Mont d’an endalc’had

Var an Nouen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 409-413)



VAR AN NOUEN


Petra eo an nouen ?

1° Noui, ungere, a sinifi ober onctionou : an nouen a zo an onction diveza a receo an den : an onction guenta a recevomp deiz hor badiziant hac a sinifi ar c’hraç hac an ners a bere hon deus ezom evit en em zifen a-enep adversourien hor silvidiguez epad hor yec’het, evel ma sinifi an onction diveza, an ners hac ar graçou a c’houlennomp evit beza victorius var ar memes adversourien hac ac’hui [sic] -mâd hor buez. Beza ez eus daou seurt oleo pere a vez o daou consacret gant an escop solanelamant d’ar yaou amblid ; an oleo a behini en em zervicher evit ar vadiziant, ar gonfirmation hac an urs, hac an oleo gant pehini e vez roet an nouen. An oleo-ma a zo composet a eol olivez ba consacret evit noui ar re glân. Oleo ar gatechumenet, pe an oleo quenta a behini en em servicher aroc rei ar vadiziant, a zo composet, evel oleo an nouen, a eol olivez hepquen ; mæs an oleo sacr gant pehini a vez frottet pen ar c’hrouadur goude ar vadiziant, tall an ini a vez confirmet, daouarn ha pen an ini a vez sacret roue pe escop, a zo composet a eol olivez hac a vaum.

II. Petra eo sacramant an nouen ? Ur sacramant eo instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit soulajamant spirituel ha corporel ar re glân. Ur zacramant, da lavaret eo, ur zîn sansibl ; evel-se e veler ober an onctionou hac e clêver ar c’homzou a brononç ar belec beza ez eo ur sîn sansibl eus aur c’hraç invisibl ; rac, evel ma purifi ha ma soupla an eol memprou ar c’horf, evel-se ive graç ar Speret Santel a burifi an ene eus he fec’hejou veniel hac eus ar rest eus he oll fec’hejou, hac a ro dezi ners ha courach a-enep oll adversourien he silvidiguez. Hor Zalver eo en deus instituet ar sacramant-ma evel ar sacramanchou-all. Len a reomp en Aviel, hervez sant Marc, chab. 6, v. 13, penos disquibien hor Zalver a chassee eus e bers ha dre e urs cals a zrouc sperejou, hac a baree cals a dud clân var bere e rent certen onctionou gant an eol ; dæmonia multa ejiciebant, et ungebant oleo multos ægros et sanabant. An abostol sant Jacques a lavar ive : mar hoc’h eus tud clân, galvit ar veleyen pere a bedo evitho, hac a rai varnezo, en hano Doue, certen onctionou gant eol : infirmatur guis in vobis ? inducat presbyteros Ecclesiæ, et orent super eum, ungentes eum oleo in nomine Domini [1]. Ar c’honcil a Drant a deu da ezcumunugui ar re a grete lavaret penos an nouenne dê quet ur sacramant evel ar sacramanchou-all [2]Ar zacramant-ma a zo instituet evit soulajamant spirituel ha corporel ar re glân, ha da guenta evit o soulajamant spirituel ; rac effaci a ra ar pec’hejou veniel chomet hep beza effacet hac ar rest eus ar pec’hejou-all, da lavaret eo, an dic’hout pehini a chom c’hoas gueneomp evit an traou spirituel, goude ma vez effacet hor pec’hejou dre an absolven : effaci a ra ive ar poaniou temporel dleet d’hor pec’hejou, mui pe nebeutoc’h, hervez dispositionou ar c’hlânvour : peccati religuias abstergit (Conc. Tr.) [3]. Mar de coupabl ar c’hlanvour, e bec’hejou a vezo pardonet dezan, eme an abostol sant Jacques : si in peccatis sit, remittentur ei [4]; da lavaret eo, e bec’hejou veniel, hervez ar c’honcil a Drant : rei a ra d’an dud clân ur soulajamant-vras en o foan, allevabit eum Dominus [5], da lavaret eo, e recevomp neuse an ners, ar sclerigen hac ar gourach a bere hon deus ezom en amzer e pehini an drouc speret a ra e oll bossubl evit gounit varnomp ar victor… D’an eil, an nouen a zo ive instituet evit soulajamant corporel ar re glân, da lavaret eo, eme ar c’honcil a Drant, Doue a ro dezo quentoc’h ar yec’het, pa vêl ez eo evit mâd o ene [6]. Ar belec a ell lavaret gant guirionez d’an den clân ar pez a lavaras ar profet Isaï da Ezechias : laquit urs-vâd en hoc’h afferiou, rac mervel a reot [7]; cousgoude, e c’hallit c’hoas esperout e roi Doue deoc’h ar yec’het, rac ar sacramant a recevit, a zo ive instituet evit ho soulajamant corporel, ha marteze e c’hastenno Doue deoc’h ho puez evel ma c’hastennas d’ar roue Ezechias pehini a oa bet eveldoc’h clân-bras ha var ar poent da vervel. Evit receo an nouen, eo ret beza clân hac en danger a varo ; mæs na dleomp quet cousgoude gortos an amzer diveza gant aon da goll hon ententamant-vâd. Ar vugale pere n’o deus quet an usach a ræson, an dud pere n’o deus bet biscoas o speret-vâd, ar bec’herien public pere ne renonçont quet d’o goal vuez, ne vezont quet nouet ; an dud condaonet da vervel var ar chafaud ne recevont quet ive an nouen, pehini ne vez roet nemet d’ar re glân : infirmatur quis in vobis [8]. An ini a deu da veza pare hac a guez a nevez er memes clênved pe en ur c’hlênved-all, a ell hac a dle receo a nevez an nouen, quellies guech ma en em gavont en danger da … Aroc ma c’herru ar belec, e tleer derc’hel præst dour ha goulou benniguet, ur grucifi, ha pemp boulic coton pe lin… Sacramant an nouen o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, ar c’hlânvour a dle coës aroc e receo, da viana, mar de possubl dezan ha mar en deus ezom ; mar de dilavar, ar belec a ro dezan an absolven, da guenta, ha goude, an nouen.

En em adressomp alies, ispicial en hon amzer diveza, d’ar Verc’hes glorius Vari, d’hon æl-mâd, d’hor zant paëron ha da zænt patronet hor bro, evit o zuplia da obteni deomp, digant Doue, ar pardon eus hor pec’hejou : dreist pep-tra, prononçomp alies an daou hano santel a Jesus hac a Vari ; pedomp ar vam-vâd-ma ha sant Joseph d’hon difen a-enep adversourien hor silvidiguez ha da bræsanti hon ene da Jesus… O croas sacr, c’hui eo an objet diveza a zeziran da velet ha da gontempli var an douar, abalamour, dre velitou an ini a zouguit etre ho tivrec’h eo e c’hesperan heza recevet-mâd en êe ! O Jesus, va Redemptor benniguet ! ô Guerc’hes sacr, va mam santel, an huanad diveza eus va c’halon a zavin varzu-hac-ennoc’h evit recommandi deoc’h va ene hac he lacaat etre ho taouarn !…



  1. [Jac. V, 14.]
  2. [Concil. Trident., Sess. XIV, De sacram. extr. unct., can. 1.]
  3. [Concil. Trident., Sess. XIV, De sacram. extr. unct., cap. 2.]
  4. [Jac. V, 15.]
  5. [Concil. Trident., l. cit.]
  6. [Ibid.]
  7. [Is. XXXVIII, 1 : Dispone domui tuæ, quia morieris tu, et non vives.]
  8. [Gw. uh.]