Ar zatisfaction ; he necessite

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 404-409)



ar zatisfaction : he nécessité.

I. Petra eo ar zatisfaction ? Ar guer satisfia, satisfacere, a sinifi ober avoalc’h : satisfia da Zoue ha d’an nessa a sinifi ober avoalc’h evit contanti Doue hac an nessa : satisfia a sinifi ive paea hor dlê… Ar zatisfaction, consideret evel an teirved loden eus a sacramant ar binigen, a so : receo a galon-vâd, hac ober ar binigen roet deomp gant ar c’hoëssour evit satisfia da Zoue ha d’an nessa, hac evit effaci, guella ma ellomp, ar boan temporel pehini a chom ordinalamant da effaci, goude m’hon deus recevet, dre’n absolven, ar pardon eus ar poaniou eternel pere a vilitemp.

Receo a galon-vâd : mar recevomp an absolven gant an dispositionou requis, ha gant ur volontez sincer da ober ar binigen a vezo roet deomp, hor pec’hejou a vezo pardonet ; mar mancomp goude d’hor pinigen dre neglijanç, e cometomp ur pec’het nevez, mæs quemen-se ne vir quet na oa pardonet deomp ar pec’hejou bon devoa coësseet. Er c’hontrol, ma n’hor boa quet, pa recevemp an absolven, ar volontez sincer da ober ar binigen ordrenet deomp, ini-ebet eus hor pec’hejou ne de pardonet, rac, hep ur volontez absolu da satisfia, na eller quet beza justifiet, eme ar c’honcil a Drant [1] hac ive oll doctoret an Ilis. Ma ne allomp quet ober ar binigen roet deomp, abalamour da ur c’hlênved pe da un accidant-all bennac nevez erruet, e rencomp, da viana, caout an dezir d’e ober ; evit beza justifiet, eo ret, eme ar memes concil, satisfia en effet, pe gaout un dezir absolu d’en ober : ad justificationem satisfaciendum est in re vel in voto [2].

Evit satisfia da Zoue ha d’an nessa : Doue hac an nessa outraget dre’r pec’het o deus ur guir absolu da veza apezet : impossubl eo deomp, ac’hanomp hon-unan, apezi an Autrou Doue na satisfia d’e justiç ; mæs en ober a ellomp dre vilitou Jesus-Christ, oc’h unissa hor pedennou, hor poaniou hac hon oeuvrou-mâd gant e rê ; hac o veza m’en deus satisfiet evidomp var ar groas, ha ma promet deomp ar pardon hac ar vuez eternel, e condition m’hon devezo recours dezan, ha ma raimp pinigen evel ma c’hordren an Ilis, da lavaret eo, nemet hon devezo queuz da veza pec’het, nemet e coëssaimp hor pec’hejou hac e vezimp resolvet da satisfia, var bouez quemen-ma oll, hon deus, dre justiç, ur guir absolu da veza pardonet : meremur veniam ex condigno, quia, ex promissis, habemus jus strictum ad veniam vel ad mercedem æternam, et non tantùm ex congruo, ut evenit quandò speramus tantùm nos aliquid accepturos, sed non ad hanc rem jus strictum habemus (Theol.).

Hac evit effaci, guella ma ellomp, ar boan temporel, etc. : un articl a feiz eo penos Doue a ell pardoni, hac a bardon en effet, avechou, ar pec’het hac an oll boan eternel ha temporel dleet dezan : evel-se e pardonas d’al laër deo ; evel-se ive en deus pardonet, e pardon c’hoas, hac e pardono, betec fin ar bed, hervez e volontez, pa vêl e vez evithan ur garantez parfet : Doue, eme sant Ian, a zo carantez, ar re o deus ur garantez parfet evithan, a ra o demeuranç e Doue : Deus charitas est ; qui manet in charitate, manet in eo [3]. Ar guir garantez a rent an den exant eus a bep pec’net hac eus a bep tach, eme sant Ian-Chrisostom : ubi charitas, omnia sublata mala [4]. Mæs ur virionez a feiz eo ive penos Doue, o pardoni d’ar pec’her, n’er c’huita quet ato eus ar boan temporel dleet d’e bec’het, mæs cench a ra ar boan eternel a vilite, e poaniou temporel brassoc’h pe viannoc’h, hervez grevusded ar c’hrim ha dispositionou ar paenitant.

II. Ar satisfaction a zo absoluamant necesser : Adam a voue pardonet dezan e bec’het, mæs pebes pinigen ne rancas quet da ober epad nao c’hant vloas ha tregont ma vevas goude ? [5] Ar bobl a Israel a vurmulas a-enep Doue pehini er pardonas evit guir, mæs penini ive er c’hondaonas da dremen daou-uguent vloas en desert, ha da vervel eno, hep caout an heur da antren en douar prometet [6]. Ar profet Nathan a annonças da Zavid e oa pardonet e bec’het : Dominus transtulit peccatum tuum [7]; mæs penos ive ar c’hrouadur en devoa bet eus a bried Uri, a varvje, e punition d’e bec’het. Jesus-Cbrist a lavar, en e Aviel, penos deiz ar vara babitantet Niniv a rai hor c’hondaonation, abalamour na fell quet deomp ober pinigen [8] : hor Zalver e-unan a zeu eta da c’hourc’hemenni ar zatisfaction ha da zisquez peguen necesser eo, pa deu da ajouti penos ma na reomp pinigen, e renquimp-oll perissa. An abostol a zesq ive deomp penos e tleomp accomplissa, en ur souffr hon-unan, ar pez a vanq da bassion hor Zalver ; da lavaret eo, penos e rencomp soufir hon-unan, hac unissa hor poaniou gant re hor Zalver, evit gallout en em zavetei : adimpleo ea quæ desunt passionum Christi in carne mea [9]. Ar c’honcil a Drant hac an oll Dadou santel n’o deus bet nemet ar memes langach var an necessite da satisfia : pratic an Ilis universel a zouten ive ar memes guirionez : evel-se hon tadou santel ar pabet, en ho lizerou, pa roont d’ar goessoret ar galloud da absolvi eus ar c’haziou reservet, a laca ato ar c’homzou-ma : goude beza roet ur binigen convenabl : injunctâ salutari pœnitentiâ. Ar gristenien guenta a oa quer persuadet a guemen-ma, ma teuent anezo o-unan d’en em zoumeti d’an oll rigol eus ar binigen bublic pehini a oa cousgoude quen humiliant ha quer poanius.

Ped seurt pinigen bublic a oa guechal ?

Beza e oa pevar seurt pænitantet ha peder seurt pinigen bublic, peurvuia epad 7 vloas, avechou 10, 12, 14, avechou epad ar vuez. Ar c’henta rum a oa hanvet rum ar voëlerien, abalamour ar bænitantet-ma a chom er porchet hep gallout antren en ilist hac a suplie en ur voëla an dud fidel a antree en templ da bedi evitho. An eil rum a oa hanvet rum an auditoret, abalamour an dud-ma o devoa permission da chom en ilis evit selaou an instructionou, goude pere e sortient aroc an offertor. An deirved rum a oa hanvet rum an dud prostemet, abalamour ar re-ma, goude beza clevet an instructionou hac assistet ive en oferen betec an offertor, en em brosterne var bave an ilis epad ar pedennou public a vize græt evitbo, goude pere e sortient. Ar bedervet rum a c’halvet rum an assistantet, abalamour ma c’hassistent en oll bedennou public ha memes en oferen, mæs ne allent quet communia aroc m’o devize echuet o finigen na recevet an absolven publicamant eus o oll fec’hejou… An impalaer Theodos a rencas ober ar binigen bublic ordrenet dezan gant sant Ambroas, ar pez a zisquez penos an oll dud, rouanez, noblanç ha partabl, a renque en em zoumeti d’ar binigen bublic. Evel-se, hervez ma lennomp er pinigennou canonic (dans les canons pénitentiaux), evit beza danset da zul, e renquet yun divar bara ha dour epad tri bloas : an ini en devize touet var ar gaou, a renque yun epad daou-uguent devez, er memes fæçon ; hac an ini en devize injuriet e dad pe e vam, hep memes o squei, a renque ober pinigen epad seiz vloas.

An Tadou zantel eus an Ilis a c’halv ar binigen ur vadiziant laborius ha poanius, ur vouillen a zaëlou, ar planquen a bræsant Doue d’an den goude ma’z-eo bet cuëzet er mor eus ar pec’het ; hoguen evel ma teu d’en em goll an ini a ziscroc eus âr planquen pehini en dalc’he var an dour, evel-se ive ar bænitantet a deu da guitaat o santimanchou a c’hlac’har ha da negligea o finigen a guez, hep dale, er stad miserabl eus ar pec’het a behihi e oant en em dennet. Ar medicin na dle interrogi an den clân nemet evit rei dezan ar remejou capabl d’e barea, evel-se ar c’hoëssour ne guemer anoudeguez eus a interior e bænitant, nemet evit gallout e dreti hervez e ezom, hac a ordren dezan ur binigen broportionet d’e zispositionou ha d’ar grevusded eus e bec’hejou.



  1. [Concil. Trident., Sess. XIV, c. 8-9.]
  2. […]
  3. [Joan. IV, 16.]
  4. [Jo. Chrys., Homil. VII in II. Tim., 3.]
  5. [Gw. Gen. V, 3.]
  6. [Gw. Deut. I, 3 ; Num. XX, 24.]
  7. [II. Reg. XII, 13.]
  8. [Matth. XII, 41; Luc. XI, 32.]
  9. [Col. I, 24.]