zervich-bennac d’e nessa ; quemeret a ra ur boanic-bennac evit en em viret eus e dechou-fall, mæs ober a ra quemen-ma oll gant ul lezireguez hac un dic’hoût ar brassa ; ar pez a zisplich cals da Zoue, pehini a gar, eme ar Scritur, an ini a ra pront e zever ha gant joa : hilarem enim datorem diligit Deus [2]. Pa vezo bet epad e vuez lezirec d’en em instrui, da vont d’an ofiçou d’e barres, da dostaat ous e zacramanchou, en devezo c’hoas ar memes lezireguez en ê amzer diveza, mervel a rai marteze hep receo sacramant-ebet, hac e varo a vezo neuse ur maro eternel, siouas dezan… An amzer a zo un tenzor ar preciussa, mæs an den diegus ne fell quet dezan e lacat da dalvout. Pebes coll ! Mar quemer unan-bennac un tam douar divar ho coust, en em golerit hac e fell deoc’h mont ê proces ; mæs ne livirit netra d’an dud a ra deoc’h coll un heur bemdez, pe ouspen. Pa roit ur peç dillad d’ar paour, e santit e roit un drâ a gonsecanç, hac e livirit dezan lacat evez da zont re-alies d’hoc’h importuni ; mæs, allas ! ne zantit quet ar c’holl a rit o tremen cals a amzer o tansal, o c’hoari, oc’h ober bizitou hac o terc’hel conversationou da viana inutil, hac alies noazus d’ho silvidiguez. An oll gallou a eller da rapari nemet ar c’holl eus an amzer ; grit eta ho possubl evit en implija evel ma’z-eo dleet. En heur ar maro e carfemp caout an amzer hor beza collet, evit satisfia da justiç Doue : greomp brema ar pez a garfemp beza græt neuse !

2° An diegui a ra deomp mancout d’en em acq3uita eus a zeveriou hor stad : ur c’hrouadur didalvez a zo ive dizent ; hac o vancout da zenti ha da labourat, e vezo hep dale vicius : multam malitiam docuit otiositas [3]. An den diegus en deus evit tad ha mam an drouc speret, hac an ifern evit bro ; rac en e dy hac en e afferiou, evel en ifern, ne veler nemet disurz : beza ez eo guîr-fall ha fablen e vro, rac ma en em ruill er fanq eus a bep seurt viçou. An dishonestis, ar vezventi, al lubricite a gaver ato e calon an den diegus ; mæs ordinalamant ar galon ampoesonet-se a zo ul laguen vil a bep seurt techou fall : desideria occidunt pigrum [4]. Henvel eo ous ar parq e pehini ne zao nemet a bep seurt louzaou fall : ous a ur vezen pehini ne zoug quet a frouez-mâd, hac evit-se a vezo troc’het ha taulet en tân [5] : etouez an dud diegus ema an oll viçou, eme ar Speret Santel : in labore hominum non sunt, operti sunt iniquitate et impietate suâ [6]. O va Doue, roit d’în ar c’hraç da veza aquetus da labourat hervez va galloud, va stad ha va c’hondition !

II. Remejou. Ar remed quenta a-enep an diegui eo anaout hac accomplissa-mâd hon oll deveriou e quêver Doue, e quêver hon nessa hac en hon andret hon-unan, oc’h ober pep-trâ e poent hac en amzer, hervez, hor stad hac hor c’hondition. Evit en em acquita gant courach eus a guemen-raa, songeomp alies peguer ber ha peguer precius eo an amzer. Ma ve permetet da ur paour quemeret en un tenzor hervez e volontez, gant pebes hast ha gant pebes joa e tenfe madou diouz an tenzor-se epad an amzer merquet dezan ? Peorien ma’z-omp eus a bep seurt madou spirituel ; profitom, epad hor buez, eus a c’hraçou an Autrou Doue, evit gallout, dre e sicour, gounit ar vuez eternel… An eil remed eo al labour. Crouadurien da Zoue, pec’herien pe gristenien-vâd, piou-bennac e c’hallomp beza, oll ez-omp obliget da labourat : an den, eme ar Speret Santel, a so ganet evit labourat evel al labous evit nigeal [7]. Peguen just ha peguen parfet-bennac e oa hon tad quenta Adam, Doue, oc’h e lacat er barados terrestr, a ordrenas dezan e labourat hac e zihoal. Perac, eme ur prinç-bras, en deus roet Doue daouarn d’ar rouanez ? Ha ne dê quet evit ma labourint evel ar rest eus an dud ? An histor ancien a zesq deomp penos un den hep micher a vije guechal chasseet eus a douez ar bayanet memes. Al labour a zo quen naturel d’an den, ma teu ar Speret Santel da gaç an didalvez d’ar scoll gant ar verrienen : vade ad formicam piger [8]. Al labour a zo ur binigen dleet d’ar pec’het ha roet da oll vugale Adam : pec’het hoc’h eus, eme Zoue, d’an den quenta, cetu ama ar zetanç terrubl a zougan en hoc’h enep : dibri a reot ho para, distrempet er c’huezen eus ho tall, betec ma tistroot en douar a behini ez-oc’h tennet [9]. Sant Thomas, oc’h explica ar chomzou-ma [10], a lavar ez-eus eno ur gourc’hemen pehini a oblich an oll dud da ul labour honest-bennac a gorf pe a speret. Labouromp eta oll e speret a binigen ; gouneomp hor bara gant ar c’huezen eus hon tall ; en em humiliomp dindân dorn an Autrou Doue ha lavaromp dezan gant ar profet David : guelit, ô va Doue, ar glac’har eus hor c’halon hac al labour eus hon daouarn, ha pardonit deomp hon oll bec’hejou ! [11]… Disquibien da Jesus-Christ, heuillomp an exempl en deus roet deomp : hon avertissa a ra dre c’hinou ar profet penos en deus e-unan labouret a vianic : in laboribus à juventute mea [12]. An ebestel hac an oll zænt, en ur guer, bugale da labourou ha da groas Jesus-Christ, o deus tremenet o buez el labour hac er boan, eme sant Frances a Zall [13]. Servicherien d’ar memes mæstr, heuillomp ar memes hent, mar fell deomp erruout er memes bro ha caout ar memes recompanç ! Ar recompanç-ma a zo caër ha precius-meurbed ; mæs evit he gounit e renquer douguen pouez an deiz hac an domder : beza ez eo un tenzor cuzet ; mæs evit e gaout e renquer toulla ha fouilla an douar : ur gurunen ar gaëra eo ; mæs ret eo he gounit oc’h ober ur brezel cuntinuel da adversourien hor silvidiguez : ur rouantelez eo a behini ar rên n’en devezo fin-ebet ; mæs tên eo da c’hounit, ha n’en deus nemet an dud courajus a guemen a antrefe ennan… Roit deomp, ô va Doue, ar c’hraç da labourat gant courach ha da souffr gant patiantet epad hor buez, evit gounit ar rouantelez a brometit deomp ha galloud eno ho caret hac ho meuli epad an eternite !!!


FIN.
  1. [Matth. XXV, 30 : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores .]
  2. [II. Cor. IX, 7.]
  3. [Eccli. XXIII, 39.]
  4. [Prov. XXI, 25.]
  5. [Cf. Matth. VII, 19 : Omnis arbor, quæ non facit fructum bonum, excidetur, et in ignem mittetur.]
  6. [Ps. LXXII, 5-6.]
  7. [Job V, 7 : Homo nascitur ad laborem, et avis ad volatum.]
  8. [Prov. VI, 6.]
  9. [Gen. III, 19 : in sudore vultus tui vesceris pane, donec revertaris in terram de qua sumptus es.]
  10. [Tho. Aq., Quodl. VII, q. 7, art. 1.]
  11. […]
  12. [Ps. LXXXVII, 16.]
  13. […]